Livre de l’Apocalypse - Chapitre 6
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Chapitre 6
Alors j’ai vu : quand l’Agneau ouvrit l’un des sept sceaux, j’entendis l’un des quatre Vivants dire d’une voix de tonnerre : « Viens ! » Ap 6, 1 : Gwelout a raen : ha pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell, e klevis unan eus ar pevar Loen o lavarout gant ur vouezh kurun : « Deus ! »
Alors j’ai vu : et voici un cheval blanc ; celui qui le montait tenait un arc, une couronne lui fut donnée, et il sortit vainqueur, pour vaincre à nouveau. Ap 6, 2 : Ha setu ma welis ur marc’h gwenn, hag an hini a oa azezet warnañ a oa ur wareg gantañ ; roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas er-maez, trec’her evit trec’hiñ.
Et quand il ouvrit le deuxième sceau, j’entendis le deuxième Vivant qui disait : « Viens ! » Ap 6, 3 : Ha pa zigoras an Oan an eil siell, e klevis an eil Loen o lavarout : « Deus ! »
Alors sortit un autre cheval, rouge feu ; à celui qui le montait il fut donné d’enlever la paix à la terre, pour que les gens s’entretuent, et une grande épée lui fut donnée. Ap 6, 4 : Hag ez eas er-maez un eil marc’h ruz-tan ; ha d’an hini azezet warnañ e voe roet galloud da lemel ar peoc’h a-ziwar an douar, evit ma ’n em lazhfe an dud kenetrezo ; ha roet e voe dezhañ ur c’hleze bras.
Et quand il ouvrit le troisième sceau, j’entendis le troisième Vivant qui disait : « Viens ! » Alors j’ai vu : et voici un cheval noir ; celui qui le montait tenait à la main une balance. Ap 6, 5 : Ha pa zigoras an Oan an trede siell, e klevis an trede Loen o lavarout : « Deus ! ». Ha setu ma welis ur marc’h du, hag an hini azezet warnañ e oa gantañ ur bouezerez en e zorn.
Et j’entendis comme une voix au milieu des quatre Vivants ; elle disait : « Un denier, la mesure de blé ! Un denier, les trois mesures d’orge ! Ne fraude pas sur l’huile et sur le vin ! » Ap 6, 6 : Hag e klevis e-kreiz ar pevar Loen evel ur vouezh o lavarout : « Ul litrad ed, un diner ! Tri litrad heiz, un diner ! Evit an eoul hag ar gwin, arabat o foranañ ».
Et quand il ouvrit le quatrième sceau, j’entendis la voix du quatrième Vivant qui disait : « Viens ! » Ap 6, 7 : Ha pa zigoras an Oan ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare Loen o lavarout : « Deus ! »
Alors j’ai vu : et voici un cheval verdâtre ; celui qui le montait se nomme la Mort, et le séjour des morts l’accompagnait. Et il leur fut donné pouvoir sur un quart de la terre pour tuer par le glaive, par la famine et par la peste, et par les fauves de la terre. Ap 6, 8 : Ha setu ma welis ur marc’h glas-gwer, hag an hini azezet warnañ a oa e anv : an Ankoù hag an Hadez a zeue war e lerc’h. Ha roet e voe galloud dezho war ar pevare farzh eus an douar, da lazhañ dre ar c’hleze, an naonegezh, ar vosenn, ha dre loened gouez an douar.
Et quand il ouvrit le cinquième sceau, je vis sous l’autel les âmes de ceux qui furent égorgés à cause de la parole de Dieu et du témoignage qu’ils avaient porté. Ap 6, 9 : Ha pa zigoras an Oan ar pempvet siell, e welis dindan an Aoter, eneoù ar re bet lazhet en abeg da Gomz Doue ha d’an testeni a zougent.
Ils crièrent d’une voix forte : « Jusques à quand, Maître saint et vrai,resteras-tu sans juger, sans venger notre sang sur les habitants de la terre ? » Ap 6, 10 : Hag int da grial a-bouez-penn : « Betek pegoulz, o Mestr santel ha gwirion, e chomi hep barn ha goulenn kont evit hor gwad digant annezerien an douar ? ».
Et il fut donné à chacun une robe blanche, et il leur fut dit de patienter encore quelque temps, jusqu’à ce que soient au complet leurs compagnons de service, leurs frères, qui allaient être tués comme eux. Ap 6, 11 : Roet e voe dezho pep a sae wenn, ha lavaret dezho kaout pasianted un nebeut amzer c’hoazh, betek ma vo leun niver o c’humpagnuned a servijerezh hag o breudeur, ar re a zle bezañ lazhet evelto.
Alors j’ai vu : quand il ouvrit le sixième sceau, il y eut un grand tremblement de terre, le soleil devint noir comme une étoffe de crin, et la lune entière, comme du sang, Ap 6, 12 : Hag e welis : pa zigoras an Oan ar c’hwec’hvet siell, ur c’hren-douar bras a c’hoarvezas ; an heol a zeuas da vezañ du evel ur sac’h reun, hag al loar a-bezh a zeuas da vezañ evel gwad ;
et les étoiles du ciel tombèrent sur la terre comme lorsqu’un figuier secoué par grand vent jette ses fruits. Ap 6, 13 : stered an neñv a gouezhas war an douar, evel ma stlap ur wezenn-fiez d’an douar he fiez glas pa vez hejet gant ar gorventenn.
Le ciel se retira comme un livre qu’on referme ; toutes les montagnes et les îles furent déplacées. Ap 6, 14 : Hag an neñv en em dennas kuit, evel ul levr a roller. Ha pep menez ha pep enezenn a voe diframmet diouzh o lec’h.
Les rois de la terre et les grands, les chefs d’armée, les riches et les puissants, tous les esclaves et les hommes libres allèrent se cacher dans les cavernes et les rochers des montagnes. Ap 6, 15 : Ha rouaned an douar, hag ar pennoù bras, hag ar pennoù-brezel, hag ar binvidien hag ar c’halloudeien, ha pep sklav pe den dieub, en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,
Et ils disaient aux montagnes et aux rochers : « Tombez sur nous, et cachez-nous du regard de celui qui siège sur le Trône et aussi de la colère de l’Agneau. Ap 6, 16 : en ur lavarout d’ar menezioù ha d’ar reier : « Kouezhit warnomp hag hor c’huzhit diouzh selloù an Hini a zo azezet war an tron, ha diouzh kounnar an Oan.
Car il est venu, le grand jour de leur colère, et qui pourrait tenir ? » Ap 6, 17 : Rak deuet eo deiz bras o c’hounnar, ha piv a c’hell derc’hel ? ».
