Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre de l’Apocalypse » Chapitre 19

Livre de l’Apocalypse - Chapitre 19

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Chapitre 19



Après cela, j’entendis comme la voix forte d’une foule immense dans le ciel, qui proclamait : « Alléluia ! Le salut, la gloire, la puissance à notre Dieu. Ap 19, 1 : Goude-se e klevis evel mouezh kreñv un engroez bras a dud en Neñv, a lavare : « Allelouia ! Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue,

Ils sont vrais, ils sont justes, ses jugements. Il a jugé la grande prostituée qui corrompait la terre par sa prostitution ; il a réclamé justice du sang de ses serviteurs, qu’elle a versé de sa main. » Ap 19, 2 : dre ma-z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù, barnet m’en deus ar C’hast Veur, an hini a vreine an douar gant he riboderezh, ha dre m’en deus he lakaet da baeañ evit gwad e servijerien ».

Et la foule reprit : « Alléluia ! La fumée de l’incendie s’élève pour les siècles des siècles. » Ap 19, 3 : Hag adarre e lavarjont : « Allelouia ! Ar moged diwarni a savo evit kantvedoù ar c’hantvedoù ! »

Les vingt-quatre Anciens et les quatre Vivants se prosternèrent et adorèrent Dieu qui siège sur le trône ; ils proclamaient : « Amen ! Alléluia ! » Ap 19, 4 : Hag e kouezhas d’an douar ar pevar C’hozhiad warn-ugent hag ar pevar Loen, hag e azeuljont Doue azezet war ar gador-veur, en ur lavarout : « Amen, Allelouia ! ».

Et du Trône sortit une voix qui disait : « Louez notre Dieu, vous tous qui le servez, vous tous qui le craignez, les petits et les grands. » Ap 19, 5 : Hag ur vouezh a zeuas eus ar gador-veur a lavare : « Meulit hon Doue, servijerien an Aotrou, c’hwi-holl hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ».

Alors j’entendis comme la voix d’une foule immense, comme la voix des grandes eaux, ou celle de violents coups de tonnerre. Elle proclamait : « Alléluia ! Il règne, le Seigneur notre Dieu, le Souverain de l’univers. Ap 19, 6 : Hag e klevis evel mouezh un engroez niverus-meurbet, evel mouezh doureier bras, hag evel mouezh kurunoù nerzhus, a lavare : « Allelouia ! Rak setu ma ren evel roue, an Aotrou, hon Doue, mestr an hollved.

Soyons dans la joie, exultons, et rendons gloire à Dieu ! Car elles sont venues, les Noces de l’Agneau, et pour lui son épouse a revêtu sa parure. Ap 19, 7 : Bezomp laouen ha tridomp, roomp gloar dezhañ, rak setu deuet eured an Oan hag e bried a zo en em gempennet,

Un vêtement de lin fin lui a été donné, splendide et pur. » Car le lin, ce sont les actions justes des saints. Ap 19, 8 : ha roet eo bet dezhi en em wiskañ gant lin tane skedus ha glan » -- al lin tane eo oberoù santel ar Sent.

Puis l’ange me dit : « Écris : Heureux les invités au repas des noces de l’Agneau ! » Il ajouta : « Ce sont les paroles véritables de Dieu. » Ap 19, 9 : Hag an Ael da lavarout din : « Skriv ! Evurus ar re a zo galvet da goan eured an Oan ». Hag e lavaras c’hoazh : « Ar c’homzoù-mañ a zo komzoù gwirion a-berzh Doue ».

Je me jetai à ses pieds pour me prosterner devant lui. Il me dit : « Non, ne fais pas cela ! Je suis un serviteur comme toi, comme tes frères qui portent le témoignage de Jésus. Prosterne-toi devant Dieu ! Car c’est le témoignage de Jésus qui inspire la prophétie. » Ap 19, 10 : Hag e kouezhis neuze e-harz e dreid d’e azeuliñ ; eñ avat a lavaras din : « Nann, n’eo ket se ! kenservijer ganit ez on-me ha gant da vreudeur a vir testeni Jezuz. Azeul Doue ! Testeni Jezuz eo ar Spered a brofediezh ».

Puis j’ai vu le ciel ouvert, et voici un cheval blanc : celui qui le monte s’appelle Fidèle et Vrai, il juge et fait la guerre avec justice. Ap 19, 11 : Neuze e welis an Neñv digor, ha setu m’en em ziskouezas ur marc’h gwenn, hag an hini azezet warnañ a zo e anv Feal ha Gwirion ; rak gant reizhder e varn hag e stourm.

Ses yeux sont comme une flamme ardente, il a sur la tête plusieurs diadèmes, il porte un nom écrit que nul ne connaît, sauf lui-même. Ap 19, 12 : E zaoulagad a zo flamm-tan, ha war e benn ez eus meur a daledenn ; warnañ ez eus skrivet un anv ha n’eus hini evit e anavezout nemetañ e-unan.

Le vêtement qui l’enveloppe est trempé de sang, et on lui donne ce nom : « le Verbe de Dieu ». Ap 19, 13 : Ha gwisket eo gant ur vantell bet livet gant gwad, hag e anv eo Verb Doue.

Les armées du ciel le suivaient sur des chevaux blancs, elles étaient vêtues de lin fin, d’un blanc pur. Ap 19, 14 : Armeadoù an Neñv a zeue d’e heul war gezeg gwenn gwisket gant lin tane gwenn-kann ha glan.

De sa bouche sort un glaive acéré, pour en frapper les nations ; lui-même les conduira avec un sceptre de fer, lui-même foulera la cuve du vin de la fureur, la colère de Dieu, Souverain de l’univers ; Ap 19, 15 : Er-maez eus e c’henou e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ gantañ ar Broadoù ; a reno anezho gant ur walenn houarn ; eñ a vres er bailhad, gwin taer kounnar an Doue hollc’halloudek.

sur son vêtement et sur sa cuisse, il porte un nom écrit : « Roi des rois et Seigneur des seigneurs ». Ap 19, 16 : Ha war e vantell ha war e vorzhed en deus un anv skrivet : Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez.

Puis j’ai vu un ange debout dans le soleil ; il cria d’une voix forte à tous les oiseaux qui volent en plein ciel : « Venez, rassemblez-vous pour le grand repas de Dieu, Ap 19, 17 : Hag e welis un Ael en e sav en heol, hag a grias gant ur vouezh kreñv en ur lavarout d’an holl evned a nij dre greiz an Neñv : « Deuit, en em vodit evit banvez bras Doue,

pour manger la chair des rois, celle des chefs d’armée, celle des puissants, celle des chevaux et de ceux qui les montent, celle de tous les hommes, libres ou esclaves, des petits et des grands. » Ap 19, 18 : evit debriñ kig rouaned, kig pennoù-brezel ha kig gouroned, kig kezeg gant o marc’hegerien, ha kig an dud a bep seurt, tud en o frankiz ha sklavourien, bihan ha bras ! ».

Et j’ai vu la Bête, les rois de la terre, et leurs armées, rassemblés pour faire la guerre au cavalier et à son armée. Ap 19, 19 : Hag e welis an Euzhvil ha gantañ rouaned an douar hag o armeoù bodet evit en em gannañ ouzh an hini azezet war ar marc’h hag ouzh e arme.

La Bête fut capturée, et avec elle le faux prophète, lui qui, en produisant des signes devant elle, avait égaré ceux qui portent la marque de la Bête et se prosternent devant son image. Ils furent jetés vivants, tous les deux, dans l’étang de feu embrasé de soufre. Ap 19, 20 : Met paket e voe an Euzhvil ha gantañ ar falsprofed, an hini en deus graet e servij an Euzhvil ar burzhudoù en deus touellet ganto ar re o deus resevet merk an Euzhvil hag ar re a stou d’an daoulin dirak e skeudenn ; ez vev e voent stlapet o-daou el lenn a dan o flammañ diwar soufr.

Les autres furent tués par le glaive du cavalier, le glaive qui sort de sa bouche, et tous les oiseaux se rassasièrent de leurs chairs. Ap 19, 21 : Hag ar peurrest a voe lazhet gant kleze ar Marc’heger, gant ar c’hleze a zeu er-maez eus e c’henou ; hag an holl evned o devoe o gwalc’h eus o c’hig.