Livre de l’Apocalypse - Chapitre 16
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Chapitre 16
Alors j’entendis une voix forte venant du Sanctuaire, qui disait aux sept anges : « Allez répandre sur la terre les sept coupes de la fureur de Dieu. » Ap 16, 1 : Hag e klevis ur vouezh kreñv o tont eus an Templ a lavare d’ar seizh Ael : « It da skuilh war an douar seizh kop kounnar Doue ».
Le premier partit et répandit sa coupe sur la terre : il y eut un ulcère malin et pernicieux sur les hommes qui portaient la marque de la Bête, et sur ceux qui se prosternaient devant son image. Ap 16, 2 : Hag ez eas an hini kentañ da skuilh e gop war an douar, hag e voe ur gouli drouk ha noazus war an dud o devoa merk an euzhvil hag a stoue da azeuliñ e skeudenn.
Le deuxième répandit sa coupe sur la mer : il y eut du sang comme d’un mort, et toute vie dans la mer mourut. Ap 16, 3 : Hag an eil a skuilhas e gop war ar mor, hag e teuas da vezañ evel gwad un den lazhet, hag an holl loened bev a varvas, ar re ’zo er mor.
Le troisième répandit sa coupe sur les fleuves et les sources des eaux : et il y eut du sang. Ap 16, 4 : Hag an trede a skuilhas e gop war ar stêrioù hag an eien, hag e teujont da vezañ gwad.
Alors j’entendis l’ange des eaux qui disait : « Tu es juste, toi qui es, et qui étais, toi le Saint, parce que tu as rendu ce jugement. Ap 16, 5 : Hag e klevis Ael an doureier o lavarout : « Reizh ez out-te, an Hini a zo hag a oa, te ar Sant, dre m’ec’h eus barnet evel-se ;
Ils ont répandu le sang des saints et des prophètes ; tu leur as donné du sang à boire : c’est ce qu’ils méritent ! » Ap 16, 6 : rak gwad ar Sent hag ar Brofeded o deus skuilhet, ha gwad ac’h eus roet dezho da evañ ; dleet e oa se dezho ! ».
Puis j’ai entendu l’autel qui disait : « Oui, Seigneur Dieu, Souverain de l’univers, ils sont vrais, ils sont justes, tes jugements. » Ap 16, 7 : Hag e klevis an Aoter o lavarout : « Ya, Aotrou Doue, Te an Hollc’halloudeg, gwirion ha reizh da varnedigezhioù ! »
Le quatrième ange répandit sa coupe sur le soleil : il lui fut donné de brûler les hommes de son feu. Ap 16, 8 : Hag ar pevare a skuilhas e gop war an heol, hag e voe roet dezhañ deviñ an dud gant an tan.
Les hommes furent brûlés d’une grande brûlure ; ils blasphémèrent le nom du Dieu qui a de tels fléaux en son pouvoir, au lieu de se convertir en lui rendant gloire. Ap 16, 9 : Ha devet e voe an dud gant devadurioù kriz, hag e vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar gwalennoù-se, met ne zistrojont ket outañ evit rentañ klod dezhañ.
Le cinquième répandit sa coupe sur le trône de la Bête : il y eut de l’obscurité sur son royaume. Les gens se mordaient la langue de douleur Ap 16, 10 : Hag ar pempvet a skuilhas e gop war gador-veur an euzhvil, hag e teuas e rouantelezh da goll he lugern. Hag e veze an dud o tantañ o zeodoù gant ar boan ;
et ils blasphémèrent le Dieu du ciel sous le coup de leurs douleurs et de leurs ulcères, au lieu de se repentir de leurs agissements. Ap 16, 11 : met mallozhiñ a rejont Doue an Neñv en abeg d’o foanioù ha d’o goulioù, ha ne zistrojont ket diouzh o gwalloberoù.
Le sixième répandit sa coupe sur le grand fleuve, l’Euphrate : et l’eau en fut tarie pour préparer la route des rois venant du côté où le soleil se lève. Ap 16, 12 : Hag ar c’hwec’hvet a skuilhas e gop war ar stêr vras Eufratez, hag e voe disec’het an dour anezhi evit ma vefe aozet o hent d’ar rouaned eus ar Sav-Heol.
Puis j’ai vu sortir de la gueule du Dragon, de celle de la Bête et de celle du faux prophète, trois esprits impurs, pareils à des grenouilles. Ap 16, 13 : Hag e welis o tont er-maez eus geol an Aerouant, eus geol an Euzhvil hag eus geol ar Falsprofed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered,
Ce sont, en effet, des esprits démoniaques qui produisent des signes, et s’en vont vers les rois du monde entier afin de les rassembler pour la bataille du grand jour de Dieu, le Souverain de l’univers. Ap 16, 14 : hag ez int evit gwir speredoù diaoulek, oc’h ober burzhudoù, a ya da gaout rouaned an douar a-bezh, d’o bodañ evit an emgann, evit Deiz bras an Doue hollc’halloudek.
– Voici que je viens comme un voleur. Heureux celui qui veille et garde sur lui ses vêtements pour ne pas aller nu en laissant voir sa honte. Ap 16, 15 : Setu ma teuan evel ul laer ! Evurus an hini a veilh, hag a vir e zilhad evit chom hep bale en noazh, evit na vo ket gwelet e vezh gant an dud.
Et ils les rassemblèrent en un lieu appelé en hébreu Harmaguédone. Ap 16, 16 : Hag o bodañ a rejont el lec’h anvet en hebraeg Harmagedon.
Le septième ange répandit sa coupe dans les airs : une voix forte venant du trône sortit du Sanctuaire ; elle disait : « C’en est fait ! » Ap 16, 17 : Hag ar seizhvet a skuilhas e gop en aer : neuze e teuas eus an Neved hag eus an Tron, ur vouezh kreñv a lavaras : « Setu deuet an traoù ! »
Il y eut des éclairs, des fracas, des coups de tonnerre ; il y eut un grand tremblement de terre : depuis que sur la terre il y a des hommes, il n'y eut jamais de tremblement de terre aussi grand. Ap 16, 18 : Hag e c’hoarvezas luc’hed, mouezhioù ha kurunoù, hag ur c’hren-douar bras, evel n’eus ket bet kement-all biskoazh, abaoe ma-z eus tud war an douar, ken bras ma oa ar c’hren-douar-se.
Et la grande ville se disloqua en trois parties, et les villes des nations tombèrent. Et Dieu se souvint de Babylone la Grande, pour lui donner à boire le vin de sa fureur, la coupe de sa colère. Ap 16, 19 : Hag ez eas ar Gêr veur e teir lodenn, ha kêrioù ar Broadoù a gouezhas. Ha Babilon, ar Gêr vras, en devoe Doue soñj anezhi evit reiñ dezhi ar c’hop-se ma verv ennañ gwin e gounnar.
Toutes les îles s’enfuirent, et les montagnes disparurent. Ap 16, 20 : Ha neuze kement enezenn a zo a dec’has kuit, ha menezioù ne voe ken anezho.
Des grêlons d’une masse énorme tombèrent du ciel sur les hommes, qui blasphémèrent Dieu à cause du fléau de la grêle, car c’était un terrible fléau. Ap 16, 21 : Ha kazarc’hennoù bras, ken pounner ha talantoù, a gouezhas eus an Neñv war an dud ; hag e vallozhas an dud enep Doue en abeg da walenn ar c’hazarc’h rak un droug bras-spontus e oa.
