Livre de l’Apocalypse - Chapitre 17
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Chapitre 17
L’un des sept anges aux sept coupes vint me parler : « Viens, dit-il, je vais te montrer ce que sera la condamnation de la grande prostituée assise au bord des grandes eaux. Ap 17, 1 : Neuze e teuas unan eus ar seizh Ael o devoa ganto ar seizh kop, da gomz ouzhin en ur lavarout : « Deus, ma tiskouezin dit barnedigezh ar C’hast Veur, an hini azezet war ribl an dourioù bras,
Les rois de la terre se sont prostitués avec elle, et ceux qui habitent la terre se sont enivrés du vin de sa prostitution. » Ap 17, 2 : o deus ribodet ganti rouaned an douar, hag he deus mezvet annezerien an douar gant gwin hec’h hudurniezh ».
Il me transporta en esprit au désert. Et j’ai vu une femme assise sur une bête écarlate qui était couverte de noms blasphématoires et qui avait sept têtes et dix cornes. Ap 17, 3 : Va dezougen a reas a spered d’ur gouelec’h. Hag e welis ur Vaouez azezet war un euzhvil ruz-tane, goloet a anvioù a vlasfemerezh, ha dezhañ seizh penn ha dek korn.
Cette femme était vêtue de pourpre et d’écarlate, toute parée d’or, de pierres précieuses et de perles ; elle avait dans la main une coupe d’or remplie d’abominations, avec les impuretés de sa prostitution. Ap 17, 4 : Ar Vaouez a oa gwisket e dilhad mouk ha skarlek, ha marellet holl gant aour, mein prizius ha perlez ; derc’hel a rae en he dorn ur c’hop aour, leun gant saotradurioù euzhus he riboderezh.
Il y avait sur son front un nom écrit, un mystère : « Babylone la Grande, la mère des prostitutions et des abominations de la terre. » Ap 17, 5 : Ha war he zal un anv a oa enskrivet, arouezel e ster : Babilon vras, mamm gisti hag euzhusterioù an douar.
Et j’ai vu la femme ivre du sang des saints et du sang des témoins de Jésus. En la voyant, je fus saisi d’un grand étonnement. Ap 17, 6 : Hag e welis ar Vaouez-se o ’n em vezviñ gant gwad ar Sent ha gant gwad merzherien Jezuz. Hag e voen souezhet ouzh he gwelout, souezhet bras.
Et l’ange me dit : « Pourquoi es-tu étonné ? Moi, je te dirai le mystère de la femme et de la Bête qui la porte, celle qui a les sept têtes et les dix cornes. Ap 17, 7 : Hag e lavaras din an Ael : « Perak out souezhet ? Me a ya da ziskleriañ dit petra eo ster arouezel ar Vaouez hag an euzhvil o tougen anezhi, an hini gant ar seizh penn hag an dek korn.
La Bête que tu as vue, elle était, mais elle n’est plus ; elle va monter de l’abîme pour aller à sa perdition. Quant aux habitants de la terre dont le nom n’est pas inscrit dans le livre de la vie depuis la fondation du monde, ils seront étonnés au spectacle de la Bête qui était, qui n’est plus et qui va reparaître. Ap 17, 8 : An euzhvil ac’h eus gwelet a oa ha n’eo mui ken ; emañ war-nes da sevel en-dro eus an Islonk, met evit mont d’e emgoll. Ha souezhiñ a raio annezerien an douar, ar re n’eo ket bet skrivet o anvioù e Levr ar Vuhez adal diazezidigezh ar bed, o welout an euzhvil, penaos e oa, ha n’eo mui ; ha penaos en em ziskouez adarre.
Ici, il faut l’intelligence mais avec la sagesse. Les sept têtes sont sept collines sur lesquelles réside la femme ; elles sont aussi sept rois : Ap 17, 9 : Amañ eo ret kaout spered ha finesa ! Ar seizh penn a zo seizh menez ma-z eo azezet ar Vaouez warno. Seizh roue int ivez :
cinq sont tombés, un est là maintenant, et l’autre n’est pas encore venu, mais quand il viendra, il ne devra rester que peu de temps. Ap 17, 10 : Pemp a zo kouezhet, unan a zo bremañ, hag un all n’eo ket deuet c’hoazh ; pa zeuio e tle chom nebeut.
Et la Bête qui était et qui n’est plus, est elle-même un huitième roi, mais elle fait partie des sept ; elle va à sa perdition. Ap 17, 11 : Evit an euzhvil hag a oa ha n’eo mui, eñ a zo e-unan un eizhvet ha koulskoude unan eus ar seizh ez eo, d’e emgoll ez a.
Les dix cornes que tu as vues sont dix rois qui n’ont pas encore reçu la royauté, mais reçoivent le pouvoir royal avec la Bête pour une heure. Ap 17, 12 : An dek korn ac’h eus gwelet a zo dek roue : ar re-mañ n’o deus ket c’hoazh resevet a rouantelezh, met galloud-roue a resevint evit un eurvezh a-gevret gant an euzhvil.
Ceux-ci ont un même projet : donner leur puissance et leur pouvoir à la Bête. Ap 17, 13 : Int o deus an hevelep mennad : lakaat e servij an euzhvil o nerzh hag o galloud.
Ils feront la guerre à l’Agneau, et l’Agneau les vaincra car il est Seigneur des seigneurs et Roi des rois ; et les siens, les appelés, les élus, les fidèles, vaincront avec lui. » Ap 17, 14 : Int a stourmo enep an Oan, met an Oan a drec’ho warno, dre ma-z eo Aotrou an Aotrounez, ha Roue ar Rouaned, hag ivez ar re a zo gantañ, ar re c’halvet, ar re zibabet, ar re feal ».
Puis il me dit : « Les eaux que tu as vues, là où la prostituée est assise, ce sont des peuples et des foules, des nations et des langues. Ap 17, 15 : Hag an Ael a lavaras din : « An dourioù ac’h eus gwelet, ma-z eo azezet ar C’hast war o ribloù, pobloù hag engroezioù-tud ez int, broadoù ha yezhoù.
Quant aux dix cornes que tu as vues, ainsi que la Bête, elles se prendront de haine pour la prostituée, elles la laisseront dépouillée et nue, elles mangeront ses chairs et la brûleront au feu. Ap 17, 16 : Hag an dek korn ac’h eus gwelet, hag an euzhvil, int a ya da gemer kasoni ouzh ar C’hast ; he lakaat a raint da vezañ digenvez ha noazh, debriñ a raint he c’hig, hag he c’huzumiñ hec’h-unan en tan.
Car Dieu leur a mis au cœur de réaliser son projet, de réaliser ensemble un même projet : donner à la Bête leur royauté jusqu’à ce que s’accomplissent les paroles de Dieu. Ap 17, 17 : Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù ar mennad da gas da benn e ziviz e-unan, d’en em glevout evit reiñ o galloud-roue d’an euzhvil, betek ma vo bet peursevenet komzoù Doue.
La femme que tu as vue, c’est la grande ville qui exerce la royauté sur les rois de la terre. » Ap 17, 18 : Hag ar Vaouez ac’h eus gwelet eo ar Gêr Veur, an hini a ren da rouanez war rouaned an douar ».
