Livre de l’Apocalypse - Chapitre 8
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22
Chapitre 8
Quand il ouvrit le septième sceau, il y eut dans le ciel un silence d’environ une demi-heure. Ap 8, 1 : Ha pa zigoras an Oan ar seizhvet siell, e voe ur sioulder bras en Neñv, evel e-pad un hanter eur...
Et j’ai vu les sept anges qui se tiennent devant Dieu : il leur fut donné sept trompettes. Ap 8, 2 : Neuze e welis ar seizh Ael en em zalc’h en o sav dirak Doue, ha roet e voe dezho seizh trompilh.
Un autre ange vint se placer près de l’autel ; il portait un encensoir d’or ; il lui fut donné quantité de parfums pour les offrir, avec les prières de tous les saints, sur l’autel d’or qui est devant le Trône. Ap 8, 3 : Hag un Ael all a zeuas d’en em lakaat en e sav e-kichen an aoter, en ur zerc’hel ur baliked aour ; ha roet e voe dezhañ porfumoù e-leizh a zo pedennoù an holl Sent, evit o c’hinnig war an aoter aour a zo dirak an tron
Et par la main de l’ange monta devant Dieu la fumée des parfums, avec les prières des saints. Ap 8, 4 : Hag e savas moged ar porfumoù gant pedennoù ar Sent eus dorn an Ael dirak Doue.
Puis l’ange prit l’encensoir et le remplit du feu de l’autel ; il le jeta sur la terre : il y eut des coups de tonnerre, des fracas, des éclairs et un tremblement de terre. Ap 8, 5 : Hag an Ael a gemeras ar baliked hag a leunias anezhi gant tan an aoter evit e stlepel war an douar. Hag e voe neuze tarzhioù-kurun, ha mouezhioù, ha luc’hed ha kren-douar.
Puis les sept anges qui avaient les sept trompettes se préparèrent à en sonner. Ap 8, 6 : Hag ar seizh Ael hag a zalc’h ar seizh trompilh en em aozas da seniñ ganto.
Le premier sonna de la trompette : il y eut de la grêle et du feu mêlés de sang, qui furent jetés sur la terre, et le tiers de la terre brûla, le tiers des arbres brûlèrent, toute l’herbe verte brûla. Ap 8, 7 : An hini kentañ a sonas gant e drompilh. Hag e c’hoarvezas kazarc’h ha tan mesket gant gwad a voe stlapet war an douar ; hag un drederenn eus an douar a voe devet, hag un drederenn eus ar gwez a voe devet, hag an holl c’heot glas a voe devet.
Le deuxième ange sonna de la trompette : dans la mer fut jetée comme une grande montagne embrasée, et le tiers de la mer fut changé en sang ; Ap 8, 8 : Hag an eil Ael a sonas gant e drompilh. Hag evel ur menez bras entanet a voe taolet er mor, hag an drederenn eus ar mor a droas e gwad.
dans la mer, le tiers des créatures vivantes mourut, et le tiers des bateaux fut détruit. Ap 8, 9 : Hag e varvas an drederenn eus ar c’hrouadurioù a oa bev er mor, hag an drederenn eus ar bigi a voe distrujet.
Le troisième ange sonna de la trompette : du ciel tomba une grande étoile qui flambait comme une torche ; elle tomba sur le tiers des fleuves et sur les sources des eaux. Ap 8, 10 : Hag an trede Ael a sonas gant e drompilh. Hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras o flammañ evel un etev-tan hag e kouezhas war an drederenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.
L’étoile se nomme « Absinthe », et le tiers des eaux devint de l’absinthe : beaucoup de gens moururent à cause des eaux devenues amères. Ap 8, 11 : Hag anv ar steredenn-se a zo ar c’hwervoni. Hag e teuas an drederenn eus an dourioù da vezañ c’hwervoni, ha kalz a dud a varvas diwar an dourioù-se dre ma oant deuet da c’hwerv.
Le quatrième ange sonna de la trompette : le tiers du soleil fut frappé, et le tiers de la lune et le tiers des étoiles ; ainsi chacun d’entre eux fut obscurci d’un tiers, le jour perdit le tiers de sa clarté et, de même, la nuit. Ap 8, 12 : Hag ar pevare Ael a sonas gant e drompilh... Ha skoet e voe an drederenn eus an heol hag an-drederenn eus al loar hag an drederenn eus ar stered, en doare ma voe teñvalaet an drederenn anezho, ma kollas an deiz an drederenn eus e c’houloù, hag an noz kement-all.
Alors j’ai vu : et j’entendis un aigle qui volait en plein ciel, disant d’une voix forte : « Malheur ! Malheur ! Malheur pour ceux qui habitent la terre, car la trompette, encore, doit retentir quand les trois anges sonneront ! » Ap 8, 13 : Hag e welis hag e klevis un erer o nijal e lein an Neñv hag o lavarout en ur grial : « Gwa, gwa, gwa da annezerien an douar en abeg da son an trompilhoù diwezhañ gant an tri Ael o vont da drompilhañ ».
