Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Livre de l’Apocalypse » Chapitre 4

Livre de l’Apocalypse - Chapitre 4

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Chapitre 4



Après cela, j’ai vu : et voici qu’il y avait une porte ouverte dans le ciel. Et la voix que j’avais entendue, pareille au son d’une trompette, me parlait en disant : « Monte jusqu’ici, et je te ferai voir ce qui doit ensuite advenir. » Ap 4, 1 : Goude-se em boe ar weledigezh-mañ : un nor a oa digor en Neñv, hag ar vouezh am boa klevet da gentañ evel un drompilh o komz ouzhin a oa o lavarout din : « Pign amañ, ha diskouez a rin dit ar pezh a zle c’hoarvezout da c’houde ».

Aussitôt je fus saisi en esprit. Voici qu’un trône était là dans le ciel, et sur le Trône siégeait quelqu’un. Ap 4, 2 : Kerkent e voen goursavet a spered. Ha setu un tron a oa en e sav en Neñv, ha war an tron unan en e goazez.

Celui qui siège a l’aspect d’une pierre de jaspe ou de cornaline ; il y a, tout autour du Trône, un halo de lumière, avec des reflets d’émeraude. Ap 4, 3 : Hag an hini koazezet a oa heñvel e neuz ouzh maen-yalp gwer hag ouzh agatenn ruz. Hag ur ganevedenn a oa en-dro d’an tron, heñvel ouzh emrodez.

Tout autour de ce Trône, vingt-quatre trônes, où siègent vingt-quatre Anciens portant des vêtements blancs et, sur leurs têtes, des couronnes d’or. Ap 4, 4 : En-dro d’an tron pevar zron warn-ugent hag azezet war an tronioù, pevar C’hozhiad warn-ugent, gant dilhad gwenn en-dro dezho ha war o fenn kurunennoù aour.

Et du Trône sortent des éclairs, des fracas, des coups de tonnerre, et sept torches enflammées brûlent devant le Trône : ce sont les sept esprits de Dieu. Ap 4, 5 : Eus an tron e tarzh luc’hed, mouezhioù, ha taranoù ; seizh kreuzeul a dan a zo o teviñ dirazañ a zo seizh spered Doue.

Devant le Trône, il y a comme une mer, aussi transparente que du cristal. Au milieu, autour du Trône, quatre Vivants, ayant des yeux innombrables en avant et en arrière. Ap 4, 6 : Ha dirak an tron ez eus evel ur mor treuzwelus heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro dezhañ, pevar Loen, goloet a lagadoù a-ziaraok hag a-ziadreñv :

Le premier Vivant ressemble à un lion, le deuxième Vivant ressemble à un jeune taureau, le troisième Vivant a comme un visage d’homme, le quatrième Vivant ressemble à un aigle en plein vol. Ap 4, 7 : al Loen kentañ heñvel ouzh ul leon, an eil loen heñvel ouzh un tarv ; an trede loen gant un dremm evel hini un den, hag ar pevare loen heñvel ouzh un erer o nijal.

Les quatre Vivants ont chacun six ailes, avec des yeux innombrables tout autour et au-dedans. Jour et nuit, ils ne cessent de dire : « Saint ! Saint ! Saint, le Seigneur Dieu, le Souverain de l’univers, Celui qui était, qui est et qui vient. » Ap 4, 8 : Hag ar pevar Loen o deus pep a c’hwec’h askell tro-dro warno, hag a-ziabarzh ez int goloet a lagadoù, ha dibaouez, noz-deiz, e talc’hont da lavarout : « Santel, santel, santel an Aotrou Doue, an holl-c’halloudeg, An hini a oa, hag a zo, hag a zeu ».

Lorsque les Vivants rendent gloire, honneur et action de grâce à celui qui siège sur le Trône, lui qui vit pour les siècles des siècles, Ap 4, 9 : Ha bep gwech ma vez rentet gant al Loened klod hag enor ha bennozh d’an Hini azezet war an tron hag a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,

les vingt-quatre Anciens se jettent devant Celui qui siège sur le Trône, ils se prosternent face à celui qui vit pour les siècles des siècles ; ils lancent leur couronne devant le Trône en disant : Ap 4, 10 : e stou ar pevar C’hozhiad warn-ugent dirak an Hini azezet war an tron hag ez azeulont an Hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag e taolont o c’hurunennoù dirak an tron, en ur lavarout :

« Tu es digne, Seigneur notre Dieu, de recevoir la gloire, l’honneur et la puissance. C’est toi qui créas l’univers ; tu as voulu qu’il soit : il fut créé. » Ap 4, 11 : « Dellezek oc’h, C’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud ; rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet ».