Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Nehemias » Pennad 5

Levr Nehemias - Pennad 5

Levr : Levr Nehemias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 5



Il s’éleva alors une grande plainte des gens du peuple et de leurs femmes contre leurs frères juifs. Ne 5, 1 : Hag e savas ur glemmadeg a-berzh tud ar bobl hag o gwragez, unan vras, a-enep o breudeur yuzev.

Les uns disaient : « Nos fils, nos filles et nous-mêmes, nous sommes nombreux. Prenons du froment et mangeons, ainsi nous survivrons. » Ne 5, 2 : Bez’ e oa darn hag a lavare : "Hor mibien, hor merc’hed ha ni a zo niverus ; ret eo deomp kaout ed da zebriñ evit bevañ".

D’autres déclaraient : « Nous devons donner en gages nos champs, nos vignes et nos maisons pour avoir du froment pendant la famine. » Ne 5, 3 : Ha darn a lavare : "Hor parkoù, hor gwini hag hon tiez a roomp da gred evit kaout ed e-pad an naonegezh".

D’autres disaient encore : « Pour acquitter l’impôt royal, nous avons dû emprunter de l’argent sur nos champs et nos vignes. Ne 5, 4 : Ha darn all a lavare : "Amprestañ a reomp arc’hant, evit truaj ar roue, diwar hor parkoù hag hor gwini.

Pourtant, nous sommes de la même chair que nos frères, nos enfants valent les leurs, et nous devons livrer en esclavage nos fils et nos filles ; il en est, parmi nos filles, qui déjà sont asservies ! Nous n’y pouvons rien, puisque nos champs et nos vignes sont à d’autres. » Ne 5, 5 : Ha padal eo kig hor breudeur evel hor c’hig, hag evel o mibien hor mibien, ha setu ma lezomp sujañ hor mibien hag hor merc’hed evel sklaved, ha darn eus hor merc’hed a zo sklavaet hag ez eo dic’halloud hon daouarn, rak hor parkoù hag hor gwini a zo da reoù all".

Je fus saisi d’une grande colère quand j’entendis leur plainte et de telles paroles. Ne 5, 6 : Hag e voe droug ennon, meurbet, o klevout o c’hlemmoù hag an traoù-se.

Je pris la décision d’admonester notables et magistrats ; je leur dis : « Quel est ce fardeau que vous faites peser sur vos frères ? » Et je convoquai contre eux une grande assemblée. Ne 5, 7 : Hag e voe lusk va c’halon warnon da ober gourdrouz d’an uhelidi ha d’ar renerien, hag e lavaris dezho : "Sammoù a lakait an eil war egile !" Hag e c’halvis evito ur vodadeg vras.

Je leur dis : « Nous avons, dans la mesure de nos moyens, racheté nos frères juifs vendus aux nations. Mais vous, vous vendez vos frères, et c’est à nous qu’ils sont vendus ! » Ils gardèrent le silence et ne trouvèrent rien à répliquer. Ne 5, 8 : Hag e lavaris dezho : "Dasprenet hon eus hor breudeur yuzev, bet gwerzhet d’ar broadoù, kement ha ma c’hallemp, ha c’hwi a werzh ho preudeur, ha gwerzhet e vezont deomp !" Hag int da devel, hep kavout ur ger da lavarout.

Je poursuivis : « Ce que vous faites là n’est pas bien. Ne devez-vous pas marcher dans la crainte de notre Dieu, pour éviter l’insulte des nations, nos ennemis ? Ne 5, 9 : Hag e lavaris : "N’eo ket brav ar pezh a rit ! Ha n’eo ket e doujañs hon Doue e tlefec’h kerzhout, gant aon rak dismegañs ar broadoù, hon enebourien ?

Moi aussi, mes frères et mes serviteurs, nous leur avons prêté de l’argent et du froment. Eh bien ! remettons-leur cette dette. Ne 5, 10 : Me ivez, va breudeur ha va faotred, hon eus prestet dezho arc’hant hag ed ; met dilezomp ar brestadenn-mañ.

Rendez-leur immédiatement leurs champs, leurs vignes, leurs oliviers et leurs maisons, et remettez-leur ce qu’ils vous doivent en argent, froment, vin nouveau et huile fraîche que vous leur avez prêtés. » Ne 5, 11 : Rentit, mar plij, dezho hiziv end-eeun, o farkoù, o gwini, olivezegi, tiez ha dregantad an arc’hant, ar gwinizh, ar gwin nevez, an eoul hoc’h eus prestet dezho !"

Ils répondirent : « Nous le rendrons, et nous n’exigerons plus rien d’eux ; nous agirons comme tu l’as dit. » Je convoquai les prêtres et je leur fis jurer d’agir selon cette parole. Ne 5, 12 : Hag e lavarjont : "Rentañ a raimp, ha diganto ne c’houlennimp netra ken ! Ober a raimp evel ma lavarez". Hag e c’halvis ar veleien, d’ober dezho touiñ e rafent hervez al lavar-se.

Alors je secouai le pli de mon vêtement, en disant : « Que Dieu secoue de la sorte, hors de sa maison et de ses biens, quiconque ne tiendra pas cette parole : qu’il soit ainsi secoué et dépouillé ! » Toute l’assemblée répondit : « Amen ! » et loua le Seigneur. Et le peuple agit selon ce qui avait été dit. Ne 5, 13 : Ha d’am barlenn e ris un hejadenn, hag e lavaris : "Evel-se ra hejo Doue an neb na seveno ket ar gomz-se, diouzh e di ha diouzh e vadoù : evel-se ra vezo hejet ha goullonderet !" Hag e lavaras ar vodadeg a-bezh : "Amen !" Hag e veuljont an Aotrou. Hag e reas ar bobl hervez al lavar-se.

Bien plus, depuis le jour où je fus institué gouverneur au pays de Juda, depuis la vingtième année du roi Artaxerxès jusqu’à sa trente-deuxième année, pendant douze ans, ni moi ni mes frères n’avons prélevé l’impôt destiné à la subsistance du gouverneur. Ne 5, 14 : Hag adal an deiz ma voe gourc’hemennet din bezañ gouarner e bro Youda, adal ar bloaz ugent betek ar bloaz daou-ha-tregont eus Artakserkses, ar roue, daouzek vloaz, na me na va breudeur, eus bara ur gouarner n’hon eus debret.

Or les gouverneurs précédents pressuraient le peuple : ils lui prenaient chaque jour, pour le pain et le vin, quarante pièces d’argent ; leurs serviteurs aussi opprimaient le peuple. Moi, au contraire, par crainte de Dieu, je n’ai pas agi ainsi. Ne 5, 15 : Ar c’houarnerien diagent, a oa em raok, a boueze war ar bobl hag a gemere diganto bara ha gwin, hag ouzhpenn, arc’hant, daou-ugent shekel ; hag o faotred a rae o aotrounien war ar bobl. Met me n’am eus ket graet evel-se, dre zoujañs Doue.

Je me suis également tenu au travail de ce rempart, et nous n’avons acquis aucun champ ! Tous mes serviteurs étaient là, rassemblés à la tâche. Ne 5, 16 : Ha gant labour ar voger-se em eus en em lakaet ; park ebet n’am eus prenet, ha va holl baotred a oa bodet aze da labourat ;

Les Juifs et les magistrats qui mangeaient à ma table étaient au nombre de cent cinquante, sans compter ceux qui nous venaient des nations environnantes. Ne 5, 17 : hag ar Yuzevien hag ar renerien, kant hanter-kant den, a veze ouzh va zaol, gant ar re a zeue davedomp eus ar broadoù en-dro deomp.

Chaque jour, on apprêtait pour moi un bœuf, six moutons de choix et des volailles ; tous les dix jours, on apportait toute sorte de vins en abondance. Malgré cela, je n’ai jamais réclamé ce qui me revenait en tant que gouverneur, car une lourde charge pesait sur ce peuple. Ne 5, 18 : Ar pezh a veze aozet bemdez, un ejen, c’hwec’h dañvad eus an dibab ha yer, a veze aozet war va c’houst ; ha bep dek deiz, a bep seurt gwin a-fonn. Ha gant-se, bara ar gouarner n’am eus ket goulennet, rak re bounner e oa al labour war ar bobl-se.

Souviens-toi, mon Dieu, pour mon bonheur, de tout ce que j’ai fait pour ce peuple ! Ne 5, 19 : Bez soñj, va Doue, evit ar mad, eus ar pezh am eus graet evit ar bobl-se !