Diougan Ozea - Pennad 11
Pennad 11
Oui, j’ai aimé Israël dès son enfance, et, pour le faire sortir d’Égypte, j’ai appelé mon fils. Os 11, 1 : Bugel e oa Israel ha me hen kare dija, hag eus an Egipt em eus galvet va mab.
Quand je l’ai appelé, il s’est éloigné pour sacrifier aux Baals et brûler des offrandes aux idoles. Os 11, 2 : Met seul vui m’e c’halven, seul vui e pellae diouzhin ; D’ar Vaaled e profent sakrifisoù hag evit an idoloù e lakaent ezañs da zivogediñ.
C’est moi qui lui apprenais à marcher, en le soutenant de mes bras, et il n’a pas compris que je venais à son secours. Os 11, 3 : Me avat a zeske da Efraim bale dre e zerc’hel war bouez e zivrec’h, Met n’en deus ket komprenet eo me a brederie outañ.
Je le guidais avec humanité, par des liens d’amour ; je le traitais comme un nourrisson qu’on soulève tout contre sa joue ; je me penchais vers lui pour le faire manger. Mais ils ont refusé de revenir à moi : vais-je les livrer au châtiment ? Os 11, 4 : Gant liammoù denel e sachen anezhañ, gant ereoù ar garantez ; ober a raen outañ evel ar re a sav ur poupig betek o divjod ; stouiñ a raen warnañ d’ober dezhañ debriñ.
Il ne retournera pas au pays d’Égypte ; Assour deviendra son roi, car ils ont refusé de revenir à moi. Os 11, 5 : Nann, ne zistroio ket da vro Egipt ; Asour a vo e roue, dre m’o deus nac’het distreiñ davedon.
L’épée frappera dans ses villes, elle brisera les verrous de ses portes, elle les dévorera à cause de leurs intrigues. Os 11, 6 : Ar c’hleze a ray e reuz en o c’hêrioù, lonkañ a raio o sparloù o lonkañ a ray en abeg d’o mennadoù.
Mon peuple s’accroche à son infidélité ; on l’appelle vers le haut ; aucun ne s’élève. Os 11, 7 : Tud va fobl a zo klañv gant o renavierezh, o gervel a ran eus an nec’h : met n’eus hini o sevel en-dro !
Vais-je t’abandonner, Éphraïm, et te livrer, Israël ? Vais-je t’abandonner comme Adma, et te rendre comme Seboïm ? Non ! Mon cœur se retourne contre moi ; en même temps, mes entrailles frémissent. Os 11, 8 : Ha koulskoude penaos da zilezel, Efraim ? Hag-eñ e roin ac’hanout d’az enebour, Israel ? Penaos da lakaat evel Adama ? Hag-eñ e rin ganit evel gant Seboim ? Trefuet holl eo va c’halon ennon, Va holl drugarezioù a virvilh ennon.
Je n’agirai pas selon l’ardeur de ma colère, je ne détruirai plus Israël, car moi, je suis Dieu, et non pas homme : au milieu de vous je suis le Dieu saint, et je ne viens pas pour exterminer. Os 11, 9 : Ne lezin ket tan va c’hounnar da zirollañ. ne zistrujin ket Efraim a-nevez ; Rak me a zo Doue ha n’eo ket un den, en ho kreiz ez on-me, an Hini Santel, ha n’eo ket da zistrujañ eo e teuan.
Ils marcheront à la suite du Seigneur ; comme un lion il rugira, oui, il rugira, lui, et, tout tremblants, ses fils viendront de l’Occident. Os 11, 10 : Ya, war-lerc’h an Aotrou e kerzhint ; Eñ, evel ul leon, a yudo ; ha pa yudo, eñ, e teuio e vugale eus ar c’huzh-heol en ur grenañ.
Comme un oiseau, tout tremblants, ils viendront de l’Égypte, et comme une colombe, du pays d’Assour ; je les ferai habiter dans leurs maisons, – oracle du Seigneur. Os 11, 11 : Dont a raint en ur grenañ eus an Egipt, evel un evn, hag evel ur goulm eus Bro Asour, hag e lakain anezho da chom en o ziez, Diougan an Aotrou !
