Diougan Ozea - Pennad 7
Pennad 7
Quand je voulais guérir Israël, alors s’est dévoilée la faute d’Éphraïm, et les méfaits de Samarie, car ils pratiquent le mensonge. Le voleur s’introduit dans les maisons, et au-dehors sévit le brigand. Os 7, 1 : Pa felle din pareañ Israel ez eo en em ziskouezet fallagriezh Efraim ha drougiezhoù Samaria ; rak faosoni eo an hini a reont, al laer a antre da skrapat tra m’emañ ar vandenn er-maez o skeiñ didruez.
Ils ne disent pas dans leur cœur que je me souviens de tous leurs méfaits ; à présent leurs œuvres les encerclent, elles sont là devant moi. Os 7, 2 : Ha ne lavaront ket en o c’halonoù o-unan em bo soñj eus o fallagriezh ! Bremañ avat emañ o zorfedoù en-dro dezho, emaint dirak va dremm.
Dans leur malice, ils amusent le roi, et par leurs mensonges, les princes. Os 7, 3 : En o gwall-widre o deus roet stad d’ar Roue ha d’ar briñsed, en o gevier ;
Tous, ils sont adultères, comme un four brûlant, que le boulanger cesse d’attiser depuis qu’il a pétri la pâte jusqu’à ce qu’elle ait levé. Os 7, 4 : Avoultrerien ez int holl, entanet a c’hoantegezh evel ur forn a zalc’h da c’horiñ goude m’en deus paouezet ar baraer da c’hwezhañ tan a-dal m’en deus meret an toaz betek ma vo e go.
Au jour de notre roi, les princes, embrasés par le vin, se rendent malades ; on tend la main aux railleurs. Os 7, 5 : Ar briñsed o deus an em lakaet klañv gant tommder ar gwin; hag ar Roue a zo en em lakaet e-mesk ar c’hoapaerien.
Par leur complot, ils ont rendu leur cœur pareil au four dont le boulanger sommeille toute la nuit et qu’un feu violent fait brûler au matin. Os 7, 6 : A-hed an noz emañ o c’hounnar o kousket, o c’halon a zo e gor evel ur forn : kaer en deus ar baraer kousket e-pad an noz, d’ar beure e tomm bepred an tan leun a wrez.
Tous, comme un four, ils sont embrasés : ils dévorent leurs juges ; tous leurs rois sont tombés, pas un d’entre eux ne crie vers moi ! Os 7, 7 : Evel-se e vezont goret holl evel ur forn hag e tebront o barnerien o-unan. O holl rouaned a zo kouezhet : met hini ebet en o zouez n’en deus va galvet !
Éphraïm se mêle aux autres peuples, Éphraïm est une galette qu’on n’a pas retournée ! Os 7, 8 : Efraim, eñ, en em vesk gant ar broadoù, Efraim a zo evel ur grampouezhenn ha n’eo ket bet troet.
Des étrangers dévorent sa force, et lui n’en sait rien ; ses cheveux ont blanchi, et lui n’en sait rien. Os 7, 9 : Estrañjourien o deus debret e nerzh, hep gouzout dezhañ ! E vlev gwenn a zo en em stlabezet warnañ, Ha ne oar ket !
L’orgueil d’Israël témoigne contre lui, ils ne reviennent pas au Seigneur, leur Dieu ; malgré tout cela, ils ne le cherchent pas. Os 7, 10 : Lorc’hentez Israel a zalc’h d’en em ziskouez war e fas ne zistroont ket etrezek an Aotrou, o Doue, ne glaskont ket anezhañ daoust d’o holl drubuilhoù.
Voici Éphraïm, colombe naïve et sans cœur : ils appellent l’Égypte, ils s’en vont à Assour. Os 7, 11 : Efraim a zo evel ur goulm sot ha diboell : Gervel a reont an Egipt, mont a reont da gaout Asour ;
Où qu’ils aillent, je jette sur eux mon filet, je les fais descendre comme les oiseaux du ciel, je les attrape dès que j’entends qu’ils se rassemblent. Os 7, 12 : N’eus forzh pelec’h ez aint e stegnin va roued warno, o lakaat a rin da ziskenn evel labous an neñv, o fakañ a rin kerkent ha klevet o nij.
Malheur sur eux, car ils ont fui loin de moi ! Ruine sur eux, car ils se sont révoltés contre moi ! Moi, je veux les racheter ; eux, ils disent des mensonges contre moi. Os 7, 13 : Gwa int-i, dre ma-z int tec’het kuit diouzhin ! Ar Rivin warno, dre ma-z int bet disfeal din ! Me avat e felle din o dieubiñ, Met lavaret o deus gevier a-enep din.
Ce n’est pas du fond du cœur qu’ils crient vers moi, quand ils se lamentent sur leurs couches ; ils s’inquiètent pour du froment et du vin nouveau, c’est de moi qu’ils s’éloignent. Os 7, 14 : N’o deus ket kriet davedon en o c’halon pa vezent o leñvañ war o gweleoù ; Evit kaout gwinizh ha gwin nevez e reont warno o-unan flañchadennoù, met sevel a reont a-enep din.
Alors que j’avais dirigé, que j’avais fortifié leur bras, ils méditent le mal envers moi. Os 7, 15 : Me avat am boa o c’henteliet hag adnerzhet o brec’h, met enep din e itrikont an droug.
Ils reviennent, ils n’ont pas le dessus, ils sont comme un arc trompeur ; leurs chefs tomberont sous l’épée pour l’insolence de leur langage : on en rira au pays d’Égypte. Os 7, 16 : en em dreiñ a reont etrezek ar pezh n’eo netra, evel ur wareg tromplus ez int. Dindan ar c’hleze e kouezho o friñsed, en abeg d’ar pezh o devo besteodet, c’hoarzhet mat e vo outo e bro an Egipt !
