Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Diougan Ozea » Pennad 14

Diougan Ozea - Pennad 14

Levr : Diougan Ozea
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 14



Elle s’est rendue coupable, Samarie, car elle s’est rebellée contre son Dieu. Ils tomberont par l’épée, leurs nourrissons seront écrasés, et leurs femmes enceintes, éventrées. Os 14, 1 : Kastizet e vo Samaria, dre ma-z eo en em savet enep he Doue. Kouezhañ a raint dindan ar c’hleze ; Flastret e vo ar vugaligoù, toullgofet ar gwragez o tougen.

Reviens, Israël, au Seigneur ton Dieu ; car tu t’es effondré par suite de tes fautes. Os 14, 2 : Distro, Israel, etrezek an Aotrou da Zoue ! Rak da fallagriezh eo he deus graet dit kouezhañ.

Revenez au Seigneur en lui présentant ces paroles : « Enlève toutes les fautes, et accepte ce qui est bon. Au lieu de taureaux, nous t’offrons en sacrifice les paroles de nos lèvres. Os 14, 3 : Kemerit ganeoc’h komzoù prest ha toud, ha distroit etrezek an Aotrou ! Lavarit dezhañ: "Dilamit kuit pep fallentez ma kavimp an eurvad en-dro, hag e kinnigimp deoc’h e sakrifis frouezh hor muzelloù.

Puisque les Assyriens ne peuvent pas nous sauver, nous ne monterons plus sur des chevaux, et nous ne dirons plus à l’ouvrage de nos mains : “Tu es notre Dieu”, car de toi seul l’orphelin reçoit de la tendresse. » Os 14, 4 : Asour ne c’hell ket hor salviñ ha war varc’h ne savimp mui, ha ne lavarimp mui : Hon Doue, da oberenn hon daouarn. Rak ennout eo e kav an emzivad trugarez.

Voici la réponse du Seigneur : Je les guérirai de leur infidélité, je les aimerai d’un amour gratuit, car ma colère s’est détournée d’Israël. Os 14, 5 : Me o fareo diouzh o dislealded, hag o c’haro a wir galon rak distroet eo va c’hounnar diouto ;

Je serai pour Israël comme la rosée, il fleurira comme le lis, il étendra ses racines comme les arbres du Liban. Os 14, 6 : Evel ur glizh e vin evit Israel ; Bleuniañ a raio evel al lili, sankañ a ray e wrizioù evel ar pupli ;

Ses jeunes pousses vont grandir, sa parure sera comme celle de l’olivier, son parfum, comme celui de la forêt du Liban. Os 14, 7 : en em astenn a raio e vrankoù da bell, e gened a vo evel hini ar wezenn-olivez hag ar c’hwez-vat anezhañ evel hini al Liban.

Ils reviendront s’asseoir à son ombre, ils feront revivre le froment, ils fleuriront comme la vigne, ils seront renommés comme le vin du Liban. Os 14, 8 : Distreiñ a raint da vevañ dindan va skeud ; o gwinizh a raio berzh, o gwini a vleunio hag e vo ken brudet o gwin hag hini al Liban.

Éphraïm ! Peux-tu me confondre avec les idoles ? C’est moi qui te réponds et qui te regarde. Je suis comme le cyprès toujours vert, c’est moi qui te donne ton fruit. Os 14, 9 : Efraim, ha petra en deus c’hoazh d’ober gant idoloù ? Me eo a selaou outañ hag a daol evezh outañ selaou a ran, e sellout a ran. Me ’zo evel ur siprezenn c’hlasvezek : hag ac’hanon-me eo e teu da frouezh.

Qui donc est assez sage pour comprendre ces choses, assez pénétrant pour les saisir ? Oui, les chemins du Seigneur sont droits : les justes y avancent, mais les pécheurs y trébuchent. Os 14, 10 : Piv ’zo fur a-walc’h evit kompren an traoù-se, ha poellek a-walc’h evit o anavezout ? Rak eeun eo hentoù an Aotrou Hag ar dud just a vale drezo, met ar bec’herien a strebot enno.