Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Diougan Ozea » Pennad 9

Diougan Ozea - Pennad 9

Levr : Diougan Ozea
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 9



Ne te réjouis pas, Israël, ne jubile pas comme les peuples, car tu as pratiqué la prostitution loin de ton Dieu, et tu en aimes le salaire sur toutes les aires à blé. Os 9, 1 : Arabat dit bezañ laouen, Israel, na tridal evel ar pobloù ! Rak gastaouet ec’h eus pell diouzh da Zoue, karet ac’h eus ur gopr dic’hlan war an holl leurioù-gwinizh.

L’aire à blé et le pressoir ne nourriront pas tes fils, et le vin nouveau les décevra. Os 9, 2 : Nag al leur, nag ar waskell n’o magint, hag ar gwin nevez o zouello.

Ils n’habiteront plus le pays du Seigneur : Éphraïm retournera en Égypte, et en Assour ils mangeront des aliments impurs. Os 9, 3 : Ne chomint ket e bro an Aotrou; distreiñ a ray Efraim d’an Egipt, hag en Asour, traoù dic’hlan a zebrint.

Ils ne verseront plus de vin en libation pour le Seigneur, leurs sacrifices ne lui plairont plus ; ce sera pour eux comme un pain de deuil : tous ceux qui le mangent deviendront impurs ; ce pain-là ne sera que pour eux, il n’entrera pas dans la Maison du Seigneur. Os 9, 4 : Ne raint ken diedoù-kinnig d’an Aotrou gant gwin ne blijo ket dezhañ o aberzhoù: evel bara ar c’hañv e vo evito. an holl re a zebro dioutañ a zeuio da vezañ dic’hlan ; gant ma c’hellint c’hoazh tañva dioutañ. N’antreint ket ken e Ti an Aotrou :

Que ferez-vous alors au jour de la Rencontre, au jour de la fête du Seigneur ? Os 9, 5 : Ha petra 'raint da zeiz al lid, da zeiz-gouel ar Birc’hirinded d’an Aotrou ?

Car voilà qu’ils ont fui devant la destruction ; l’Égypte les rassemble, Memphis les enterre ; l’ortie héritera de leurs trésors d’argent, les ronces envahiront leurs tentes. Os 9, 6 : Rak setu ma tec’hont kuit dirak ar wastidigezh : An Egipt o advodo, Memfis a servijo d’o beziañ ; O bragerizoù arc’hant, al linad a berc’henno anezho, hag an spern a savo en o zinelloù.

Ils sont arrivés, les jours du châtiment, ils sont arrivés, les jours de la rétribution : qu’Israël le sache ! Le prophète devient fou, l’homme inspiré délire ; à cause de la grandeur de ta faute, grande est l’hostilité contre toi. Os 9, 7 : Setu deuet deizioù ar c’hastiz, Setu deuet deizioù ar rentañ-kont ; Ra ouio Israel ! Sodiñ a ra ar profed, diskiantet eo den ar spered ! Ya, en abeg da vraster da bec’hed e vo bras ivez da rivin.

La sentinelle d’Éphraïm, le prophète, est avec mon Dieu ; un filet d’oiseleur est sur tous ses chemins, l’hostilité atteint la maison de Dieu. Os 9, 8 : Emañ Efraim oc’h eveshaat teltenn ar Profed, Ur roued a zo stegnet war e holl hentoù, ul las evitañ betek e Ti e Zoue.

Ils ont touché le fond de la corruption, comme aux jours de Guibéa. Dieu se souviendra de leur crime, il fera le compte de leurs péchés. Os 9, 9 : Aet int betek foñs ar breinadur, evel e deizioù Gibea : Soñj en devo an Aotrou eus o fallagriezh, Kastizañ a raio o fec’hedoù.

Comme des raisins au désert, j’avais trouvé Israël ; comme un premier fruit sur un jeune figuier, j’avais vu vos pères. Mais eux, arrivés à Baal-Péor, ils se sont voués à la Honte, ils sont devenus aussi horribles que l’objet de leur amour. Os 9, 10 : Evel rezin er gouelec’h em boa kavet Israel Evel frouezh prim war ur fiezenn en hec’h amzer gentañ em boa gwelet ho tadoù. Int avat, degouezhet e Baal-Peor a oa en em ouestlet d’ar Vezh Ha deuet e oant da vezañ euzhus, evel ar pezh a garent.

Éphraïm ! Comme un oiseau s’envolera ta gloire, dès la naissance, dès la grossesse et la conception. Os 9, 11 : Gloar Efraim, evel ul labous e tinijo kuit ; Ne vo ken ennañ na ganedigezh, na maouez o tougen, nag o koñseviñ.

Même s’ils élèvent des fils, je les en priverai avant qu’ils aient l’âge d’homme. Oui, malheur à eux, quand je m’en éloignerai ! Os 9, 12 : Ma tesavont mibien e tennin anezho diouto a-raok ma vint gwazed ; ya, siwazh dezho pa zistroin diouto !

Éphraïm, je le vois comme une autre Tyr plantée dans un pâturage, mais il fait partir ses fils au-devant du tueur. Os 9, 13 : Efraim, hen gwelout a ran en deus graet ur jiboez eus e vugale Efraim a ranko kas e vibien d’al lazher.

Donne-leur, Seigneur, – et que vas-tu donner ? –  donne-leur ventre stérile et seins desséchés. Os 9, 14 : Ro dezho, Aotrou !... Petra a roi ? Ro dezho ur mammog gaonac’h ha divronn disec’het.

Toute leur malice est à Guilgal : c’est là que je les ai pris en haine. À cause de la méchanceté de leurs actes, je les chasserai de ma maison, je cesserai de les aimer : ils sont rebelles, tous leurs princes. Os 9, 15 : Er Gilgal eo en em ziskouezet o holl drougiezh, eno eo em eus kemeret kasoni outo. En abeg da fallagriezh o oberoù ec’h argasin anezho er-maez eus va zi Ne zalc’hin ket ken d’o c’harout ; O holl renerien a zo tud kilpennek.

Éphraïm a été frappé, leur racine s’est desséchée, ils ne feront pas de fruit ! Même s’ils enfantent, je ferai mourir les trésors de leur ventre. Os 9, 16 : Skoet e vo Efraim, e wrizienn a zisec’ho, ne raint ket ken a frouezh. Zoken mar bez ganet bugale dezho e lakain da vervel frouezh prizius o c’horf.

Mon Dieu les rejettera, car ils ne l’ont pas écouté : ils s’en iront, errant parmi les nations. Os 9, 17 : Va Doue o distaolo dre ma n’o deus ket e selaouet, evit ma vint boudedevien e-mesk ar broadoù.