Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Diougan Ozea » Pennad 4

Diougan Ozea - Pennad 4

Levr : Diougan Ozea
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 4



Écoutez la parole du Seigneur, fils d’Israël, car le Seigneur est en procès avec les habitants du pays : il n’y a, dans le pays, ni vérité ni fidélité, ni connaissance de Dieu, Os 4, 1 : Selaouit komz an Aotrou, bugale Is-rael, rak prosezañ a ra an Aotrou ouzh annezidi ar vro, o vezañ n’eus ken na gwirionez na karantez, nag anaoudegezh Doue e-barzh ar vro ;

mais parjure et mensonge, assassinat et vol ; on commet l’adultère, on se déchire : le sang appelle le sang. Os 4, 2 : Met terriñ a reer al le, lavarout gevier, lazhañ, laerezh, avoultriñ, toullañ tiez, Gwad a skuilher war gwad.

C’est pourquoi le pays est en deuil, tous ses habitants dépérissent, ainsi que les bêtes sauvages et les oiseaux du ciel ; même les poissons de la mer disparaissent. Os 4, 3 : Setu perak emañ ar vro e kañv, hag e langis an neb a zo o chom enni, betek loened ar maezioù hag evned an neñv, ha zoken pesked ar mor a ya da get.

Mais que nul n’accuse, que nul ne réprimande : Prêtre, c’est avec toi que je suis en procès ! Os 4, 4 : Na vezet den o tamall, den ebet o rebech ! Ha koulskoude eo ganit, beleg, em eus da brosezañ.

Tu trébuches le jour, le prophète aussi trébuche avec toi la nuit ; je réduirai ta mère au silence, Os 4, 5 : Kouezhañ a ri e kreiz an deiz, hag ar profed ivez ganit a gouezho diouzh an noz, hag e tistrujin da vamm.

et mon peuple, faute de connaissance, sera, lui aussi, réduit au silence. Puisque tu as rejeté la connaissance, je te rejetterai et tu ne seras plus mon prêtre ; puisque tu as oublié la loi de ton Dieu, à mon tour, j’oublierai tes fils. Os 4, 6 : Va fobl a ya da goll dre faot a skiant : dre m’ec’h eus te distaolet ar skiant e tistaolin ac’hanout eus va belegiezh ; dre m’ec’h eus ankouaet kelennadurezh da Zoue, ec’h ankounac’hain da vibien, me ivez.

Tous, tant qu’ils sont, ils ont péché contre moi : je vais changer leur gloire en infamie. Os 4, 7 : Kement a zo anezho holl o deus pec’het a-enep din, kemmet o deus o Gloar evit ar Vezhegezh.

Ils se repaissent du péché de mon peuple et vers leur faute ils portent leur désir. Os 4, 8 : Eus pec’hed va fobl en em vagont, hag etrezek he fazi e tougont o c’hoant.

Il en sera du prêtre comme du peuple : je sévirai contre lui à cause de sa conduite et je lui revaudrai ses actions. Os 4, 9 : Bez’ e vo gant ar beleg evel gant ar bobl ; e gastizañ a rin evit e vuhezegezh, talvezout a rin dezhañ e oberoù.

Ils se repaissent, et ne sont pas rassasiés, ils se prostituent, et ne s’accroissent pas, car ils ont cessé de respecter le Seigneur. Os 4, 10 : Debriñ a raint met hep kaout o gwalc’h, en em reiñ d’an orged a raint, hep kreskiñ o niver, dre m’o deus paouezet da servijañ an Aotrou.

Prostitution, vin et vin nouveau emprisonnent le cœur. Os 4, 11 : Gastaouerezh, gwin ha fro a zilam keit ar skiant-vat.

Mon peuple consulte son idole de bois, c’est son bâton qui le renseigne ; car un esprit de prostitution l’égare : ils se sont prostitués, éloignés de leur Dieu. Os 4, 12 : Va fobl a c’houlenn ali digant he c’hoad hag he gwialenn a ro kuzul dezhi ; Ur spered a c’hastaouerezh en deus dihentet anezhi, D’an orged o deus en em roet pell diouzh o Doue.

Sur les sommets des montagnes, ils sacrifient, sur les collines, ils brûlent des offrandes, sous le chêne, le peuplier, le térébinthe, dont l’ombrage est agréable ! C’est pourquoi vos filles se prostituent et vos belles-filles sont adultères. Os 4, 13 : War lein ar menezioù e kinnigont aberzhoù, ha war ar c’hrec’hiennoù e tevont ezañs, dindan gwez derv, pupli ha tourmantin, dre ma-z eo mat o skeud. Setu perak, mar en em lak ho merc’hed da c’hastaouiñ hag ho merc’hed-kaer da avoultriñ,

Je ne sévirai pas contre vos filles à cause de leurs prostitutions, ni contre vos belles-filles à cause de leurs adultères, puisqu’eux-mêmes vont à l’écart avec les prostituées et sacrifient avec les courtisanes sacrées. Un peuple qui ne comprend pas court à sa perte. Os 4, 14 : ne skoin ket taer ouzh ho merc’hed dre ma c’hastaouont. Rak c’hwi hoc’h-unan a ya gant ar gisti hag a brof sakrifisoù gant ar serc’hed ; ur bobl diskiant a ya d’hec’h emgoll.

Si tu te prostitues, toi, Israël, que Juda ne se rende pas coupable ! N’allez donc pas à Guilgal, ne montez pas à Beth-Awen et ne jurez pas par la vie du Seigneur. Os 4, 15 : Ma c’h ez da c’hastaouiñ, Israel, koulskoude, arabat da Youda dont da vezañ kablus ! N’it ket eta d’ar Gilgal, na bignit ket da Bet-Awen, ha na douit ket dre vuhez an Aotrou !

Puisqu’Israël a été rétif comme une vache rétive, le Seigneur le conduirait-il maintenant comme un agneau dans une vaste prairie ? Os 4, 16 : Dre m’eo bet amjestr Israel evel ur vuoc’h amjestr, daoust hag an Aotrou a lakay anezhañ da beuriñ evel un oan war ledanoù ?

Éphraïm est l’allié des idoles : laisse-le ! Os 4, 17 : En em staget en deus Efraim ouzh an idoloù, lezit anezhañ !

Après les beuveries, c’est la prostitution ; ils préfèrent l’ignominie à leur gloire. Os 4, 18 : Pa’z echuint gant o mezvadeg e vo evit en em reiñ d’ar gastaouerezh, rak kentoc’h eo dezho ar Vezhegezh eget o gloar.

Le vent les enveloppera de ses ailes et ils rougiront de leurs sacrifices. Os 4, 19 : An avel a serro anezho en he diwaskell, ha mezh o devo gant o sakrifisoù.