Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 13

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 13

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 13



À ce moment, des gens qui se trouvaient là rapportèrent à Jésus l’affaire des Galiléens que Pilate avait fait massacrer, mêlant leur sang à celui des sacrifices qu’ils offraient. Lc 13, 1 : Er mare-se e tegouezhas hiniennoù a gemennas da Jezuz ar pezh a oa en em gavet gant an dud-se eus Galilea en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.

Jésus leur répondit : « Pensez-vous que ces Galiléens étaient de plus grands pécheurs que tous les autres Galiléens, pour avoir subi un tel sort ? Lc 13, 2 : Respont a reas dezho : « Ha soñjal a ra deoc’h e oa ar C’halileiz-se brasoc’h pec’herien eget an holl C’halileiz all, dre m’o deus gouzañvet ur seurt poan ?

Eh bien, je vous dis : pas du tout ! Mais si vous ne vous convertissez pas, vous périrez tous de même. Lc 13, 3 : Ne oant ket, me a lavar deoc’h ; hogen mar ne rit ket pinijenn, c’hwi holl evel-se a yelo da goll.

Et ces dix-huit personnes tuées par la chute de la tour de Siloé, pensez-vous qu’elles étaient plus coupables que tous les autres habitants de Jérusalem ? Lc 13, 4 : Nag an triwec’h-se hag a gouezhas warno tour Siloan, ouzh o lazhañ, ha soñjal a ra deoc’h e oant kablusoc’h eget an holl dud all o chom e Jeruzalem ?

Eh bien, je vous dis : pas du tout ! Mais si vous ne vous convertissez pas, vous périrez tous de même. » Lc 13, 5 : Ne oant ket, me a lavar deoc’h ; hogen mar ne rit pinijenn, c’hwi holl en hevelep doare a yelo da goll ».

Jésus disait encore cette parabole : « Quelqu’un avait un figuier planté dans sa vigne. Il vint chercher du fruit sur ce figuier, et n’en trouva pas. Lc 13, 6 : Lavarout a rae c’hoazh dezho ar barabolenn-mañ : « Bez’ e oa un den hag en devoa ur fiezenn plantet en e winieg ; dont a reas da glask frouezh enni, ha ne gavas ket.

Il dit alors à son vigneron : “Voilà trois ans que je viens chercher du fruit sur ce figuier, et je n’en trouve pas. Coupe-le. À quoi bon le laisser épuiser le sol ?” Lc 13, 7 : Neuze e lavaras d’ar gwinienner : Setu tri bloaz ’zo ma teuan da glask frouezh er fiezenn ha ne gavan ket : troc’h anezhi eta ; perak e chomfe da goll douar ?

Mais le vigneron lui répondit : “Maître, laisse-le encore cette année, le temps que je bêche autour pour y mettre du fumier. Lc 13, 8 : Aotrou, a respontas hemañ, lez-hi c’hoazh ar bloaz-mañ, ma toullin en-dro dezhi ha ma lakain teil ganti,

Peut-être donnera-t-il du fruit à l’avenir. Sinon, tu le couperas.” » Lc 13, 9 : ha marteze e tougo frouezh, en amzer da zont ; anez-se, e troc’hi anezhi ».

Jésus était en train d’enseigner dans une synagogue, le jour du sabbat. Lc 13, 10 : Edo Jezuz o kelenn en ur sinagogenn, un deiz Sabad.

Voici qu’il y avait là une femme, possédée par un esprit qui la rendait infirme depuis dix-huit ans ; elle était toute courbée et absolument incapable de se redresser. Lc 13, 11 : Hag eno e oa ur vaouez a oa dalc’het triwec’h vloaz a oa gant ur spered he lakae da vezañ nammet : daoubleget e oa ha n’helle tamm ebet sevel he fenn.

Quand Jésus la vit, il l’interpella et lui dit : « Femme, te voici délivrée de ton infirmité. » Lc 13, 12 : Ouzh he gwelout, Jezuz he galvas davetañ hag a lavaras dezhi : « Maouez ! disammet out diouzh da zroug ».

Et il lui imposa les mains. À l’instant même elle redevint droite et rendait gloire à Dieu. Lc 13, 13 : Astenn a reas e zaouarn warni, ha war an taol e teuas sonn, hag en em lakaas da veuliñ Doue.

Alors le chef de la synagogue, indigné de voir Jésus faire une guérison le jour du sabbat, prit la parole et dit à la foule : « Il y a six jours pour travailler ; venez donc vous faire guérir ces jours-là, et non pas le jour du sabbat. » Lc 13, 14 : Met an arc’h-sinagogour, droug ennañ, dre m’en devoa Jezuz pareet un deiz Sabad, en em lakaas da lavarout d’ar bobl : « C’hwec’h deiz a zo ma tleer labourat enno ; deuit eta d’an deizioù-se da vezañ pareet, ha n’eo ket da zeiz ar Sabad ».-

Le Seigneur lui répliqua : « Hypocrites ! Chacun de vous, le jour du sabbat, ne détache-t-il pas de la mangeoire son bœuf ou son âne pour le mener boire ? Lc 13, 15 : « Pilpouzed, a respontas an Aotrou dezhañ, daoust ha pep hini ac’hanoc’h, da zeiz ar Sabad, ne zistag ket e ejen pe e azen diouzh o c’hraou evit o c’has d’an dour ?

Alors cette femme, une fille d’Abraham, que Satan avait liée voici dix-huit ans, ne fallait-il pas la délivrer de ce lien le jour du sabbat ? » Lc 13, 16 : Hag ar verc’h-mañ da Abraham hag a oa ereet gant Satan abaoe triwec’h vloaz, ne oa ket dleet he disammañ diouzh an ere-se, deiz ar Sabad ? »

À ces paroles de Jésus, tous ses adversaires furent remplis de honte, et toute la foule était dans la joie à cause de toutes les actions éclatantes qu’il faisait. Lc 13, 17 : Ha pa gomze evel-se, e save mezh d’e holl eneberien, met an holl dud a dride a levenez, en abeg d’an traoù burzhudus a rae.

Jésus disait donc : « À quoi le règne de Dieu est-il comparable, à quoi vais-je le comparer ? Lc 13, 18 : Lavarout a rae neuze : « Ouzh petra eo heñvel Rouantelezh Doue, ouzh petra e lakain anezhi heñvel ?

Il est comparable à une graine de moutarde qu’un homme a prise et jetée dans son jardin. Elle a poussé, elle est devenue un arbre, et les oiseaux du ciel ont fait leur nid dans ses branches. » Lc 13, 19 : Heñvel eo ouzh ar c’hreunenn sezv en deus kemeret un den ha lakaet en e liorzh. Kresket eo ha deuet da vezañ ur wezenn, ha laboused an neñv o deus kavet goudor en he skourroù ».

Il dit encore : « À quoi pourrai-je comparer le règne de Dieu ? Lc 13, 20 : Lavarout a rae c’hoazh : « Ouzh petra e lakain heñvel Rouantelezh Doue ?

Il est comparable au levain qu’une femme a pris et enfoui dans trois mesures de farine, jusqu’à ce que toute la pâte ait levé. » Lc 13, 21 : Heñvel eo ouzh ar goell a gemer ur vaouez d’e veskañ gant tri muzuliad bleud, ken na zeu an holl doaz da c’hoiñ ».

Tandis qu’il faisait route vers Jérusalem, Jésus traversait villes et villages en enseignant. Lc 13, 22 : Tremen a rae dre gêrioù ha bourc’hioù en ur gelenn, oc’h ober hent war-zu Jeruzalem.

Quelqu’un lui demanda : « Seigneur, n’y a-t-il que peu de gens qui soient sauvés ? » Jésus leur dit : Lc 13, 23 : Unan bennak a lavaras dezhañ : « Aotrou, daoust hag un nebeud tud a vo salvet ? »

« Efforcez-vous d’entrer par la porte étroite, car, je vous le déclare, beaucoup chercheront à entrer et n’y parviendront pas. Lc 13, 24 : Eñ avat a lavaras dezho : « Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh, rak kalz, a lavaran deoc’h, a glasko mont e-barzh, ha n’hellint ket.

Lorsque le maître de maison se sera levé pour fermer la porte, si vous, du dehors, vous vous mettez à frapper à la porte, en disant : “Seigneur, ouvre-nous”, il vous répondra : “Je ne sais pas d’où vous êtes.” Lc 13, 25 : Pa vo bet savet ar penn-tiegezh evit prennañ an nor, e stagot, c’hwi chomet er-maez da skeiñ en ur lavarout : Aotrou, digor deomp ! hag e responto deoc’h : C’hwi, n’ouzon ket a belec’h ez oc’h.

Alors vous vous mettrez à dire : “Nous avons mangé et bu en ta présence, et tu as enseigné sur nos places.” Lc 13, 26 : Neuze en em lakaiot da lavarout : Debret hag evet hon eus dindan da selloù ha war hor plasennoù ec’h eus kelennet !

Il vous répondra : “Je ne sais pas d’où vous êtes. Éloignez-vous de moi, vous tous qui commettez l’injustice.” Lc 13, 27 : hag e responto deoc’h : N’ouzon ket a belec’h ez oc’h. Pellait diouzhin, c’hwi holl oberourien an droug !

Là, il y aura des pleurs et des grincements de dents, quand vous verrez Abraham, Isaac et Jacob, et tous les prophètes dans le royaume de Dieu, et que vous-mêmes, vous serez jetés dehors. Lc 13, 28 : Eno e vo gouelvan ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaag ha Jakob, hag an holl brofeded, e Rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.

Alors on viendra de l’orient et de l’occident, du nord et du midi, prendre place au festin dans le royaume de Dieu. Lc 13, 29 : Hag e teuio tud eus ar C’huzh-heol, hag ar Sav-heol, eus an Hanternoz hag eus ar C’hreisteiz, hag i en em lakaio ouzh taol, e Rouantelezh Doue.

Oui, il y a des derniers qui seront premiers, et des premiers qui seront derniers. » Lc 13, 30 : Ya, bez’ ez eus re ziwezhañ hag a vo e-touez ar re gentañ, ha bez’ ez eus re gentañ hag a vo e-touez ar re ziwezhañ ».

À ce moment-là, quelques pharisiens s’approchèrent de Jésus pour lui dire : « Pars, va t’en d’ici : Hérode veut te tuer. » Lc 13, 31 : D’an ampoent-se, e tostaas un nebeud Farizianed hag a lavaras dezhañ : « Kae kuit, kerzh ac’hann, rak Herodez en deus c’hoant d’az lazhañ ».

Il leur répliqua : « Allez dire à ce renard : voici que j’expulse les démons et je fais des guérisons aujourd’hui et demain, et, le troisième jour, j’arrive au terme. Lc 13, 32 : Respont a reas dezho : « It da lavarout d’al louarn-se : Setu ma kasan kuit an drouksperedoù ha ma parean an dud hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo echu ganin.

Mais il me faut continuer ma route aujourd’hui, demain et le jour suivant, car il ne convient pas qu’un prophète périsse en dehors de Jérusalem. Lc 13, 33 : Hiziv avat, ha warc’hoazh hag an deiz war-lerc’h, e rankan derc’hel da vont war-raok, rak n’eo ket lakaet d’ur profed bezañ lazhet er-maez eus Jeruzalem.

Jérusalem, Jérusalem, toi qui tues les prophètes et qui lapides ceux qui te sont envoyés, combien de fois ai-je voulu rassembler tes enfants comme la poule rassemble ses poussins sous ses ailes, et vous n’avez pas voulu ! Lc 13, 34 : Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a labez ar re a gaser dit, na pet gwech eo bet fellet din tolpañ da vugale evel ma tolp ur vamm-yar he neizhiad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h.

Voici que votre Temple est abandonné à vous-mêmes. Je vous le déclare : vous ne me verrez plus jusqu’à ce que vienne le jour où vous direz : Béni soit celui qui vient au nom du Seigneur ! » Lc 13, 35 : Setu dija lezet ho ti ganeoc’h. Ya, me 'lavar deoc’h : n’am gwelot mui ken na zeuio an deiz ma lavarot : Benniget an Hini a zeu e anv an Aotrou ».