Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 24

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 24

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 24



Le premier jour de la semaine, à la pointe de l’aurore, les femmes se rendirent au tombeau, portant les aromates qu’elles avaient préparés. Lc 24, 1 : D’an deiz kentañ eus ar sizhun, gant tarzh kentañ an deiz, e teujont d’ar bez ha ganto al louzeier c’hwezh-vat o devoa aozet.

Elles trouvèrent la pierre roulée sur le côté du tombeau. Lc 24, 2 : Ar maen a gavjont ruilhet a-zirak ar bez.

Elles entrèrent, mais ne trouvèrent pas le corps du Seigneur Jésus. Lc 24, 3 : O vezañ aet e-barzh, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.

Alors qu’elles étaient désemparées, voici que deux hommes se tinrent devant elles en habit éblouissant. Lc 24, 4 : Nec’het e oant diwar e benn, pa en em ziskouezas dezho daou zen gant dilhad lugernus.

Saisies de crainte, elles gardaient leur visage incliné vers le sol. Ils leur dirent : « Pourquoi cherchez-vous le Vivant parmi les morts ? Lc 24, 5 : Evel ma oant spontet ha ma plegent o dremm war-zu an douar, ar re-mañ a lavaras dezho : « Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev ?

Il n’est pas ici, il est ressuscité. Rappelez-vous ce qu’il vous a dit quand il était encore en Galilée : Lc 24, 6 : N’emañ ket amañ ; dihunet eo a-douez ar re varv. Ho pet soñj penaos en deus komzet ouzhoc’h p’edo c’hoazh e Galilea, pa lavare :

“Il faut que le Fils de l’homme soit livré aux mains des pécheurs, qu’il soit crucifié et que, le troisième jour, il ressuscite.” » Lc 24, 7 : « Ret eo da Vab an Den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, bezañ staget ouzh ar groaz, ha d’an trede deiz adsevel ».

Alors elles se rappelèrent les paroles qu’il avait dites. Lc 24, 8 : Neuze e teuas soñj dezho eus e gomzoù.

Revenues du tombeau, elles rapportèrent tout cela aux Onze et à tous les autres. Lc 24, 9 : O tont en-dro eus ar bez, e tegemennjont an holl draoù-se d’an Unnek ha d’an holl reoù all.

C’étaient Marie Madeleine, Jeanne, et Marie mère de Jacques ; les autres femmes qui les accompagnaient disaient la même chose aux Apôtres. Lc 24, 10 : Bez’ e oa anezho Mari-Madalen, Joanna, ha Mari, mamm Jakez ; ar merc’hed all hag a oa ganto a gontas kement-se ivez d’an Ebestel.

Mais ces propos leur semblèrent délirants, et ils ne les croyaient pas. Lc 24, 11 : Met ar c’homzoù-se a seblantas dezho bezañ sorc’hennoù, ha ne gredjont ket ar merc’hed.

Alors Pierre se leva et courut au tombeau ; mais en se penchant, il vit les linges, et eux seuls. Il s’en retourna chez lui, tout étonné de ce qui était arrivé. Lc 24, 12 : Pêr koulskoude a savas hag a redas d’ar bez ; hag o vezañ soublet e benn, ne welas nemet ar bandennoù, hag e tistroas d’ar gêr, souezhet gant ar pezh a oa c’hoarvezet.

Le même jour, deux disciples faisaient route vers un village appelé Emmaüs, à deux heures de marche de Jérusalem, Lc 24, 13 : En deiz-se, setu ma oa daou anezho o vont d’ur vourc’h teir lev bennak diouzh Jeruzalem, hec’h anv Emmaus,

et ils parlaient entre eux de tout ce qui s’était passé. Lc 24, 14 : hag e komzent etrezo diwar-benn kement tra a oa c’hoarvezet.

Or, tandis qu’ils s’entretenaient et s’interrogeaient, Jésus lui-même s’approcha, et il marchait avec eux. Lc 24, 15 : Ha setu e-pad m’edont o komz hag o vreutaat, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas d’ober hent ganto ;

Mais leurs yeux étaient empêchés de le reconnaître. Lc 24, 16 : met dalc’het e oa o daoulagad en doare ma ne oant ket evit e anavezout.

Jésus leur dit : « De quoi discutez-vous en marchant ? » Alors, ils s’arrêtèrent, tout tristes. Lc 24, 17 : Hag e lavaras dezho : « Petra eo an divizoù-se a zo ganeoc’h, en ur vale gant an hent ? ». Chom a rejont a-sav, leun a dristidigezh.

L’un des deux, nommé Cléophas, lui répondit : « Tu es bien le seul étranger résidant à Jérusalem qui ignore les événements de ces jours-ci. » Lc 24, 18 : Unan anezho, anvet Kleopas, a respontas outañ : « Te eo an estren nemetañ, e Jeruzalem, a zo hep gouzout petra a zo c’hoarvezet enni, en deizioù-mañ. » -

Il leur dit : « Quels événements ? » Ils lui répondirent : « Ce qui est arrivé à Jésus de Nazareth, cet homme qui était un prophète puissant par ses actes et ses paroles devant Dieu et devant tout le peuple : Lc 24, 19 : « Petra ’ta ? » emezañ dezho. Ar re-mañ a respontas : « Ar pezh a zo en em gavet gant Jezuz a Nazared, a oa en em ziskouezet evel ur profed galloudus en e oberoù hag en e gomzoù, dirak Doue ha dirak ar bobl a-bezh ;

comment les grands prêtres et nos chefs l’ont livré, ils l’ont fait condamner à mort et ils l’ont crucifié. Lc 24, 20 : ha penaos o deus hor beleien vras hag hor pennadurezhioù e zroukroet evit ma vefe barnet d’ar marv, hag e voe staget ganto ouzh ar groaz.

Nous, nous espérions que c’était lui qui allait délivrer Israël. Mais avec tout cela, voici déjà le troisième jour qui passe depuis que c’est arrivé. Lc 24, 21 : Ni avat a espere e oa hennezh Dasprener Israel ; hogen, gant kement-se holl, hemañ eo an trede deiz abaoe m’eo degouezhet an traoù-se.

À vrai dire, des femmes de notre groupe nous ont remplis de stupeur. Quand, dès l’aurore, elles sont allées au tombeau, Lc 24, 22 : Gwir eo ez eo bet strafuilhet hor spered gant un nebeut gwragez eus hon touez : aet int d’ar bez da c’houloù-deiz,

elles n’ont pas trouvé son corps ; elles sont venues nous dire qu’elles avaient même eu une vision : des anges, qui disaient qu’il est vivant. Lc 24, 23 : ha pa n’o deus ket kavet e gorf, ez int distroet en ur lavarout o devoa gwelet Aelez zoken, hag a lavar ez eo bev.

Quelques-uns de nos compagnons sont allés au tombeau, et ils ont trouvé les choses comme les femmes l’avaient dit ; mais lui, ils ne l’ont pas vu. » Lc 24, 24 : Ha darn eus hor c’hompagnuned a zo aet d’ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m’o devoa lavaret ar gwragez ; eñ avat, n’o deus ket e welet ».

Il leur dit alors : « Esprits sans intelligence ! Comme votre cœur est lent à croire tout ce que les prophètes ont dit ! Lc 24, 25 : Neuze e lavaras Jezuz dezho : « O tud dispered ha gorrek ho kalonoù da grediñ kement o deus lavaret ar Brofeded !

Ne fallait-il pas que le Christ souffrît cela pour entrer dans sa gloire ? » Lc 24, 26 : Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se ha antren evel-se en e c’hloar ? »

Et, partant de Moïse et de tous les Prophètes, il leur interpréta, dans toute l’Écriture, ce qui le concernait. Lc 24, 27 : Hag o kregiñ gant Moizez hag an holl Brofeded, e tisplegas dezho, en holl Skriturioù, ar pezh a oa diwar e benn.

Quand ils approchèrent du village où ils se rendaient, Jésus fit semblant d’aller plus loin. Lc 24, 28 : Evel-se ez errujont tost d’ar vourc’h m’edont o vont, met eñ a reas van da vont hiroc’h.

Mais ils s’efforcèrent de le retenir : « Reste avec nous, car le soir approche et déjà le jour baisse. » Il entra donc pour rester avec eux. Lc 24, 29 : Met derc’hel a rejont warnañ en ur lavarout : « Chom ganeomp, rak setu ar serr-noz o tont, hag emañ an deiz o tiskenn ». Hag ez antreas, evit chom ganto.

Quand il fut à table avec eux, ayant pris le pain, il prononça la bénédiction et, l’ayant rompu, il le leur donna. Lc 24, 30 : Ha setu, p’edo ouzh taol ganto, e kemeras ar bara, hag e rentas bennozh, hen rannas hag hen roas dezho.

Alors leurs yeux s’ouvrirent, et ils le reconnurent, mais il disparut à leurs regards. Lc 24, 31 : Neuze o daoulagad a zigoras hag hen anavezout a rejont ; eñ avat a oa aet kuit a-zirazo.

Ils se dirent l’un à l’autre : « Notre cœur n’était-il pas brûlant en nous, tandis qu’il nous parlait sur la route et nous ouvrait les Écritures ? » Lc 24, 32 : Hag e lavarjont an eil d’egile : « Daoust ha ne verve ket hor c’halon en hor c’hreiz, pa gomze ouzhomp war an hent, ha pa zizoloe deomp ar Skriturioù-Sakr ? »

À l’instant même, ils se levèrent et retournèrent à Jérusalem. Ils y trouvèrent réunis les onze Apôtres et leurs compagnons, qui leur dirent : Lc 24, 33 : Hag o sevel raktal e tistrojont da Jeruzalem. Eno e kavjont bodet an Unnek abostol hag ar re a oa ganto,

« Le Seigneur est réellement ressuscité : il est apparu à Simon-Pierre. » Lc 24, 34 : a lavaras dezho : « Evit gwir, ez eo dasorc’het an Aotrou, hag en em ziskouezet eo da Simon ».

À leur tour, ils racontaient ce qui s’était passé sur la route, et comment le Seigneur s’était fait reconnaître par eux à la fraction du pain. Lc 24, 35 : Hag i o-unan a gontas ar pezh a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaos e oa bet anavezet ganto devoa e anavezet gant rannidigezh ar bara.

Comme ils en parlaient encore, lui-même fut présent au milieu d’eux, et leur dit : « La paix soit avec vous ! » Lc 24, 36 : O komz evel-se e oant pa-z en em gavas Jezuz en o c’hreiz, ha ma lavaras dezho : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ».

Saisis de frayeur et de crainte, ils croyaient voir un esprit. Lc 24, 37 : Sabatuet ha spontet ma oant, e krede dezho gwelout ur spered.

Jésus leur dit : « Pourquoi êtes-vous bouleversés ? Et pourquoi ces pensées qui surgissent dans votre cœur ? Lc 24, 38 : Hag e lavaras dezho : « Perak ez oc’h strafuilhet, ha perak e sav diskred en ho kalonoù ?

Voyez mes mains et mes pieds : c’est bien moi ! Touchez-moi, regardez : un esprit n’a pas de chair ni d’os comme vous constatez que j’en ai. » Lc 24, 39 : Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid ; me eo, me va-unan. Stokit ouzhin ha gwelit ; ur spered n’en deus na kig nag eskern, evel ma welit am eus-me ! »

Après cette parole, il leur montra ses mains et ses pieds. Lc 24, 40 : En ur lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.

Dans leur joie, ils n’osaient pas encore y croire, et restaient saisis d’étonnement. Jésus leur dit : « Avez-vous ici quelque chose à manger ? » Lc 24, 41 : Met evel ma choment c’hoazh amgredik, en o levenez, sebezet ma oant, e lavaras dezho : « Hag-eñ hoc’h eus-hu amañ un dra bennak da zebriñ ? »

Ils lui présentèrent une part de poisson grillé Lc 24, 42 : Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet.

qu’il prit et mangea devant eux. Lc 24, 43 : E gemerout a reas ha debriñ dirazo.

Puis il leur déclara : « Voici les paroles que je vous ai dites quand j’étais encore avec vous : Il faut que s’accomplisse tout ce qui a été écrit à mon sujet dans la loi de Moïse, les Prophètes et les Psaumes. » Lc 24, 44 : Hag e lavaras dezho : « Setu aze end-eeun ar pezh am boa lavaret deoc’h, pa oan c’hoazh ganeoc’h, penaos e oa ret e vefe sevenet kement a zo bet skrivet diwar va fenn, e Lezenn Voizez hag er Brofeded, hag er Salmoù ».

Alors il ouvrit leur intelligence à la compréhension des Écritures. Lc 24, 45 : Neuze e tigoras o spered da gompren ar Skriturioù.

Il leur dit : « Ainsi est-il écrit que le Christ souffrirait, qu’il ressusciterait d’entre les morts le troisième jour, Lc 24, 46 : Hag e lavaras dezho : « Evel-se ez eo skrivet e rankfe ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv d’an trede deiz ;

et que la conversion serait proclamée en son nom, pour le pardon des péchés, à toutes les nations, en commençant par Jérusalem. Lc 24, 47 : hag e vefe embannet en e anv an distro a spered evit pardon ar pec’hedoù, d’an holl bobloù en ur gregiñ dre Jeruzalem.

À vous d’en être les témoins. Lc 24, 48 : C’hwi eo an testoù eus an traoù-se.

Et moi, je vais envoyer sur vous ce que mon Père a promis. Quant à vous, demeurez dans la ville jusqu’à ce que vous soyez revêtus d’une puissance venue d’en haut. » Lc 24, 49 : Me avat, setu ma-z an da zegas deoc’h Promesa va Zad. Chomit e kêr, ken na vezot gwisket gant ar galloud eus an nec’h ».

Puis Jésus les emmena au dehors, jusque vers Béthanie ; et, levant les mains, il les bénit. Lc 24, 50 : O degas a reas betek e-kichen Betania, hag o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.

Or, tandis qu’il les bénissait, il se sépara d’eux et il était emporté au ciel. Lc 24, 51 : Hag e-pad ma oa ouzh o bennigañ en em zispartias diouto hag e voe douget d’an Neñv.

Ils se prosternèrent devant lui, puis ils retournèrent à Jérusalem, en grande joie. Lc 24, 52 : Hag int, goude bezañ stouet dirazañ d’e azeuliñ, a zistroas da Jeruzalem, gant levenez vras,

Et ils étaient sans cesse dans le Temple à bénir Dieu. Lc 24, 53 : hag e vezent dalc’hmat en Templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue.