Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 16

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 16

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 16



Jésus disait encore aux disciples : « Un homme riche avait un gérant qui lui fut dénoncé comme dilapidant ses biens. Lc 16, 1 : Lavarout a reas c’hoazh d’e ziskibien : « Un den pinvidik a oa en devoa ur merour ; hag hemañ a voe tamallet dirazañ da vezañ o foranañ e vadoù.

Il le convoqua et lui dit : “Qu’est-ce que j’apprends à ton sujet ? Rends-moi les comptes de ta gestion, car tu ne peux plus être mon gérant.” Lc 16, 2 : E c’hervel a reas da lavarout dezhañ : Petra eo se a glevan diwar da benn ? Rent kont eus da vererezh, rak hiviziken n’helli mui bezañ va merour.

Le gérant se dit en lui-même : “Que vais-je faire, puisque mon maître me retire la gestion ? Travailler la terre ? Je n’en ai pas la force. Mendier ? J’aurais honte. Lc 16, 3 : Ma lavaras ar merour outañ e-unan : Petra 'rin, peogwir e lam va mestr va c’harg a verour diganin ? Palat douar ? N’em eus ket nerzh a-walc’h. Goulenn an aluzon ? Mezh am befe.

Je sais ce que je vais faire, pour qu’une fois renvoyé de ma gérance, des gens m’accueillent chez eux.” Lc 16, 4 : Gout a ouzon petra ’m eus d’ober, evit ma vo tud ouzh va degemerout en o ziez, pa vin bet lakaet er-maez eus va c’harg.

Il fit alors venir, un par un, ceux qui avaient des dettes envers son maître. Il demanda au premier : “Combien dois-tu à mon maître ?” Lc 16, 5 : Hag o vezañ galvet, hini hag hini holl dleourien e aotrou, e lavaras d’ar c’hentañ : Pegement a zleez d’am mestr ?

Il répondit : “Cent barils d’huile.” Le gérant lui dit : “Voici ton reçu ; vite, assieds-toi et écris cinquante.” Lc 16, 6 : Hemañ da respont : Kant barilhad eoul ! - Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, azez buan ha skriv hanter -kant :

Puis il demanda à un autre : “Et toi, combien dois-tu ?” Il répondit : “Cent sacs de blé.” Le gérant lui dit : “Voici ton reçu, écris quatre-vingts.” Lc 16, 7 : Neuze e lavaras d’un all : Ha te, pegement a zleez ? - Kant muzuliad gwinizh, emezañ - Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, ha skriv pevar-ugent.

Le maître fit l’éloge de ce gérant malhonnête car il avait agi avec habileté ; en effet, les fils de ce monde sont plus habiles entre eux que les fils de la lumière. Lc 16, 8 : Hag ar mestr a veulas ar merour disleal-se, dre ma oa en em renet gant poell. Rak poellekoc’h eo bugale ar bed-mañ en o darempredoù gant ar re all eget bugale ar sklerijenn.

Eh bien moi, je vous le dis : Faites-vous des amis avec l’argent malhonnête, afin que, le jour où il ne sera plus là, ces amis vous accueillent dans les demeures éternelles. Lc 16, 9 : me 'lavar deoc’h, grit mignoned deoc’h gant an arc’hant a zizonestiz, evit ma c’hellot, pa zeuio da vankout, bezañ degemeret ganto en teltennoù peurbadus.

Celui qui est digne de confiance dans la moindre chose est digne de confiance aussi dans une grande. Celui qui est malhonnête dans la moindre chose est malhonnête aussi dans une grande. Lc 16, 10 : An hini a vez feal en traoù disterañ a vez feal ivez en traoù brasañ ; hag an hini dizonest en traoù disterañ a vez dizonest ivez en traoù brasañ.

Si donc vous n’avez pas été dignes de confiance pour l’argent malhonnête, qui vous confiera le bien véritable ? Lc 16, 11 : Ma n’oc’h ket bet feal gant an arc’hant a zizonestiz, piv a fizio ennoc’h ar gwir binvidigezh ?

Et si, pour ce qui est à autrui, vous n’avez pas été dignes de confiance, ce qui vous revient, qui vous le donnera ? Lc 16, 12 : Ha ma n’oc’h ket bet feal gant madoù na oant ket deoc’h, piv a roio deoc’h ar pezh a zo deoc’h-c’hwi ?

Aucun domestique ne peut servir deux maîtres : ou bien il haïra l’un et aimera l’autre, ou bien il s’attachera à l’un et méprisera l’autre. Vous ne pouvez pas servir à la fois Dieu et l’argent. » Lc 16, 13 : Servijer ebet ne c’hell servijañ daou vestr : pe en devo kasoni ouzh unan ha karantez ouzh egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. N’hellit ket servijañ Doue hag an Arc’hant ».

Quand ils entendaient tout cela, les pharisiens, eux qui aimaient l’argent, tournaient Jésus en dérision. Lc 16, 14 : Ar Farizianed hag a zo stag ouzh an arc’hant, a selaoue an holl draoù-se hag a rae goap anezhañ.

Il leur dit alors : « Vous, vous êtes de ceux qui se font passer pour justes aux yeux des gens, mais Dieu connaît vos cœurs ; en effet, ce qui est prestigieux pour les gens est une chose abominable aux yeux de Dieu. Lc 16, 15 : Lavarout a reas dezho : « C’hwi a glask tremen evit tud reizh dirak ar re all, met Doue a anavez ho kalonoù : hag ar pezh a zo uhel evit an dud, a zo tra heugus da sell Doue.

La Loi et les Prophètes vont jusqu’à Jean le Baptiste ; depuis lors, le royaume de Dieu est annoncé, et chacun met toute sa force pour y entrer. Lc 16, 16 : Al Lezenn hag ar Brofeded a zo padet betek Yann ; abaoe avat, ez eo keloù mat Rouantelezh Doue ha da bep hini ez eo strivañ da vont e-barzh dre nerzh.

Il est plus facile au ciel et à la terre de disparaître qu’à un seul petit trait de la Loi de tomber. Lc 16, 17 : Aesoc’h ez eo d’an neñv ha d’an douar tremen eget d’ul lizherennig eus al Lezenn kouezhañ.

Tout homme qui renvoie sa femme et en épouse une autre commet un adultère ; et celui qui épouse une femme renvoyée par son mari commet un adultère. Lc 16, 18 : An neb a gas e wreg kuit hag a zimez d’un all, a ra avoultriezh, hag an neb a zimez d’ur wreg kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh ».

« Il y avait un homme riche, vêtu de pourpre et de lin fin, qui faisait chaque jour des festins somptueux. Lc 16, 19 : « Un den pinvidik a oa a veze gwisket gant mezher mouk ha lin fin hag a rene bemdez fest ha c’hoari kaer.

Devant son portail gisait un pauvre nommé Lazare, qui était couvert d’ulcères. Lc 16, 20 : Hag ur paour a oa, Lazar e anv, a veze gourvezet ouzh toull e borched, goloet-holl a c’houlioù.

Il aurait bien voulu se rassasier de ce qui tombait de la table du riche ; mais les chiens, eux, venaient lécher ses ulcères. Lc 16, 21 : Karet en dije terriñ e naon gant ar pezh a gouezhe diwar daol an den pinvidik. Hag ar chas zoken a zeue da lipat dezhañ e c’houlioù.

Or le pauvre mourut, et les anges l’emportèrent auprès d’Abraham. Le riche mourut aussi, et on l’enterra. Lc 16, 22 : Hag e c’hoarvezas d’ar paour mervel ha bezañ douget gant an Aelez e askre Abraham. Ar pinvidig a varvas ivez hag a voe lakaet er bez.

Au séjour des morts, il était en proie à la torture ; levant les yeux, il vit Abraham de loin et Lazare tout près de lui. Lc 16, 23 : Hag o vezañ e bro ar marv, e savas e zaoulagad eus a-greiz e boanioù hag e welas Abraham a-ziabell ha Lazar en e askre.

Alors il cria : “Père Abraham, prends pitié de moi et envoie Lazare tremper le bout de son doigt dans l’eau pour me rafraîchir la langue, car je souffre terriblement dans cette fournaise. Lc 16, 24 : Hag eñ da grial : Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar ma soubo penn e viz en dour da zistanañ din va zeod, rak poanioù a ziwaskan en tan-flamm-mañ! -

– Mon enfant, répondit Abraham, rappelle-toi : tu as reçu le bonheur pendant ta vie, et Lazare, le malheur pendant la sienne. Maintenant, lui, il trouve ici la consolation, et toi, la souffrance. Lc 16, 25 : Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet da eurvad e-pad da vuhez, Lazar avat ar gwalleur, met bremañ ez eo frealzet amañ ha te a zo o c’houzañv poan.

Et en plus de tout cela, un grand abîme a été établi entre vous et nous, pour que ceux qui voudraient passer vers vous ne le puissent pas, et que, de là-bas non plus, on ne traverse pas vers nous.” Lc 16, 26 : Hag ouzhpenn-se, etrezoc’h-c’hwi ha ni ez eus bet startaet un islonk bras, en doare ma ne c’hell ket ar re a garfe, tremen ac’hanen betek ennoc’h, na kennebeut all treuziñ alese betek ennomp ».

Le riche répliqua : “Eh bien ! père, je te prie d’envoyer Lazare dans la maison de mon père. Lc 16, 27 : « Neuze, Tad, eme ar pinvidig, da bediñ a ran d’e gas da di va zad,

En effet, j’ai cinq frères : qu’il leur porte son témoignage, de peur qu’eux aussi ne viennent dans ce lieu de torture !” Lc 16, 28 : rak pemp breur am eus, ma tougo testeni dezho evit ma ne zeuint ket, int ivez, d’al lec’h-mañ a boanioù.

Abraham lui dit : “Ils ont Moïse et les Prophètes : qu’ils les écoutent ! Lc 16, 29 : Met Abraham a respontas : Bez’ o deus Moizez hag ar Brofeded : dezho d’o selaou ! -

– Non, père Abraham, dit-il, mais si quelqu’un de chez les morts vient les trouver, ils se convertiront.” Lc 16, 30 : Ne raint ket, Tad Abraham, eme ar pinvidig, met ma vije unan bennak a-douez ar re varv a yafe d’o c’haout, e rafent pinijenn.

Abraham répondit : “S’ils n’écoutent pas Moïse ni les Prophètes, quelqu’un pourra bien ressusciter d’entre les morts : ils ne seront pas convaincus.” » Lc 16, 31 : Abraham avat a respontas dezhañ : Pa ne selaouont na Moizez nag ar Brofeded, ha goude ma savfe unan bennak a-douez ar re varv, ne vefent ket lakaet da grediñ ».



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Sul 28 a viz Gwengolo 2025
26vet sul war ar bloaz

📅 D'ar Sul 21 a viz Gwengolo 2025
25vet sul war ar bloaz

📅 D'ar Yaou 20 a viz Meurzh 2025
Lukas 16, 19-31 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 8 a viz Du 2024
Lukaz 16, 1-8
📅 D'ar Yaou 29 a viz C'hwevrer 2024
Lukaz 16, 19-31 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 29 a viz C'hwevrer 2024
Lukaz 16, 19-31 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 10 a viz Du 2023
Lukaz 16, 1-8 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 9 a viz Meurzh 2023
Lukaz 16, 19-31 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-ma
📅 D'ar Gwener 4 a viz Du 2022
Lukaz 16, 1-8 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Sul 25 a viz Gwengolo 2022
Lukaz 16, 19-31 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Sul 18 a viz Gwengolo 2022
Lukaz 16, 1-13 - Gant Mariannick eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 17 a viz Meurzh 2022
Lukaz 16, 19-31 - E-unan emañ Guillemette er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 5 a viz Du 2021
Lukas 16, 1-8 - E-unan emañ Dominique er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 4 a viz Meurzh 2021
Lk 16, 19-31 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 6 a viz Du 2020
Lk 16, 1-8 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Gwener 8 a viz Du 2019
Lk 16, 1-8 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Sul 29 a viz Gwengolo 2019
Lk 16, 19-31 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Sul 22 a viz Gwengolo 2019
Lk 16, 1-13 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Yaou 21 a viz Meurzh 2019
Lk 16, 19-31 - An Aviel lennet gant Simone.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn