Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 21

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 21

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 21



Levant les yeux, il vit les gens riches qui mettaient leurs offrandes dans le Trésor. Lc 21, 1 : O vezañ savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik o lakaat o frofoù en teñzor.

Il vit aussi une veuve misérable y mettre deux petites pièces de monnaie. Lc 21, 2 : Gwelout a reas ivez un intañvez ezhommek a lakae daou bezhig-moneiz ;

Alors il déclara : « En vérité, je vous le dis : cette pauvre veuve a mis plus que tous les autres. Lc 21, 3 : hag e lavaras : « E gwirionez, me 'lavar deoc’h, an intañvez paour-mañ he deus lakaet muioc’h egeto holl.

Car tous ceux-là, pour faire leur offrande, ont pris sur leur superflu mais elle, elle a pris sur son indigence : elle a mis tout ce qu’elle avait pour vivre. » Lc 21, 4 : Rak ar re-se holl o deus roet e prof diwar o dreist-ezhomm ; hi avat o kemer diwar he dienez, he deus profet kement he devoa evit bevañ ».

Comme certains parlaient du Temple, des belles pierres et des ex-voto qui le décoraient, Jésus leur déclara : Lc 21, 5 : Evel ma lavare hiniennoù diwar-benn an Templ, e oa kinklet gant mein kaer ha donezonoù-gouestl, e lavaras :

« Ce que vous contemplez, des jours viendront où il n’en restera pas pierre sur pierre : tout sera détruit. » Lc 21, 6 : « Evit an traoù-se a sellit outo e teuio deizioù ma ne chomo ken anezho maen war vaen a gement na vo ket diskaret ».

Ils lui demandèrent : « Maître, quand cela arrivera-t-il ? Et quel sera le signe que cela est sur le point d’arriver ? » Lc 21, 7 : Goulenn a rejont outañ : « Mestr, pegoulz eta e vo kement-se, ha petra vo ar sin ma vo an traoù-se war-nes c’hoarvezout ? »

Jésus répondit : « Prenez garde de ne pas vous laisser égarer, car beaucoup viendront sous mon nom, et diront : “C’est moi”, ou encore : “Le moment est tout proche.” Ne marchez pas derrière eux ! Lc 21, 8 : Eñ a respontas : « Diwallit da ziheñchañ. Rak kalz a zeuio dindan va anv hag a lavaro : Me eo ! ha : Tost eo ar c’houlz ! N’it ket d’o heul.

Quand vous entendrez parler de guerres et de désordres, ne soyez pas terrifiés : il faut que cela arrive d’abord, mais ce ne sera pas aussitôt la fin. » Lc 21, 9 : Ha pa glevot komz eus brezelioù ha taolioù-dispac’h, na vezit ket spontet ; ret eo e c’hoarvezfe kement-se da gentañ, hogen n’eo ket diouzhtu e vo an diwezh ».

Alors Jésus ajouta : « On se dressera nation contre nation, royaume contre royaume. Lc 21, 10 : Neuze e lavaras dezho : « Sevel a ray broad enep broad ha rouantelezh enep rouantelezh.

Il y aura de grands tremblements de terre et, en divers lieux, des famines et des épidémies ; des phénomènes effrayants surviendront, et de grands signes venus du ciel. Lc 21, 11 : Krenoù-douar bras a vo, hag amañ hag a-hont bosennoù, naonegezhioù ; darvoudoù spontus a vo hag en neñv sinoù bras.

Mais avant tout cela, on portera la main sur vous et l’on vous persécutera ; on vous livrera aux synagogues et aux prisons, on vous fera comparaître devant des rois et des gouverneurs, à cause de mon nom. Lc 21, 12 : Met a-raok kement-se e taolint o daouarn warnoc’h, ho stlejañ d’ar sinagogennoù ha d’ar prizonioù, ho kas dirak ar rouaned hag ar c’houarnourien abalamour d’am anv.

Cela vous amènera à rendre témoignage. Lc 21, 13 : Gant-se ho po tro da reiñ testeni din.

Mettez-vous donc dans l’esprit que vous n’avez pas à vous préoccuper de votre défense. Lc 21, 14 : Lakait mat en ho soñj n’ho po ket da brederiañ en a-raok petra vo da respont.

C’est moi qui vous donnerai un langage et une sagesse à laquelle tous vos adversaires ne pourront ni résister ni s’opposer. Lc 21, 15 : Rak me eo a roio deoc’h komz ha furnez, a seurt ma n’hello ket hoc’h enebourien herzel outo nag o dislavarout.

Vous serez livrés même par vos parents, vos frères, votre famille et vos amis, et ils feront mettre à mort certains d’entre vous. Lc 21, 16 : Gwerzhet e vezot zoken gant ho tad hag ho mamm, ho preudeur, ho tud kar hag ho mignoned ; darn ac’hanoc’h a vo lazhet.

Vous serez détestés de tous, à cause de mon nom. Lc 21, 17 : Ha kasaet e vezot gant an holl en abeg d’am anv.

Mais pas un cheveu de votre tête ne sera perdu. Lc 21, 18 : Met, blevenn ebet diwar ho penn ne d-aio da goll.

C’est par votre persévérance que vous garderez votre vie. Lc 21, 19 : Dre ho talc’hegezh er boan e c’hounezot hoc’h eneoù.

Quand vous verrez Jérusalem encerclée par des armées, alors sachez que sa dévastation approche. Lc 21, 20 : « Pa welot avat Jeruzalem kelc’hiet gant armeoù, gouezit neuze emañ tost he dismantr.

Alors, ceux qui seront en Judée, qu’ils s’enfuient dans les montagnes ; ceux qui seront à l’intérieur de la ville, qu’ils s’en éloignent ; ceux qui seront à la campagne, qu’ils ne rentrent pas en ville, Lc 21, 21 : Neuze ar re a vezo e Judea, ra dec’hint d’ar menezioù ; ar re a vezo e diabarzh kêr, ra bellaint diouti ; hag ar re a vezo war ar maez, ra chomint hep distreiñ e kêr.

car ce seront des jours où justice sera faite pour que soit accomplie toute l’Écriture. Lc 21, 22 : Rak deizioù a gastiz a vo an deizioù-se, ma vo kaset da wir kement a zo bet skrivet.

Quel malheur pour les femmes qui seront enceintes et celles qui allaiteront en ces jours-là, car il y aura un grand désarroi dans le pays, une grande colère contre ce peuple. Lc 21, 23 : Gwa ar merc’hed a vezo o tougen pe o vagañ en deizioù-se ; rak anken vras a vezo war an douar, ha kounnar enep ar bobl-mañ.

Ils tomberont sous le tranchant de l’épée, ils seront emmenés en captivité dans toutes les nations ; Jérusalem sera foulée aux pieds par des païens, jusqu’à ce que leur temps soit accompli. Lc 21, 24 : Kouezhañ a raio an dud dindan dremm ar c’hleze, pe gaset e vint da sklaved d’an holl vroadoù. Ha mac’het e vo Jeruzalem dindan treid ar Broadoù betek ma vo peurgaset da benn amzer ar Broadoù.

Il y aura des signes dans le soleil, la lune et les étoiles. Sur terre, les nations seront affolées et désemparées par le fracas de la mer et des flots. Lc 21, 25 : « Hag e vo sinoù en heol, el loar hag er stered ; ha war an douar enkrez e-touez ar Broadoù gant ar souezhus ma vo trouz ar mor hag an tonnoù.

Les hommes mourront de peur dans l’attente de ce qui doit arriver au monde, car les puissances des cieux seront ébranlées. Lc 21, 26 : An dud o tisec’hañ gant ar spont o ’n em c’houlenn petra vo o tont war ar bed-holl, rak galloudegezhioù an Neñvoù a vo brallet.

Alors, on verra le Fils de l’homme venir dans une nuée, avec puissance et grande gloire. Lc 21, 27 : Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont war ur goabrenn, gant galloud ha gloar vras.

Quand ces événements commenceront, redressez-vous et relevez la tête, car votre rédemption approche. » Lc 21, 28 : Pa stago an traoù-se da c’hoarvezout, adsavit ho kalon ha sonnit ho penn, rak tost e vo deoc’h bezañ tennet a boan ».

Et il leur dit cette parabole : « Voyez le figuier et tous les autres arbres. Lc 21, 29 : Hag e lavaras dezho ur barabolenn : « Sellit ouzh ar wezenn-fiez, hag ouzh ar gwez all.

Regardez-les : dès qu’ils bourgeonnent, vous savez que l’été est tout proche. Lc 21, 30 : Pa grogont da vountañ e ouzoc’h, diouzh o gwelout, emañ tost an hañv.

De même, vous aussi, lorsque vous verrez arriver cela, sachez que le royaume de Dieu est proche. Lc 21, 31 : Evel-se, c’hwi ivez, pa welot kement-se o c’hoarvezout, gouezit emañ tost Rouantelezh Doue.

Amen, je vous le dis : cette génération ne passera pas sans que tout cela n’arrive. Lc 21, 32 : Ya, me 'lavar deoc’h, ne dremeno ket ar rummad-mañ, ken na zegouezho an holl draoù-se.

Le ciel et la terre passeront, mes paroles ne passeront pas. Lc 21, 33 : An neñv hag an douar a dremeno, va c’homzoù-me avat ne dremenint ket.

Tenez-vous sur vos gardes, de crainte que votre cœur ne s’alourdisse dans les beuveries, l’ivresse et les soucis de la vie, et que ce jour-là ne tombe sur vous à l’improviste Lc 21, 34 : Diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, gant aon na ve pounneraet ho kalonoù gant an dirollerezh, ar vezventi ha prederioù ar vuhez-mañ, ha na gouezfe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm,

comme un filet ; il s’abattra, en effet, sur tous les habitants de la terre entière. Lc 21, 35 : evel ur roued ; rak kouezhañ e raio war an holl dud a zo o chom war an douar a-bezh.

Restez éveillés et priez en tout temps : ainsi vous aurez la force d’échapper à tout ce qui doit arriver, et de vous tenir debout devant le Fils de l’homme. » Lc 21, 36 : Beilhit eta, en ur bediñ e pep amzer, ma vezot barrek da dec’hout diouzh an holl draoù-se da zont, ha da chom en ho sav dirak Mab an Den ».

Il passait ses journées dans le Temple à enseigner ; mais ses nuits, il sortait les passer en plein air, à l’endroit appelé mont des Oliviers. Lc 21, 37 : E-pad an deiz, e veze en Templ o kelenn ; diouzh an noz ez ae er-maez, hag e chome war ar menez anvet Menez an Olived.

Et tout le peuple, dès l’aurore, venait à lui dans le Temple pour l’écouter. Lc 21, 38 : Hag an holl dud a zeue beure-mat davetañ d’an Templ, evit e selaou.