Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 9
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Chapitre 9
Ne sois pas jaloux de la femme de ton cœur : tu lui donnerais l’idée de te faire du mal. Si 9, 1 : Na vezez ket gwarizius e-keñver gwreg da askre, ha na ro ket dezhi gwall-soñjoù a-enep dit.
Ne livre pas ton âme au pouvoir d’une femme : elle prendrait de l’ascendant sur toi. Si 9, 2 : N’en em ro ket d’ur plac’h, dezhi da vezañ mestrez war da nerzh.
Ne va pas voir une femme de mauvaise vie : tu tomberais dans ses filets. Si 9, 3 : N’a ket da gaout ur serc’h, gant aon da gouezhañ en he rouedoù.
Ne fréquente pas une chanteuse, de peur de te laisser prendre à ses artifices. Si 9, 4 : Na chom ket da lugudiñ gant ur ganerez gant aon da vezañ paket en hec’h ardoù.
Ne fixe pas ton regard sur une jeune fille, de peur d’être puni à cause d’elle. Si 9, 5 : War ur plac’h yaouank na stag ket da selloù gant aon da vezañ hoalet ganti ha kondaonet.
Ne te livre pas aux prostituées : tu y perdrais ton patrimoine. Si 9, 6 : N’en em ro ket d’ar gisti evit na golli ket da vadoù.
Ne promène pas tes regards dans les rues de la ville et ne rôde pas dans les coins déserts. Si 9, 7 : N’a ket da dreiñ-distreiñ da sell dre ruioù kêr, hag en he lec’hioù distro n’a ket da straniñ.
Détourne les yeux d’une jolie femme, ne fixe pas ton regard sur une belle étrangère. La beauté féminine en a égaré beaucoup, et l’amour s’y enflamme comme un feu. Si 9, 8 : Distro da selloù diouzh ur wreg koant ha na stag ket anezho war gened un estrenez, rak kened ur wreg he deus diroudet meur a hini hag an amourousted evel un tan a flamm en den outi.
Ne t’assieds jamais près d’une femme mariée, et dans un banquet ne t’enivre pas avec elle, de peur que tu t’en éprennes et que ta passion entraîne ta perte. Si 9, 9 : N’a ket d’azezañ e-kichen ur wreg dimezet, ha n’ev ket gwin ganti er banvezioù, gant aon na ziroudfe da galon etrezek enni ha na rampfes gant da c’hoantegezh d’an emgoll.
N’abandonne pas un vieil ami, car un nouvel ami ne le vaudra pas. Ami nouveau, vin nouveau : qu’il vieillisse, tu le boiras avec plaisir. Si 9, 10 : Na zilez ket ur mignon kozh evit un all, rak an hini nevez ne dalv ket anezhañ ; gwin nevez, mignon nevez, ra goshaio, hag e evañ a ri gant joa.
N’envie pas la réussite du pécheur, tu ne sais pas comment il finira. Si 9, 11 : N’avi ket sked ar pec’her ; rak n’ouzout ket petra 'vo e ziskar.
Ne te réjouis pas, avec les impies, de leur succès, souviens-toi qu’ils ne mourront pas impunis. Si 9, 12 : N’en em blij ket e plijadur ar re fallakr, az pez soñj ne vint ket betek an Hades kavet just.
Tiens-toi loin de l’homme capable de tuer, et tu n’auras pas à craindre la mort. Mais si tu viens à lui, évite tout faux pas, de peur qu’il ne t’enlève la vie : sache que tu t’avances au milieu de pièges, et que tu t’exposes aux créneaux d’une ville assiégée. Si 9, 13 : En em zalc’h pell-mat diouzh an den en deus galloud da lazhañ, ha ne gouezhi ket dindan aon ar marv ; mar tostaez outañ, diwall da faotiñ en e geñver, gant aon na dennfe diouzhit da vuhez ; gouez e tremenez e kreiz pechoù, hag emaout o vale war ramparzhioù-kêr.
Fréquente tes voisins autant que tu le peux, et demande conseil aux sages. Si 9, 14 : Diouzh ma c’helli, klask darempred gant da amezeien, hag en em guzul gant ar re fur.
Aime à t’entretenir avec les gens intelligents, et consacre tes conversations à la loi du Très-Haut. Si 9, 15 : Kar ober diviz gant tud poellek, ha bepred komz diwar-benn Lezenn an Uhel-meurbet.
Recherche des hommes justes pour prendre avec eux ton repas, mets ta fierté dans la crainte du Seigneur. Si 9, 16 : Kemer tud reizh da zebriñ ganit, ha laka da lorc’h e doujañs an Aotrou.
Pour son ouvrage on loue la main de l’artiste, et le chef d’un peuple pour la sagesse de sa parole. Si 9, 17 : En abeg da zorn an arzourien e vez meulet an oberenn, evel-se penn-rener ar bobl a vez kavet fur en abeg d’e gomzoù.
Le bavard est redouté dans la ville, l’homme emporté par ses discours se fait détester. Si 9, 18 : Ar fistilher e vez diwallet dioutañ en e gêr, hag an den diboell a vo kasaet en abeg d’e gomzoù.
