Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 11

Livre d’Ezekiel - Chapitre 11

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 11



L’esprit me souleva et m’emmena jusqu’à la porte orientale de la Maison du Seigneur, celle qui fait face à l’orient. À l’entrée de la porte, il y avait vingt-cinq hommes, parmi lesquels je vis Yaazanya, fils d’Azzour, et Pelatyahou, fils de Benayahou, des princes du peuple. Ez 11, 1 : Ur spered am dibradas hag am degasas etrezek dor sav-heol Ti an Aotrou, an nor troet war-zu ar sav-heol, ha setu ma oa ouzh antre an nor pemp den warn-ugent. En o c’hreiz e welis Yaazamia, mab Azzour, ha Pelatiav, mab Benaspav, renerien ar bobl.

Il me dit : « Fils d’homme, ces hommes-là préparent leur mauvais coup, conseillent le mal dans cette ville : Ez 11, 2 : Lavarout a reas din : "Mab-den, ar re-mañ eo ar re a breder fallagriezh hag a ro kuzulioù fall er gêr-mañ".

“On n’est pas près de bâtir des maisons, disent-ils ; voici la marmite, et nous sommes la viande !” Ez 11, 3 : Lavarout a reont : "N’eo ket diouzhtu e vo savet tiez nevez ! Hi eo ar chaodouron, ha ni ar c’hig".

C’est pourquoi, prophétise contre eux, prophétise, fils d’homme ! » Ez 11, 4 : Setu perak diougan, enep dezho, diougan, Mab-den !

L’esprit du Seigneur tomba sur moi et il me dit : « Parle ! Ainsi parle le Seigneur : C’est ainsi que vous avez parlé, maison d’Israël ; ce qui vous monte à l’esprit, moi je le connais. Ez 11, 5 : Spered an Aotrou a gouezhas warnon hag a lavaras din : "Komz evel-hen e lavar an Aotrou : setu petra hoc’h eus lavaret, tiegezh Israel, gouzout a ran petra sav d’ho spered !

Elles sont nombreuses dans cette ville, vos victimes ; elles remplissent les rues. Ez 11, 6 : Niver ho tud lazhet hoc’h eus lakaet da greskiñ er gêr-mañ ; leuniet hoc’h eus ho ruioù a dud lazhet.

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Vos victimes, que vous avez mises au milieu de la ville, ce sont elles, la viande, et la ville, c’est la marmite. Quant à vous, je vous en ferai sortir. Ez 11, 7 : Setu perak evel-hen e lavar Doue an Aotrou : Ho tud lazhet hag hoc’h eus lezet en he c’hreiz, eo int a zo ar c’hig, hag hi eo ar chaodouron ; c’hwi avat, ho lakaat a rin da vont er-maez anezhi.

L’épée, vous la craignez ? L’épée, je la ferai venir contre vous – oracle du Seigneur Dieu. Ez 11, 8 : Aon hoc’h eus rak ar c’hleze, hag ar c’hleze eo an hini a lakain da zont a-enep deoc’h - diougan Doue an Aotrou.

Je vous ferai sortir de la ville, je vous livrerai aux mains des étrangers ; de vous, je ferai justice. Ez 11, 9 : Ho lakaat a rin da vont er-maez eus kêr, ho reiñ a rin etre daouarn estrañjourien hag ho kastizañ.

Vous tomberez par l’épée sur le territoire d’Israël, je vous jugerai. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. Ez 11, 10 : Dre ar c’hleze e kouezhot ; ouzh bevennoù Israel e varnin ac’hanoc’h ; ha gouzout a reot eo me eo an Aotrou.

Cette ville ne sera pas pour vous une marmite, et dedans vous ne serez pas comme de la viande : c’est sur le territoire d’Israël que je vous jugerai. Ez 11, 11 : Ar ger-mañ ne vo ket ur chaodouron evidoc’h, ha c’hwi ne viot ket ar c’hig ennañ, rak war vevennoù Israel ez eo e varnin ac’hanoc’h ;

Alors vous saurez que Je suis le Seigneur, dont vous n’avez pas suivi les décrets ni observé les coutumes, mais vous avez observé les coutumes des peuples qui vous entourent. » Ez 11, 12 : ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou, c’hwi ha n’hoc’h eus kerzhet hervez va urzhiadurioù na sevenet va reizhadurioù pa-z eo reoliadurioù ar Broadoù war ho tro ar re hoc’h eus heuliet.

Or, comme je prophétisais, le fils de Benayahou, Pelatyahou (c’est-à-dire : Rescapé-de-Dieu) mourut. Je tombai face contre terre et criai d’une voix forte : « Ah ! Seigneur Dieu, vas-tu exterminer le reste d’Israël ? » Ez 11, 13 : Ha neuze tra ma oan o profediñ e c’hoarvezas da Belatiav, mab Benaia, mervel. Kouezhañ a ris war va fas hag e c’harmis a vouezh kreñv, en ur lavarout : "A ! Doue an Aotrou, daoust ha mont a rez da beurzistrujañ restad Israel ?"

Alors la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 11, 14 : Lavar an Aotrou a zeuas din er c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, c’est à chacun de tes frères, à tes parents et à toute la maison d’Israël que les habitants de Jérusalem disent : “Restez loin du Seigneur, c’est à nous que le pays fut donné en possession.” Ez 11, 15 : Mab-den, diwar-benn da vreudeur, diwar-benn tud da gerentiezh, ha tiegezh Israel a-bezh, setu ma lavar annezidi Jeruzalem an dra-mañ : Pell emaint diouzh an Aotrou ; deomp-ni eo bet roet ar berc’henniezh war ar vro !

C’est pourquoi tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Oui, je les ai éloignés parmi les nations ; oui, je les ai dispersés dans les pays étrangers. Mais j’ai été pour eux comme un sanctuaire, dans les pays où ils sont allés. Ez 11, 16 : Setu perak lavar kement-mañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ya, pellaet em eus anezho e-touez ar Broadoù ; ya, stlabezet em eus anezho e-mesk ar pobloù ha bet on un tammig evito ur santual er broadoù ma-z int aet enno.

C’est pourquoi tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vous rassemblerai du milieu des peuples, je vous réunirai de tous les pays où vous avez été dispersés ; puis je vous donnerai la terre d’Israël. Ez 11, 17 : Setu perak lavar kement-mañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ho tastum a rin a-douez ar Broadoù, hoc’h advodañ a rin eus ar broioù ma-z oc’h bet stlabezet enno, ha reiñ a rin deoc’h douar Israel.

Ils y entreront, ils en supprimeront toutes les horreurs et toutes les abominations. Ez 11, 18 : Antren a raint ennañ, ha tennañ a raint dioutañ an holl lastez hag an holl euzhusterioù.

Je leur donnerai un cœur loyal, je mettrai en eux un esprit nouveau : j’enlèverai de leur chair le cœur de pierre, et je leur donnerai un cœur de chair, Ez 11, 19 : Reiñ a rin deoc’h ur galon nevez, lakaat a rin en ho kreiz ur spered nevez, tennañ a rin kuit eus o c’horf o c’halon-vaen, evit reiñ dezho ur galon-gig,

afin qu’ils suivent mes décrets, qu’ils gardent mes coutumes et qu’ils les observent. Alors ils seront mon peuple, et moi je serai leur Dieu. Ez 11, 20 : ma kerzhint hervez va gourc’hemennoù, ha ma heuilhint va reoliadurioù d’o seveniñ ; int-i neuze a vo va fobl, ha me a vo o Doue.

Quant à ceux dont le cœur s’est attaché aux horreurs et aux abominations, je ferai retomber leur conduite sur leur tête – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 11, 21 : Evit ar re avat a ya da heul o loustonioù hag o euzhusterioù, e lakain o doare-ober da adkouezhañ war o fenn - diougan Doue an Aotrou.

Alors les Kéroubim levèrent leurs ailes, les roues auprès d’eux ; la gloire du Dieu d’Israël était au-dessus d’eux. Ez 11, 22 : Ar Geroubed a savas o eskell, hag ar rodoù a yae war-raok a-gevret ganto, ha klod Doue Israel a oa warno, a-us dezho.

La gloire du Seigneur s’éleva du milieu de la ville et s’arrêta sur la montagne qui est à l’est de la ville. Ez 11, 23 : Ha klod an Aotrou a c’horreas eus a greiz ar Gêr evit chom a-sav war ar menez a zo er reter eus Kêr.

L’esprit me souleva et m’emmena chez les Chaldéens, vers les exilés ; ce fut en vision, dans l’esprit de Dieu. Et au-dessus de moi s’éleva la vision que j’avais vue. Ez 11, 24 : Hag ur spered am skrapas kuit evit va degas e Kaldea etrezek an harluidi, en ur weledigezh, e spered Doue, hag ar weledigezh am boa bet a c’horreas diouzhin.

Je racontai aux exilés tout ce que le Seigneur m’avait fait voir. Ez 11, 25 : Ha lavarout a ris d’an harluidi an holl draoù-se en devoa an Aotrou roet din da welout.