Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 20

Livre d’Ezekiel - Chapitre 20

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 20



La septième année de la première déportation, le cinquième mois, le dix du mois, quelques anciens d’Israël vinrent consulter le Seigneur. Ils s’assirent devant moi. Ez 20, 1 : Ha setu, ar seizhvet bloavezh, ar pempvet miz, d’an dek eus ar miz, e teuas gwazed eus henaourien Israel da guzuliañ an Aotrou, ha mont a rejont en o c’hoazez dirazon.

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 20, 2 : Ha lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, parle aux anciens d’Israël. Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Est-ce pour me consulter que vous venez ? Par ma vie ! Je ne me laisserai pas consulter par vous – oracle du Seigneur Dieu. Ez 20, 3 : Mab-den, komz ouzh henaourien Israel ; lavarout a ri dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : daoust hag ez eo evit goulenn va c’huzul e teuit ? Dre va buhez ; n’en em lezin ket da vezañ goulennataet ganeoc’h, diougan Doue an Aotrou.

Ne dois-tu pas les juger, oui, les juger, fils d’homme ? Fais-leur connaître les abominations de leurs pères. Ez 20, 4 : Ha mont a rez d’o barn ? Ha barn a ri, mab-den ? Gra dezho anavezout euzhusterioù o zadoù ;

Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Le jour où j’ai choisi Israël, où j’ai levé ma main en faveur de la descendance de la maison de Jacob, je me suis fait connaître d’eux au pays d’Égypte ; j’ai levé ma main pour eux en disant : “Je suis le Seigneur votre Dieu.” Ez 20, 5 : lavarout a ri dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : D’an deiz m’am eus dibabet Israel em eus savet va dorn evit ober le da ouenn tiegezh Jakob, en em roet em eus da anavezout dezho e bro Egipt, ha savet em eus va dorn d’ober le dezho en ur lavarout : Me eo an Aotrou ho Toue.

Ce jour-là, j’ai levé ma main pour eux, jurant de les faire sortir du pays d’Égypte vers un pays que j’avais exploré pour eux, un pays ruisselant de lait et de miel, le plus beau de tous les pays. Ez 20, 6 : En deiz-se em eus savet va dorn ha graet al le d’ho lakaat da vont er-maez eus bro Egipt da gaout ur vro am boa imbourc’het evito, ur vro ma tever enni laezh ha mel, ar splannañ eus an holl vroioù.

Je leur ai dit : “Que chacun rejette les horreurs qui attirent ses yeux ! Ne vous rendez pas impurs avec les idoles immondes de l’Égypte. Je suis le Seigneur votre Dieu.” Ez 20, 7 : Lavaret em eus dezho : Pep unan da zistaolo dioutañ e-unan an idoloù argarzhus a hoal ho taoulagad, n’en em saotrit ket gant hudurniezhoù an Egipt : Me eo an Aotrou, ho Toue !

Mais ils se révoltèrent contre moi et refusèrent de m’écouter : aucun ne rejeta les horreurs qui attiraient ses yeux ; ils ne renoncèrent pas aux idoles immondes de l’Égypte. Alors j’ai dit : “Je déverserai ma fureur contre eux, j’irai jusqu’au bout de ma colère envers eux, en plein pays d’Égypte.” Ez 20, 8 : Hag en em sevel a rejont a-enep din hep mennout va selaou. Hini ebet ne zistaolas e-unan an idoloù argarzhus a hoale e zaoulagad, hini ebet ne zilezas hudurniezhoù an Egipt. Soñjal a ris neuze skuilh warno va c’hounnar en ur gas da benn va fulor en o enep e-kreiz bro Egipt ;

Cependant j’ai agi à cause de mon nom, pour qu’il ne soit pas profané devant les nations parmi lesquelles ils vivaient. Sous les yeux de ces nations, je me fis connaître à eux en les faisant sortir du pays d’Égypte. Ez 20, 9 : Hogen sellet em eus ouzh brud va anv gant an aon na vefe disakret ouzh daoulagad ar Broadoù ma oant en o zouez, pa 'm boa en em roet da anavezout d’o daoulagad dre dennañ anezho eus bro Egipt.

Je les fis donc sortir du pays d’Égypte et je les menai au désert. Ez 20, 10 : O lakaat a ris eta da vont er-maez eus bro Egipt, hag o ren a ris d’ar gouelec’h.

Je leur ai donné mes décrets et leur ai fait connaître mes ordonnances, celles que l’homme doit pratiquer pour en vivre. Ez 20, 11 : Reiñ a ris dezho va reizhadurioù, o lakaat a ris da anavezout va reizhadurioù, d’an den d’o seveniñ da vevañ etrezo.

Je leur donnai aussi mes sabbats comme signe entre moi et eux, pour que l’on sache que Je suis le Seigneur, qui les sanctifie. Ez 20, 12 : Hag ivez va santadurioù a rois dezho da vezañ ur sin etrezon hag i, ma vo gouezet eo me an Aotrou an hini o santela.

Mais, au désert, la maison d’Israël se révolta contre moi ; ils ne marchèrent pas selon mes décrets, ils rejetèrent mes ordonnances, celles que l’homme doit pratiquer pour en vivre, et ils profanèrent grandement mes sabbats. Alors j’ai dit : “Je déverserai ma fureur contre eux au désert, pour les exterminer.” Ez 20, 13 : Hogen en em sevel a reas tiegezh Israel a-enep din er gouelec’h ; ne gerzhjont ket hervez va urzhiadurioù, disprizout a rejont va reizhadurioù a dle an den o seveniñ evit bevañ drezo, ha disakrañ a rejont va sabadoù en un doare grevus-meurbet. Soñjal a raen skuilh warno va fulor er gouelec’h evit o distrujañ ;

Cependant j’ai agi à cause de mon nom, pour qu’il ne soit pas profané devant les nations, sous les yeux desquelles je les avais fait sortir. Ez 20, 14 : met graet em eus eviti brud va anv gant aon na vefe ket disakret ouzh sell ar Broadoù e oa dindan o daoulagad am boa lakaet anezho da vont er-maez.

Mais moi, encore une fois, je levai ma main contre eux au désert, jurant de ne pas les faire entrer dans le pays que je leur avais donné, un pays ruisselant de lait et de miel, le plus beau de tous les pays. Ez 20, 15 : Ha d’am zro em eus savet va dorn en o enep er gouelec’h en ur douiñ ne zegasfe ket anezho d’ar vro am boa roet dezho, d’ar vro a zever enni laezh ha mel, d’an hini gaerañ eus an holl vroioù,

Car ils avaient rejeté mes ordonnances, n’avaient pas marché selon mes décrets et avaient profané mes sabbats : leur cœur marchait à la suite de leurs idoles immondes. Ez 20, 16 : o vezañ m’o doa disprizet va reolennoù, n’o devoa ket kuzhet hervez va urzhiadurioù ha m’o devoa disakret va sabadoù ; rak o c’halon a yae war-lerc’h o hudurniezhoù.

Pourtant j’ai eu pour eux un regard de pitié, je n’ai pas voulu les détruire, je ne les ai pas exterminés dans le désert. Ez 20, 17 : Hogen va lagad a gemeras truez outo, ma chomis hep o distrujañ hag o c’has da get er gouelec’h.

Au désert, j’ai dit à leurs fils : Ne marchez pas selon les décrets de vos pères, n’observez pas leurs ordonnances, ne vous rendez pas impurs avec leurs idoles immondes. Ez 20, 18 : Hag e lavaris d’o mibien er gouelec’h : N’it ket da gerzhout hervez divizoù ho tadoù, na virit ket o reoliadurioù, n’en em saotrit ket gant o loustonioù.

Je suis le Seigneur, votre Dieu. Marchez selon mes décrets, observez mes ordonnances et mettez-les en pratique. Ez 20, 19 : Me eo an Aotrou, ho Toue ; kerzhit hervez va urzhiadurioù, mirit va reoliadurioù ha sevenit anezho.

Sanctifiez mes sabbats ; qu’ils soient un signe entre moi et vous, pour qu’on sache que Je suis le Seigneur votre Dieu. Ez 20, 20 : Santelait va sabadoù, ma vint ur sin etrezon ha c’hwi, ma vo gouezet ez on-me an Aotrou, ho Toue.

Cependant les fils se révoltèrent contre moi, ils ne marchèrent pas selon mes décrets, n’observèrent ni ne pratiquèrent mes ordonnances, celles que l’homme doit pratiquer pour en vivre, et ils profanèrent mes sabbats. Alors j’ai dit : je déverserai ma fureur contre eux et, dans le désert, j’irai jusqu’au bout de ma colère envers eux. Ez 20, 21 : Met ar vibien ivez a zo en em savet a-enep din, n’o deus ket kerzhet hervez va urzhiadurioù, n’o deus ket miret va reoliadurioù evit o seveniñ, ar re a zlee an den derc’hel dezho evit bevañ diouto ; disakret o deus va sabadoù. Soñjet em eus skuilh va fulor warno, kas da benn va c’hounnar enep dezho er gouelec’h ;

Mais j’ai retiré ma main, et j’ai agi à cause de mon nom, pour qu’il ne soit pas profané devant les nations sous les yeux desquelles je les avais fait sortir. Ez 20, 22 : met distroet em eus va dorn diouto evit ober hervez gloar va anv, na vefe ket disakret ouzh daoulagad ar Broadoù m’am boa o lakaet dindan o sell da vont er-maez eus ar sklavelezh.

Au désert, j’ai levé ma main contre eux, jurant de les disperser parmi les nations et de les disséminer dans les pays étrangers. Ez 20, 23 : D’am zro em eus savet va dorn enep dezho er gouelec’h, d’ober al le d’o dasstrewiñ e-touez ar Broadoù ha d’o stlabezañ e-mesk ar pobloù,

Car ils n’avaient pas pratiqué mes ordonnances, ils avaient rejeté mes décrets et avaient profané mes sabbats ; leurs regards s’étaient attachés aux idoles immondes de leurs pères. Ez 20, 24 : o vezañ n’o devoa ket sevenet va reoliadurioù, met disprizet va urzhiadurioù ha disakret va sabadoù, o vezañ ma oa bet hoalet o daoulagad da vont war-lerc’h idoloù lous o zadoù.

Je suis même allé jusqu’à leur laisser leurs décrets qui n’étaient pas bons et leurs ordonnances dont ils ne pourraient pas vivre ; Ez 20, 25 : Ya, d’am zro, em eus roet dezho divizadurioù ha ne oant ket mat, ha reoliadurioù na oant ket evit reiñ dezho buhez ;

je les ai rendus impurs par leurs dons, quand ils faisaient passer par le feu tous les premiers-nés. C’était pour les frapper de stupeur, afin qu’ils sachent que Je suis le Seigneur. Ez 20, 26 : o lakaet em eus da vezañ dic’hlan dre o donezonoù o-unan, pa lakaent da dremen dre an tan pep bugel aet kentañ er-maez eus an askre ; kement-se a oa evit o leuniañ a euzh, ma ouezint ez on-me an Aotrou !

C’est pourquoi, parle à la maison d’Israël, fils d’homme. Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Sans cesse, vos pères m’ont outragé par les infidélités qu’ils ont commises. Ez 20, 27 : Setu perak, komz ouzh tiegezh Israel, Mab-den, hag e lavari dezhañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu c’hoazh gant petra o deus va dismegañset ho tadoù, dre o difealded em c’heñver.

Je les ai fait entrer dans le pays que j’avais juré, la main levée, de leur donner, et ils ont regardé chaque colline élevée et chaque arbre touffu ; c’est là qu’ils ont offert leurs sacrifices, là qu’ils m’ont provoqué en apportant leurs présents réservés, là qu’ils ont déposé leurs parfums d’apaisement, là qu’ils ont versé leurs libations. Ez 20, 28 : Pa ’m eus lakaet anezho da antren er vro am boa graet al le gant va dorn savet da reiñ dezho, neuze e kement lec’h m’o deus gwelet ur grec’hienn uhel hag ur wezenn vodennek, o deus kinniget warno o sakrifisoù, degaset di o frofoù hegasus, lakaet eno o frondoù peoc’hus ha skuilhet warno kinnigoù-died.

Alors je leur ai dit : Qu’est donc ce lieu sacré, ce “bamah”, où vous allez ? Et ils lui ont donné jusqu’à ce jour le nom de “bamah”, (c’est-à-dire : “Qu’est-ce donc ?”). Ez 20, 29 : Ha lavaret em eus dezho : Petra eo an uhel-lec’h ma-z it warnañ ? Hag ez eo bet anvet uhel-lec’h betek an deiz-mañ.

C’est pourquoi, dis à la maison d’Israël : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Alors ! vous vous rendez impurs en suivant le chemin de vos pères, en vous prostituant avec leurs horreurs ! Ez 20, 30 : Setu perak lavar da diegezh Israel : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Hag eñ eo gwir en em saotrit diouzh doare ho tadoù hag e c’hastaouit war-lerc’h o idoloù hudur ?

Quand vous apportez vos dons, quand vous faites passer vos fils par le feu, vous vous rendez impurs jusqu’à ce jour avec toutes vos idoles immondes ! Et moi, je me laisserais consulter par vous, maison d’Israël ? Par ma vie – oracle du Seigneur Dieu –, je ne me laisserai pas consulter par vous ! Ez 20, 31 : Pa zegasit ho tonezonoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em rentit dic’hlan gant hoc’h holl loustonioù betek an deiz-mañ. Ha me en em lezfe da vezañ goulennataet ganeoc’h, tiegezh Israel ! Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, n’en em lezin ket da vezañ goulennataet ganeoc’h ;

Ce qui vous monte à l’esprit ne se réalisera pas, lorsque vous dites : “Nous voulons être comme les nations, comme les clans des autres pays, nous voulons servir le bois et la pierre.” Ez 20, 32 : na netra ne c’hoarvezo eus ar pezh a sav d’ho spered pa lavarit : "Bez e vimp evel ar Broadoù, evel meuriadoù ar pobloù pa vimp o kehelañ ar c’hoad hag ar maen".

Par ma vie – oracle du Seigneur Dieu –, je régnerai sur vous, à main forte et à bras étendu, en répandant ma fureur ! Ez 20, 33 : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, e renin warnoc’h gant un dorn galloudus hag ur vrec’h astennet, en ur foeltradenn a fulor ;

Je vous ferai sortir d’entre les peuples ; de ces pays où vous avez été dispersés, je vous rassemblerai à main forte et à bras étendu, en répandant ma fureur ; Ez 20, 34 : ho tennañ a rin eus ar pobloù hag hoc’h advodañ a rin a-douez ar Broadoù ma oac’h bet dasstrewet enno gant un dorn galloudus hag ur vrec’h astennet en ur foeltradenn a fulor ;

je vous mènerai au désert des peuples et là, face à face, j’entrerai en jugement contre vous. Ez 20, 35 : ho tegas a rin da ouelec’h ar pobloù, hag eno e savin barn ganeoc’h tal-ouzh-tal.

Comme je suis entré en jugement contre vos pères au désert du pays d’Égypte, ainsi entrerai-je en jugement contre vous – oracle du Seigneur Dieu. Ez 20, 36 : Evel ma ’m eus barnet ho tadoù e gouelec’h bro Egipt, evel-se e varnin ac’hanoc’h, diougan Doue an Aotrou.

Je vous ferai passer sous ma houlette, je vous introduirai dans les liens de l’alliance. Ez 20, 37 : Ho lakaat a rin da dremen dindan va c’hammell hag e rin deoc’h bezañ niveradeget :

J’ôterai de chez vous les rebelles, ceux qui se sont révoltés contre moi : je les ferai sortir du pays où ils séjournent, mais ils n’entreront pas dans le pays d’Israël. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. Ez 20, 38 : hag e spurjin eus ho touez an dispac’herien, ar re zisfeal, o zennañ a rin eus ar vro m’emaint enni, met n’antreint ket e douar Israel ; ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou !

Quant à vous, maison d’Israël, ainsi parle le Seigneur Dieu : Que chacun aille servir ses idoles immondes, et ensuite, on verra bien si vous ne m’écouterez pas ! Alors vous ne profanerez plus mon saint nom par vos dons et vos idoles immondes. Ez 20, 39 : Deoc’h-hu avat, tiegezh Israel, eo evel-hen e komz Doue an Aotrou : Ra skubo pep unan e idoloù lous, ha goude-se, hen touiñ a ran, e selaouot ac’hanon ha n’eot ket ken da saotrañ va anv santel gant ho kinnigoù hag hoc’h euzhusterioù.

Car c’est sur ma sainte montagne, sur la haute montagne d’Israël – oracle du Seigneur Dieu –, c’est là que me servira toute la maison d’Israël, établie tout entière dans le pays. C’est là que j’accueillerai et viendrai chercher vos contributions, le meilleur de vos portions en tout ce que vous me consacrez. Ez 20, 40 : Rak war va menez santel, war uhel-lec’h Israel, eno eo, diougan Doue an Aotrou, e servijot ac’hanon, c’hwi holl diegezh Israel, en ho pro. Eno e tegemerin, eno e c’houlennin diganeoc’h ho preveudioù, ar pep gwellañ eus ho kustumoù gant hoc’h holl draoù sakr.

Comme un parfum d’apaisement, je vous accueillerai quand je vous aurai fait sortir d’entre les peuples, et je vous rassemblerai des pays où vous aurez été dispersés. Ainsi, par vous, se manifestera ma sainteté aux yeux des nations. Ez 20, 41 : Evel ur froud peoc’hus e tegemerin ac’hanoc’h, pa dennin ac’hanoc’h a-douez ar pobloù evit ho tastum eus ar broioù ma oac’h bet stlabezet enno, pa ’n em ziskouezen santel drezoc’h ouzh daoulagad ar Broadoù.

Alors vous saurez que Je suis le Seigneur, lorsque je vous ferai entrer sur le sol d’Israël, dans ce pays que j’ai juré, la main levée, de donner à vos pères. Ez 20, 42 : Anavezout a reot ez on me an Aotrou pa zegasin ac’hanoc’h e douar Israel, er vro am eus touet gant va dorn savet reiñ d’ho tadoù.

C’est là que vous vous souviendrez de votre conduite et de tous les actes par lesquels vous vous êtes rendus impurs ; le dégoût vous montera au visage à cause de tous les méfaits que vous avez commis. Ez 20, 43 : Eno ho po koun eus ho toareoù hag eus an holl oberoù ma oac’h en em saotret ganto, hag ho po heug ganeoc’h hoc’h-unan en abeg d’an holl dorfedoù ho po graet.

Alors vous saurez que Je suis le Seigneur, quand j’agirai envers vous à cause de mon nom, et non pas d’après votre mauvaise conduite et vos actes corrompus, maison d’Israël – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 20, 44 : Ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou, pa rin gant grad-vat en ho keñver abalamour d’am anv, ha n’eo ket ken hervez hoc’h hentoù fall hag ho puhezegezh vrein, tiegezh Israel, diougan Doue an Aotrou !