Livre d’Ezekiel - Chapitre 16
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Chapitre 16
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 16, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ !
« Fils d’homme, fais connaître à Jérusalem ses abominations. Ez 16, 2 : Mab-den, ro da anaout da Jeruzalem he fec’hedoù euzhus ;
Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu à Jérusalem : Par tes origines et ta naissance, tu es du pays de Canaan. Ton père était un Amorite, et ta mère, une Hittite. Ez 16, 3 : hag e lavari : evel-hen e komz Doue an Aotrou da Jeruzalem : Dre da orin ha da c’hanedigezh ez out-te eus bro Kanaan ; da dad a oa an Amoread, ha da vamm a oa Hitiadez.
À ta naissance, le jour où tu es née, on ne t’a pas coupé le cordon, on ne t’a pas plongée dans l’eau pour te nettoyer, on ne t’a pas frottée de sel, ni enveloppée de langes. Ez 16, 4 : D’az kanedigezh, d’an deiz ma voes ganet, ne voe ket troc’het da gordennig, ne voes na gwalc’het en dour, na frotet gant holen, na paket e lienennoù.
Aucun regard de pitié pour toi, personne pour te donner le moindre de ces soins, par compassion. On t’a jetée en plein champ, avec dégoût, le jour de ta naissance. Ez 16, 5 : Lagad ebet ne gemeras truez ganit, evit ober dit unan hepken eus an traoù-se dre drugarez ouzhit. Distaolet e voes war ar maez, evel un euzhadenn, da zeiz da c’hanedigezh.
Je suis passé près de toi, et je t’ai vue te débattre dans ton sang. Quand tu étais dans ton sang, je t’ai dit : “Je veux que tu vives !” Ez 16, 6 : Tremen a ris ez kichen, ha da welout a ris o’n em zifretañ ez kwad. Ha lavarout a ris dit, pa oas o’n em zifretañ ez kwad : "Bev, ha kresk evel ur vountadenn eus ar maezioù".
Je t’ai fait croître comme l’herbe des champs. Tu as poussé, tu as grandi, tu es devenue femme, ta poitrine s’est formée, ta chevelure s’est développée. Mais tu étais complètement nue. Ez 16, 7 : En em lakaat a rejout da greskiñ, da sevel ; dont a rejout da vezañ plac’h yaouank, da zivronn a zeuas da gadarnaat ha da vlev da fonnusaat. Nemet noazh e oas, noazh-ganet.
Je suis passé près de toi, et je t’ai vue : tu avais atteint l’âge des amours. J’étendis sur toi le pan de mon manteau et je couvris ta nudité. Je me suis engagé envers toi par serment, je suis entré en alliance avec toi – oracle du Seigneur Dieu – et tu as été à moi. Ez 16, 8 : Tremen a ris ez kichen ha da welout a ris : da amzer e oa, amzer ar garantez. Astenn a ris warnout pastell va mantell evit goleiñ da noazhder ; hag en em ouestlañ a ris dre le, ober a ris ur feur-emglev ganit, diougan Doue an Aotrou, ha din e voes.
Je t’ai plongée dans l’eau, je t’ai nettoyée de ton sang, je t’ai parfumée avec de l’huile. Ez 16, 9 : Da walc’hiñ a ris en dour, torchañ da wad diwarnout ha da oleviñ a ris gant eoul.
Je t’ai revêtue d’habits chamarrés, je t’ai chaussée de souliers en cuir fin, je t’ai donné une ceinture de lin précieux, je t’ai couverte de soie. Ez 16, 10 : Da wiskañ a ris gant dilhad marellet, en ur lakaat ez treid arc’henadoù lêr fin, en-dro dit ur gouriz lin, ha warnout ur vantell seiz.
Je t’ai parée de joyaux : des bracelets à tes poignets, un collier à ton cou, Ez 16, 11 : Kinnig a ris dit bragerizoù, lagadennoù war da zivrec’h, un dro-c’houzoug war da gerc’henn.
un anneau à ton nez, des boucles à tes oreilles, et sur ta tête un diadème magnifique. Ez 16, 12 : Ur walenn a lakais ouzh da fri, boukloù ouzh da zivskouarn, ha war da benn un talgen hollgaer.
Tu étais parée d’or et d’argent, vêtue de lin précieux, de soie et d’étoffes chamarrées. La fleur de farine, le miel et l’huile étaient ta nourriture. Tu devins de plus en plus belle et digne de la royauté. Ez 16, 13 : Fichet e oas gant aour hag arc’hant ; gwisket a lin hag a seiz brodet ; da vevañs a oa bleud flour, mel hag eoul. Dont a rejout da vezañ kaer-meurbet, dont a rejout da vezañ ur rouanez.
Ta renommée se répandit parmi les nations, à cause de ta beauté, car elle était parfaite, grâce à ma splendeur dont je t’avais revêtue – oracle du Seigneur Dieu. Ez 16, 14 : Ha brudet bras e voe da anv e-touez ar Broadoù, ken kaer ma oas hollgaer p’am boa lakaet warnout va splannder, diougan Doue an Aotrou !
Mais tu t’es fiée à ta beauté, tu t’es prostituée en usant de ta renommée, tu as prodigué tes faveurs à tout passant : tu as été à n’importe qui. Ez 16, 15 : Hogen en em fiziet out ez kened ha tennet ac’h eus gounid eus da vrud evit en em reiñ d’an orgederezh ; en em ginniget ac’h eus da gement hini a dremene ha dezhañ out bet
Tu as pris de tes vêtements, tu as fait des lieux sacrés aux riches couleurs, et tu t’y es prostituée – cela ne s’était jamais fait et ne sera plus. Ez 16, 16 : Kemeret ac’h eus eus da wiskamantoù, ha kempennet dit-te ganto uhel-lec’hioù brizhellet, d’ober da c’hast warno.
Tu as pris tes bijoux d’or et d’argent que je t’avais donnés ; tu t’es fabriqué des idoles masculines, tu t’es prostituée avec elles. Ez 16, 17 : Kemeret ec’h eus da vravigoù aour hag arc’hant am boa roet dit evit aozañ ganto skeudennoù maled, d’en em reiñ ganto d’ar c’hadaliezh.
Tu as pris tes vêtements chamarrés et tu les en as recouvertes. Mon huile et mon encens, tu les as déposés devant elles. Ez 16, 18 : Kemeret ac’h eus da zilhad brodet evit gwiskañ anezho ; ha va eoul, va ezañs, eo ar re ac’h eus lakaet da brof dirazo.
Mon pain que je t’avais donné, la fleur de farine, l’huile et le miel dont je te nourrissais, tu les as déposés devant elles, en parfum d’apaisement. Il en fut ainsi – oracle du Seigneur Dieu. Ez 16, 19 : Ar bara am boa roet dit, ar bleud-flour, an eoul, ar mel a vagen ac’hanout ganto, eo ar re ac’h eus kinniget dezho da vezañ dirazo ur porfum a beoc’h, diougan Doue an Aotrou.
Tu as pris tes fils et tes filles que tu m’avais enfantés, et tu les as sacrifiés pour qu’elles s’en nourrissent. Était-ce donc trop peu que ta prostitution ? Ez 16, 20 : Kemeret ac’h eus da vibien ha da verc’hed az poa ganet din evit sakrifiañ dezho da voued. Hag eñ e oa re nebeut dit ober da c’hast ?
Tu as égorgé mes fils et tu les as livrés en les faisant passer par le feu pour elles. Ez 16, 21 : Lazhet ac’h eus va mibien ha roet anezho da dremen dre an tan evit o enoriñ.
Dans toutes tes abominations et tes prostitutions, tu ne t’es pas souvenue des jours de ta jeunesse, quand tu étais complètement nue et que tu te débattais dans ton sang. Ez 16, 22 : Hag e-kreiz da holl euzhusterioù ha da holl c’hadaliezhoù n’ac’h eus ket bet soñj eus deizioù da yaouankiz, pa oas noazh, noazh-ganet, o ’n em zifretañ ez kwad.
Et après tant de méchanceté – quel malheur, quel malheur pour toi ! oracle du Seigneur Dieu –, Ez 16, 23 : Ac’hanta, goude kement a bec’hedoù, gwa, gwa-te, diougan Doue an Aotrou !
tu t’es bâti un podium, tu t’es fait une estrade sur toutes les places. Ez 16, 24 : Savet ec’h eus dit un dosenn, graet ec’h eus dit ur grug war bep plasenn.
À l’entrée de chaque chemin, tu t’es construit une estrade pour y souiller ta beauté et livrer ton corps à tout passant ; ainsi tu as multiplié tes prostitutions. Ez 16, 25 : Ouzh antre pep hent ac’h eus savet dit un durzhunell evit saotrañ da gened, evit reiñ da gorf d’an holl dremenerien, ha lakaat da greskiñ niver da c’hadaliezhoù.
Tu t’es prostituée aux fils de l’Égypte, tes voisins au corps puissant ; tu as multiplié tes prostitutions au point de provoquer mon indignation. Ez 16, 26 : Graet ec’h eus da c’hast gant paotred an Egipt, da amezeien, ar re pidennet-bras, ha kresket ac’h eus niver da c’hadaliezhoù evit va hegañ.
Voici donc que j’ai étendu la main contre toi ; je t’ai coupé les vivres, je t’ai livrée à la merci de tes ennemies, les filles des Philistins, déshonorées elles-mêmes par ta conduite de débauchée. Ez 16, 27 : Ha setu mac’h astennan va dorn a-enep dit ; krennet em eus war da vevañs, ha da roet em eus da warizi da enebourien, da verc’hed ar Filistined o devoa mezh gant da vuhezegezh hudur.
Tu t’es prostituée aux fils d’Assour, faute d’être rassasiée ; tu t’es prostituée à eux, et tu n’as pas été davantage rassasiée. Ez 16, 28 : Graet ec’h eus da c’hast gant paotred Asour, o vezañ n’az poa ket c’hoazh kavet da walc’h ; graet ec’h eus da c’hast ganto, ha da walc’h n’ac’h eus ket bet c’hoazh.
Alors tu as multiplié tes prostitutions au pays des marchands, chez les Chaldéens, et cette fois encore tu n’as pas été rassasiée. Ez 16, 29 : Kresket ec’h eus niver da c’hadaliezhoù e bro ar varc’hadourien, e Kaldea, met gant se zoken n’ac’h eus ket bet da walc’h !
Mon cœur est rempli de colère à ton encontre ! – oracle du Seigneur Dieu. Quand tu faisais tout cela, agissant comme une prostituée effrénée. Ez 16, 30 : Na leun a gounnar ez on-me a-enep dit, diougan Doue an Aotrou, pa c’h eus graet kement-se, gast dirollet.
Quand tu faisais une estrade sur toutes les places, tu n’as même pas agi comme une prostituée, car tu dédaignais le salaire. Ez 16, 31 : Pa savas da grugell war bep plasenn ne oas ket evel ar c’hast a glask he faeamant.
La femme adultère qui prend des étrangers au lieu de son mari, elle reçoit son dû ; Ez 16, 32 : Ar wreg avoultrerez hag a zegemer estrañjourien e-lec’h he den, a resev he gopr ;
À toutes les prostituées, on fait un cadeau. Mais c’est toi qui faisais des cadeaux à tous tes amants ; tu les payais, pour qu’ils viennent vers toi, de tous côtés, se prostituer avec toi. Ez 16, 33 : d’an holl c’histi e vez roet ur prof. Te avat eo te a roe profadoù d’az holl orgedourien ; o frenañ a raes a bep tu dezho da vont ganit evit da hudurniezhoù.
Toi, tu as fait le contraire de ce que font les prostituées : on ne courait pas après toi, on ne te donnait pas de salaire ; c’est toi, au contraire, qui en donnais. Ez 16, 34 : C’hoarvezout a rae ganit ar c’hontrol eus ar merc’hed all : ne oa den o klask war da lerc’h ; te eo an hini a roe un donezon, ha n’eo ket dit e veze roet donezonoù, kement e oas aet war an tu-gin.
Eh bien, prostituée, écoute la parole du Seigneur : Ez 16, 35 : Setu perak, gast ma-z out, selaou lavar an Aotrou !
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Puisque ton argent a été dilapidé, et ta nudité, dévoilée dans tes prostitutions avec tes amants, avec toutes tes idoles immondes, abominables, et à cause du sang de tes fils que tu leur as livrés, Ez 16, 36 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Dre m’ac’h eus diskouezet da noazhder ha dizoloet da vezhegezh pa raes da c’hast gant da holl amourouzien ha gant da holl idoloù euzhus, hag en abeg da wad da vugale ac’h eus profet dezho,
eh bien, voici que je rassemble tous les amants à qui tu as plu, tous ceux que tu as aimés, comme tous ceux que tu as haïs ; de tous côtés je les rassemble contre toi, je dévoile ta nudité devant eux, et ils voient toute ta nudité. Ez 16, 37 : setu ma-z an da vodañ an holl amourouzien ez out bet ganto, an holl re ec’h eus karet evel ar re ec’h eus kasaet ; o strollañ a rin a bep tu a-enep dit, ha dizoleiñ a rin da noazhder dirazo ha gwelout a raint da vezhegezh.
Je t’inflige le châtiment des femmes adultères et des femmes sanguinaires : je répands ton sang avec fureur et jalousie. Ez 16, 38 : Ober a rin ouzhit gant ar c’hastiz divizet evit ar merc’hed oc’h avoultriñ hag o skuilh ar gwad ; da reiñ a rin d’ar fulor ha d’ar warizi.
Je te livre entre leurs mains ; ils nivelleront ton podium et démoliront tes estrades ; ils t’arracheront tes vêtements et te prendront tes bijoux ; ils te laisseront complètement nue. Ez 16, 39 : Da lakaat a rin etre o daouarn ; dispenn a raint da dosenn, diskar da durumelloù ; da zibourc’hañ a raint eus da zilhad, kemer da vravigoù, ha da lezel noazh, noazh-ganet.
Puis ils dresseront l’assemblée contre toi, ils te lapideront et de leurs épées te démembreront ; Ez 16, 40 : Isañ a raint an engroez a-enep dit, evit da labezañ gant o mein ha da douellañ gant o c’hlezeier.
ils incendieront tes maisons ; ils feront justice de toi, sous les yeux d’une multitude de femmes. Je mettrai fin à ta vie de prostituée ; tu ne pourras même plus donner de salaire. Ez 16, 41 : Pulluc’hañ a raint da diez dre an tan ha da gastizañ a raint dindan selloù un engroez a verc’hed ; ober a rin dit paouez d’ober da c’hast ha chom hep reiñ paeamant ebet ken.
J’assouvirai ma fureur contre toi. Puis ma jalousie se détournera de toi, je m’apaiserai, je ne serai plus irrité. Ez 16, 42 : Distanañ a rin va fulor warnout, ha ma pellaio neuze va gwarizi diouzhit, ma chomin sioul ha na vin ket kounnaret ken.
Parce que tu ne t’es pas souvenue des jours de ta jeunesse et que tu m’as provoqué par ta conduite, voici qu’à mon tour je la fais retomber sur ta tête – oracle du Seigneur Dieu. N’as-tu pas pratiqué la débauche avec toutes tes abominations ? Ez 16, 43 : Peogwir n’ac’h eus ket soñjet e deizioù da yaouankiz ha m’ac’h eus va heget gant an holl draoù-se, me ivez, d’am zro, a lakaio da oberoù da adkouezhañ war da benn - diougan Doue an Aotrou. Hag eñ n’eo ket ar vezhegezh ac’h eus pleustret en tu-hont d’az holl euzhusterioù ?
Tous les faiseurs de proverbes en diront un à ton sujet : “Telle mère, telle fille.” Ez 16, 44 : Setu ma raio pep saver krennlavarioù unan bennak diwar da benn, en ur lavarout : Evel he mamm emañ ar verc’h !
Tu es bien la fille de ta mère qui détestait son mari et ses fils ; tu es bien la sœur de tes sœurs qui ont détesté leur mari et leurs fils. Votre mère était une Hittite et votre père un Amorite. Ez 16, 45 : Merc’h da vamm ez out evit gwir, hi hag he deus bet heug gant he fried hag he mibien ; ha c’hoar da c’hoarezed ez out evit gwir, int hag o deus bet heug gant o friedoù hag o mibien ; ho mamm a oa un Hitiadez hag ho tad un Amoread.
Ta sœur aînée, c’est Samarie, qui habite à ta gauche avec ses filles. Ta sœur cadette, c’est Sodome, qui habite à ta droite avec ses filles. Ez 16, 46 : Da c’hoar henañ eo Samaria, hi hag a zo o chom a-gleiz dit gant hec’h holl verc’hed ; ha da c’hoar yaouank o chom a zehou dit eo Sodom gant he merc’hed.
Il n’a pas suffi que tu imites leur conduite ni que tu commettes leurs abominations : tu t’es montrée plus corrompue qu’elles dans toute ta conduite. Ez 16, 47 : Ha n’eo ket war hanter ec’h eus kerzhet war o roudoù ha graet hervez o euzhusterioù ; aet out war an tu fall muioc’h c’hoazh egeto.
Par ma vie ! – oracle du Seigneur Dieu – ta sœur Sodome et ses filles n’en ont pas fait autant que toi et tes filles. Ez 16, 48 : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou ! Sodom, da c’hoar, hi hag he merc’hed, n’o deus ket graet ar pezh ac’h eus graet, te ha da verc’hed.
Voici quelle fut la faute de Sodome, ta sœur : orgueil, voracité, insouciance désinvolte ; oui, telles furent ses fautes et celles de ses filles ; elles ne fortifiaient pas la main du pauvre et du malheureux. Ez 16, 49 : Setu petra eo bet pec’hed Sodom, da c’hoar : lorc’hentez, chervad ha dilabour dibreder, hennezh a oa he doare hag hini he merc’hed ; met ne roe ket sikour da zorn ar paour hag an ezhommeg.
Elles ont été pleines d’orgueil et ont commis devant moi ce qui est abominable ; c’est pourquoi je les ai rejetées, comme tu l’as vu. Ez 16, 50 : En em uhelsavet o deus ha graet euzhusted dirazon ; neuze em eus distaolet anezho evel m’ac’h eus gwelet.
Quant à Samarie, elle n’a pas commis la moitié de tes péchés. Tu as multiplié bien plus qu’elle tes abominations. Tes sœurs, tu les as fait paraître justes par toutes les abominations que tu as commises. Ez 16, 51 : Hogen Samaria, hi n’he deus ket sevenet an hanter eus da bec’hedoù. Muioc’h a euzhusterioù eget da c’hoarezed ac’h eus-te kaset da benn, ha gant-se, gant an holl euzhusterioù ac’h eus graet, ac’h eus lakaet da c’hoarezed da vezañ didamallet.
À ton tour, porte ton déshonneur, toi qui as innocenté tes sœurs : tes péchés, qui t’ont rendue plus abominable qu’elles, les font paraître plus justes que toi. Sois donc pleine de honte, et porte ton déshonneur, toi qui fais paraître justes tes sœurs. Ez 16, 52 : Te avat, doug da vezh ! Un alvokadez out bet evit da c’hoarezed ; gant ar pec’hedoù ac’h eus graet, euzhusoc’h eget o re ac’h eus lakaet anezho da vezañ reishoc’h egedout. Mezh dit eta ! Doug da zismegañs peogwir e lakaez da c’hoarezed da seblantout dibec’h.
Je changerai leur destinée : la destinée de Sodome et de ses filles, la destinée de Samarie et de ses filles ; puis je changerai ta propre destinée au milieu d’elles, Ez 16, 53 : Kemmañ a rin o flanedenn, planedenn Sodom hag he merc’hed, planedenn Samaria hag he merc’hed, ha kemmañ a rin da stad en o c’hreiz.
pour que tu portes ton déshonneur, et que tu sois déshonorée par tout ce que tu as fait : c’est ainsi que tu les consoleras ! Ez 16, 54 : Ma tougi da zismegañs ha ma vi goloet a vezh gant kement ac’h eus graet evit o frealz.
Tes sœurs, Sodome et ses filles, reviendront à leur état ancien ; Samarie et ses filles reviendront à leur état ancien. Toi et tes filles, vous reviendrez à votre état ancien. Ez 16, 55 : Da c’hoar Sodom hag he merc’hed a zistroio d’o stad a-wechall-gozh ; te ha da verc’hed a zistroio d’ho stad a-gent.
De Sodome, ta sœur, n’as-tu pas fait des gorges chaudes, au jour de ton orgueil, Ez 16, 56 : Hag eñ n’ac’h eus ket kontet a-walc’h diwar-benn Sodoma, da c’hoar, en deiz da lorc’hentez
avant que soit découverte ta méchanceté ? Comme elle, tu es maintenant l’objet de la raillerie des filles d’Aram, de toutes celles d’alentour et des filles des Philistins, qui te narguent de partout. Ez 16, 57 : a-raok m’eo bet diskuliet da falloni ! Evelti ez out bremañ ur vezh evit merc’hed Edom hag e holl trowardroioù, evit merc’hed ar Filistiz tro-war-dro a glasken gant dismegañs diwar da benn.
Tu portes le poids de ta débauche et de tes abominations – oracle du Seigneur. Ez 16, 58 : Da hudurniezh ha da euzhusterioù, o dougen a ri, diougan an Aotrou !
Car ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais agir avec toi comme tu as agi, toi qui as méprisé le serment et rompu l’alliance. Ez 16, 59 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : ober a rin ouzhit evel m’ac’h eus graet te hag ac’h eus disprizet al ledoued o terriñ an emglev.
Cependant, moi, je me ressouviendrai de mon alliance, celle que j’ai conclue avec toi au temps de ta jeunesse, et j’établirai pour toi une alliance éternelle. Ez 16, 60 : Me avat am bo soñj eus va emglev ganit e deizioù da yaouankiz, ha diazezañ a rin evidout ur gevredigezh peurbadel.
Tu te souviendras de ta conduite, et tu seras déshonorée, quand tu recueilleras tes sœurs, tes aînées et tes cadettes – c’est-à-dire Sodome et Samarie– et quand je te les donnerai pour filles, sans que cela découle de ton alliance. Ez 16, 61 : Soñj az po eus da vuhezegezh ha mezh az po, pa gemerin da c’hoarezed, ar re goshoc’h egedout evel ar re yaouankoc’h, evit o reiñ dit da verc’hed, hep na vefen rediet d’hen ober dre va emglev ganit.
Moi, je rétablirai mon alliance avec toi. Alors tu sauras que Je suis le Seigneur. Ez 16, 62 : Adsevel a rin va emglev ganit hag anavezout a ri eo me an Aotrou.
Ainsi tu te souviendras, tu seras couverte de honte. Dans ton déshonneur, tu n’oseras pas ouvrir la bouche quand je te pardonnerai tout ce que tu as fait – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 16, 63 : Evit m’az po koun, m’az po mezh, evit na c’helli ket ken digeriñ da c’henou gant ar vezh a vo da hini, pa 'm bo pardonet dit an holl gement ac’h eus graet, diougan Doue an Aotrou !
