Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 19

Livre d’Ezekiel - Chapitre 19

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 19



« Et toi, entonne une complainte sur les princes d’Israël. Ez 19, 1 : Ha te, distag ur c’han a gañv war briñsed Israel.

Tu diras : Ta mère ? Une lionne, parmi les lions ; couchée au milieu des lionceaux, elle nourrissait ses petits. Ez 19, 2 : Lavarout a ri : Da vamm, pebezh leonez e oa etre al leoned ! Gourvezet e-kreiz ha leonedigoù hi a vage he re vihan.

Elle éleva un de ses petits qui devint un jeune lion ; il apprit à déchirer sa proie, il dévora des hommes. Ez 19, 3 : Desevel a reas unan eus he c’helin da vezañ ul leonig ; hag hemañ a zeskas drailhañ ur preizh ha lonkañ tud.

Des nations en entendirent parler, il fut pris dans leur fosse ; avec des crochets, on l’emmena au pays d’Égypte. Ez 19, 4 : Gervel a rejod ar Broadoù en e enep ; en o foz e voe paket ; ha degaset e voe war-bouez krogoù da vro Egipt.

Alors la lionne vit son attente déçue, sans espoir ; elle prit un autre de ses petits, et en fit un jeune lion. Ez 19, 5 : O welout ma c’hortoze en aner, kollet hec’h esper, hi a gemeras un all eus he c’helin d’ober gantañ ul leonig.

Il rôdait parmi les lions, devenu un jeune lion ; il apprit à déchirer sa proie, il dévora des hommes. Ez 19, 6 : Hag ez eas war-raok e-touez al leonedigoù da vezañ leon yaouank : Eñ a zeskas drailhañ ur preizh ha lonkañ tud.

Il démolit leurs palais, il détruisit leurs villes ; le pays, avec ce qu’il contient, fut terrorisé au bruit de son rugissement. Ez 19, 7 : Diskar a reas o c’hastelloù-kreñv, ha gwastañ o c’hêrioù ; ar vro hag hec’h holl bobladur a oa mantret gant trouz e yudadenn.

On dressa contre lui des nations d’alentour, venues de leurs provinces ; elles étendirent sur lui leur filet, il fut pris dans leur fosse. Ez 19, 8 : Postet e voe enep dezhañ broadoù deuet eus ar broioù tro-zro. Stegnañ a rejont o roued warnañ ha paket e voe en o foz.

Avec des crochets ils le mirent en cage, ils le menèrent au roi de Babylone, ils le menèrent en lieu sûr, pour qu’on n’entende plus sa voix sur les montagnes d’Israël. Ez 19, 9 : En ur gaoued, gant ruilhennoù e voe staget degaset da roue Babilon, ha degaset e voe e kreñvlec’hioù evit na vefe ken klevet e vouezh war venezioù Israel.

Ta mère était comme une vigne plantée au bord des eaux. Elle était féconde et touffue, car les eaux étaient abondantes. Ez 19, 10 : Da vamm a oa heñvel ouzh ur winienn plantet war ribl an dour, frouezhus ha strujus e oa hi gant puilhder an dour.

Elle eut des tiges vigoureuses qui devinrent des sceptres royaux ; elle grandit en taille et s’éleva au milieu des branchages ; on l’admira pour sa hauteur et le grand nombre de ses pampres. Ez 19, 11 : Bountañ a reas ur skoultrenn c’halloudus ma vo anezhi ur wazh-roue. Hag e savas he ment a-us d’ar brankoù betek e-kreiz ar c’hoabr ; ha sellet e veze outi evit hec’h uhelder evit niver bras he skourroù.

Mais elle a été arrachée avec fureur et jetée à terre ; le vent d’est a desséché son fruit ; elle a été brisée, ses tiges vigoureuses ont séché, le feu les a dévorées. Ez 19, 12 : Hogen diskrapet eo bet gant fulor distaolet war an douar ; avel ar reter he deus disec’het he frouezh a zo en em zistaget : he skoultrenn c’halloudus he deus sec’het, lonket eo bet gant un tan.

Et maintenant, elle est plantée au désert, dans un pays de soif et d’aridité. Ez 19, 13 : Ha hemañ zo plantet er gouelec’h e bro ar sec’hor hag ar sec’hed.

Un feu est sorti de ses tiges, il a dévoré ses sarments et ses fruits. Plus de tiges vigoureuses, plus de sceptre royal ! » Ce chant est une complainte, qu’il serve de complainte ! Ez 19, 14 : Un tan a zo aet er-maez eus ar skoultrenn en deus lonket skourroù ha frouezh, ha n’eus ken war ar c’hef a skoultrenn c’halloudus nag a vazh-roue !