Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 33

Livre d’Ezekiel - Chapitre 33

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 33



La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 33, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, parle aux fils de ton peuple. Tu leur diras : Si contre un pays je fais venir l’épée, les gens de ce pays prennent parmi eux un homme et l’établissent comme guetteur. Ez 33, 2 : Mab-den, komz ouzh mibien va fobl, ha lavar dezho : Pa lakaan ar c’hleze da zont a-enep ur vro, ha pa gemer tud ar vro-se unan eus o zouez evit ober anezhañ ur gedour evito,

Quand celui-ci voit l’épée venir contre ce pays, il sonne du cor et avertit le peuple. Ez 33, 3 : ha pa wel an den-se ar c’hleze o tont a-enep ar vro ha pa son ar c’horn evit kemenn d’an dud,

Si quelqu’un entend le son du cor, et qu’il ne tienne pas compte de l’avertissement, l’épée viendra et l’emportera. Son sang sera sur sa tête ! Ez 33, 4 : neuze ma klev unan bennak son ar c’horn hep teurel pled ouzh ar c’hemenn, ha ma teu ar c’hleze d’e dapout kuit, e vo e wad war e gont e-unan ;

Il a entendu le son du cor et n’a pas tenu compte de l’avertissement. Son sang sera sur lui ! Mais celui qui aura tenu compte de l’avertissement aura la vie sauve. Ez 33, 5 : rak klevet en deus son ar c’horn, ha n’en deus ket dalc’het kont eus ar c’hemenn ; e wad a zo war e gont e-unan. An hini avat en devo roet keloù, hennezh en devo saveteet e vuhez.

Au contraire, si le guetteur voit venir l’épée et ne sonne pas du cor, les gens ne sont pas avertis. Si l’épée vient et emporte l’un d’entre eux, c’est par la faute du guetteur que cet homme sera emporté ; je demanderai compte de son sang au guetteur. Ez 33, 6 : Hogen mar chom ar gedour o welout ar c’hleze o tont, hep seniñ ar c’horn, en doare ne vez ket roet kemenn d’an dud, ha mar deu ar c’hleze ha mar bez dilamet kuit buhez unan bennak anezho, hemañ moarvat a vo bet dilamet en abeg d’e bec’hedoù, met e wad, eo d’ar gedour e c’houlennin kont anezhañ.

Et toi, fils d’homme, je fais de toi un guetteur pour la maison d’Israël. Lorsque tu entendras une parole de ma bouche, tu les avertiras de ma part. Ez 33, 7 : Te avat, mab-den, da lakaet em eus da vezañ ur gedour evit tiegezh Israel ; pa glevi ur gomz eus va genoù, e roi dezho kemenn eus va ferzh.

Si je dis au méchant : “Tu vas mourir”, et que tu ne l’avertis pas, si tu ne lui dis pas d’abandonner sa conduite mauvaise, lui, le méchant, mourra de son péché, mais à toi, je demanderai compte de son sang. Ez 33, 8 : Pa lavarin d’an den fall : Den fall, sur, te ’zo o vont da vervel ! Mar ne lavarez ket d’an den fall-se distreiñ diwar hent an droug, eñ, an den fall, a varvo en abeg d’e bec’hedoù me te e c’houlennin diganit kont eus e wad.

Au contraire, si tu avertis le méchant d’abandonner sa conduite, et qu’il ne s’en détourne pas, lui mourra de son péché, mais toi, tu auras sauvé ta vie. Ez 33, 9 : Er c’hontrol, m’ac’h eus klasket distreiñ an den fall diwar e hent hag e lakaat da bellaat dioutañ, ha mar ne ra ket, e varvo en abeg d’e bec’hed, met te az po saveteet da vuhez.

Et toi, fils d’homme, dis à la maison d’Israël : Vous parlez ainsi : “Nos révoltes et nos péchés sont sur nous, nous pourrissons à cause d’eux, comment pourrons-nous vivre ?” Ez 33, 10 : Ha te, Mab-den, lavar da diegezh Israel : Lavarout a rit kement-mañ : Hon torfedoù hag hor pec’hedoù a zo warnomp ; emaomp o vreinañ en abeg dezho, penaos e c’hellfemp bevañ ?

Tu leur diras : Par ma vie – oracle du Seigneur Dieu – je ne prends pas plaisir à la mort du méchant, mais bien plutôt à ce qu’il se détourne de sa conduite et qu’il vive. Retournez-vous ! Détournez-vous de votre conduite mauvaise. Pourquoi vouloir mourir, maison d’Israël ? Ez 33, 11 : Lavar neuze dezho : Dre va buhez, diougan Doue an Aotrou, ne c’hoantaan ket marv ar pec’her, met ma tistroio diwar e hent fall ha ma vevo. Distroit, distroit eus hoc’h hentoù fall ; perak eta klask mervel, tiegezh Israel ?

Et toi, fils d’homme, dis aux fils de ton peuple : La justice du juste ne le sauvera pas au jour de son crime, et la méchanceté du méchant ne le fera pas trébucher le jour où il se détournera de sa méchanceté. Le juste ne pourra pas vivre de sa justice au jour de son péché. Ez 33, 12 : Ha te, Mab-den, lavar da vibien va fobl : Reizhder an den reizh ne saveteo ket anezhañ e deiz e dorfed, evel fallagriezh ar fallakr ne lakaio ket anezhañ da strebotiñ d’an deiz ma tistroio eus e fallagriezh, tra na vo ket an den reizh evit chom o vevañ en abeg d’e reizhder, en deiz ma pec’ho.

Si je dis au juste qu’il vivra certainement et que celui-ci, fort de sa justice, commette le mal, aucun de ses actes justes ne sera retenu, il mourra en raison du mal qu’il a commis. Ez 33, 13 : Pa lavaran d’an den reizh e chomo sur e buhez, ma c’hoarvez gantañ avat o fiziout en e reizhder ober an direizhder, ne vo miret soñj eus hini ebet eus e oberoù a reizhder ; en abeg d’an direizhder en devo graet e varvo.

Si je dis au méchant : “C’est certain, tu mourras”, et qu’il se détourne de son péché pour pratiquer le droit et la justice, Ez 33, 14 : Hogen pa lavaran d’ar fallakr : Emaout o vont da vervel sur ! Mar en em zistro diouzh e bec’hed evit ober reizhder ha justis,

s’il rend le gage, restitue ce qu’il a volé, s’il marche selon les décrets qui font vivre, en évitant de commettre le mal, c’est certain, il vivra, il ne mourra pas. Ez 33, 15 : mar rent an dra roet da gred, ma rent ar pezh en deus laeret, ma kerzh hervez urzhiadurioù ar vuhez hep ober direizhder ebet ken, e chom sur-mat e buhez, ne varvo ket.

Aucun des péchés qu’il a commis ne sera retenu contre lui ; il pratique le droit et la justice : c’est certain, il vivra. Ez 33, 16 : Eus hini ebet eus ar pec’hedoù bet graet gantañ ne vo dalc’het soñj en e enep. Graet en deus ar reizh hag ar justis : sur-mat e vevo.

Les fils de ton peuple disent : “La conduite du Seigneur n’est pas la bonne.” N’est-ce pas leur conduite qui est étrange ? Ez 33, 17 : Neuze mibien va fobl a lavar : N’eo ket reizh doare-ober an Aotrou ! Int eo ar re n’eo ket reizh o doare-ober.

Si le juste se détourne de sa justice, commet le mal, et en meurt, Ez 33, 18 : P’en em zistro an den reizh eus ar reizhder evit ober an direizh, e varv en abeg d’an dra-se.

si le méchant se détourne de sa méchanceté, pratique le droit et la justice, et en vit, Ez 33, 19 : Ha p’en em zistro ar fallakr diouzh e fallagriezh evit ober reizhder ha justis, eñ neuze, en abeg d’an dra-se, a vev.

alors vous dites : “La conduite du Seigneur est étrange.” Je vous jugerai chacun selon sa conduite, maison d’Israël. » Ez 33, 20 : Hag e lavarit : N’eo ket reizh doare-ober an Aotrou. Me avat, ho parn a rin pep unan hervez e oberoù, tiegezh Israel.

La douzième année de notre déportation, le dixième mois, le cinq du mois, un rescapé arriva vers moi de Jérusalem pour dire : « La ville est tombée ! » Ez 33, 21 : En unnekvet bloavezh eus hon harlu, en dekvet miz, d’ar pemp eus ar miz, e teuas d’am c’haout un tec’had eus Jeruzalem, o lavarout din : "Ar gêr a zo kouezhet !"

La main du Seigneur avait été sur moi le soir précédant la venue du rescapé, et quand celui-ci arriva vers moi le matin, le Seigneur m’ouvrit la bouche. Ma bouche s’ouvrit : je n’étais plus muet. Ez 33, 22 : Dorn an Aotrou a oa bet warnon en abardaez a-raok donedigezh an achapad-mañ, ha digoret en devoa din va genou a-raok dezhañ dont d’am c’haout, diouzh ar beure ; va genou en em zigoras ha ne voen ket mut ken.

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 33, 23 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, ceux qui habitent ces ruines sur le sol d’Israël disent : Abraham était seul quand il eut le pays en possession ; or nous sommes nombreux, c’est à nous que le pays est donné en possession. Ez 33, 24 : Mab-den, annezidi ar rivinoù-se war zouar Israel a lavar kement-mañ : E-unan penn e oa Abraham pa resevas ar vro-mañ e perc’henniezh, ha ni, niverus omp ! Deomp-ni ez eo bet roet ar vro da berc’henniezh !

C’est pourquoi, tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Vous mangez auprès du sang, vous levez les yeux vers vos idoles immondes, vous répandez le sang. Et vous posséderiez le pays ! Ez 33, 25 : Setu perak e lavari dezho : evel-hen e komz Doue an Aotrou : Debriñ a rit ar c’hig gant ar gwad ; sevel a rit ho taoulagad war-zu hoc’h idoloù lous, skuilhañ a rit gwad ho nesañ, hag ho pefe ar vro-mañ da berc’henniezh ?

Vous vous appuyez sur votre épée. Vous, les femmes, vous vous livrez à l’abomination ; et vous, les hommes, vous rendez impure la femme de votre prochain. Et vous posséderiez le pays ! Ez 33, 26 : Fiziout a rit en ho klezeier, ober a rit euzhusterioù, pep unan a saotr gwreg e nesañ, hag ar vro-mañ e berc’henniezh ?

Tu leur diras ceci : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Par ma vie, ceux qui sont dans les ruines tomberont par l’épée ; celui qui est en plein champ, je le donne en pâture aux bêtes sauvages ; ceux qui sont dans les lieux sûrs, dans les cavernes mourront de la peste. Ez 33, 27 : Lavarout a ri dezho kement-mañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Dre va buhez ! Ar re a zo chomet er rivinoù a gouezho dre ar c’hleze, ar re a zo war-c’horre ar maezioù a roin da voued d’al loened gouez ; ar re a zo er c’hreñvlec’hioù hag er c’hevioù a varvo gant ar vosenn.

Je ferai du pays une solitude désolée : l’orgueil de sa force sera supprimé ; les montagnes d’Israël seront des lieux désolés car nul n’y passera plus. Ez 33, 28 : Ober a rin eus ar vro ur vantridigezh hag ur wastidigezh, hag e paouezo lorc’hentez he nerzh. Un dezerzh e vo menezioù Israel, hep tremeniad ebet ken.

On saura que Je suis le Seigneur quand j’aurai fait du pays une solitude désolée à cause de toutes les abominations qu’ils ont commises. Ez 33, 29 : Hag e ouior ez eo me eo Doue, pa rin eus ar vro ur vantridigezh hag ur wastidigezh, en abeg d’an holl euzhusterioù o deus graet !

Et toi, fils d’homme, les fils de ton peuple discutent à ton sujet le long des murs et aux portes des maisons, se parlant l’un à l’autre, chacun à son frère. Ils disent : “Venez écouter quelle parole vient du Seigneur !” Ez 33, 30 : Ha te, Mab-den, mibien da bobl a gomz diwar da benn e-harz ar mogerioù ha war dreuzoù an tiez, hag e lavaront an eil d’egile : Deut ’ta, selaouit peseurt lavar ’zo o tont digant an Aotrou !

Et ils vont vers toi comme se rassemble le peuple ; ils s’asseyent devant toi, eux, mon peuple ; ils écoutent tes paroles sans les mettre en pratique ; car leur bouche est pleine des passions qu’ils veulent assouvir, et leur cœur s’attache au profit. Ez 33, 31 : Ha dont a reont d’az kaout evel ma ra ar bobl en ur goazezañ dirazout evit selaou da gomzoù, met ober diouto ne reont ket, an tromplerezh a zo en o genou eo an hini a reont, diouzh c’hoantegezh o c’halon e kerzhont.

Te voilà pour eux comme un chant passionné, à la sonorité agréable, avec une belle musique. Ils écoutent tes paroles, mais personne ne les met en pratique. Ez 33, 32 : Setu ma-z out evito evel ur c’haner a amouroustedoù, dudius e vouezh ha muziker ampart. Selaou a reont da gomzoù, kuit d’ober diouto.

Quand ce que tu as dit arrivera – et voici, cela arrive –, ils sauront qu’il y avait un prophète au milieu d’eux. » Ez 33, 33 : Pa zegouezho kement-se avat, ha setu ma teu, e ouezint ez eus bet ur profed en o zouez.