Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Ezekiel » Chapitre 12

Livre d’Ezekiel - Chapitre 12

Levr : Levr Ezekiel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Chapitre 12



La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 12, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din er gerioù-mañ :

« Fils d’homme, tu habites au milieu d’une engeance de rebelles ; ils ont des yeux pour voir, et ne voient pas ; des oreilles pour entendre, et n’entendent pas, car c’est une engeance de rebelles. Ez 12, 2 : Mab-den, emaout o chom en un tiegezh a emsaverezh. Daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket ; rak un tiegezh a emsaverezh ez eo.

Toi, fils d’homme, prépare-toi un sac d’exilé ; sous leurs yeux, pars en plein jour, comme un exilé ; sous leurs yeux, pars de ta maison vers un autre lieu ; peut-être verront-ils qu’ils sont une engeance de rebelles. Ez 12, 3 : Ha te, Mab-den, gra dit ur pakad a harluad e-kreiz an deiz, dindan o daoulagad ; ha mont a ri kuit d’an harlu dindan o daoulagad, eus al lec’h m’emaout ennañ etrezek ul lec’h all ; marteze e welint ez int un tiegezh a zisujidigezh.

Tu sortiras ton sac, comme un sac d’exilé, en plein jour, sous leurs yeux. Toi-même, tu sortiras le soir, sous leurs yeux, comme s’en vont les exilés. Ez 12, 4 : Kas a ri ganit da bakad evel ur pakad a harluad e-kreiz an deiz, dindan o daoulagad. Ha te, mont a ri er-maez diouzh an noz, dindan o daoulagad, evel evit mont kuit d’an harlu.

Sous leurs yeux, tu feras un trou dans le mur, et tu sortiras par là. Ez 12, 5 : Dindan o daoulagad, gra un toull en ur vur, ha tremen dre eno.

Sous leurs yeux, tu chargeras ton sac sur ton épaule, et tu le sortiras dans l’obscurité ; tu voileras ton visage, et tu ne verras plus le pays : j’ai fait de toi un signe pour la maison d’Israël. » Ez 12, 6 : Dindan o daoulagad e kargi da skoaz, ez i er-maez pa vo du anezhi, e c’holei da zremm gant ur ouel evit chom hep sellout ouzh ar vro ; rak graet em eus ac’hanout ur sinad evit tiegezh Israel.

Je fis ce qui m’avait été ordonné : en plein jour, je sortis mon sac, comme un sac d’exilé ; puis le soir, je fis un trou dans le mur, à la main ; je sortis mon sac dans l’obscurité, et sous leurs yeux je le chargeai sur mon épaule. Ez 12, 7 : Ober a ris hervez ma oa bet gourc’hemennet din ; kas a ris ganin va fakad evel ur pakad a harluad, ha da noz e ris un toull er vur gant va dorn. Mont a ris er-maez pa voe du anezhi, ha dougen a ris ur garg war va skoaz dindan o daoulagad.

Au matin, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 12, 8 : D’ar beure e teuas din Komz an Aotrou o lavarout din :

« Fils d’homme, la maison d’Israël, cette engeance de rebelles, t’a bien demandé : “Qu’est-ce que tu fais là ?” Ez 12, 9 : Mab-den, hag eñ n’en deus ket lavaret dit tiegezh Israel, an tiegezh a zisujidigezh : Petra 'rez aze ? Lavar dezho :

Réponds : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Cet oracle concerne le prince qui est à Jérusalem et toute la maison d’Israël qui s’y trouve. Ez 12, 10 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : An diougan-mañ a sell ouzh ar priñs a zo e Jeruzalem hag ouzh kement eus tiegezh Israel a zo e-kreiz ar Gêr.

Tu diras : Je suis pour vous un signe. Ce que j’ai fait, c’est cela même qui leur sera fait : ils partiront en exil, en captivité ; Ez 12, 11 : Lavar : Ur sinad ez on evidoc’h ; evel ma ’m eus graet, evel-se e vo graet dezho ; mont a raint d’an harluad, d’ar sklavelezh.

le prince qui est au milieu d’eux chargera son sac sur son épaule, il sortira dans l’obscurité ; on percera le mur pour le faire sortir ; il voilera son visage, si bien qu’il ne verra plus de ses yeux le pays. Ez 12, 12 : Ar priñs hag a zo en o c’hreiz a gargo e skoaz pa vo du anezhi hag a yelo er-maez ; graet e vo un toull er voger evit e lakaat da dremen dre eno ; mouchañ a raio e zremm evit na vo gwelet gant lagad ebet.

J’étendrai sur lui mon filet, et il sera pris au piège. Je l’amènerai à Babylone, au pays des Chaldéens ; il ne verra pas ce pays, il y mourra. Ez 12, 13 : Met stegnañ a rin va roued warnañ, ha paket e vo em lasoù ; e zegas a rin da Vabilon da vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag eno e varvo.

Tout son entourage, sa garde et tous ses bataillons, je les disséminerai à tous les vents, et je tirerai l’épée derrière eux. Ez 12, 14 : An holl gement a zo en-dro dezhañ, e zifennourien, e holl soudarded, o stlabezañ a rin e pep avel hag e tennin ar c’hleze war o lerc’h.

Alors ils sauront que Je suis le Seigneur, quand je les aurai dispersés parmi les nations, et disséminés dans les pays étrangers. Ez 12, 15 : Ha gouzout a raint ez on me an Aotrou, pa stlabezin anezho e-mesk ar Broadoù ha ma strewin anezho e-mesk ar pobloù all.

Cependant je laisserai un certain nombre d’entre eux qui échapperont à l’épée, à la famine et à la peste, pour raconter parmi les nations où ils se rendront toutes leurs abominations, afin qu’elles sachent que Je suis le Seigneur. » Ez 12, 16 : Nemet en o zouez e lezin un niver bihan a dud da ziflipañ diouzh ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn, evit ma tanevellint o holl euzhusterioù e-mesk ar Broadoù ma-z aint enno ha ma ouezo ar re-mañ ez eo me eo an Aotrou.

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 12, 17 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, tu mangeras ton pain en tremblant, tu boiras ton eau dans l’inquiétude et l’angoisse. Ez 12, 18 : Mab-den, Debriñ a ri da vara en ur grenañ, hag evañ a ri da zour er strafuilh hag en nec’hamant.

Tu diras aux gens du pays : Ainsi parle le Seigneur Dieu au sujet des habitants de Jérusalem qui sont sur le sol d’Israël : ils mangeront leur pain dans l’angoisse, ils boiront leur eau dans l’épouvante ; ainsi leur terre sera dévastée, privée de ce qui l’emplit, privée de la violence de tous ses habitants. Ez 12, 19 : Ha lavarout a ri o komz ouzh pobl ar vro : Evel-hen e lavar Doue an Aotrou evit annezerien Jeruzalem o chom war zouar Israel : Debriñ a raint o bara en enkrez, evañ a raint o dour er vantridigezh, en doare ma vo ar vro er glac’har, tennet diouti ar pezh a leugn anezhi, en abeg da zrouknerzh ar re a zo o chom enni.

Les villes habitées seront détruites, le pays deviendra un lieu désolé. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. » Ez 12, 20 : Ar c’hêrioù annezet a zeuio da vezañ rivinoù, hag ar vro a vo ur vantridigezh, ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou !

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 12, 21 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, que voulez-vous dire en appliquant à la terre d’Israël ce proverbe : “Plus se prolongent les jours, moins s’accomplissent les visions” ? Ez 12, 22 : Mab-den, petra 'fell deoc’h lavarout gant ar c’hrennlavar-mañ a reer gantañ e douar Israel : "An deizioù a zalc’h da vont, hag e chom pep gweledigezh diefed ?"

Eh bien ! tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je mettrai fin à ce proverbe ; on ne le répétera plus en Israël. À l’inverse, tu leur diras : Les jours approchent où toute vision s’accomplira. Ez 12, 23 : Setu perak e lavar dezho kement-mañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Lakaat a rin ur fin d’ar c’hrennlavar-se, en doare na vo ket implijet ken en Israel. Lavar dezho er c’hontrol : Dont a ra an deizioù ma vo sevenet pep gweledigezh !

Il n’y aura plus ni visions illusoires ni présages trompeurs, au milieu de la maison d’Israël. Ez 12, 24 : Rak ne vo ket ken a weledigezh tromplus nag a zivinouriezh lorbus e-kreiz tiegezh Israel.

Je suis le Seigneur, je parlerai. La parole que je dirai se réalisera, et sans délai ! C’est de vos jours, engeance de rebelles, que je réaliserai la parole que je vais dire – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 12, 25 : Me, an Aotrou, a lavaro ar gomz a fell din lavarout, hag e vo graet, ha ne vo ket ampellet. Rak en ho teizioù-c’hwi, tiegezh a emsaverezh, ez eo ma lavarin ur gomz ha ma sevenin anezhi - diougan Doue an Aotrou !

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 12, 26 : Lavar an Aotrou a zeuas din er stumm-mañ :

« Fils d’homme, voici ce que dit la maison d’Israël : “La vision de ce voyant n’est pas pour demain ; il prophétise pour des temps éloignés.” Ez 12, 27 : Mab-den, setu ma lavar tiegezh Israel : Ar weledigezh spurmantet gantañ a zo evit an deizioù pell, diouganañ a ra evit amzerioù da bell.

C’est pourquoi tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Il n’y a plus de délai pour aucune de mes paroles. La parole que je dirai va se réaliser – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 12, 28 : Setu perak lavar dezho kement-mañ : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Hini ebet eus va c’homzoù ne vo ken ampellet ; ar gomz a lavarin a vo kaset da benn - diougan Doue an Aotrou !