Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des Juges » Chapitre 10

Livre des Juges - Chapitre 10

Levr : Levr ar Varnerien
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Chapitre 10



Après Abimélek, ce fut Tola, fils de Poua, fils de Dodo, qui se leva pour sauver Israël. Il était d’Issakar, et il habitait Shamir, dans la montagne d’Éphraïm. Jg 10, 1 : War-lerc’h Abimelek, e savas Tola, mab Poua, mab Dodo, un den eus Isac’har, da zifenn Israel ; edo o chom e Smir e menez Efraim.

Il fut juge en Israël pendant vingt-trois ans, puis il mourut et fut enseveli à Shamir. Jg 10, 2 : Barner e voe war Israel e-pad tri bloaz war-n-ugent ; mervel a reas hag e voe beziet e Samir.

Après lui, ce fut Yaïr de Galaad qui jugea Israël pendant vingt-deux ans. Jg 10, 3 : War e lerc’h e teuas Jair a C’halaad, hag hemañ a voe barner Israel e-doug daou vloaz war-n-ugent.

Il avait trente fils qui montaient trente ânons et possédaient trente villes, qu’on appelle encore aujourd’hui les Douars de Yaïr, au pays de Galaad. Jg 10, 4 : Bez en devoa tregont mab hag a bigne war dregont azen hag a biaoue tregont kêr a anver c’hoazh hiziv an deiz Havot Jair, da lavarout eo kêrioù Jair betek vremañ e bro C’halaad.

Puis Yaïr mourut et il fut enseveli à Qamone. Jg 10, 5 : Mervel a reas Jair ha sebeliet e voe e Kamon.

Les fils d’Israël recommencèrent à faire ce qui est mal aux yeux du Seigneur. Ils rendirent un culte aux Baals et aux Astartés, aux dieux d’Aram, de Sidon, de Moab, aux dieux des fils d’Ammone et aux dieux des Philistins. Ils abandonnèrent le Seigneur et ne le servirent plus. Jg 10, 6 : Neuze en em lakaas adarre bugale Israel d’ober ar pezh a zo fall ouzh daoulagad an Aotrou oc’h ouzhpennañ pec’hedoù nevez d’ar re a oa dija ha da servijañ baaled, skeudennoù Astarte, doueoù bro Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù bugale Amon, doueoù bugale ar Filistiz, hag e tilezjont an Aotrou ha ne geheljont ken anezhañ.

La colère du Seigneur s’enflamma contre Israël, et il les vendit aux Philistins et aux fils d’Ammone. Jg 10, 7 : Hag e tommas kounnar an Aotrou enep Israel, hag o gwerzhañ a reas d’ar Filistiz ha da vibien Ammon.

Ceux-ci écrasèrent et tourmentèrent les fils d’Israël cette année-là et, pendant dix-huit ans, tous ceux qui étaient au-delà du Jourdain, dans le pays des Amorites de Galaad. Jg 10, 8 : Hag e voe friket, flastret bugale Israel er bloaz-se hag e-pad triwec’h vloaz e voe gwasket an holl vugale eus Israel a oa o chom en tu all d’ar Jordan, e bro an Amoreiz, e bro C’halaad.

Les fils d’Ammone passèrent le Jourdain pour combattre aussi Juda, Benjamin et la maison d’Éphraïm, et la détresse d’Israël fut très grande. Jg 10, 9 : Bugale Amon a dreuzas an Jordan ivez da stourm ouzh Bugale Benjamin hag ouzh tud Efraim. Hag Israel a voe en un anken vras.

Alors les fils d’Israël crièrent vers le Seigneur en disant : « Nous avons péché contre toi, car nous avons abandonné notre Dieu pour servir les Baals. » Jg 10, 10 : Neuze e c’harmas bugale Israel etrezek an Aotrou o lavarout : "Pec’het hon eus ouzhit, rak dilezet hon eus hon Doue ha servijet ar baaled.

Le Seigneur dit aux fils d’Israël : « Lorsque les Égyptiens, les Amorites, les fils d’Ammone, les Philistins, Jg 10, 11 : Hag an Aotrou a lavaras da vugale Israel : "Hag eñ n’em eus ket bet ho tennet eus a-dre daouarn Egiptiz, Amoreiz, eus a-dre daouarn bugale Amon, ha re ar Filistiz ?

les Sidoniens, les Amalécites et les Madianites vous ont opprimés, et que vous avez crié vers moi, ne vous ai-je pas sauvés de leurs mains ? Jg 10, 12 : Ha p’o deus Sidoniz, Amalekiz ha Madianiz ho kwasket ha p’hoc’h eus youc’het war-du ennon, hag eñ n’em eus ket ho tieubet ?

Mais vous, vous m’avez abandonné et vous avez servi d’autres dieux. C’est pourquoi je ne vous sauverai pas à nouveau. Jg 10, 13 : C’hwi avat hoc’h eus va dilezet evit enoriñ doueoù all ; abalamour da se n’ho tieubin ken !

Allez, criez vers les dieux que vous avez choisis ! Qu’ils vous sauvent, eux, au temps de votre détresse ! » Jg 10, 14 : It, ha garmit an doueoù hoc’h eus dibabet ! Int d’o salviñ en hoc’h anken !"

Les fils d’Israël dirent au Seigneur : « Nous avons péché ! Toi, fais de nous tout ce qui est bon à tes yeux ; mais, aujourd’hui, délivre-nous ! » Jg 10, 15 : Pec’het hon eus, eme bugale Israel d’an Aotrou. Grit deomp evel ma plijo deoc’h ; hiziv avat ho pet ar vadelezh d’hon disammañ !

Ils enlevèrent les dieux étrangers et servirent le Seigneur, qui ne put supporter la souffrance d’Israël. Jg 10, 16 : Teurel a rejont kuit an doueoù estren hag ez enorjont an Aotrou : an Aotrou neuze e voe teneraet e galon o welout anken Israel.

Les fils d’Ammone se rassemblèrent et campèrent à Galaad. Les fils d’Israël se réunirent et campèrent à Mispa. Jg 10, 17 : En em vodañ a reas bugale Amon ha kampañ e Galaad hag en em vodas bugale Israel hag e kampjont e Maspa.

Le peuple, les chefs de Galaad, se dirent l’un à l’autre : « Quel est l’homme qui entreprendra le combat contre les fils d’Ammone ? Il sera le chef de tous les habitants de Galaad. » Jg 10, 18 : Ar bobl ha renerien C’halaad a lavaras an eil d’egile : "Piv eo an den a yelo da gentañ da stourm ouzh bugale Amon ? Hennezh a vo pennrener war holl dud Galaad".