Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des Juges » Chapitre 6

Livre des Juges - Chapitre 6

Levr : Levr ar Varnerien
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Chapitre 6



Les fils d’Israël firent ce qui est mal aux yeux du Seigneur, et le Seigneur les abandonna à Madiane pendant sept ans. Jg 6, 1 : Ha bugale Israel a reas ar pezh a zo fall ouzh daoulagad an Aotrou hag an Aotrou o lakaas etre daouarn Madian, e-pad seizh vloaz.

Madiane imposa sa puissance à Israël. À cause de Madiane, les fils d’Israël aménagèrent dans les montagnes des failles, des grottes et des lieux escarpés. Jg 6, 2 : Gwasket kriz e voent ganto. Neuze e rejont kevioù er menezioù, gant mougevioù ha kreñvlec’hioù.

Chaque fois qu’Israël avait fait les semailles, Madiane montait avec Amalec et les fils de l’Orient ; ils attaquaient Israël ; Jg 6, 3 : P’en deveze hadet Israel e pigne Madian hag Amalek, ha paotred ar Reter, hag ez aent dezho.

ils campaient auprès d’eux et dévastaient les produits du pays jusqu’aux abords de Gaza. Ils ne laissaient à Israël ni vivres, ni moutons, ni bœufs, ni ânes ; Jg 6, 4 : Hag e kampent en-dro dezho hag e tistrujent trevadoù an douar, hag e teuent betek Gaza. Ne lezent tamm bevañs ebet e Israel : na deñved, nag ejened nag ezen.

ils arrivaient avec leurs troupeaux et leurs tentes, comme une multitude de sauterelles. Eux et leurs chameaux étaient innombrables, et ils envahissaient le pays pour le ravager. Jg 6, 5 : Gant o zropelloù hag o zeltennoù e pignent, ha gant o zeltennoù e teuent ; stank e oant evel bagadoù kilheien-raden ; diniver e oant, int hag o c’hañvaled, ha dont a raent er vro evit he dismantrañ.

À cause de Madiane, Israël fut réduit à une grande misère, et les fils d’Israël crièrent vers le Seigneur. Jg 6, 6 : Paouraet a galz e voe Israel abalamour da Vadian, ha bugale Israel a c’harmas etrezek an Aotrou.

Comme ils criaient vers le Seigneur au sujet de Madiane, Jg 6, 7 : Neuze, o vezañ m’o devoa bugale Israel garmet war-du an Aotrou, a-enep da Vadian,

le Seigneur leur envoya un prophète, qui leur dit : « Ainsi parle le Seigneur, Dieu d’Israël : C’est moi qui vous ai fait monter d’Égypte et vous ai fait sortir de la maison d’esclavage. Jg 6, 8 : e kasas an Aotrou ur profed, da vugale Israel, hag e lavaras dezho : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Ho lakaet em eus da bignat eus bro Egipt hag ho tennet em eus eus ti ar sklavelezh.

Je vous ai délivrés de la main des Égyptiens et de tous ceux qui vous opprimaient ; je les ai chassés devant vous et je vous ai donné leur pays. Jg 6, 9 : Ho tiframmet em eus eus a-dre daouarn Egiptiz hag eus a-dre daouarn kement enebour ho kwaske. O skubet em eus a ziwar hoc’h hent ha roet em eus o bro deoc’h-c’hwi.

Je vous ai dit : “Je suis le Seigneur, votre Dieu. Vous ne craindrez pas les dieux des Amorites dont vous habitez le pays.” Mais vous n’avez pas écouté ma voix ! » Jg 6, 10 : Hag em boa lavaret deoc’h : Me eo an Aotrou, ho Toue ; n’ho po ket aon rak doueoù an Amoreiz, er vro-mañ m’emaoc’h o chom war o douar, met n’hoc’h eus ket selaouet va mouezh".

L’ange du Seigneur vint s’asseoir sous le térébinthe d’Ofra, qui appartenait à Joas, de la famille d’Abiézer. Gédéon, son fils, battait le blé dans le pressoir, pour le soustraire au pillage des Madianites. Jg 6, 11 : Neuze e teuas Ael an Aotrou hag ez eas en e goazez dindan gwezenn dourmantin Efa. Ar wezenn-se a oa da Joas, eus tiegezh Abiezer. Edo Gedeon, e vab, o tornañ ar gwinizh er waskell evit e zistreiñ digant Madian.

L’ange du Seigneur lui apparut et lui dit : « Le Seigneur est avec toi, vaillant guerrier ! » Jg 6, 12 : En em ziskouez a reas Ael an Aotrou dezhañ hag e lavaras : "An Aotrou a zo ganit, gwaz kadarn".

Gédéon lui répondit : « Pardon, mon Seigneur ! Si le Seigneur est avec nous, pourquoi tout ceci nous est-il arrivé ? Que sont devenus tous ces prodiges que nous ont racontés nos pères ? Ils nous disaient : “Est-ce que le Seigneur ne nous a pas fait monter d’Égypte ?” Mais aujourd’hui le Seigneur nous a abandonnés, en nous livrant au pouvoir de Madiane… » Jg 6, 13 : O va Aotrou, mar plij, eme C’hedeon, m’emañ an Aotrou ganeomp, perak ez eo degouezhet an holl draoù-se ganeomp ? Pelec’h emañ an holl vurzhudoù-se a gonte deomp hon Tadoù, pa lavarent : eus an Egipt en deus graet deomp pignat an Aotrou. Ha bremañ an Aotrou en deus hon dilezet, hag hol lakaet etre daouarn tud Vadian.

Alors le Seigneur regarda Gédéon et lui dit : « Avec la force qui est en toi, va sauver Israël du pouvoir de Madiane. N’est-ce pas moi qui t’envoie ? » Jg 6, 14 : Treiñ a reas an Aotrou war-du ennañ hag e lavaras : "Kae gant an nerzh a zo ennout, hag e salvi Israel eus daouarn tud Vadian. Me eo a gas ac’hanout !"

Gédéon reprit : « Pardon, mon Seigneur ! Comment sauverais-je Israël ? Mon clan est le plus faible dans la tribu de Manassé, et moi je suis le plus petit dans la maison de mon père ! » Jg 6, 15 : O ! va Aotrou, a respontas Gedeon, mar plij, gant petra e salvin-me Israel ? Sellit ouzh va ziegezhiad : bez’ ez eo an hini disterañ e Manase, ha me eo an hini bihanañ e ti va zad.

Le Seigneur lui répondit : « Je serai avec toi, et tu battras les Madianites comme s’ils n’étaient qu’un seul homme. » Jg 6, 16 : Me a vo ganit, eme an Aotrou dezhañ, hag e pili Madian evel pa ne vije anezhañ nemet un den hepken.

Gédéon lui dit : « Si j’ai trouvé grâce à tes yeux, donne-moi un signe que c’est bien toi qui me parles. Jg 6, 17 : Neuze e lavaras Gedeon dezhañ : "Ma ’m eus kavet gras ouzh ho taoulagad, roit din ur merk da ziskouez ez eo C’hwi a zo o komz ouzhin.

Ne t’éloigne pas d’ici avant que je revienne vers toi. Je vais chercher mon offrande et je la placerai devant toi. » Le Seigneur répondit : « Je resterai jusqu’à ton retour. » Jg 6, 18 : Na bellait ket alese, mar plij, ken na zeuin en-dro davedoc’h da zegas va frof ha d’e lakaat dirazoc’h". Hag an Aotrou dezhañ : "Chom a rin ken na vi distro".

Gédéon s’en alla, il prépara un chevreau, et avec une mesure de farine il fit des pains sans levain. Il mit la viande dans une corbeille, et le jus dans un pot, puis il apporta tout cela sous le térébinthe et le lui présenta. Jg 6, 19 : Neuze ez eas Gedeon d’an ti hag ec’h aozas ur mennig-gavr ha gant ur muzuliad bleud e reas baraennoù hep goell. Ar c’hig a lakaas en ur baner hag ar chug en ur pod, hag e tegasas an holl draoù-se dindan an dourmantinenn d’o c’hinnig dezhañ.

L’ange de Dieu lui dit : « Prends la viande et les pains sans levain, pose-les sur ce rocher et répands le jus. » Gédéon obéit. Jg 6, 20 : Hag e lavaras dezhañ Ael an Aotrou : "Kemer ar c’hig hag ar bara dic’hoell, ha laka anezho amañ war ar roc’hell ha skuilh ar chug". Hag e reas evel-se.

Alors l’ange du Seigneur étendit le bâton qu’il tenait à la main, et il toucha la viande et les pains sans levain. Le feu jaillit de la roche, consuma la viande et les pains sans levain, et l’ange du Seigneur disparut. Jg 6, 21 : Neuze ec’h astennas Ael an Aotrou ar vazh a oa en e zorn ha gant ar penn anezhi e stokas ouzh ar c’hig hag ouzh ar bara ; hag e strinkas tan eus ar roc’hell a zevas ar c’hig hag ar baraennoù hep goell. Hag Ael an Aotrou a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.

Alors Gédéon comprit que c’était l’ange du Seigneur, et il dit : « Malheur à moi, Seigneur mon Dieu ! Pourquoi donc ai-je vu l’ange du Seigneur face à face ? » Jg 6, 22 : Neuze welas Gedeon e oa Ael an Aotrou, hag e lavaras : "Gwa-me ! Aotrou Doue, pa ’m eus gwelet Ael an Aotrou fas-ouzh-fas".

Le Seigneur lui répondit : « Que la paix soit avec toi ! Sois sans crainte ; tu ne mourras pas. » Jg 6, 23 : Met an Aotrou a lavaras dezhañ : "Ar peoc’h da vezañ ganit ! Arabat dit kaout aon, ne varvi ket !"

À cet endroit, Gédéon bâtit un autel au Seigneur sous le vocable de Seigneur-de-la-paix. Jusqu’à ce jour, cet autel est encore à Ofra d’Abiézer. Jg 6, 24 : Sevel a reas Gedeon un aoter d’an Aotrou eno, hag ec’h anvas anezhi : An Aotrou a zo Peoc’h. Emañ bepred an aoter-se hiziv an deiz, e Efra-Abiezer.

Cette nuit-là, le Seigneur dit à Gédéon : « Prends le taureau de ton père et un deuxième taureau âgé de sept ans. Puis tu démoliras l’autel de Baal qui est à ton père, et tu couperas le Poteau sacré qui se trouve à côté de lui. Jg 6, 25 : d’an noz-se, e lavaras an Aotrou da C’hedeon : "Kemer kole-tarv da dad hag an eil tarv a seizh vloaz. Diskar aoter Baal a zo d’az tad, ha troc’h peul an idolenn a zo en he c’hichen.

Tu bâtiras au Seigneur ton Dieu un autel selon les règles, au sommet de cette citadelle. Tu prendras alors le deuxième taureau et tu l’offriras en holocauste sur le bois du Poteau sacré que tu auras coupé. » Jg 6, 26 : Hag e savi un aoter d’an Aotrou, da Zoue, war lein ar c’hreñvlec’h-mañ, a-zoare ; hag e kemeri an eil kole hag e kinnigi un holokost gant koad an idolenn az po troc’het".

Gédéon prit alors avec lui dix de ses serviteurs et fit ce que lui avait ordonné le Seigneur. Mais, comme il craignait sa famille et les gens de la ville, plutôt que de le faire de jour, il préféra agir de nuit. Jg 6, 27 : Hag e kemeras Gedeon dek den a-douez e servijerien, hag e reas ar pezh a oa bet lavaret dezhañ gant an Aotrou : met o vezañ na grede ket ober se d’an deiz gant aon rak tud e dad ha tud kêr, hen greas en noz.

Le lendemain, les gens de la ville, levés de bon matin, virent que l’autel de Baal était renversé, que le Poteau sacré qui se trouvait à côté de lui avait été coupé, et qu’un taureau avait été offert en holocauste sur l’autel qui venait d’être bâti. Jg 6, 28 : Ha pa savas tud kêr diouzh ar beure, e oa diskaret aoter ar Baal, an idolenn en he c’hichen a oa troc’het, hag an eil kole a oa o leskiñ war an aoter a oa bet savet.

Ils se dirent alors les uns aux autres : « Qui a fait cela ? » Ils cherchèrent et s’informèrent, et ils dirent : « C’est Gédéon, fils de Joas, qui a fait cela. » Jg 6, 29 : Hag e lavarent an eil d’egile : "Piv en deus graet se ? Goulenn ha klask a rejont hag e voe lavaret dezho : "Gedeon mab Joas, an hini eo en deus graet se".

Les gens de la ville dirent à Joas : « Fais sortir ton fils ! Il doit mourir, car il a détruit l’autel de Baal et coupé le Poteau sacré qui se trouvait à côté de lui. » Jg 6, 30 : Neuze e lavaras tud kêr da Joas : Gra d’az mab dont er-maez, ma vo lazhet rak diskaret en deus graet aoter Baal ha troc’het ar peul sakr a oa en e c’hichen".

Mais Joas répondit à ceux qui se tenaient près de lui : « Est-ce à vous de défendre Baal ? Est-ce à vous de le sauver ? Celui qui défendra Baal sera mis à mort avant le matin. Si Baal est dieu, qu’il se défende lui-même, puisqu’on a renversé son autel ! » Jg 6, 31 : Respont a reas Joas da gement hini a oa o komz outañ : "Ha deoc’h eo mont a-du gant Baal ? Ha deoc’h-hu eo e saveteiñ ? An neb a savo a-du gant Baal a vo lakaet d’ar marv a-raok warc’hoazh vintin. Ma-z eo Doue, r’en em zifenno e-unan p’eo bet diskaret e aoter !"

Ce jour-là, on donna à Gédéon le nom de Yeroubbaal, c’est-à-dire : « Que Baal s’en prenne à lui », puisqu’il a renversé son autel. Jg 6, 32 : En deiz-se e voe roet da C’hedeon an anv a Jerobaal, dre ar c’homzoù-mañ : "R’en em zifenno Baal outañ, p’en deus taolet e aoter d’an traoñ !"

Tout Madiane, Amalec et les fils de l’Orient se coalisèrent et, ayant passé le Jourdain, vinrent camper dans la plaine de Yizréel. Jg 6, 33 : Holl dud Vadian hag Amalek, gant tud ar Sav-Heol, en em vodas ; tremen a rejont ar Jordan, hag e savjont o zeltennoù e kompezenn Yisreel.

l’Esprit du Seigneur revêtit Gédéon, celui-ci sonna du cor, et Abiézer se regroupa derrière lui. Jg 6, 34 : Spered an Aotrou a ziskennas war Gedeon ; c’hwezhañ a reas an drompilh hag holl dud Abiezer en em zastumas, evit kerzhout war e lerc’h.

Il envoya des messagers dans tout Manassé qui, lui aussi, se regroupa derrière lui ; il envoya des messagers dans Asher, dans Zabulon et dans Nephtali, qui montèrent à leur rencontre. Jg 6, 35 : Kas a reas kannaded dre holl vro Manase, hag ar re-mañ en em dolpas ivez da vont war e lerc’h. Kas a reas ivez kannaded da Azer, da Zabulon, da Neftali, hag ar re-mañ a savas d’e ziambroug.

Gédéon dit alors à Dieu : « Si vraiment, comme tu l’as dit, tu veux te servir de moi pour sauver Israël, Jg 6, 36 : Ma fell deoc’h salviñ Israel dre va dorn, eme C’hedeon d’an Aotrou, evel m’hoc’h eus lavaret,

je vais étendre une toison de laine sur l’aire de battage et, s’il n’y a de rosée que sur la toison et si tout le sol est sec, je saurai que c’est par moi que tu veux sauver Israël, comme tu l’as dit. » Jg 6, 37 : setu, me a ya da lakaat ur c’hroc’hen-dañvad war al leur ; ma vez glebiet ar c’hroc’hen gant ar glizh, e-pad ma chomo sec’h al leur tro-war-dro, e welin ervat e salvot Israel dre va dorn, evel m’hoc’h eus lavaret".

Il en fut ainsi. Le lendemain, Gédéon se leva ; il pressa la toison, il en exprima la rosée, une pleine coupe. Jg 6, 38 : Evel-se e tegouezhas an traoù. An deiz war-lerc’h e savas mintin mat, gwaskañ a reas ar c’hroc’hen hag e tennas dioutañ un hanafad-glizh.

Gédéon dit encore à Dieu : « Que ta colère ne s’enflamme pas contre moi ! Laisse-moi te parler encore une fois ! Permets-moi de faire une fois encore l’épreuve de la toison : que seule la toison soit sèche, et qu’il y ait de la rosée sur tout le sol ! » Jg 6, 39 : Arabat deoc’h kounnariñ ouzhin, eme C’hedeon da Zoue ; ma lezit da gomz ur wech c’hoazh. Me 'garje c’hoazh ober un esa : ra vo sec’h ar c’hroc’hen endra ma kouezho ar glizh war an douar tro-war-dro.

Dieu fit ainsi cette nuit-là : seule la toison fut sèche, et il y eut de la rosée sur tout le sol. Jg 6, 40 : Ha Doue a reas evel-se en noz-se : ar c’hroc’hen a chomas sec’h e-unan-penn, hag ar glizh a c’hlebias al leur a-bezh.