Livre des Juges - Chapitre 13
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21
Chapitre 13
Les fils d’Israël recommencèrent à faire ce qui est mal aux yeux du Seigneur, et le Seigneur les livra entre les mains des Philistins pendant quarante ans. Jg 13, 1 : Adkregiñ a reas bugale Israel da ober ar pezh a zo fall ouzh daoulagad an Aotrou. Hag an Aotrou o lakaas etre daouarn ar Filistiz e-pad daou-ugent vloaz.
Il y avait un homme de Soréa, du clan de Dane, nommé Manoah. Sa femme était stérile et n’avait pas eu d’enfant. Jg 13, 2 : Bez e oa e Sorea un den eus lignez Dan, Manoa e anv ; e wreg a oa sec’henn ha n’he devoa ket bet a vugale.
L’ange du Seigneur apparut à cette femme et lui dit : « Tu es stérile et tu n’as pas eu d’enfant. Jg 13, 3 : Hag en em ziskouezas Ael an Aotrou d’ar wreg, hag e lavaras dezhi : "Te a zo difrouezh, n’ec’h eus ket a vugale, met brazez e vi hag e c’hani ur mab.
Mais tu vas concevoir et enfanter un fils. Désormais, fais bien attention : ne bois ni vin ni boisson forte, et ne mange aucun aliment impur, Jg 13, 4 : Ha bremañ diwall da evañ gwin na boeson kreñv, na da zebriñ netra dic’hlan.
car tu vas concevoir et enfanter un fils. Le rasoir ne passera pas sur sa tête, car il sera voué à Dieu dès le sein de sa mère. C’est lui qui entreprendra de sauver Israël de la main des Philistins. » Jg 13, 5 : Rak setu m’en em gavi dougerez hag e c’hani ur mab. Ne vo ket touzet e benn dezhañ gant an aotenn, rak ar bugel a vo gouestlet da Zoue adalek kof e vamm. Hennezh eo a grogo da zigabestrañ Israel eus a-dre daouarn ar Filistiz".
La femme s’en alla dire à son mari : « Un homme de Dieu est venu me trouver ; il avait l’apparence d’un ange de Dieu tant il était imposant. Je ne lui ai pas demandé d’où il venait, et il ne m’a pas fait connaître son nom. Jg 13, 6 : Hag ar vaouez ha mont ha lavarout d’he fried : "Un den a Zoue a zo deuet d’am c’haout ; stumm un Ael a Zoue a oa warnañ, ur stumm meurdezus-meurbet. N’em eus ket goulennet digantañ eus a-belec’h e oa, hag eñ n’en deus ket lavaret din e anv,
Mais il m’a dit : “Tu vas devenir enceinte et enfanter un fils. Désormais ne bois ni vin ni boisson forte, et ne mange aucun aliment impur, car l’enfant sera voué à Dieu dès le sein de sa mère et jusqu’au jour de sa mort !” » Jg 13, 7 : met lavaret en deus din : Setu m’en em gavi dougerez hag e c’hani ur mab ; diwall mat eta adalek bremañ da evañ na gwin na boeson kreñv, met chom hep debriñ netra dic’hlan, rak ar bugel a vo gouestlet da Zoue adalek korf e vamm betek deiz e varv".
Alors, Manoah implora le Seigneur et dit : « Je t’en prie, Seigneur, que l’homme de Dieu que tu as envoyé revienne vers nous, et qu’il nous enseigne ce que nous devrons faire pour l’enfant qui va naître. » Jg 13, 8 : Ha Manoa a bedas an Aotrou hag a lavaras : "A Aotrou, m’ho ped ra zeuio c’hoazh an den a Zoue ac’h eus bet degaset ha ra gelenno ac’hanomp diwar-benn ar pezh a vanko deomp ober e-keñver ar bugel a zo da vezañ ganet".
Dieu écouta la voix de Manoah, et l’ange de Dieu revint trouver la femme, qui était assise dans le champ, en l’absence de son mari. Jg 13, 9 : Selaouet e voe pedenn Manoa gant Doue. Dont a reas c’hoazh Ael Doue da gaout ar vaouez ; en he c’hoazez edo en ur park. Met Manoa, he den, ne oa ket ganti.
Aussitôt, elle courut annoncer à son mari : « Voici que m’est apparu l’homme qui est venu me trouver l’autre jour. » Jg 13, 10 : Hag ar wreg a redas buan da gas keloù d’he fried hag a lavaras dezhañ : "Setu, an den a oa deut d’am c’haout, en deiz all, a zo en em ziskouezet din".
Manoah se leva et suivit sa femme ; il vint vers l’homme et lui dit : « Est-ce toi, l’homme qui a parlé à cette femme ? » Il répondit : « C’est moi. » Jg 13, 11 : Sevel a reas Manoa ha mont war-lerc’h e wreg. Mont a reas betek an den hag e lavaras dezhañ : "Te an hini eo en deus komzet ouzh ar plac’h-mañ ?"
Manoah dit : « Maintenant que ta parole va se réaliser, quelle sera la règle de conduite à l’égard de l’enfant, et que devra-t-il faire ? » Jg 13, 12 : Ya, me eo, a respontas egile. Lavarout a reas Manoa : "Pa vezo degouezhet ar pezh hoc’h eus disklêriet, petore reolenn en devo ar paotr da heuliañ, petra en devo da ober ?"
L’ange du Seigneur dit à Manoah : « Que ta femme s’abstienne de tout ce que je lui ai interdit : Jg 13, 13 : Respont a reas Ael an Aotrou da Vanoa : "Dioueriñ a ray ar vaouez kement am eus lavaret dezhi,
elle ne doit rien manger qui provienne du fruit de la vigne ; qu’elle ne boive ni vin ni boisson forte ; qu’elle ne mange aucun aliment impur ; tout ce que je lui ai ordonné, qu’elle l’observe. » Jg 13, 14 : tremen a ray hep debriñ netra a gement a zeu eus ar rezinenn, ne evo na gwin na evajoù kreñv, ha ne zebro netra dic’hlan ; kement am eus kemennet dezhi he devo da virout".
Manoah dit à l’ange du Seigneur : « Permets, je t’en prie, que nous te retenions et que nous te préparions un chevreau. » Jg 13, 15 : Manoa a lavaras da Ael an Aotrou : "Aotreit ac’hanomp d’ho terc’hel amañ ganeomp ha da aozañ deoc’h kig ur mennig gavr".
L’ange du Seigneur répondit à Manoah : « Même si tu me retenais, je ne mangerais pas de ton pain. Offre plutôt un holocauste au Seigneur. » Manoah ne savait pas que l’homme était l’ange du Seigneur. Jg 13, 16 : Hag Ael an Aotrou da eilgeriañ da Vanoa : "Na pa chomfen amañ ganit, ne zebrin mann ebet ; koulskoude pa fell dit ober un holokost, kinnig anezhi d’an Aotrou".
Il lui dit : « Quel est ton nom, pour que nous puissions t’honorer lorsque tes paroles se réaliseront ? » Jg 13, 17 : Ne ouie ket Manoa e oa Ael an Aotrou. Ha Manoa a c’houlennas ouzh an Ael : "Lavar deomp da anv, ma c’hellimp da enoriñ pa vo deuet da gomzoù da wir".
L’ange du Seigneur lui répondit : « Pourquoi demandes-tu mon nom, alors qu’il est merveilleux ? » Jg 13, 18 : Perak e c’houlennez va anv diganin, a respontas Ael an Aotrou. Burzhudus ez eo.
Manoah prit le chevreau et l’offrande de céréales et, sur le rocher, il en fit l’holocauste au Seigneur, à celui qui fait des merveilles. Manoah et sa femme regardaient. Jg 13, 19 : Neuze e kemeras Manoa ar c’havrig hag ar prof, hag o c’hinnigas d’an Aotrou war ar garreg. Neuze e c’hoarvezas un dra vurzhudus endra m’edo Manoa hag e wreg o sellout.
Or, quand la flamme monta de l’autel vers le ciel, l’ange du Seigneur monta dans la flamme de l’autel. Voyant cela, Manoah et sa femme tombèrent face contre terre. Jg 13, 20 : Edo ar flamm o sevel diouzh an aoter war-du an neñv ; Ael an Aotrou a grapas neuze e-kreiz tan an aoter. O welout kement-se, e kouezhas Manoa hag e wreg war o genoù.
Désormais l’ange du Seigneur ne leur apparut plus. Manoah comprit que c’était l’ange du Seigneur. Jg 13, 21 : Hag Ael an Aotrou ne voe ket gwelet ken gant Manoa hag e wreg. Neuze ez intentas Manoa e oa Ael an Aotrou.
Il dit à sa femme : « Nous allons sûrement mourir, car nous avons vu Dieu. » Jg 13, 22 : Lavarout a reas Manoa d’e wreg : "Emaomp o vont rak gwelet hon eus Doue".
Mais sa femme lui dit : « Si le Seigneur voulait nous faire mourir, il n’aurait accepté de notre main ni holocauste ni offrande ; il ne nous aurait pas donné pareilles choses à voir, et à entendre maintenant. » Jg 13, 23 : Met e wreg a lavaras dezhañ : "M’en dije bet an Aotrou Doue c’hoant d’hol lakaat da vervel, n’en dije ket degemeret an holokost nag a brof eus a-dre hon daouarn ; n’en dije ket graet deomp gwelout an holl draoù-se nag hol lakaet da glevout seurt traoù !"
La femme enfanta un fils, et elle lui donna le nom de Samson. L’enfant grandit, le Seigneur le bénit, Jg 13, 24 : Ar vaouez a lakaas ur mab er bed hag e roas dezhañ an anv a Samson. Kreskiñ a reas ar bugel ha benniget e voe gant Doue.
et l’Esprit du Seigneur commença à s’emparer de lui à Mahané-Dane, entre Soréa et Eshtaol. Jg 13, 25 : Neuze en em lakaas Spered an Aotrou d’e luskañ e kamp Dan, etre Sorea hag Estaol.
