Eil levr ar Rouaned - Pennad 11
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25
Pennad 11
Lorsque Athalie, mère d’Ocozias, apprit que son fils était mort, elle entreprit de faire périr toute la descendance royale. 2R 11, 1 : Hag Atalia, mamm Okozias, o welout e oa marv he mab, a savas hag a zistrujas holl lignez ar roue.
Mais Josabeth, fille du roi Joram et sœur d’Ocozias, prit Joas, un des fils du roi Ocozias, pour le soustraire au massacre. Elle le cacha, lui et sa nourrice, dans une chambre de la maison du Seigneur, pour le dissimuler aux regards d’Athalie ; c’est ainsi qu’il évita la mort. 2R 11, 2 : Jozeba avat, merc’h ar roue Joram ha c’hoar Ac’hazia, a dapas ganti Joas, mab Ac’hazia hag hen laeras kuit eus a-douez mibien ar roue pa oad o lazhañ anezho. Hen lakaat a reas gant e vagerez e kambr ar gweleoù. Evel-se e voe kuzhet ouzh daoulagad Atalia ha ne voe ket lakaet d’ar marv.
Il demeura avec Josabeth pendant six ans, caché dans la maison du Seigneur, tandis qu’Athalie régnait sur le pays. 2R 11, 3 : Chom a reas ar bugel ganti, kuzhet e-pad seizh vloaz, e Templ an Aotrou, e-keit ha m’edo Atalia o ren war ar vro.
Au bout de sept ans, le prêtre Joad envoya chercher les officiers des mercenaires et des gardes, et les fit venir près de lui dans la maison du Seigneur. Il conclut une alliance avec eux, leur fit prêter serment dans la maison du Seigneur, et leur montra le fils du roi. 2R 11, 4 : D’ar seizhvet bloavezh, Joiada ar beleg-meur a reas gervel kabitened ar warded hag ar soudarded, hag a reas dezho dont d’e gaout e Templ an Aotrou Doue. Skoulmañ a reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ war o le, e Templ an Aotrou, ha neuze e tiskouezas dezho mab ar roue.
Il leur donna cet ordre : « Voilà ce que vous allez faire : un tiers d’entre vous, ceux qui entrent en service le jour du sabbat, gardera la maison du roi ; 2R 11, 5 : Hag e roas urzhioù dezho, o lavarout : "Sed an dra a reot : un drederenn ac’hanoc’h, ar re a zeu d’ar Sabad, a ray gward e ti ar roue ;
un tiers se tiendra à la porte de Sour, et un tiers à la porte située derrière les gardes. Vous monterez à tour de rôle la garde de la maison. 2R 11, 6 : hag un drederenn ouzh Dor Sour, hag un drederenn ouzh an nor a-dreñv d’ar rederien, a ray gward an Ti, a bep eil,
Alors les deux sections qui sortent de service le jour du sabbat prendront la garde à la maison du Seigneur, auprès du roi. 2R 11, 7 : ha div lodenn ac’hanoc’h, an holl re a ya kuit d’ar Sabad a ray gward Templ an Aotrou, evit ar roue.
Vous ferez cercle autour du roi, chacun les armes à la main. Celui qui forcera les rangs sera mis à mort. Et vous accompagnerez le roi dans ses allées et venues. » 2R 11, 8 : Hag e reot kelc’h en-dro d’ar roue, tro-war-dro, pep hini e armoù en e zorn ; hag an hini a yelo er renkadoù a vo lakaet d’ar marv ! Hag e viot gant ar roue pa-z ay ha pa zeuio".
Les officiers exécutèrent tous les ordres du prêtre Joad. Chacun prit ses hommes, ceux qui entraient en service le jour du sabbat, et ceux qui en sortaient ce jour-là, et tous rejoignirent le prêtre Joad. 2R 11, 9 : Ar gabitened a reas kement a oa bet gourc’hemennet dezho gant ar beleg Joiada ; pep hini anezho a gemeras e dud, ar re a stage gant o servij, deiz ar Sabad, hag ar re a echue deiz ar Sabad. Hag ez ejont da gaout ar beleg Joiada.
Celui-ci leur remit les lances et les carquois du roi David, qui étaient conservés dans la maison du Seigneur. 2R 11, 10 : Ar beleg a roas d’er gabitened goafioù ha skoedoù ar roue David hag a oa e Templ an Aotrou.
Les gardes se postèrent, les armes à la main, devant l’autel, du côté sud et du côté nord de la Maison, afin d’entourer le futur roi. 2R 11, 11 : Ar warded, o armoù ganto en o dorn, en em renkas adal korn an Templ diouzh tu ar c’hreisteiz, betek ar c’horn diouzh tu an hanternoz, etre an aoter hag an Templ, en doare da ziwall ar roue a bep tu.
Alors Joad fit avancer le fils du roi, lui remit le diadème et la charte de l’Alliance, et on le fit roi. On lui donna l’onction, on l’acclama en battant des mains et en criant : « Vive le roi ! » 2R 11, 12 : Neuze ar beleg a reas da vab ar roue dont war-raok, hag a lakaas war e benn ar gurunenn hag an Testeni. Hen diazezañ a rejont da roue hag hen sakrañ gant eoul. Hag en ur strakal o daouarn e lavarjont : "Bevet ar Roue !"
Athalie entendit cette clameur des gardes et du peuple, et elle accourut vers le peuple à la maison du Seigneur. 2R 11, 13 : O klevout trouz ar soudarded hag ar bobl, e teuas Atalia da gaout ar bobl, da Dempl an Aotrou.
Et voilà ce qu’elle vit : le roi debout sur l’estrade, selon le rituel ; auprès de lui les officiers et les trompettes, et tout le peuple du pays criant sa joie tandis que les trompettes sonnaient. Alors, elle déchira ses vêtements et s’écria : « Trahison ! Trahison ! » 2R 11, 14 : Ober a reas ur sell hag e welas ar roue en e sav e-tal ar piler, hervez ar c’hiz, ha neuze ar gabitened hag an drompilherien e-kichen ar roue, hag holl bobl ar vro o tridal gant al levenez ouzh son an trompilhoù. Neuze e rogas Atalia he dilhad hag e youc’has : "Trubarderezh ! Trubarderezh !"
Le prêtre Joad donna cet ordre aux officiers : « Faites-la sortir de la Maison, à travers vos rangs. Si quelqu’un veut la suivre, frappez-le par l’épée. » En effet, le prêtre Joad avait interdit de la mettre à mort dans la maison du Seigneur. 2R 11, 15 : Met ar beleg Joiada a roas e urzhioù da gabitened ar soudarded hag a lavaras dezho : "Grit dezhi mont er-maez eus al leurennoù-sakr, hag an hini a yelo d’he heul a vo lazhet a-daolioù-kleze". Rak ar beleg en devoa lavaret : "Arabat he lakaat d’ar marv e Templ an Aotrou".
On mit la main sur elle, et elle arriva au palais par la porte des Chevaux. C’est là qu’elle fut mise à mort. 2R 11, 16 : Hag e voe lakaet an daouarn warni, hag e tistroas da balez ar roue dre hent Porched ar C’hezeg, hag eno e voe lazhet.
Joad conclut une alliance entre le Seigneur, le roi et le peuple, pour que le peuple soit le peuple du Seigneur ; il conclut l’alliance entre le roi et le peuple. 2R 11, 17 : Skoulmañ a reas eta Joiada un emglev etre an Aotrou Doue, ar roue hag ar bobl : ma tlee Israel dont da vezañ drezañ pobl an Aotrou Doue. Skoulmañ a reas ivez emglev etre ar roue hag ar bobl.
Alors, tous les gens du pays entrèrent dans le temple de Baal et le démolirent. Ils mirent en pièces ses autels et ses statues et, devant les autels, ils tuèrent Matane, prêtre de Baal. Le prêtre Joad posta ensuite des gardes devant la maison du Seigneur. 2R 11, 18 : Neuze holl bobl ar vro a yeas da Dempl Baal hag hen diskaras ; lakaat a rejont a-dammoù an aoterioù hag ar skeudennoù a oa ennañ, ha Matan, beleg Baal, a lazhjont dirak an aoterioù. Goude-se e lakaas ar beleg gwarded da ziwall Templ an Aotrou Doue.
Il prit ensuite les officiers, les mercenaires, les gardes et tous les gens du pays. Ils firent descendre le roi de la maison du Seigneur et ils entrèrent dans celle du roi par la porte des gardes. Alors, Joas prit place sur le trône royal. 2R 11, 19 : Hag e kemeras ar gabitened, Kariz, hag ar rederien, hag holl dud ar vro, hag e tiskennjont gant ar roue eus Templ an Aotrou, hag ez ejont dre hent Dor ar rederien da di ar roue. Hag e koazezas ar roue war dron ar rouaned.
Tous les gens du pays étaient dans la joie, et la ville retrouva le calme. Quant à Athalie, on l’avait mise à mort par l’épée dans la maison du roi. 2R 11, 20 : Holl bobl ar vro a oa el levenez, ha sioul e chomas kêr. Atalia avat, a oa bet lazhet a-daolioù-kleze, e palez ar roue.
