Eil levr Samouel - Pennad 1
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Pennad 1
C’ETAIT APRES LA MORT DE SAÜL. David, après avoir battu les Amalécites, revint à Ciqlag et y demeura deux jours. 2S 1, 1 : Ha setu, goude marv Saoul ha bezañ trec’het war an Amalekiz e tistroas David hag e chomas daou zevezh e Siklag.
Or, le troisième jour, un homme arriva du camp de Saül, les vêtements déchirés et la tête couverte de poussière. En arrivant auprès de David, il se jeta à terre et se prosterna. 2S 1, 2 : Ha d’an trede deiz, setu un den o tont eus ar c’hamp, a-zigant Saoul, roget e oa e zilhad hag e benn goloet a boultr. Hag erruet e-kichen David, en em daolas d’an douar hag e stouas.
David lui demanda : « D’où viens-tu donc ? » Il lui répondit : « Je me suis échappé du camp d’Israël. » 2S 1, 3 : Hag e lavaras dezhañ David : "A belec’h e teuez ?" Hag e lavaras dezhañ : "Eus kamp Israel ez on diflipet".
David lui dit : « Que s’est-il passé ? Raconte-le-moi ! » L’homme répondit : « Le peuple s’est enfui du champ de bataille ; beaucoup d’entre eux sont tombés et sont morts. Et même Saül et son fils Jonathan sont morts ! » 2S 1, 4 : Petra a zo en em gavet, eme David, lavar din eta. "Tec’het eo bet an arme diwar an dachenn-emgann, emezañ, ha kalz a zo kouezhet e-kerzh ar stourmad, marv. Saoul e-unan hag e vab Jonatan a zo marv".
David dit au jeune homme qui lui apportait la nouvelle : « Comment sais-tu que Saül et son fils Jonathan sont morts ? » 2S 1, 5 : Hag e lavaras David d’ar paotr a zegemenne se dezhañ : "Penaos ec’h eus gouezet e oa marvet Saoul ha Jonatan, e vab ?"
Le jeune homme lui dit : « Je me trouvais, par hasard, sur le mont Gelboé. Et j’ai vu Saül appuyé sur sa lance, et les chars et les cavaliers qui le serraient de près. 2S 1, 6 : Hag e lavaras ar paotr en devoa roet ar c’heloù dezhañ : "Dre zarvoud e oan degouezhet war menez Gelboe ; hag e oa harpet Saoul war e c’hoaf, kirri ha marc’heien ouzh e waskañ ;
Il s’est retourné, il m’a vu et m’a appelé. J’ai dit : “Me voici.” 2S 1, 7 : hag o sellout a-dreñv dezhañ am gwelas hag e huchas warnon ; hag e lavaris : "Setu me !"
Il m’a dit : “Qui es-tu ?” et je lui ai dit : “Je suis un Amalécite.” 2S 1, 8 : Hag e lavaras din : "Piv out ?" Hag e lavaris dezhañ : "Un Amalekad on".
Il m’a dit : “Tiens-toi près de moi, je t’en prie, et donne-moi la mort, car je suis saisi de vertige alors que je suis encore plein de vie.” 2S 1, 9 : Hag e lavaras din : "Chom eta em c’hichen, ha va laka d’ar marv, rak kregiñ a ra ennon ur falladenn, daoust ha m’emañ c’hoazh va holl vuhez ennon".
Je me suis tenu près de lui et je lui ai donné la mort car je savais qu’il n’aurait pas survécu à sa chute. Ensuite, j’ai pris le diadème qui était sur sa tête et la chaînette qu’il avait au bras. Je les ai apportés ici à mon seigneur. » 2S 1, 10 : Hag e chomis en e gichen, hag e lakaat a ris d’ar marv, peogwir e ouien ne vevje ket goude ma oa kouezhet. Hag e kemeris e gurunenn diwar e benn hag e chadennig diwar e vrec’h hag o c’hasan d’am aotrou amañ.
Alors David arracha et déchira ses vêtements, et tous les hommes qui étaient avec lui firent de même. 2S 1, 11 : Hag e krogas David en e zilhad hag o rogas, ha kement hini a oa gantañ a reas kement all.
Ils se lamentèrent, pleurèrent et jeûnèrent jusqu’au soir, à cause de Saül et de son fils Jonathan, à cause du peuple du Seigneur et de la maison d’Israël, parce qu’ils étaient tombés par l’épée. 2S 1, 12 : Hag e voe klemmvan ha daeroù ha yun betek an abardaez war Saoul ha war Jonatan, e vab, ha war bobl an Aotrou, ha war diegezh Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c’hleze.
David demanda au jeune homme qui lui apportait la nouvelle : « D’où es-tu ? » Il répondit : « Je suis le fils d’un immigré amalécite. » 2S 1, 13 : Hag e lavaras David d’ar paotr en devoa roet ar c’heloù dezhañ : "A belec’h ez out ?" Hag e lavaras : "Mab un den estren, un Amalekad, ez on".
David lui dit : « Comment ! Tu n’as pas craint d’étendre la main pour supprimer le messie du Seigneur ? » 2S 1, 14 : Hag e lavaras dezhañ David : "Penaos n’ec’h eus ket bet aon da gas da zorn da zistrujañ olevad an Aotrou ?"
David appela l’un des serviteurs et dit : « Approche, frappe-le ! » Celui-ci le frappa à mort, 2S 1, 15 : Hag e c’halvas David unan eus ar baotred hag e lavaras : "Tosta ! Tizh-eñ !" Hag e skoas warnañ hag e varvas.
tandis que David lui disait : « Que ton sang retombe sur ta tête ! Car ta bouche a parlé contre toi quand tu as dit : Moi, j’ai donné la mort au messie du Seigneur. » 2S 1, 16 : Hag e lavaras dezhañ David : "Da wad da vezo war da benn ! Da c’henou en deus respontet enep dit p’ec’h eus lavaret : Me am eus lakaet d’ar marv olevad an Aotrou".
Alors David chanta cette lamentation sur Saül et sur son fils Jonathan, 2S 1, 17 : Hag e reas David ar werz-mañ war Saoul ha war Jonatan, e vab.
et il demanda qu’on l’enseigne aux fils de Juda : c’est le chant de « L’Arc ». Voici comment il est écrit dans le livre du Juste : 2S 1, 18 : Hag e lavaras he c’helenn da vibien Youda : "Ar Wareg". Skrivet eo e "Levr an den reizh" :
« Ta fierté, Israël, transpercée sur tes hauteurs ! Comment sont-ils tombés, les héros ? 2S 1, 19 : Allas ! Diskaret eo bet gloar Israel war lein ar menezioù. Penaos eo bet kouezhet ar re gadarn ?
Ne l’annoncez pas dans la ville de Gath, ne portez pas la nouvelle dans les rues d’Ascalon, de peur que les filles des Philistins ne se réjouissent, et les filles des incirconcis ne bondissent de joie. 2S 1, 20 : Arabat kemenn se e Gat, na reiñ ar c’heloù e straedoù Ekron : re laouen e vefe merc’hed Filistiz, dañsal a rafe merc’hed an amdroc’hidi.
Montagnes de Gelboé, qu’il n’y ait pour vous ni rosée ni pluie ni champs fertiles : c’est là que fut souillé le bouclier des héros, le bouclier de Saül qui n’était pas frotté d’huile. 2S 1, 21 : Menezioù Gelboe, gant na vo ken na glizh na glav warnoc’h ! na parkeier druz, rak eno eo bet kailharet skoed an harozed ! Skoed Saoul ne oa ket olevet gant eoul.
Devant le sang des transpercés et la blessure des héros, l’arc de Jonathan ne reculait pas, l’épée de Saül ne revenait pas sans effet. 2S 1, 22 : Met gant gwad al lazhidi ha gant lard an harozed ; gwareg Jonatan ne gile ket en a-dreñv, kleze Saoul ne zistroe ket dibourvez.
Saül et Jonathan, aimables, pleins de charme, ni dans la vie ni dans la mort ne furent séparés, plus rapides que les aigles, plus vaillants que les lions. 2S 1, 23 : Saoul ha Jonatan, karet ha karadek-bras e-doug o buhez ne dint ket bet dispartiet en o marv. Dreist d’an erered e oant herrek, dreist d’al leoned, kadarn !
Filles d’Israël, pleurez sur Saül : il vous revêtait de pourpre somptueuse et rehaussait de joyaux d’or vos vêtements. 2S 1, 24 : Merc’hed Israel, gouelit da Saoul, eñ hag ho kwiske a limestra hag a lin fin, eñ hag a ispilhe bragerizoù-aour ouzh ho tilhad.
Comment sont-ils tombés, les héros, au milieu du combat ? Jonathan, transpercé sur les hauteurs ! 2S 1, 25 : Penaos e kouezhas an harozed e-kreiz an emgann ? Jonatan, war da runioù, a zo bet lazhet.
J’ai le cœur serré à cause de toi, mon frère Jonathan. Tu étais plein d’affection pour moi, et ton amitié pour moi était merveille plus grande que l’amour des femmes ! 2S 1, 26 : Enkrez am eus ganit, va breur Jonatan, plijout a raes din, dreist ! C’hwekoc’h e oa din da garantez eget karantez ar merc’hed !
Comment sont-ils tombés, les héros ? Comment ont-elles disparu, les armes du combat ? » 2S 1, 27 : Penaos ez eo kouezhet an dud kadarn ? Ha chomet o armoù-brezel war an dachenn !"
