Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Eil levr Samouel » Pennad 11

Eil levr Samouel - Pennad 11

Levr : Eil levr Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 11



Au retour du printemps, à l’époque où les rois se mettent en campagne, David envoya Joab en expédition, avec ses officiers et toute l’armée d’Israël ; ils massacrèrent les fils d’Ammone et mirent le siège devant Rabba. David était resté à Jérusalem. 2S 11, 1 : Ha setu, da zistro ar bloaz, d’ar c’houlz m’eo boas ar rouaned da ober brezel, e kasas David Joab hag e servijerien gantañ, hag Israel a-bezh ; drastañ a rejont Bugale Amon hag e lakjont ar seziz war gêr-Rabba, tra ma chome David e-unan e Jeruzalem.

Un soir, il se leva de sa couche pour se promener sur la terrasse du palais. De là, il aperçut une femme en train de se baigner. Cette femme était très belle. 2S 11, 2 : Un deiz bennak d’abardaez, David o vezañ savet diwar e wele, en em lakaas da vale war leur-doenn ar palez, ha diwar al leur-doenn e welas ur vaouez hag a oa ouzh en em walc’hiñ. Hag ar vaouez a oa kaer da welout, meurbet.

David fit demander qui elle était, et on lui répondit : « Mais c’est Bethsabée, fille d’Éliam, la femme d’Ourias le Hittite ! » 2S 11, 3 : Hag e lakaas David ober un enklask diwar-benn ar vaouez, hag e voe respontet dezhañ : "Hounnezh eo Betsabea, merc’h Eliam, gwreg Ouria an Hitiad".

Alors David envoya des gens la chercher. Elle vint chez lui ; il coucha avec elle, alors qu’elle s’était purifiée de ses règles. Après quoi, elle retourna chez elle. 2S 11, 4 : Hag e kasas David kannaded d’he c’herc’hat ; hag e teuas hi davetañ ; hag e kouskas ganti ; hag hi, en em naetaet eus dic’hlanded he amzerioù, a zistroas d’ar gêr.

La femme devint enceinte, et elle fit savoir à David : « Je suis enceinte ! » 2S 11, 5 : Koñsevet he devoa ar vaouez, hag e kasas da reiñ keloù da Zavid, da lavarout : "Koñsevet em eus".

Alors David expédia ce message à Joab : « Envoie-moi Ourias le Hittite. » Et Joab l’envoya à David. 2S 11, 6 : Hag e kasas David an urzh-mañ da Joab : "Degas din Ouria an Hitiad". Hag e kasas Joab Ouria da Zavid.

Lorsque Ourias fut arrivé auprès de lui, David lui demanda comment allaient Joab, et l’armée, et la guerre. 2S 11, 7 : P’en em gavas Ouria gantañ, e c’houlennas David digantañ penaos edo ar bed gant Joab, gant an arme ha gant ar brezel.

Puis il lui dit : « Descends chez toi, prends du repos. » Ourias sortit du palais, et l’on portait derrière lui une portion de la table du roi. 2S 11, 8 : Hag e lavaras David da Ouria : "Diskenn d’az ti ha gwalc’h da dreid". Hag e kuitaas Ouria ar palez hag e voe kaset war e

Mais Ourias se coucha à l’entrée du palais avec les serviteurs de son maître ; il ne descendit pas chez lui. 2S 11, 9 : Met kousket a reas Ouria war dreuzoù dor palez ar roue gant holl servijerien e vestr, hep diskenn d’e di.

On annonça à David : « Ourias n’est pas descendu chez lui. » David dit à Ourias : « N’arrives-tu pas de voyage ? Pourquoi n’es-tu pas descendu dans ta maison ? » 2S 11, 10 : Hag e voe roet keloù da Zavid o lavarout : "N’eo ket diskennet Ouria d’e di". Hag e lavaras David da Ouria : "Eus ur veaj ez out o tont, ha n’out ket diskennet d’az ti ?"

Ourias dit à David : « L’Arche ainsi qu’Israël et Juda habitent sous des huttes. Joab, mon seigneur, et les serviteurs de mon seigneur le roi campent en rase campagne. Et moi, j’irais dans ma maison manger, boire et coucher avec ma femme ! Par ta vie, par ta propre vie, je ne ferai pas une chose pareille ! » 2S 11, 11 : Hag e lavaras Ouria da Zavid : "An Arc’h, gant Israel ha Youda, a zo o chom dindan logoù, hag an aotrou Joab ha soudarded va aotrou a zo war c’horre ar maezioù o kampiñ, hag ez afen d’am zi evit debriñ, evañ ha kousket gant va gwreg ? War da vuhez ! Bevet da ene ! Ne rin ket an dra-se !"

David dit à Ourias : « Reste ici aujourd’hui encore, et demain je te renverrai. » Ourias resta donc à Jérusalem ce jour-là et le lendemain. 2S 11, 12 : Hag e lavaras David da Ouria : "Chom amañ c’hoazh hiziv, ha warc’hoazh az kasin". Hag e chomas Ouria e Jeruzalem an deiz-se hag antronoz.

David l’invita à manger et à boire à sa table, et il l’enivra. Le soir, Ourias sortit et alla se coucher à nouveau avec les serviteurs de son maître ; mais il ne descendit pas chez lui. 2S 11, 13 : Hag e bediñ a reas David da zebriñ dirazañ ha da evañ, ha d’e vezviñ. Hag ez eas d’abardaez da gousket war e gravazh gant servijerien e aotrou, met d’e di ne ziskennas ket.

Le matin suivant, David écrivit une lettre pour Joab, et la fit porter par Ourias. 2S 11, 14 : Ha diouzh ar beure e skrivas David ul lizher da Joab hag e roas al lizher da Ouria da gas dezhañ,

Il disait dans cette lettre : « Mettez Ourias en première ligne, au plus fort de la mêlée, puis repliez-vous derrière lui ; qu’il soit frappé et qu’il meure ! » 2S 11, 15 : ha skrivet en devoa war al lizher : "Lakait Ouria el lec’h ma vo startañ an emgann, ha kilit a-drek e gein evit ma vo skoet ha ma vo lazhet".

Joab, qui assiégeait la ville, plaça Ourias à un endroit où il savait que les ennemis étaient en force. 2S 11, 16 : Hag evel ma oa Joab o ren seziz-kêr, e lakaas Ouria el lec’h ma ouie edo ar soudarded wellañ.

Les assiégés firent une sortie contre Joab. Il y eut des tués dans l’armée, parmi les serviteurs de David, et Ourias le Hittite mourut aussi. 2S 11, 17 : Hag ez eas tud kêr d’an emgann enep Joab, hag e kouezhas tud eus servijerien David ; hag e varvas ganto Ouria an Hitiad.

Joab envoya raconter à David tous les détails du combat. 2S 11, 18 : Hag e kasas Joab un den da rentañ kont da Zavid eus holl zarvoudoù an emgann.

Il donna cet ordre au messager : « Quand tu en auras fini de rapporter au roi tous les détails du combat, 2S 11, 19 : Hag e roas urzhioù d’ar c’hannad o lavarout : "P’az po echu gant holl zarvoudoù an emgann da gomz ouzh ar roue,

il se peut que le roi entre en fureur et te dise : “Pourquoi vous êtes-vous tant approchés de la ville en livrant bataille ? Ne saviez-vous pas qu’on tire du haut du rempart ? 2S 11, 20 : mar sav fulor er roue hag e lavar dit : Perak mont ken tost ouzh kêr d’ober brezel ? Ha ne ouiec’h ket e tenner diwar ar ramparzh ?

Qui donc autrefois a frappé Abimélek, fils de Yeroubbèsheth ? N’est-ce pas une femme qui, du haut d’un rempart, a jeté une meule sur lui ? Et il en est mort, à Tébès. Pourquoi vous êtes-vous approchés du rempart ?” Alors, tu lui diras : “Ton serviteur Ourias le Hittite est mort, lui aussi !” » 2S 11, 21 : Piv en devoa skoet war Abimelek, mab Jerobaal ? Ha n’eo ket ur plac’h a daolas warnañ ur maen-milin diwar ar ramparzh, hag e varvas e Teves ? Perak mont ken tost d’ar ramparzh ? Neuze e lavari : Ha da servijer Ouria a zo marvet".

Le messager partit et vint raconter à David tout ce pour quoi Joab l’avait envoyé. 2S 11, 22 : Hag ez eas ar c’hannad ; hag oc’h erruout e tisklêrias da Zavid kement tra en devoa e gaset Joab da lavarout.

Le messager dit à David : « Ces gens-là étaient plus forts que nous. Ils ont fait une sortie contre nous, en rase campagne. Mais nous les avons poursuivis jusqu’à l’entrée de la porte. 2S 11, 23 : Hag e lavaras ar c’hannad da Zavid : "Trec’hiñ a rae warnomp ar soudarded, ha dont a raent warnomp war ar maezioù. Ha ni dezho betek toull an nor.

C’est là que les tireurs ont tiré sur tes serviteurs, du haut du rempart, et qu’il y a eu des morts parmi les serviteurs du roi. Ton serviteur Ourias le Hittite est mort, lui aussi. » 2S 11, 24 : Hag o deus tennet ar waregerien war da servijerien diwar ar ramparzh, hag ez eus marvet lod eus soudarded ar roue, ha zoken da servijer Ouria an Hitiad a zo marv".

David répondit au messager : « Voici ce que tu diras à Joab : “Ne prends pas en mal cette affaire : l’épée dévore tantôt ici, tantôt là. Renforce ton assaut contre la ville et renverse-la !” C’est ainsi que tu réconforteras Joab. » 2S 11, 25 : Hag e lavaras David d’ar c’hannad : "Evel-hen e lavari da Joab : Gant na vo ket re fall ouzh da zaoulagad an afer-se ! Hemañ pe hennezh a vez debret gant ar c’hleze ! Gra startoc’h ar brezel d’ar gêr-se hag he diskar ! Ha kennerzh anezhañ".

La femme d’Ourias, apprenant que son mari était mort, le pleura. 2S 11, 26 : Hag e klevas gwreg Ouria e oa marvet Ouria, he gwaz, hag e reas kañv war he fried.

Le deuil passé, David l’envoya chercher pour la recueillir chez lui. Elle devint sa femme et lui donna un fils. Mais ce que David venait de faire était mal aux yeux du Seigneur. 2S 11, 27 : Ha pa voe tremenet ar c’hañvoù, e kasas David tud d’he c’hemer evit e di. Hag e voe dezhañ da wreg, hag e c’hanas dezhañ ur mab. Met fall e oa an dra en devoa graet David ouzh daoulagad an Aotrou.