Eil levr Samouel - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Pennad 7
Le roi habitait enfin dans sa maison. Le Seigneur lui avait accordé la tranquillité en le délivrant de tous les ennemis qui l’entouraient. 2S 7, 1 : Ha setu, pa voe diazezet-mat ar roue David en e di ; ha p’en devoe an Aotrou Doue roet ar peoc’h dezhañ a bep tu a-berzh e enebourien,
Le roi dit alors au prophète Nathan : « Regarde ! J’habite dans une maison de cèdre, et l’arche de Dieu habite sous un abri de toile ! » 2S 7, 2 : e lavaras ar roue da Natan, ar profed : "Sell eta ! Me a zo o chom en un ti sedrez, hag Arc’h Doue a zo o chom dindan un deltenn".
Nathan répondit au roi : « Tout ce que tu as l’intention de faire, fais-le, car le Seigneur est avec toi. » 2S 7, 3 : Hag e lavaras Natan d’ar roue : "Gra kement a zo ez kalon, rak an Aotrou a zo ganit".
Mais, cette nuit-là, la parole du Seigneur fut adressée à Nathan : 2S 7, 4 : Ha d’an noz-se end-eeun, e komzas an Aotrou ouzh Natan hag e lavaras dezhañ :
« Va dire à mon serviteur David : Ainsi parle le Seigneur : Est-ce toi qui me bâtiras une maison pour que j’y habite ? 2S 7, 5 : Kae ! hag e lavari d’am servijer David : Evel-hen e komz an Aotrou : Ha te eo an den a savo din un ti da chom e-barzh ?
Depuis le jour où j’ai fait monter d’Égypte les fils d’Israël et jusqu’à ce jour, je n’ai jamais habité dans une maison ; j’ai été comme un voyageur, sous la tente qui était ma demeure. 2S 7, 6 : Rak n’on ket bet o chom en un ti abaoe an deizioù m’em boa savet bugale Israel eus bro Ejipt, betek an deiz-mañ. Met baleet em eus amañ hag ahont dindan an deltenn hag en un tabernakl.
Pendant tout le temps où j’étais comme un voyageur parmi tous les fils d’Israël, ai-je demandé à un seul des juges que j’avais institués pasteurs de mon peuple Israël : “Pourquoi ne m’avez-vous pas bâti une maison de cèdre ?” 2S 7, 7 : E kement lec’h ma-z on bet tremenet gant bugale Israel, daoust hag am eus goulennet biskoazh ouzh unan bennak eus ar re am boa gourc’hemennet dezho bezañ pastored va fobl Israel : Perak n’hoc’h eus ket savet din-me un ti-sedrez ?
Tu diras donc à mon serviteur David : Ainsi parle le Seigneur de l’univers : C’est moi qui t’ai pris au pâturage, derrière le troupeau, pour que tu sois le chef de mon peuple Israël. 2S 7, 8 : Neuze ’ta e lavari d’am servijer David : Setu amañ komzoù Aotrou an Armeoù : Da dennet em eus eus ar peurvanoù eus a-ziwar-lerc’h an deñved evit da lakaat da rener war va fobl Israel
J’ai été avec toi partout où tu es allé, j’ai abattu devant toi tous tes ennemis. Je t’ai fait un nom aussi grand que celui des plus grands de la terre. 2S 7, 9 : Bet on ganit e kement lec’h bennak ma-z out bet ; distrujet em eus da enebourien dirazout, ha lakaat a rin da anv da vezañ evel anv an dud uhelañ a zo war an douar.
Je fixerai en ce lieu mon peuple Israël, je l’y planterai, il s’y établira et ne tremblera plus, et les méchants ne viendront plus l’humilier, comme ils l’ont fait autrefois, 2S 7, 10 : Ul lec’h a verkin d’am fobl Israel ; he flantañ a rin eno ; en he zi e vo o chom, ne vezo mui kaset-ha-degaset, hag an dud fall n’he gwaskint mui evel diagent,
depuis le jour où j’ai institué des juges pour conduire mon peuple Israël. Oui, je t’ai accordé la tranquillité en te délivrant de tous tes ennemis. Le Seigneur t’annonce qu’il te fera lui-même une maison. 2S 7, 11 : hag evel en amzer m’am boa lakaet Barnerien war va fobl Israel, hag e roin peoc’h dit a-berzh da holl enebourien. Hag hen diskouez a ra dit an Aotrou : un ti en deus graet dit an Aotrou.
Quand tes jours seront accomplis et que tu reposeras auprès de tes pères, je te susciterai dans ta descendance un successeur, qui naîtra de toi, et je rendrai stable sa royauté. 2S 7, 12 : Ha pa vezo deuet deizioù da vuhez da benn, ha pa vi o repoziñ gant da Dadoù-kozh, e talc’hin war da lerc’h da lignez gant unan eus da vugale, hag e tiazezin start e dron a roue.
C’est lui qui bâtira une maison pour mon nom, et je rendrai stable pour toujours son trône royal. 2S 7, 13 : Eñ eo a savo un ti d’am anv, hag e rin sonn tron e rouantelezh da viken.
Moi, je serai pour lui un père ; et lui sera pour moi un fils. S’il fait le mal, je le corrigerai avec le bâton, à la manière humaine, je le frapperai comme font les hommes. 2S 7, 14 : Bez’ e vin evitañ un Tad, hag eñ a vo din ur mab. Mar gra ur fallentez bennak e skoin warnañ gant ur wialenn, evel ma ra an dud, gant reuzioù mab-den.
Mais ma fidélité ne lui sera pas retirée, comme je l’ai retirée à Saül que j’ai écarté de devant toi. 2S 7, 15 : Met va gras ne dennin ket digantañ evel em boa he zennet digant Saoul, hag am boa argaset a-zirazout.
Ta maison et ta royauté subsisteront toujours devant moi, ton trône sera stable pour toujours. » 2S 7, 16 : Padout a ray da diegezh ha da rouantelezh dirazon da viken, ha da dron a vo diazezet-start da viken.
Toutes ces paroles, toute cette vision, Nathan les rapporta fidèlement à David. 2S 7, 17 : Setu ar c’homzoù, setu a-grenn ar weledigezh a lavaras Natan da Zavid.
Le roi David vint s’asseoir en présence du Seigneur. Il dit : « Qui suis-je donc, Seigneur, et qu’est-ce que ma maison, pour que tu m’aies conduit jusqu’ici ? 2S 7, 18 : Hag ez eas ar roue David da azezañ dirak an Aotrou, hag e lavaras : "Piv on-me, Aotrou Doue, ha petra eo va ziegezh, p’ac’h eus va savet d’ar stad m’emaon ?
Mais cela ne te paraît pas encore suffisant, Seigneur, et tu adresses une parole à la maison de ton serviteur pour un avenir lointain. Est-ce là, Seigneur Dieu, la destinée de l’homme ? 2S 7, 19 : Ha re nebeut c’hoazh eo se ouzh ho taoulagad, Aotrou Doue, pa gomzit zoken eus tiegezh ho servijer evit un amzer da zont hir ? Daoust ha se eo lezenn an den, Aotrou Doue ?
Qu’est-ce que David pourrait encore ajouter par ses paroles ? Toi, Seigneur Dieu, tu connais ton serviteur. 2S 7, 20 : Ha petra muioc’h en deus David c’hoazh da lavarout deoc’h ? Anavezout a rit ho servijer, Aotrou Doue !
À cause de ta parole et selon ton cœur, tu as accompli toute cette grande action pour instruire ton serviteur. 2S 7, 21 : Evit ho servijer, hervez ho kalon hoc’h eus graet kement a vrasterioù evit kelenn ho servijer !
Ainsi, tu es grand, Seigneur Dieu. Oui, tu es sans égal et il n’y a pas de Dieu en dehors de toi, d’après tout ce que nous avons entendu de nos oreilles. 2S 7, 22 : Ya, bras oc’h, Aotrou Doue, n’eus ket eveldoc’h ! N’eus ket a Zoue estregedoc’h, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn !
Est-il sur la terre une seule nation comme ton peuple, comme Israël ? Ce peuple, Dieu est allé le libérer pour qu’il devienne son peuple, et pour lui faire un nom. Il a accompli pour vous cette grande action. Tu as fait pour ton pays des choses redoutables, et tu l’as fait à cause de ton peuple que tu as libéré d’Égypte, de cette nation et de ses dieux. 2S 7, 23 : Ha pehini, evel ho pobl, evel Israel, ar bobl nemeti war an douar ma-z eo aet Doue d’he dasprenañ evit bout e bobl, en ur lakaat warni un anv, en ur ober eviti traoù marzhus ha spontus, evit ho touar, en ur argas dirak ho pobl hoc’h eus dasprenet evidoc’h eus an Egipt, ar baganed hag o doueoù ?
Pour toi, tu as établi à jamais ton peuple Israël, et toi, Seigneur, tu es devenu son Dieu. 2S 7, 24 : Diazezet hoc’h eus ho pobl Israel evit ma vo ho pobl da viken, ha c’hwi, o Aotrou, a zo deuet da vezañ o Doue.
Maintenant donc, Seigneur Dieu, la parole que tu as dite au sujet de ton serviteur et de sa maison, tiens-la pour toujours, et agis selon ce que tu as dit. 2S 7, 25 : Ha bremañ, Aotrou Doue, dalc’hit d’ar ger hoc’h eus lavaret diwar-benn ho servijer hag e diegezh, sevenit anezhi da viken, ha grit evel m’hoc’h eus lavaret.
Que ton nom soit exalté pour toujours ! Que l’on dise : “Le Seigneur de l’univers est le Dieu d’Israël”, et la maison de ton serviteur David sera stable en ta présence. 2S 7, 26 : Ha ra vezo mil-enoret hoc’h anv da viken, ha ra vezo lavaret : "Aotrou an Armeoù eo a zo Doue Israel ! Ra vezo ivez tiegezh David, ho servijer, diazezet divrall dirazoc’h.
Oui, c’est toi, Seigneur de l’univers, Dieu d’Israël, qui as fait cette révélation à ton serviteur : “Je te bâtirai une maison.” C’est pourquoi ton serviteur ose t’adresser cette prière : 2S 7, 27 : Rak c’hwi hoc’h-unan, Aotrou an Armeoù, Doue Israel, hoc’h eus disklêriet kement-mañ d’ho servijer : "Un Ti a savin dit-te", ha setu perak en deus bet ho servijer kalon a-walc’h evit ober deoc’h ar bedenn-mañ.
Seigneur, c’est toi qui es Dieu, tes paroles sont vérité, et tu as fait cette magnifique promesse à ton serviteur. 2S 7, 28 : Ha bremañ, Aotrou Doue, c’hwi eo a zo Doue, ha gwir eo ho komzoù.
Daigne bénir la maison de ton serviteur, afin qu’elle soit pour toujours en ta présence. Car toi, Seigneur Dieu, tu as parlé, et par ta bénédiction la maison de ton serviteur sera bénie pour toujours. » 2S 7, 29 : Ha peogwir hoc’h eus graet ar promesaoù kaer-se d’ho servijer, plijet ganeoc’h skuilh ho pennozh war diegezh ho servijer evit ma pado da viken dirazoc’h. Rak c’hwi, Aotrou Doue, hoc’h eus graet ar bromesa, hag ho pennozh a chomo war diegezh ho servijer da viken".
