Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Eil levr Samouel » Pennad 3

Eil levr Samouel - Pennad 3

Levr : Eil levr Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 3



La guerre fut longue entre la maison de Saül et la maison de David. Mais David allait se fortifiant, tandis que la maison de Saül allait s’affaiblissant. 2S 3, 1 : Hag e voe ar brezel padus etre ti Saoul ha ti David. Ti David a yae war greñvaat, ha ti Saoul a yae war wanaat.

Dans la ville d’Hébron, des fils naquirent à David. Son premier-né fut Amnone, d’Ahinoam de Yizréel ; 2S 3, 2 : Hag en devoe David mibien en Hebron. Hag e voe e mab henañ Amnon, eus Ac’hinoam, an Izreeladez ;

le deuxième, Kiléab, d’Abigaïl, femme de Nabal de Carmel ; le troisième, Absalom, fils de Maaka, fille de Talmaï, roi de Gueshour ; 2S 3, 3 : hag an eil, Kelaab, eus Abigail, bet gwreg Nabal, eus Karmel ; hag an trede, Absalom, mab Maac’ha, merc’h Tolmai, roue Gesour ;

le quatrième, Adonias, fils de Hagguith ; le cinquième, Shefatya, fils d’Abital ; 2S 3, 4 : hag ar pevare, Adonias, mab Haggit ; hag ar pempvet, Safiatia, mab Abital ;

le sixième, Yitréam, d’Égla, femme de David. Ceux-là naquirent à David, dans la ville d’Hébron. 2S 3, 5 : hag ar c’hwec’hvet, Ietraam, eus Egla, gwreg David. Ar re-se en devoe David en Hebron.

Au cours de cette guerre entre la maison de Saül et la maison de David, Abner renforçait sa position dans la maison de Saül. 2S 3, 6 : Hag e-keit ha ma voe brezel etre ti Saoul ha ti David, Abner a greñvaas e-barzh ti Saoul.

Or, Saül avait eu une concubine nommée Rispa, fille de Ayya. Ishbosheth dit à Abner : « Pourquoi es-tu allé vers la concubine de mon père ? » 2S 3, 7 : Ha Saoul en devoa bet un adwreg, hec’h anv, Respa, merc’h Aia. Hag e lavaras Isbaal da Abner : "Perak ez out aet gant adwreg va zad ?"

À ces paroles d’Ishbosheth, Abner fut pris d’une violente colère et dit : « Suis-je une tête de chien au service de Juda ? Aujourd’hui, j’agis en toute fidélité envers la maison de ton père Saül, envers ses frères et ses amis, je t’empêche de tomber aux mains de David, et toi, tu viens me reprocher aujourd’hui une faute avec cette femme ! 2S 3, 8 : Hag e fuloras Abner, meurbet, gant komzoù Isbaal, hag e lavaras : "Daoust hag ur penn-ki ez on eus Youda ? Hiziv en em ziskouezan feal e-keñver ti Saoul, da dad, ha gant e vreudeur hag e vignoned, ha n’az lezan ket etre daouarn David, hag e tamallez din ur pec’hed gant ar wreg-se hiziv ?

Que Dieu amène le malheur sur moi, Abner, et pire encore, si je ne fais pas pour David ce que le Seigneur lui a promis par serment : 2S 3, 9 : Evel-hen da raio Doue da Abner, hag evel-hont ouzhpenn, ma n’eo ket evel m’en deus touet an Aotrou da Zavid e labourin evitañ,

enlever la royauté à la maison de Saül, ériger le trône de David sur Israël et sur Juda, depuis Dane jusqu’à Bershéba ! » 2S 3, 10 : evit lakaat da dremen ar rouantelezh eus ti Saoul, ha sevel tron David war Israel ha war Youda, eus Dan betek Bersabea".

Ishbosheth ne put répliquer un mot à Abner, tant il avait peur de lui. 2S 3, 11 : Ha ne c’hellas ken respont da Abner netra gant an aon razañ.

Abner envoya, en son propre nom, des messagers dire à David : « À qui appartient le pays ? » Et il ajouta : « Conclus donc une alliance avec moi, et je te prêterai main-forte pour que tout Israël se tourne vers toi. » 2S 3, 12 : Hag e kasas Abner kannaded da Zavid eus e berzh evit lavarout : "Da biv e vo ar vro ?" Ha lavarout : "Diviz un emglev ganin, hag e vo va dorn ganit evit treiñ davedout Israel a-bezh".

David répondit : « Bien ! Je vais conclure une alliance avec toi. Seulement, je te demande une chose : tu ne seras admis en ma présence que si tu amènes d’abord Mikal, fille de Saül. À cette condition, tu pourras venir en ma présence. » 2S 3, 13 : Hag e lavaras : "Mat ! Me a zivizo ganit un emglev ; un dra hepken a c’houlennan diganit, da lavarout eo : ne weli ket va dremm nemet, en a-raok, e kasfes Mic’hol, merc’h Saoul, pa zeui da welout va dremm".

Alors David envoya des messagers à Ishbosheth, fils de Saül, pour lui dire : « Donne-moi donc ma femme Mikal : je l’ai acquise pour épouse contre cent prépuces de Philistins. » 2S 3, 14 : Hag e kasas David kannaded da Isbaal, mab Saoul, evit lavarout : "Ro din va gwreg Mic’hol, am boa bet evit kant amdroc’h Filistiz".

Ishbosheth envoya prendre Mikal chez son mari, Paltiel fils de Laïsh. 2S 3, 15 : Hag e kasas Isbaal tud da gerc’hat houmañ digant he den, Paltiel, mab Laish.

Celui-ci partit avec elle et la suivit en pleurant jusqu’à Bahourim. Abner lui dit alors : « Va-t’en, retourne ! » Et il s’en retourna. 2S 3, 16 : Mont a reas ganti he den, hag en ur gerzhout e ouele war he lerc’h betek Bahurim. Hag e lavaras dezhañ Abner : "Kae war da giz !" Hag ez eas en-dro.

Abner engagea des pourparlers avec les anciens d’Israël. Il leur dit : « Depuis longtemps déjà, vous désirez que David soit votre roi. 2S 3, 17 : Hag un diviz en devoe Abner gant Kozhidi Israel da lavarout : "Abaoe pell-amzer e oac’h o klask David evel roue warnoc’h.

C’est le moment d’agir ! En effet, le Seigneur a déclaré au sujet de David : “Par la main de mon serviteur David, je sauverai mon peuple Israël de la main des Philistins et de la main de tous ses ennemis”. » 2S 3, 18 : Ac’hanta ! bremañ eo deoc’h oberiañ, peogwir an Aotrou en deus komzet ouzh David o lavarout : Dre zorn David, va servijer, e salvin va fobl Israel diouzh dorn ar Filistiz ha diouzh dorn o holl enebourien".

Abner parla aussi avec les Benjaminites ; puis il alla lui-même à Hébron parler avec David de tout ce qui paraissait bon à Israël et à toute la maison de Benjamin. 2S 3, 19 : Hag e komzas ivez Abner ouzh divskouarn Benjamin ; hag ez eas ivez Abner da lavarout ouzh divskouarn David en Hebron kement a oa bet mat ouzh daoulagad Israel hag ouzh daoulagad holl di Benjamin.

Abner arriva donc chez David à Hébron ; vingt hommes l’accompagnaient. David fit un festin pour Abner et ses compagnons. 2S 3, 20 : Hag ez erruas Abner e ti David, en Hebron, ha gantañ ugent soudard ; hag e reas David ur banvez da Abner ha d’an dud a oa gantañ.

Abner dit à David : « Je vais me mettre en route et rassembler tout Israël auprès de mon seigneur le roi. Ils concluront une alliance avec toi, et tu régneras partout où tu le désires. » Puis David congédia Abner qui s’en alla en paix. 2S 3, 21 : Hag e lavaras Abner da Zavid : "Ez an da sevel ha da vont da vodañ Israel a-bezh en-dro d’am aotrou, ar roue ; hag e vo divizet ganit un emglev, hag e reni war gement a c’hoantaio da ene". Hag e tigouvias David Abner, a yeas e peoc’h.

Mais voici que Joab et les serviteurs de David revenaient d’une razzia, ramenant un énorme butin. Abner n’était plus à Hébron auprès de David, puisque celui-ci avait congédié Abner qui était parti en paix. 2S 3, 22 : Ha setu servijerien David ha Joab o tont eus un argadenn, ha preizh bras ganto a zegasent, hag Abner ne oa ken gant David en Hebron : lezet e oa bet gantañ da vont e peoc’h.

Quand Joab et toute son armée furent arrivés, on vint annoncer à Joab : « Abner, fils de Ner, est venu chez le roi. Celui-ci l’a congédié et il est parti en paix. » 2S 3, 23 : Joab hag an holl soudarded a oa gantañ a oa erruet, hag e voe roet keloù da Joab o lavarout : "Deuet eo Abner, mab Ner, da di ar roue, hag en deus e lezet da vont e peoc’h !"

Alors Joab entra chez le roi et lui dit : « Qu’as-tu fait ? Voilà donc qu’Abner est venu chez toi ! Pourquoi l’as-tu congédié et a-t-il pu repartir ? 2S 3, 24 : Hag ez eas Joab da gaout ar roue, hag e lavaras : "Petra ac’h eus graet ? Deuet eo Abner davedout ; perak bezañ bet e lezet da vont e peoc’h ?

Tu connais Abner, fils de Ner : c’est pour te séduire qu’il est venu, pour observer tes allées et venues et savoir tout ce que tu fais. » 2S 3, 25 : Anavezout a rez Abner, mab Ner ! Evit da douellañ ez eo deuet, evit gouzout da vonedonea, evit gouzout kement tra a rez !"

Joab sortit de chez David et envoya à la poursuite d’Abner des messagers qui le ramenèrent depuis la citerne de Sira ; mais David n’en savait rien. 2S 3, 26 : Hag aet er-maez Joab eus ti David, e kasas kannaded war-lerc’h Abner hag e reas dezhañ dont war e giz eus puñs Sira, ha David ne ouie netra.

Quand Abner fut ramené à Hébron, Joab l’attira à l’intérieur de la Porte comme pour lui parler tranquillement. Là, il le frappa au ventre et le fit mourir, pour venger le sang d’Asahel, son frère. 2S 3, 27 : Hag ec’h addeuas Abner da Hebron ; hag e sachañ a reas Joab ouzh toull an nor evit komz outañ siouloc’h, hag e skoas warnañ en e gof, hag e varvas evit gwad Asael, e vreur.

Lorsque, par la suite, David apprit cela, il déclara : « Je suis à jamais innocent devant le Seigneur, moi et mon royaume, du sang d’Abner, fils de Ner. 2S 3, 28 : Hag e klevas se David goude, hag e lavaras : "Didamall on, ha va rouantelezh, e-keñver an Aotrou da viken, eus gwad Abner, mab Ner.

Qu’il retombe sur la tête de Joab et sur toute la maison de son père ! Que la maison de Joab ne manque jamais d’hommes atteints de maladies purulentes ou de lèpre, ou réduits aux occupations domestiques, ou victimes de l’épée ou privés de pain ! » 2S 3, 29 : Ra gouezho war benn Joab ha war holl di e dad ! Gant n’ehano ket ti Joab da gaout devererien, kakouzien, embregerien gwerzhid, tud o kouezhañ dre ar c’hleze hag e diouer a vara !"

Si Joab et son frère Abishaï avaient assassiné Abner, c’est qu’il avait fait mourir leur frère Asahel, à la bataille de Gabaon. 2S 3, 30 : Joab hag Abisai, e vreur, o devoa lazhet Abner dre m’en devoa roet taol ar marv da Asael, o breur, e Gabaon, er brezel.

David dit à Joab et à tout le peuple qui était avec lui : « Déchirez vos vêtements, revêtez-vous de toile à sac, prenez le deuil pour Abner ! » Et le roi David marchait derrière la litière. 2S 3, 31 : Hag e lavaras David da Joab ha d’an holl dud a oa gantañ : "Fregit ho tilhad hag en em c’hourizit a seier, ha hirvoudit dirak Abner !" Hag ar roue David a gerzhas a-dreñv d’ar c’hravazh.

On ensevelit Abner à Hébron. Le roi éclata en sanglots sur la tombe d’Abner, et tout le peuple se mit à pleurer. 2S 3, 32 : Hag e voe beziet Abner en Hebron, hag e savas ar roue e vouezh, hag e ouelas war bez Abner, hag e ouelas ar bobl a-bezh.

Puis le roi entonna cette lamentation sur Abner : « Abner devait-il mourir comme meurt un insensé ? 2S 3, 33 : Hag ur werz a reas ar roue war Abner hag a lavare : "Evel marv ur sod e oa da vezañ marv Abner ?

Tes mains n’ont pas été liées, ni tes pieds, mis aux fers. Comme on tombe sous les coups de criminels, tu es tombé ! » Et tout le peuple se remit à pleurer sur lui. 2S 3, 34 : Da zaouarn ne oant ket bet ereet, na da dreid er chadennoù bountet ; evel ma kouezher dirak torfedourien ez out kouezhet !" Hag e kendalc’has an holl dud da ouelañ warnañ.

Comme tout le peuple approchait pour faire prendre à David quelque nourriture, alors qu’il faisait encore jour, David fit ce serment : « Que Dieu amène le malheur sur moi, et pire encore, si je goûte au pain ou à quoi que ce soit, avant le coucher du soleil ! » 2S 3, 35 : Hag ez eas an holl dud d’ober da Zavid debriñ, hag e oa c’hoazh deiz, hag e touas David en ur lavarout : "Evel-hen da raio din Doue, hag evel-hont ouzhpenn ! Met kent ma vo aet an heol da guzh, ne dañvain na bara na netra.

Tout le peuple s’en rendit compte et le trouva bon, de même qu’il trouvait bon tout ce que faisait le roi. 2S 3, 36 : An holl dud a ouezas se, hag e voe mat ouzh o daoulagad : kement a rae ar roue dirak an holl dud a veze mat.

Ainsi, tout le peuple et tout Israël comprirent, ce jour-là, que le roi n’était pour rien dans la mort d’Abner, fils de Ner. 2S 3, 37 : Hag e ouezas an holl dud, Israel a-bezh, en deiz-se, n’eo ket a-berzh ar roue e oa bet lakaet d’ar marv Abner, mab Ner.

Le roi dit à ses serviteurs : « Ne comprenez-vous pas qu’en ce jour, un prince – un grand – est tombé en Israël ? 2S 3, 38 : Hag e lavaras ar roue d’e servijerien : "N’ouzoc’h ket ez eo un ofiser bras a zo kouezhet hiziv en Israel ?

Et moi, aujourd’hui je suis faible, bien que roi par l’onction, alors que ces hommes-là, les fils de Cerouya, sont plus durs que moi. Mais que le Seigneur rende au méchant selon sa méchanceté ! » 2S 3, 39 : Ha me, hiziv, a zo dinerzh, daoust din bezañ bet olevet da roue, hag ar baotred-se, Bugale Sarvia, a zo taeroc’h egedon. Ra rento an Aotrou d’an hini a ra an droug hervez e zrougiezh !"