Levr Jeremias - Pennad 22
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 22
Ainsi parle le Seigneur : Descends à la maison du roi de Juda, et là, tu prononceras cette parole. Jr 22, 1 : Evel-hen en deus komzet an Aotrou : "Diskenn etrezek ti roue Youda ; hag eno e lavari ar gomz-mañ,
Tu diras : Écoute la parole du Seigneur, roi de Juda qui sièges sur le trône de David, toi, tes serviteurs et ton peuple, vous tous qui entrez par ces portes. Jr 22, 2 : lavarout a ri : "Selaou Komz an Aotrou, roue Youda, te hag a zo azezet war gador veur David, te, da servijerien ha da bobl, a antre dre an dorioù-mañ.
Ainsi parle le Seigneur : Pratiquez le droit et la justice, délivrez l’exploité des mains de l’oppresseur, ne maltraitez pas l’immigré, l’orphelin et la veuve, ne leur faites pas violence ; et ne versez pas en ce lieu le sang de l’innocent. Jr 22, 3 : Evel-hen en deus komzet an Aotrou : Sevenit ar gwir hag ar reizhded ; dieubit an den dibourc’het diouzh daouarn ar mac’homer ; an divroad, an emzivad hag an intañvez, arabat deoc’h o gwallgas, o gwallskeiñ ; hag ar gwad dizrouk, arabat deoc’h e skuilhañ el lec’h-mañ.
Si vous accomplissez cette parole, alors des rois siégeant sur le trône de David entreront par les portes de cette maison, montés sur un char attelé de plusieurs chevaux, chacun avec ses serviteurs et son peuple. Jr 22, 4 : Ma sevenit e gwirionez an dra-se, neuze ez antreo dre zorioù an ti-mañ rouaned oc’h azezañ war gador veur David, pignet war girri ha war gezeg, int, o servijerien hag o fobl.
Mais si vous n’écoutez pas ces paroles, j’en fais serment par moi-même – oracle du Seigneur –, cette maison ne sera plus qu’une ruine. Jr 22, 5 : Met ma ne selaouit ket ar c’homzoù-se, hen touiñ a ran drezon va-unan, - lavar an Aotrou - an ti-mañ a zeuio da vezañ un dismantr.
Oui, ainsi parle le Seigneur au sujet de la maison royale de Juda : Pour moi, tu es Galaad, tu es le sommet du Liban ! Pourtant, je te changerai en désert, en villes inhabitées. Jr 22, 6 : Rak evel-hen e komz an Aotrou war Di roue Youda : Bez’ e oas evidon Galaad, ar pikern eus al Liban ; mont a ran, m’hen tou, d’ober ac’hanout ur gouelec’h, ur gêr hep tud o chom enni.
Je voue des hommes à ta destruction, chacun d’eux avec ses armes ; ils abattront tes cèdres de choix et les feront tomber dans le feu. Jr 22, 7 : Gouestlañ ' rin a-enep dit diskarerien, pep hini gant e vinvioù ; skeiñ a raint d’an traoñ da sedrezennoù dispar hag o lakaat da gouezhañ en tan.
Alors, des gens de nombreuses nations passeront près de cette ville ; ils se diront l’un à l’autre : « Pourquoi le Seigneur a-t-il ainsi traité cette grande ville ? » Jr 22, 8 : Neuze pa dremeno broadoù niverus e-kichen ar gêr-mañ, ha pa lavaro an dud an eil d’egile : "Diwar be abeg en deus an Aotrou graet evel-se ouzh ar gêr-veur-mañ ?"
Et l’on dira : « C’est qu’ils ont abandonné l’alliance du Seigneur leur Dieu, pour se prosterner devant d’autres dieux et les servir. » Jr 22, 9 : Hag e vo respontet : "En abeg dezho bezañ dilezet an emglev gant an Aotrou, o Doue, ha bezañ stouet d’an douar dirak doueed all evit o servijout".
Ne pleurez pas sur un mort, n’ayez pour lui aucun geste de deuil. Pleurez plutôt celui qui s’en va, car il ne reviendra plus, il ne verra plus son pays natal. Jr 22, 10 : Na ouelit ket d’an hini a zo marv ha na druezit ket warnañ. Gouelit, gouelit d’an hini a zo aet kuit ; rak ne zistroio mui, ne welo ket a-nevez e vro c’henidik.
Oui, ainsi parle le Seigneur, au sujet de Shalloum, fils de Josias, roi de Juda, qui régna à la place de Josias son père, et qui est sorti de ce lieu : il ne reviendra plus ici, Jr 22, 11 : Rak evel-hen e komz an Aotrou diwar-benn Shalloum, mab Josias, roue Youda, hag a zo deut da roue war-lerc’h Josias, e dad : An hini a zo aet er-maez eus al lec’h-mañ ne zistroio mui ennañ.
car il mourra dans le lieu où on l’a déporté ; et ce pays, il ne le verra plus. Jr 22, 12 : Rak el lec’h ma-z eo bet harluet eo eno e varvo, hag eus ar vro-mañ n’en devo mui ken ar gwel anezhi.
Malheur à qui bâtit sa maison au mépris de la justice, et ses chambres hautes au mépris du droit, qui fait travailler gratuitement son prochain et ne lui verse pas de salaire, Jr 22, 13 : Gwa an hini a sav e di hep damant d’ar reizhded, hag e gambroù-laez hep doujañ d’ar gwir, a laka e nesañ da labourat dic’hopr hag a chom hep reiñ dezhañ priz e labour ;
lui qui se dit : « Je vais me bâtir une maison bien vaste et de spacieuses chambres hautes. » Il perce des ouvertures, il recouvre de cèdre, il enduit de vermillon. Jr 22, 14 : eñ hag a lavar : "Un ti frank a savin din va-unan, gant solieradurioù ec’hon a gambroù-laez", eñ hag a doull ennañ prenester, a c’holo ar sel anezhañ gant sedrez hag a laka warnañ ur gwiskad liv-tane !
Règnes-tu pour ta passion du cèdre ? Ton père n’a-t-il pas mangé et bu ? Il pratiquait aussi le droit et la justice ; alors, pour lui, tout allait bien. Jr 22, 15 : Ne c’hellez ket ’ta bezañ roue, hep bezañ pitilh gant ar sedrez ? Da dad, hag-eñ n’en deus ket debret hag evet ? Met seveniñ a rae ar gwir hag ar reizh, neuze e troe pep tra gantañ da vat !
Il défendait la cause du pauvre et du malheureux ; alors, tout allait bien. N’est-ce pas cela, me connaître ? – oracle du Seigneur. Jr 22, 16 : Difenn a rae kaoz ar paour hag an tavanteg, neuze ez ae mat pep tra gantañ ! Daoust ha n’eo ket se va anavezout ? - lavar an Aotrou -.
Mais toi, tu n’as des yeux et un cœur que pour ton profit, pour verser le sang de l’innocent, et agir dans l’oppression et la brutalité. Jr 22, 17 : Te, avat, n’ac’h eus na daoulagad na kalon nemet gant da c’hounid, nemet gant gwad an den didamall, evit e skuilhañ, nemet gant ar gwaskerezh hag an drouknerzh, evit o seveniñ.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur au sujet de Joakim, fils de Josias, roi de Juda : On ne fera pas sur lui cette lamentation : « Mon frère, quel malheur ! Ma sœur, quel malheur ! » On ne fera pas sur lui cette lamentation : « Quel malheur, monseigneur ! Quel malheur, majesté ! » Jr 22, 18 : En abeg da-se, evel-hen en deus komzet an Aotrou diwar-benn Joakim, mab Josias, roue Youda : Gwazh a-se d’an den-se ! Ne vo ket graet ar gouelvan evitañ : "Siwazh, va breur ! Siwazh, va c’hoar !" Ne vo ket graet ar gouelvan evitañ : "Siwazh, Aotrou, siwazh, e Veurded !"
On l’enterrera comme on enterre un âne : traîné et jeté loin des portes de Jérusalem. Jr 22, 19 : Douaret e vo evel ma reer d’un azen : stlejet ha stlapet e vo en tu-hont da zorioù Jeruzalem.
Monte au Liban et crie, dans le Bashane donne de la voix, crie du haut des Abarim, car tous tes amants sont brisés. Jr 22, 20 : Pign war al Liban ha youc’h, e korn-bro ar Basan, ro da vouezh da glevout, garm adalek an Abarim ; rak da holl amourouzien a zo flastret !
Je t’ai parlé quand tu étais tranquille ; tu as dit : « Je n’écouterai pas ! » Telle fut ta conduite depuis ta jeunesse : tu n’as pas écouté ma voix. Jr 22, 21 : Komzet am eus ouzhit en amzer an distrafuilh ; lavaret ac’h eus : "Ne selaouin ket". Hennezh eo da emzalc’h adalek da yaouankiz ; n’ac’h eus ket selaouet va mouezh.
Tous tes pasteurs, le vent les mènera paître, et tes amants s’en iront captifs. Alors, tu seras honteuse et confuse à cause de toute ta malice. Jr 22, 22 : Da holl vesaerien, an avel o c’haso da vesa, da amourouzien a yelo kuit da brizonidi ; neuze e vi leun a vezh gant holl fallentez da emzalc’h.
Toi qui sièges au Liban, qui es nichée dans les cèdres, combien gémiras-tu, quand douleurs et frissons viendront sur toi, comme sur la femme qui accouche ! Jr 22, 23 : Te hag ac’h eus lakaet war al Liban da annez hag a zo neizhiet e-touez ar sedrez, nag e hirvoudi, pa c’hoarvezo ganit ar gwentloù, ur skrijadur, evel gant ar vaouez o wilioudiñ !
Par ma vie – oracle du Seigneur –, Konias, fils de Joakim, roi de Juda, si tu étais un anneau à ma main droite, je t’en arracherais. Jr 22, 24 : Dre va buhez ! - lavar an Aotrou -, ha pa vefe Konias80, mab Joakim, roue Youda, ur bizoù war va dorn dehoù, ac’hano zoken e tiframmfen anezhañ !
Je vais te livrer aux mains de ceux qui en veulent à ta vie, aux mains de ceux qui t’épouvantent, aux mains de Nabucodonosor, roi de Babylone, et aux mains des Chaldéens. Jr 22, 25 : Da lakaat a rin e krabanoù ar re a glask da vuhez diganit, etre daouarn ar re ac’h eus aon razo, etre daouarn Naboukodonozor, roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz.
Et je te jetterai, toi et ta mère qui t’a enfanté, sur une autre terre où vous n’êtes pas nés ; et là, vous mourrez. Jr 22, 26 : Da stlepel a rin, te ha da vamm he deus da c’hanet, en ur vro estren e-lec’h n’oc’h ket bet ganet, hag eno e varvot.
– Sur la terre où ils désirent ardemment revenir, ils ne reviendront pas. Jr 22, 27 : Ar vro, avat, e-lec’h ma c’hoantaont distreiñ, ne zistroint ket enni.
Est-il un ustensile méprisable et cassé, cet homme, ce Konias, est-il un objet dont personne ne veut plus ? Pourquoi, lui et sa descendance, ont-ils été enlevés, et jetés sur une terre qu’ils ne connaissaient pas ? Jr 22, 28 : Daoust ha bez’ ez eo ul lestr-kegin disprizus ha torret, an den-se a zo anezhañ Konias pe un dra ha n’eus den o kaout c’hoant anezhañ ? Perak int bet bannet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n’o doa ket anaoudegezh anezhi ?
Terre, terre, terre, écoute la parole du Seigneur ! Jr 22, 29 : Douar ! douar ! douar ! Selaou Komz an Aotrou :
Ainsi parle le Seigneur : Au sujet de cet homme, inscrivez : « Sans postérité ; individu qui n’a pas réussi dans sa vie » car aucun de ses descendants ne réussira à siéger sur le trône de David et à dominer encore en Juda. Jr 22, 30 : Evel-hen e komz an Aotrou : Enskrivit an den-mañ : "Un divugel, un den na dro ket mat an traoù gantañ en e vuhez" , rak eus e lignez hini ebet ne zeuio a-benn da azezañ war gador veur David na da ober c’hoazh e vestr e Youda.
