Levr Jeremias - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 3
Si un homme renvoie sa femme et qu’elle s’en aille de chez lui pour appartenir à un autre, peut-il encore revenir à elle ? N’en serait-elle pas profanée, cette terre-là ? Et toi, qui t’es prostituée à de nombreux amants, tu reviendrais à moi ! – oracle du Seigneur. Jr 3, 1 : Komz an Aotrou a zeuas din en ur lavarout din : Mar bez un den o kas kuit e wreg hag houmañ, aet digantañ, o ’n em reiñ d’un ober all, hag eñ e c’hellfe c’hoazh distreiñ dezhañ ? Hag eñ ne vefe ket saotret a-grenn ar wreg-se ? Ha te hag ac’h eus gastaouet gant kalz a vignoned, ha distreiñ a rafes d’am c’haout ? - lavar an Aotrou -.
Lève les yeux vers les hauteurs et vois : en quel endroit ne t’es-tu pas livrée ? Pour eux, tu étais assise sur les chemins, comme un Arabe dans le désert, et tu as profané le pays par tes prostitutions et ta malice. Jr 3, 2 : Sav da zaoulagad war-zu an uhelennoù noazh ha gwel : Pelec’h n’out ket aet da c’hourvez ? War ribl an hentoù e koazez da c’hortoz evel an Arab er gouelec’h, ha saotret ac’h eus da vro gant da c’hastaouerezh ha da fallagriezh.
Aussi les averses ont-elles été retenues et la pluie de printemps a-t-elle manqué. Mais tu avais un front de prostituée et tu refusais d’en rougir. Jr 3, 3 : En abeg da se eo bet stanket ar glaveier, ha n’eus ket bet kouezhet a c’hlav-nevez-amzer. Hogen mirout a raes un tal a orgedenn, n’houlles ket kaout mezh.
Encore maintenant, ne m’appelles-tu pas : « Mon père, toi le guide de ma jeunesse ! Jr 3, 4 : Neuze zoken hag eñ ne gries ket davedon : Va zad ! Te eo mignon va yaouankiz !
Gardera-t-il rancune à jamais ? Tiendra-t-il rigueur jusqu’à la fin ? » Voilà ce que tu dis, puis tu commets le mal, et tu y réussis ! Jr 3, 5 : Daoust hag e viro droukrañs atav ? Daoust hag e chomo da viken en e gounnar ? Evel-se e komzes en ur zerc’hel divergont d’ober an droug.
Le Seigneur me dit, au temps du roi Josias : As-tu vu ce qu’a fait l’infidèle Israël ? Elle allait sur toute montagne élevée, sous tout arbre vert, pour s’y prostituer. Jr 3, 6 : An Aotrou a lavaras din e deizioù ar roue Josias : Ha gwelet ac’h eus petra he deus graet ar reneadez, Israel ? Mont war pep menez uhel ha dindan pep gwezenn c’hlas da ’n em reiñ eno d’ar gastaouerezh.
Je me disais : « Après avoir fait tout cela, elle reviendra vers moi. » Mais elle n’est pas revenue ! Sa sœur, Juda la perfide, a vu. Jr 3, 7 : Lavarout a raen din va-unan : goude bezañ graet kement-se e tistroio davedon. Met n’eo ket distroet. He c’hoar Youda, un dreitourez all, he deus gwelet an dra-se ;
Et moi j’ai vu : quand j’avais renvoyé l’infidèle Israël, à cause de tous ses adultères, et lui avais donné sa lettre de répudiation, Juda, la sœur perfide, n’en a éprouvé aucune crainte ; elle aussi, elle est allée se prostituer. Jr 3, 8 : gwelet he deus penaos, evit kement a avoultriezhoù gant ar reneadez Israel em eus kaset anezhi kuit en ur reiñ dezhi he lizher torr-dimezi. Hogen an dreitourez Youda, he c’hoar, n’he deus ket bet aon ; aet eo hi ivez d’en em reiñ d’ar gastaouerezh.
Par sa prostitution volage, elle a profané le pays. Avec la pierre et le bois, elle a commis l’adultère. Jr 3, 9 : Ha gant he gastaouerezh divergont he deus saotret ar vro ; graet he deus avoultriezh gant ar maen ha gant ar c’hoad.
Et même après tout cela, Juda, la sœur perfide, n’est pas revenue à moi de tout son cœur ! Ce n’était que mensonge ! – oracle du Seigneur. Jr 3, 10 : Ha zoken, goude kement-se, n’eo ket distroet davedon a greiz kalon an dreitourez Youda, he c’hoar, met gant touellerezh ! - Lavar an Aotrou -.
Le Seigneur me dit : Au fond d’elle-même, l’infidèle Israël est juste, comparée à Juda la perfide ! Jr 3, 11 : Hag an Aotrou en deus lavaret din : Ar reneadez Israel a zo en em ziskouezet reishoc’h eget an dreitourez Youda.
Va proclamer au nord ces paroles. Tu diras : Reviens, infidèle Israël ! – oracle du Seigneur. Je ne ferai pas tomber sur vous ma colère, car je suis bon – oracle du Seigneur et je ne garde pas rancune à jamais. Jr 3, 12 : Kae eta war-zu an hanternoz da grial ar c’homzoù-mañ : Deus en-dro, reneadez Israel ! Lavar an Aotrou. Ne ziskouezin ket dit un dremm garv, rak trugarezus ez on – lavar an Aotrou - ne viran ket droukrañs da viken.
Reconnais seulement ta faute : contre le Seigneur ton Dieu, tu t’es révoltée ; tu as couru en tous sens vers les étrangers, sous tout arbre vert. Et vous n’avez pas écouté ma voix, – oracle du Seigneur. » Jr 3, 13 : Anzav hepken da fallagriezh : Disfeal out bet e-keñver an Aotrou, da Zoue, redet ac’h eus a bep tu etrezek an doueoù estren ha n’hoc’h eus ket sentet ouzh va mouezh – lavar an Aotrou -.
Revenez, fils renégats – oracle du Seigneur ; c’est moi qui suis votre maître. Je vais vous prendre, un par ville, deux par clan, et vous faire venir à Sion. Jr 3, 14 : Deuit en-dro, mibien ar reneaded – lavar an Aotrou – rak me eo an hini zo ho mestr. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, ha daou eus un tiegezh, hag ho tegas a rin da Sion.
Je vous donnerai des pasteurs selon mon cœur : ils vous conduiront avec savoir et intelligence. Jr 3, 15 : Reiñ a rin deoc’h mesaerien hervez va c’halon hag ho lakaio da beuriñ gant skiantegezh ha furnez.
Quand vous vous serez multipliés, quand vous aurez fructifié dans le pays, en ces jours-là – oracle du Seigneur –, on ne dira plus « Arche de l’Alliance du Seigneur », on ne gardera plus mémoire de l’Arche, on ne s’en souviendra plus, on ne s’en occupera plus, on n’en fera pas une autre. Jr 3, 16 : Ha pa ho po kresket ho niver hag ho madoù er vro, en deizioù-se, lavar an Aotrou – ne vo ket komzet ken eus Arc’h emglev an Aotrou ne vo ket soñjet ken enni, ne vo ket miret koun anezhi, ne vo ket keuz dezhi, ha ne vo ket graet un all en-dro.
En ce temps-là, on appellera Jérusalem « Trône du Seigneur ». Toutes les nations convergeront vers elle, vers le nom du Seigneur, à Jérusalem ; elles ne suivront plus les penchants mauvais de leur cœur endurci. Jr 3, 17 : En deizioù-se e vezo anvet Jeruzalem Tron an Aotrou : eno, en anv an Aotrou, en em vodo an holl vroadoù, kuit da heuliañ ken aheurterezh o c’halon fall.
En ces jours-là, la maison de Juda ira vers la maison d’Israël ; ensemble, elles viendront du pays du nord vers le pays que j’ai donné en héritage à vos pères. Jr 3, 18 : En deizioù-se ez aio ti Youda da gaout Ti Israel, ha dont a raint a-gevret eus bro an hanternoz d’ar vro am eus roet da hêrezh d’ho tadoù.
Or moi, je m’étais dit : « Comment te placer au rang des fils et te donner une terre désirable, un splendide héritage, toute la splendeur des nations ? » Je disais : « Tu m’appelleras “Mon père”, tu ne te détourneras plus de moi. Jr 3, 19 : Ha me em boa lavaret ouzhin va-unan : Nag e plijfe din da lakaat e-touez va mibien ha reiñ dit ur vro a zudi, un hêrezh a vo bravig, bravigoù ar broadoù ! Ha lavaret em boa ouzhin va-unan : va gervel a ri Va Zad ! Ha ne zistroi ket diwar va lerc’h.
Mais comme une femme qui trahit son compagnon, ainsi m’avez-vous trahi, maison d’Israël, – oracle du Seigneur. » Jr 3, 20 : Met evel ur wreg o treitouriñ he c’humpagnun evel-se hoc’h eus va zreitouret, tud tiegezh Israel, lavar an Aotrou.
Sur les hauteurs, une voix se fait entendre, pleurs et supplications des fils d’Israël ; car ils se sont dévoyés, ils ont oublié le Seigneur leur Dieu. Jr 3, 21 : War an uhelennoù noazh ez eus bet klevet ur griadenn : Klemmvanoù ha daspedennoù mibien Israel rak aet int a-dreuz diwar an hent mat, ankounac’haet o deus an Aotrou, o Doue !
« Revenez, fils renégats ! Je guérirai vos infidélités. » – « Nous voici, nous venons à toi, car tu es le Seigneur notre Dieu. Jr 3, 22 : – Distroit, mibien reneaded ha pareañ a rin ho reneadurioù. Setu-ni, davedout e tistroomp rak te eo an Aotrou hon Doue !
Oui, mensonge, ce qui vient des collines, tumulte, ce qui vient des montagnes ! Oui, le salut d’Israël est dans le Seigneur notre Dieu ! Jr 3, 23 : Ya, gaouierezh eo an uhelennoù evel bourbl ar menezioù ! Ya, en Aotrou hon Doue emañ silvidigezh Israel !
La Honte a dévoré le travail de nos pères depuis notre jeunesse, leur petit et leur gros bétail, leurs fils et leurs filles. Jr 3, 24 : Ar vezhegezh he deus lonket labour hon tadoù abaoe hor yaouankiz.
Couchons-nous dans notre honte, que notre confusion nous couvre, car nous avons péché, nous et nos pères, contre le Seigneur notre Dieu, depuis notre jeunesse jusqu’à ce jour, et nous n’avons pas écouté la voix du Seigneur notre Dieu. » Jr 3, 25 : En em astennomp en hor mezhekadur ha bezomp goloet gant hon dismegañs rak pec’het hon eus a-enep an Aotrou hon Doue, ni hag hon tadoù, adal hor yaouankiz betek hiziv an deiz, ha n’hon eus ket selaouet ouzh mouezh an Aotrou hon Doue.
