Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Jeremias » Pennad 42

Levr Jeremias - Pennad 42

Levr : Levr Jeremias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52

Pennad 42



Alors tous les officiers de l’armée, notamment Yohanane, fils de Qaréah, et Azarya, fils de Hoshaya, avec tous ceux du peuple, des plus petits jusqu’aux plus grands, s’avancèrent Jr 42, 1 : Heuze e teuas an holl bennoù-bagadoù ha Yoc’hanan, mab Kareac’h, hag Azarya, mab Maaseya, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ,

et dirent au prophète Jérémie : « Laisse-toi toucher par notre supplication ! Intercède pour nous auprès du Seigneur ton Dieu, pour tout ce reste, car nous restons peu du grand nombre que nous étions, comme tu le vois de tes yeux ! Jr 42, 2 : da gaout da Jeremias, ar profed da lavarout dezhañ : ''Ra erruo hon aspedenn betek ennout ! ped an Aotrou da Zoue, evit mad an holl restad-mañ ; rak nebeut a dud n’omp ken, diwar galz, evel m’en gwelez gant da zaoulagad da-unan.

Que le Seigneur ton Dieu nous indique la route que nous devons suivre et ce que nous devons faire ! » Jr 42, 3 : Ra ziskulio deomp an Aotrou, da Zoue, an hent a dleomp heuliañ hag ar pezh a dleomp ober !"

Le prophète Jérémie leur dit : « C’est entendu ! Selon votre demande, je vais intercéder auprès du Seigneur votre Dieu. Toute parole que le Seigneur vous donnera en réponse, je vous l’annoncerai, sans rien vous cacher. » Jr 42, 4 : Jeremias, ar profed, a respontas : "Klevet em eus. Setu ma-z an da bediñ an Aotrou, ho Toue : hervez ho komzoù, ha kement komz a vo respontet din evidoc’h gant an Aotrou a ziskuilhin deoc’h ; ne guzhin netra ouzhoc’h.

De leur côté, ils dirent à Jérémie : « Que le Seigneur soit contre nous un témoin fidèle et sûr, si nous n’agissons pas conformément à toute parole que le Seigneur ton Dieu t’adressera pour nous ! Jr 42, 5 : Hag int a lavaras da Jeremias : "Ra vo an Aotrou test gwirion ha feal en hon enep, mar ne reomp ket e kement-se holl hervez ar gomz a vo kaset dit evidomp gant an Aotrou, da Zoue.

Que cela semble bon ou mauvais, nous écouterons la voix du Seigneur notre Dieu auprès de qui nous t’envoyons. Et ainsi, tout ira bien pour nous, puisque nous écouterons la voix du Seigneur notre Dieu. » Jr 42, 6 : Pe mat pe fall, mouezh an Aotrou, hon Doue a selaouimp pa gasomp ac’hanout d’e gaout evit ma c’hoarvezo eurvad ganeomp mar sentomp ouzh mouezh an Aotrou hon Doue".

Au bout de dix jours, la parole du Seigneur fut adressée à Jérémie. Jr 42, 7 : A-benn dek devezh, e teuas an Aotrou gant Jeremias.

Alors il convoqua Yohanane, fils de Qaréah, tous les officiers de l’armée qui étaient avec lui, et tout le peuple, des plus petits jusqu’aux plus grands. Jr 42, 8 : Hemañ a c’halvas neuze Yoc’hanan, mab Kareac’h, hag an holl bennoù-bagadoù a oa gantañ, koulz hag an holl bobl, eus ar bihanañ betek ar brasañ.

Il leur dit : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël, auprès de qui vous m’avez envoyé pour qu’il se laisse toucher par votre supplication : Jr 42, 9 : Lavarout a reas :"Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : hoc’h eus va c’haset davetañ, evit lakaat dirazañ hoc’h aspedenn.

Si vous revenez habiter dans ce pays, je vous bâtirai, je ne démolirai pas, je vous planterai, je n’arracherai pas, car je me repens du mal que je vous ai fait. Jr 42, 10 : Mar fell deoc’h chom ervat er vro-mañ, me a savo ti ganeoc’h ha n’ho tiskarin ket, me ho planto ha n’ho tiframmin ket ; rak keuz am eus d’an droug am eus graet deoc’h.

N’ayez pas peur du roi de Babylone, devant qui vous avez peur ! N’ayez pas peur de lui – oracle du Seigneur – car je suis avec vous pour vous sauver et vous délivrer de sa main. Jr 42, 11 : N’ho pet ket aon rak roue Babilon hag hoc’h eus aon razañ - lavar an Aotrou - rak me ’zo ganeoc’h evit ho saveteiñ. hag ho tieubiñ diouzh e zorn.

Je vous ferai prendre en compassion, et il aura de la compassion pour vous : il vous laissera revenir sur votre sol. Jr 42, 12 : Truez am bo ouzhoc’h ; hag eñ en devo truez hag ho lezel a raio da zistreiñ war ho touar.

Mais si vous dites : “Nous n’habiterons plus dans ce pays”, refusant ainsi d’écouter la voix du Seigneur votre Dieu, Jr 42, 13 : Met ma lavarit : Ne fell ket deomp chom ken er vroioù-mañ – mar disentit evel-se ouzh mouezh an Aotrou, ho Toue -,

si vous dites : “Non ! C’est au pays d’Égypte que nous irons pour ne plus voir la guerre, ni entendre l’appel du cor, ni souffrir la faim ; c’est là-bas que nous habiterons”, Jr 42, 14 : ma lavarit : Nann ! En Egipt e fell deomp mont ; eno ne welimp mui a vrezel, ne glevimp mui son ar c’horn-emgann, n’hor bezo mui naon a vara ; eno e fell deomp chom

alors, reste de Juda, écoutez maintenant la parole du Seigneur ! Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Si vous persistez à tourner votre visage vers l’Égypte pour y aller, si vous allez séjourner là-bas, Jr 42, 15 : mat ! Selaouit neuze Komz an Aotrou, restad Youda : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Ma troit da vat ho taoulagad etrezek an Egipt, evit antren e-barzh, ha ma-z it e-barzh evit ober hoc’h annez enni,

l’épée dont vous avez peur, c’est là-bas qu’elle vous atteindra, au pays d’Égypte ; la famine qui fait votre inquiétude, c’est là-bas qu’elle vous poursuivra, en Égypte, et c’est là-bas que vous mourrez. Jr 42, 16 : ar c’hleze hoc’h eus aon razañ ho tizho eno, e bro Egipt, hag an naonegezh ez oc’h nec’het ganti a valeo war ho roudoù, eno, en Egipt, hag eno e varvot !

Et tous les hommes qui auront tourné leur visage vers l’Égypte pour aller séjourner là-bas, ils mourront par l’épée, la famine et la peste. Il n’y aura ni survivant ni rescapé face au malheur que je ferai venir contre eux. Jr 42, 17 : An holl wazed o devo troet o daoulagad etrezek an Egipt, evit mont enni da chom, a varvo dre ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn ; ha ne vezo en o zouez hini ebet oc’h achap hag o tec’hout diouzh ar gwalleur a lakain da zont warno.

Oui, ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : De même que mon ardente colère s’est déversée sur les habitants de Jérusalem, de même se déversera sur vous ma colère lorsque vous irez en Égypte. Alors vous deviendrez un objet d’imprécation, de désolation, de malédiction et d’insulte, et vous ne reverrez plus ce lieu. Jr 42, 18 : Rak evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Evel m’am eus disac’het va c’hounnar ha va fulor war Jeruzalemiz evel-se e tisac’hin warnoc’h va fulor, ma-z antreit en Egipt ; hag e kouezhot dindan argarzherezh, gwastidigezh, mallozh ha dismegañs, ha ne welot mui al lec’h-mañ".86

Reste de Juda, le Seigneur vous a parlé. N’allez pas en Égypte ! Sachez-le bien : aujourd’hui, je suis témoin contre vous. Jr 42, 19 : Jeremias a respontas : "Setu amañ Komz an Aotrou evidoc’h, restad Youda : N’antreit ket en Egipt. Gouezit ervat e kemennan se deoc’h hiziv !

Vous avez perdu la tête quand vous m’avez envoyé auprès du Seigneur votre Dieu, en me disant : “Intercède pour nous auprès du Seigneur notre Dieu ! Tout ce que dira le Seigneur notre Dieu, tu nous l’annonceras, et nous le ferons.” Jr 42, 20 : C’hoariet hoc’h eus gant ho puhez hoc’h-unan, p’hoc’h eus va c’haset da gaout an Aotrou, ho Toue, en ur lavarout : Ped evidomp an Aotrou, hon Doue, ha kement en devo lavaret an Aotrou hon Doue, hen diskuilh deomp ma sevenimp anezhañ.

Or, aujourd’hui, je vous l’annonce, mais vous n’écoutez pas la voix du Seigneur votre Dieu, ni rien de ce qu’il m’envoie vous dire ! Jr 42, 21 : Hag hiziv em eus hen diskuliet deoc’h, ha n’hoc’h eus ket sentet ouzh mouezh an Aotrou, ho Toue, e netra eus ar pezh en deus va c’harget anezhañ.

Maintenant, sachez-le bien : vous mourrez par l’épée, la famine et la peste dans le lieu où vous désirez aller pour y séjourner. » Jr 42, 22 : Gouezit eta ervat kement-mañ : mervel a reot gant ar c’hleze, an naonegezh hag ar vosenn, el lec’h ma fell deoc’h antren ennañ da chom".