Levr Jeremias - Pennad 30
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 30
Parole du Seigneur adressée à Jérémie : Jr 30, 1 : Ar gomz a yeas betek Jeremias, a-berzh an Aotrou, evit lavarout dezhañ :
« Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Écris dans un livre toutes les paroles que je t’ai dites. Jr 30, 2 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit ;
Car voici venir des jours – oracle du Seigneur – où je ramènerai les captifs de mon peuple Israël et Juda, dit le Seigneur ; je les ramènerai dans le pays que j’ai donné à leurs pères, et ils en prendront possession. » Jr 30, 3 : rak setu ma teu deizioù - lavar an Aotrou - ma kemmin planedenn va fobl Israel ha Youda - eme an Aotrou - ha d’ar vro am eus roet d’o zadoù e rin dezho distreiñ, evit ma perc’hennint anezhi.
Voici donc les paroles que le Seigneur a dites à Israël et à Juda : Jr 30, 4 : Setu ’ta ar c’homzoù en deus an Aotrou lavaret evit Israel hag evit Youda :
Ainsi parle le Seigneur : Nous avons entendu un cri d’effroi, c’est la terreur et non la paix. Jr 30, 5 : Evel-hen e komz an Aotrou : Ur c’harmadeg a spont hon eus klevet, spouron a zo ha n’eo ket peoc’h.
Interrogez donc et voyez : un mâle peut-il enfanter ? Pourquoi tout homme que je vois a-t-il les mains sur les hanches comme une femme qui enfante ? Pourquoi tous les visages sont-ils soudain livides ? Jr 30, 6 : Goulennit eta ha sellit : Ur gwaz, daoust ha genel a rafe ? Perak neuze e welan kement den a zo gant e zaouarn war e groazlez evel ar vaouez o wilioudiñ ? Perak eo deut an holl zremmoù da vezañ drouklivet ?
Malheur ! Il est grand, ce jour-là, à nul autre semblable ! C’est le temps de l’angoisse pour Jacob, mais il en sera sauvé. Jr 30, 7 : Reuzeudigezh ! Rak an deiz meur ez eo, n’eus hini eveltañ ! Un amzer a estrenvan ez eo evit Jakob, met divec’hiet e vo diouti.
Il arrivera en ce jour-là – oracle du Seigneur de l’univers – que je briserai le joug qui est sur ta nuque et je romprai tes liens. Alors, ils ne seront plus asservis à des étrangers. Jr 30, 8 : Hogen, en deiz-se - lavar Aotrou an armeoù - e vruzunin ar yev a-ziwar o choug hag e torrin o naskoù. Ne vint mui sujet da estrenien,
Ils serviront le Seigneur leur Dieu et David, leur roi que je susciterai pour eux. Jr 30, 9 : met servijout a raint an Aotrou o Doue, ha David o roue, a lakain da sevel dezho.
Mais toi, Jacob mon serviteur, ne crains pas – oracle du Seigneur –, ne tremble pas, Israël, car je vais te sauver des terres lointaines, sauver ta descendance de la terre où elle est captive. Jacob reviendra, il sera en sécurité, tranquille, sans personne qui l’inquiète, Jr 30, 10 : Ha te, n’az pez ket aon, va servijer Jakob, - lavar an Aotrou - ha na vez ket spouronet, Israel ! Rak setu m’az salvin eus a-bell ha da lignez eus bro ar sklavelezh Jakob a zistroio evit bevañ er sioulder, didrubuilh, hep den ebet evit e strafuilhañ.
car je suis avec toi pour te sauver – oracle du Seigneur. Oui, j’exterminerai toutes les nations parmi lesquelles je t’ai dispersé ; et toi, je ne t’exterminerai pas, mais je te corrigerai selon le droit et ne te laisserai pas impuni. Jr 30, 11 : Rak me ’zo ganit - lavar an Aotrou - evit da saveteiñ, pa sevenin al lazhadeg eus an holl vroioù m’am eus da skignet enno ; ac’hanout-te avat ne rin ket an distruj, met da wellaat a rin hervez ar reizh, hep da lezel digastiz.
Ainsi parle le Seigneur : Sion, incurable est ta blessure, et profonde, ta plaie. Jr 30, 12 : Rak evel-hen e komz an Aotrou : Dibare eo da vrevidigezh, remed ebet d’az kouli !
Nul ne défend ta cause pour qu’on soigne ton ulcère ; pas de remède pour le cicatriser. Jr 30, 13 : Den ebet n’az tifenn ez preud, d’az kouli louzoù ebet, da c’hloaz ne zeu ket da serriñ.
Tous tes amants t’ont oubliée, aucun ne te recherche. Oui, comme un ennemi je t’ai blessée – sévère correction ! Sur la masse de tes fautes, tes péchés n’ont cessé de s’accroître. Jr 30, 14 : Da holl amourouzien o deus da ankounac’haet, n’o deus ganit preder ebet. Rak da skoet am eus evel ma sko un enebour, gant ur c’hriz a gastiz, en abeg da vraster da faot, o vezañ ma voe grevus da bec’hedoù.
Qu’as-tu à crier à cause de ta blessure ? Ta peine est incurable. Sur la masse de tes fautes, tes péchés n’ont cessé de s’accroître : c’est pourquoi je t’ai infligé cela. Jr 30, 15 : Perak e c’harmez gant da vrevidigezh, gant da c’hlac’har dibare ? En abeg da vraster da faot, dre ma voe grevus da bec’hedoù, eo am eus graet kement-se !
Mais tous ceux qui te dévorent seront dévorés ; tous tes adversaires, oui tous, iront en captivité. Ceux qui te dépouillent seront dépouillés, et tous ceux qui te pillent, je les livrerai au pillage. Jr 30, 16 : Met an holl re az lonke a vezo lonket da holl enebourien, gwitibunan, a yelo da sklaved ar re a skrape diwarnout a vo dibourc’het d’o zro, hag ar re-holl a lakae ar skarzh warnout, e lakaint ar skarzh warno.
Oui, je vais cicatriser et guérir ta plaie – oracle du Seigneur –, Sion, toi qu’on appelle « Expulsée », « Celle que nul ne recherche ». Jr 30, 17 : Me a gleizenno dit da c’houli, Te Sion, an hini n’en devoa den preder ganti ! Me eo a bareo dit da c’hloazioù - lavar an Aotrou -, te hag a vez anvet "An hini heskinet".
Ainsi parle le Seigneur : Voici que je vais restaurer les tentes de Jacob, pour ses demeures j’aurai de la compassion ; la ville sera rebâtie sur ses ruines, la citadelle sera rétablie en sa juste place. Jr 30, 18 : Evel-hen e komz an Aotrou : Setu ma-z an da gemmañ, planedenn teltennoù Jakob ha da gemer truez ouzh e annezioù ; ar gêr a vo adsavet war bern hec’h atredoù hag an ti-kreñv a vo startaet en e blas.
Les actions de grâce en jailliront avec des cris de joie. Bien loin de diminuer ses fils, je les multiplierai ; bien loin de les abaisser, je les glorifierai. Jr 30, 19 : Ac’hano e tarzho kanennoù a veuleudi ar c’hoarzhadegoù skiltrus. Me o lieskemento ha ne zigreskint ket, me a roio dezho klod ha ne vint ket disteraet.
Ils seront comme autrefois, leur communauté se maintiendra devant moi, car je punirai tous ses oppresseurs. Jr 30, 20 : E vibien a vo evel en amzerioù kent hag e gumuniezh a vo divrall dirazon, kastizañ a rin e holl waskerien.
Jacob aura pour maître l’un des siens, un chef qui sera issu de lui. Je lui permettrai d’approcher et il aura accès auprès de moi. Qui donc, en effet, a jamais osé de lui-même s’approcher de moi ? – oracle du Seigneur. Jr 30, 21 : E Bennrener a vo tennet eus e greiz hag e Roue a zeuio eus e vetoù ; me a raio dezhañ tostaat hag e teuio war-raok etrezek ennon ; rak piv eo an hini a gredfe lakaat e vuhez en arvar evit tostaat ouzhin ? - Lavar an Aotrou -.
Vous serez mon peuple, et moi, je serai votre Dieu. Jr 30, 22 : C’hwi a vo va Fobl, ha me a vo ho Toue.
Voici la tempête du Seigneur ; sa fureur éclate, la tempête s’installe, elle tournoie sur la tête des méchants. Jr 30, 23 : Setu korventenn an Aotrou ; ar gounnar a zo aet er-maez, ar barr-amzer a zo dirollet, war benn ar re fallakr e tarzh.
L’ardente colère du Seigneur ne se détournera pas avant d’avoir agi et réalisé les desseins de son cœur. Dans les derniers jours, vous le comprendrez. Jr 30, 24 : Taerijenn kounnar an Aotrou ned aio ket hebiou, ac’hann m’en devo sevenet, ha kaset da-benn mennadoù e galon ; e heuliad an deizioù e komprenot kement-se.
