Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 33
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Pennad 33
À celui qui craint le Seigneur il n’arrive aucun mal : de chaque épreuve il est délivré. Si 33, 1 : D’an neb a zouj Doue ne c’hoarvez droug ebet, ha zoken en amprou e vezo diwallet.
Un homme sage n’aura pas d’aversion pour la Loi, mais qui triche avec elle est comme une barque dans la tempête. Si 33, 2 : An den fur n’argarzh ket al Lezenn met an hini a zo gaouiat outi a zo evel ur vag er gorventenn.
Celui qui est intelligent se fie à la Loi, la Loi est pour lui aussi digne de foi qu’un oracle divin. Si 33, 3 : An den skiantek en deus fiziañs el Lezenn, al Lezenn evitañ a zo dleet feiz dezhi evel un diougan.
Prépare ton discours, et tu te feras écouter, rassemble tes idées avant d’intervenir. Si 33, 4 : Kempenn mat da brezegennoù, hag evel-se e vi selaouet. Dastum deskamant hag e c’helli respont.
Le cœur du fou est une roue de chariot, et son raisonnement, un essieu qui tourne sur lui-même. Si 33, 5 : Menozioù ar sod a zo evel ur rod-karr, hag e soñj evel un ahel o treiñ.
Un ami moqueur est comme un étalon : il se met à hennir quel que soit son cavalier. Si 33, 6 : Ur mignon goapaer a zo evel ur marc’h o rudañ. C’hwirinat a ra, n’eus forzh dezhañ e varc’heger.
Comment se fait-il qu’un jour soit plus important qu’un autre, alors que, toute l’année, la lumière des jours vient du soleil ? Si 33, 7 : Perak un deiz a vefe trec’h war un all, peogwir e teu a-hed ar bloaz ar sklêrijenn eus an heol ?
C’est le Seigneur qui, dans sa science, les a faits différents ; il a diversifié les temps et les fêtes. Si 33, 8 : Dre skiantegezh an Aotrou ez int bet diforc’het, Eñ hag en deus disheñvelaet an amzerioù hag ar gouelioù.
Il en a élevé et sanctifié certains ; les autres, il les a pris pour faire nombre. Si 33, 9 : Uhelsavet ha santelaet en deus hiniennoù, ha reoù all en deus lakaet e-touez an deizioù ordinal.
De même, les hommes sont tous tirés du sol, et c’est de la terre qu’Adam a été créé ; Si 33, 10 : An holl dud a deu eus ar pri, eus an douar eo bet krouet Adam.
mais, dans son vaste savoir, le Seigneur les a distingués : à chacun il offre un chemin différent. Si 33, 11 : En e skiant vras en deus o diforc’het an Aotrou ha disheñvelaet o doareoù ;
Il en est parmi eux qu’il a bénis et élevés, il en est qu’il a consacrés, et dont il a fait ses proches. Il en a maudit et abaissé d’autres, il les a rejetés de leur place. Si 33, 12 : En o zouez en deus benniget hag uhelsavet reoù 'zo, o santelaet en deus hag o lakaet a-dost dezhañ ; reoù all en deus milliget hag izelaet ha diskaret eus o lec’h.
Comme l’argile est dans la main du potier, qui la modèle à son gré, ainsi les hommes sont dans la main de leur Créateur qui les rétribue selon son jugement. Si 33, 13 : Evel m’emañ ar pri e dorn ar poder a stumm anezhañ diouzh e vennad ; evel-se emañ an dud e dorn o c’hrouer, Dezhañ da rentañ dezho hervez e varnedigezh.
Face au mal, le bien ; face à la mort, la vie ; de même, face à l’homme religieux, le pécheur. Si 33, 14 : A-dal d’an droug emañ ar mad, a-dal d’ar marv emañ ar vuhez ; evel-se a-dal d’an den deol, ar pec’her.
Considère ainsi toutes les œuvres du Très-Haut : elles vont deux par deux, l’une en face de l’autre. Si 33, 15 : En hevelep doare, arvest ouzh holl oberoù an Uhel-meurbet, emaint daou-ha-daou, an eil a-dal d’egile.
Et moi, dernier venu, j’ai été vigilant comme le grappilleur qui passe après les vendangeurs ; Si 33, 16 : Evidon-me, an diwezhañ-deuet, ez on bet war evezh, evel un dastumer restachoù war-lerc’h ar vendem.
grâce à la bénédiction du Seigneur j’ai rattrapé le retard et, autant qu’un vendangeur, j’ai rempli le pressoir. Si 33, 17 : Dre c’hras an Aotrou em eus graet buan, hag evel ur mendemer em eus leuniet ar waskell.
Comprenez-le bien : ce n’est pas pour moi seul que j’ai peiné, mais pour tous ceux qui recherchent la sagesse. Si 33, 18 : Anavezit n’eo ket evidon va-unan em eus poaniet met evit ar re holl a glask ar gelennadurezh.
Écoutez-moi, grands de ce peuple, et vous qui présidez l’assemblée, prêtez l’oreille ! Si 33, 19 : Va selaouit eta, tud uhel ar bobl, ha c’hwi kadoridi ar vodadeg, digorit ho tivskouarn.
Ni à ton fils ni à ta femme, ni à ton frère ni à ton ami, ne donne pouvoir sur toi durant ta vie. Ne fais don de tes biens à personne : tu pourrais t’en repentir et devoir les redemander. Si 33, 20 : Mab pe wreg, breur pe vignon, na ro galloud warnout da zen ebet e-pad da vuhez : ha na ro ket da vadoù d’un all gant aon da gaout keuz ha da rankout aspediñ da gaout.
Aussi longtemps que tu vis et qu’il te reste un souffle, ne te livre pas au pouvoir d’un mortel. Si 33, 21 : Keit ha ma vevez ha ma chom dit un alanad, n’en em laka ket etre daouarn un all ;
Car il vaut mieux que tes enfants te sollicitent que de dépendre de tes fils. Si 33, 22 : rak gwelloc’h eo dit e vefe da vugale ouzh da bediñ, eget n’ez pefe te da c’hortoz digant daouarn da vugale.
De toutes tes affaires, garde le contrôle, ne laisse pas ternir ta réputation. Si 33, 23 : E pep unan eus da oberoù en em ren evel ar mestr, ha na laka ket ur saotradenn war da c’hloar.
Et quand arrivera le dernier des jours de ta vie, quand viendra l’heure de ta mort, tu répartiras ton héritage. Si 33, 24 : Pa vo kuzumet deizioù da vuhez, e koulz da varv, lodenn da hêrezh.
Fourrage, bâton et fardeau, voilà pour l’âne ; pour le domestique : pain, discipline et travail. Si 33, 25 : D’an azen ar foenn, ar vazh, ar bec’hioù, d’ar servijer, ar bara, ar c’hastiz, al labour.
Fais travailler ton serviteur, tu trouveras le repos ; laisse ses mains inoccupées, il cherchera la liberté. Si 33, 26 : Laka da sklav da labourat hag e kavi diskuizh ; lez frankiz d’e zorn, hag e klasko mont diouzh e benn.
La bride et le joug font plier la nuque ; pour le mauvais domestique : sévices et châtiments. Si 33, 27 : Ar yev hag ar c’habestr a laka ar choug da blegañ, hag ar mevel fall, ar boureverezh hag ar garwask.
Mets-le au travail de peur qu’il ne devienne paresseux, Si 33, 28 : Kas anezhañ da labourat, ne chomo ket vak, rak an dilabour a zesk kalz a zroug ;
car la paresse enseigne bien des vices. Si 33, 29 : laka anezhañ war al labour a zere outañ, ha mar ne sent ket, laka pac’humoù en e dreid.
Tiens-le à l’ouvrage, selon ce qui lui convient, et s’il n’obéit pas, mets-lui des fers aux pieds ; mais ne dépasse la mesure avec personne, et ne fais rien sans discernement. Si 33, 30 : Met arabat mont en tu-hont d’ar gont ouzh den ebet, ha na ra netra kontrol d’ar justis.
As-tu un domestique ? Qu’il soit comme un autre toi-même, puisque tu l’as acquis dans le sang. Si 33, 31 : Mar ac’h eus ur mevel, ra vo eveldout da-unan, peogwir ec’h eus gounezet anezhañ gant da boan.
As-tu un domestique ? Traite-le comme un frère, puisque tu as besoin de lui comme de toi-même. Si 33, 32 : Mar ec’h eus ur mevel, gra outañ evel ouzh ur breur, rak ezhomm ac’h eus anezhañ evel ac’hanout da-unan.
Si tu le maltraites et qu’il s’enfuie, sur quel chemin iras-tu le chercher ? Si 33, 33 : Ma wallgasez anezhañ ha ma tec’h da bell, war peseurt hent ez i d’e glask en-dro ?
