Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 51

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 51

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 51



Je veux te rendre grâce, Seigneur mon roi, je te louerai, Dieu mon sauveur. Je rends grâce à ton nom : Si 51, 1 : Me ’fell din ho trugarekaat, Aotrou, va Roue, hag ho meuliñ, Doue, va salver, grasoù a rentan d’hoc’h anv.

tu as été pour moi un défenseur et un soutien. Tu as délivré mon corps de la perdition, du piège de la calomnie et des lèvres menteuses. Face à mes adversaires, tu as été mon soutien. Si 51, 2 : Rak en em lakaet hoc’h eus evidon da warezer ha da skoazell, ha dasprenet hoc’h eus va c’horf eus ar marv, eus pech an teod droukkomzer, eus muzelloù ar re a seven gevierezh ; hag a-dal d’am enebourien tro-zro hoc’h eus va sikouret ha va dasprenet

Par la grandeur de ta miséricorde et de ton nom, tu m’as délivré des mâchoires qui allaient me dévorer, des mains qui menaçaient ma vie, de tourments innombrables, Si 51, 3 : - Hervez braster ho trugarez ha meurdez hoc’h anv - eus dent ar re a oa prest d’am lonkañ, eus dorn ar re a glaske va lazhañ, eus an ankenioù diniver am eus gouzañvet,

du bûcher qui me suffoquait de toutes parts ; tu m’as délivré d’un feu que je n’avais pas allumé, Si 51, 4 : eus mougerezh an tan enaouet en-dro din, eus kreiz ar flamm n’em boa ket enaouet ;

du gouffre profond de la Mort, de la langue impure et de la parole mensongère, Si 51, 5 : eus donder bouzelloù an Hades, eus an teod dic’hlan hag ar c’homzoù gaouiat,

lorsqu’une langue injuste me calomniait auprès du roi. J’étais arrivé tout près de la mort, ma vie était descendue au seuil du séjour des morts. Si 51, 6 : - droukkomz un teod direizh dirak ar Roue -. Va ene en deus gwelet a dost ar marv, ha va buhez a oa diskennet a-stok ouzh an Hades.

On m’assiégeait de tous côtés : aucun homme pour me secourir. Je regardais si quelqu’un me viendrait en aide, mais il n’y avait personne. Si 51, 7 : Enkelc’hiet e oan a bep tu ha ne oa den d’am sikour, va sell a glaske skoazell an dud, ha ne oa den !

Alors je me suis rappelé ta miséricorde, Seigneur, et ta bienfaisance éternelle : tu retires de la peine ceux qui t’attendent, tu les sauves de la main des ennemis. Si 51, 8 : Ha soñj am eus bet neuze eus ho trugarez, Aotrou, hag eus ho labourioù a holl viskoazh, o vezañ ma tieubit ar re a esper ennoc’h ha ma salvit anezho eus dorn o enebourien.

De la terre j’ai fait monter ma supplication, j’ai prié pour être arraché à la mort. Si 51, 9 : Ha lakaat a ris va fedenn da sevel eus an douar, goulenn a raen da vezañ diwallet diouzh ar marv ;

J’ai invoqué le Seigneur, Père de mon Seigneur, pour qu’au jour de détresse il ne m’abandonne pas, livré sans défense au pouvoir des orgueilleux. Si 51, 10 : aspediñ a raen an Aotrou, tad va Aotrou : "N’am dilezit ket e deizioù an anken, en amzer al lorc’heien, hag an diskoazell. Meuliñ a rin hoc’h anv hep paouez, hag e kanin en ur drugarekaat".

Sans me lasser, je louerai ton nom, je te chanterai dans l’action de grâce. Ma prière a été exaucée : Si 51, 11 : Ha selaouet e voe va fedenn : Va salviñ a rejoc’h eus ar marv, ha va dieubiñ e amzer an drougiezh.

tu m’as sauvé de la perdition, tu m’as tiré du malheur. C’est pourquoi je veux te rendre grâce et te louer, je bénirai le nom du Seigneur. Si 51, 12 : Setu perak e fell din ho trugarekaat hag ho meuliñ : Bennigañ a rin anv an Aotrou.

Quand j’étais encore jeune et que je n’avais pas erré çà et là, aux yeux de tous j’ai cherché la Sagesse dans ma prière. Si 51, 13 : Pa oan yaouank c’hoazh, a-raok kantren dre ar bed, em eus klasket ar furnez a galon digor em fedenn ;

Devant le Temple, je priais pour la recevoir, et jusqu’au bout je la rechercherai. Si 51, 14 : he goulennet em eus dirak an neved, ha betek ar fin e klaskin anezhi.

Depuis la fleur jusqu’à la maturité de la grappe, elle a été la joie de mon cœur. Mon pied s’est avancé sur le droit chemin ; depuis ma jeunesse, je marchais sur ses traces. Si 51, 15 : Eus he bleunioù, evel eus ur barr-rezin o tareviñ, he deus en em laouenaet va c’halon ; va zroad en deus kerzhet en hent reizh, a-dal va yaouankiz em eus heuliet he roudoù.

Il m’a suffi de tendre un peu l’oreille pour la recevoir, et j’y ai trouvé de grandes leçons. Si 51, 16 : A vec’h ma ’m eus stouet va skouarn ma ’m eus he resevet, ha kavet evidon kelennadurezh vras.

Grâce à elle, j’ai progressé ; je rendrai gloire à celui qui me donne la Sagesse. Si 51, 17 : A drugarez dezhi ez on aet war-raok, ha gloar a rentan d’an Hini en deus he roet din ;

J’ai résolu de la mettre en pratique, ardemment j’ai désiré le bien, et jamais je n’aurai à le regretter. Si 51, 18 : rak mennet em eus en em ren diouti, klask ar mad a galon evit n’am bo ket da ruziañ.

Pour elle, j’ai vaillamment combattu, j’ai mis, à pratiquer la Loi, beaucoup d’exactitude. J’ai levé mes mains vers le ciel, j’ai déploré de la connaître si mal. Si 51, 19 : Stourmet en deus va ene evit he ferc’hennañ, ha taolet evezh da virout al Lezenn, astennet em eus va daouarn etrezek an nec’h, ha keuz am eus bet d’am diouiziegezh.

J’ai dirigé mon âme vers elle, c’est dans la pureté que je l’ai trouvée. Avec elle, dès le commencement, j’ai trouvé l’intelligence, c’est pourquoi je ne serai jamais abandonné. Si 51, 20 : Stegnet em eus va ene etrezek enni ha kavet em eus anezhi er c’hlanded. Staget em eus outi va c’halon a-dal an derou ha gant se ne vin ket dilezet.

Bouleversé jusqu’au fond de moi-même, je l’ai recherchée ; c’est pourquoi j’ai obtenu un bien excellent. Si 51, 21 : Va c’horf a zo bet esmaeet ouzh he c’hlask, ha gounezet em eus neuze ur mad prizius.

En récompense, le Seigneur m’a donné une langue avec laquelle je le louerai. Si 51, 22 : Roet en deus din an Aotrou evit va gopr un teod evit e veuliñ gantañ.

Approchez-vous de moi, vous qui n’avez pas d’instruction, prenez place dans mon école. Si 51, 23 : Tostait ouzhin, tud dizesk, ha deuit da lojañ e ti ar gelennadurezh.

Pourquoi dire que vous manquez de sagesse, pourquoi vos âmes ont-elles si grande soif ? Si 51, 24 : Perak lavarout e vankit diouti, pa-z eo sec’hedet kement-all hoc’h ene ?

J’ouvre la bouche et déclare : « Faites-en l’acquisition sans rien payer ; Si 51, 25 : Digoret em eus va genoù ha komzet, prenit anezhi hep arc’hant !

placez votre cou sous le joug, et recevez l’instruction. » On la trouve tout près de soi. Si 51, 26 : Lakait ho choug dindan ar yev, d’hoc’h ene da resev an deskadurezh, Tost deoc’h emañ kavout anezhi.

Constatez-le de vos yeux : en prenant peu de peine, j’ai trouvé beaucoup de repos. Si 51, 27 : Gwelit gant ho taoulagad-c’hwi, n’em eus ket poaniet kalz ha kavet em eus evidon va-unan diskuizh bras.

Accédez à l’instruction à grand prix d’argent : vous en retirerez beaucoup d’or. Si 51, 28 : Gounezit an deskadurezh evel pa vefe ur bern arc’hant, rak ganti eo kalz a aour a berc’hennot.

Que votre âme trouve sa joie dans la miséricorde du Seigneur, n’ayez pas de honte à le louer. Si 51, 29 : Ra laouenaio hoc’h ene gant trugarez an Aotrou, ha n’ho pet ket a vezh ouzh e veuliñ ;

Accomplissez votre œuvre avant le temps fixé, et il vous donnera la récompense en son temps. Si 51, 30 : Sevenit ho labour a-raok ar c’houlz hag en deiz divizet e roio deoc’h ho kopr.