Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 5

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 5

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 5



Ne t’appuie pas sur tes richesses, ne dis pas : « Elles me suffisent. » Si 5, 1 : N’en em harp ket war da binvidigezh en ur lavarout : Kement am eus ezhomm am eus ;

Ne te laisse pas entraîner par ton instinct et ta force à suivre les désirs de ton cœur. Si 5, 2 : n’a ket da heul da ene ha da nerzh evit kerzhout hervez c’hoantegezh da galon ;

Ne dis pas : « Qui m’en imposera ? », car le Seigneur ne manquerait pas de te châtier. Si 5, 3 : na lavar ket : Piv 'vo mestr warnon ? Rak hep mar ebet an Aotrou az kastizo.

Ne dis pas : « J’ai péché, et rien ne m’est arrivé », car le Seigneur sait attendre longtemps. Si 5, 4 : Na lavar ket : Pec’hed em eus, ha petra ’ta ’zo c’hoarvezet din ? Rak an Aotrou a zo leun a basianted.

Ne sois pas assuré du pardon au point d’entasser péché sur péché. Si 5, 5 : Na vez ket re sur eus da bardon da-unan evit berniañ pec’hed war pec’hed.

Ne dis pas : « Sa miséricorde est grande, il pardonnera bien tous mes péchés », car, en lui, il y a pitié mais aussi colère ; son indignation s’abattra sur les pécheurs. Si 5, 6 : Na lavar ket : Bras eo e drugarez, pardoniñ a raio din niver bras va fec’hedoù ; rak ennañ emañ an drugarez, met ivez ar gounnar, ha war ar bec’herien e kouezho hag e chomo e fulor.

Ne tarde pas à te retourner vers le Seigneur, ne remets pas ta décision de jour en jour ; car brusquement éclatera la colère du Seigneur, et à l’heure du châtiment, tu seras anéanti. Si 5, 7 : Na zale ket evit distreiñ ouzh an Aotrou, ha n’ampella ket a zeiz da zeiz : Rak a daol-trumm e tarzho kounnar an Aotrou hag e deiz ar c’hastiz e vi kaset da get.

Ne t’appuie pas sur des richesses injustement acquises : elles ne te serviront de rien au jour de l’adversité. Si 5, 8 : N’en em harp ket war binvidigezhioù direizh, rak ne servijo dit da netra e deiz an anken.

Ne disperse pas à tous les vents et ne t’engage pas dans tous les sentiers, comme fait le pécheur à la langue double. Si 5, 9 : Na went ket e pep avel, ha na gerzh ket e pep gwenodenn, evel ma ra ar pec’her daou-duek e deod.

Tiens fermement tes convictions et n’aie qu’une parole. Si 5, 10 : Bez start ez menoz, ha n’az pez nemet ul lavar.

Sois prompt à écouter, mais pour donner ta réponse, prends ton temps. Si 5, 11 : En em ziskouez buan da selaou ha gorrek da reiñ ur respont.

Si tu as quelque compétence, réponds à ton prochain ; sinon, que ta main soit sur ta bouche. Si 5, 12 : Ma ouzout un dra bennak, respont d’az nesañ, a-hent-all, ra vo da zorn war da c’henoù.

La gloire comme le déshonneur sont dans la parole ; la langue de l’homme peut être sa ruine. Si 5, 13 : Gloar ha dizenor a zo el lavar, met teod an den diskiant a zo kaoz d’e rivin.

Ne te fais pas traiter de médisant et ne tends pas de pièges avec ta langue : comme le voleur est couvert de honte, la langue double sera durement condamnée. Si 5, 14 : Na vez ket anvet flatrer ha gant da deod na stegn ket pechoù, rak war al laer e teu ar vezhegezh ha kondaonidigezh garv war an teod daou-du.

Ne te mets en faute ni dans les grandes ni dans les petites choses, Si 5, 15 : Na bec’h ket na kalz na nebeut, hag e-lec’h mignon na zeu ket da vezañ enebour :