Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 38

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 38

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 38



Honore à sa juste valeur le médecin pour ses services : le Seigneur l’a créé, lui aussi. Si 38, 1 : D’ar mintin, evit e servijoù, rent an enorioù dleet, rak eñ ivez eo an Aotrou en deus e grouet.

C’est du Très-Haut, en effet, qu’il tient son art de guérir, et le roi lui-même lui fait des présents. Si 38, 2 : Rak eus an Uhel-meurbet evit gwir e teu ar pare, met digant ar Roue e resev ar medisin donezonoù.

La science du médecin lui fait porter la tête haute, auprès des grands il est admiré. Si 38, 3 : Gouiziegezh ar medisin a laka e benn da sevel, ha gant an dud uhel e vez kavet estonus

Le Seigneur a créé les plantes médicinales, l’homme avisé ne les méprise pas. Si 38, 4 : an Aotrou eo an hini en deus eus an douar krouet al louzeier, hag an den skiantek n’o dispriz ket.

Le bois n’a-t-il pas jadis adouci l’amertume des eaux, pour faire connaître par là sa vertu ? Si 38, 5 : Hag eñ n’eo ket gant koad eo bet dousaet an dour, ma vo gant se anavezet e c’halloud ?

Le Seigneur lui-même a donné la science à des hommes, pour qu’ils le glorifient dans ses merveilles. Si 38, 6 : Eñ eo an hini en deus roet d’an dud ar skiant ma vo klodusaet gant e vurzhudoù ;

Le médecin utilise les plantes pour soigner et ôter la douleur, Si 38, 7 : ar medisin ganto a bare hag a denn kuit ar boan, ganto an apotiker a ra meskadoù.

le pharmacien en fait des préparations. Ainsi l’œuvre de Dieu ne se termine pas : le bien-être qui vient de lui s’étend sur la face de la terre. Si 38, 8 : Evel-se ne chom ket diechu E oberoù, hag e teu digantañ ar peoc’h war dremm an douar.

Mon fils, quand tu es malade, ne te décourage pas, mais prie le Seigneur, et lui te guérira. Si 38, 9 : Va mab, pa vi klañv, na ve ket diek, met ped an Aotrou hag Eñ az pareo.

Renonce à ta conduite mauvaise, agis avec droiture, et, de tout péché, purifie ton cœur. Si 38, 10 : Pella da vankoù, ren reizh da zaouarn, hag eus pep pec’hed pura da galon.

Offre un encens d’agréable odeur et un mémorial de fleur de farine, présente une offrande généreuse, comme si c’était la dernière. Si 38, 11 : Kinnig ar porfum a beoc’h hag an eñvoradur a flour-gwinizh, kinnig ur brofadenn fonnus evel pa ne vijes ken ;

Puis fais venir le médecin : le Seigneur l’a créé, lui aussi ; qu’il ne s’écarte pas de toi, car tu as besoin de lui. Si 38, 12 : ha goude-se ro lec’h d’ar medisin, rak an Aotrou en deus e grouet, ra chomo hep pellaat diouzhit, rak ezhomm ac’h eus anezhañ.

Il est des cas où le rétablissement passe par leurs mains : Si 38, 13 : Degouezhioù ’zo m’emañ ar berzh-mat etre o daouarn,

eux aussi prieront le Seigneur pour qu’il leur donne le moyen de te soulager et la guérison qui te sauvera la vie. Si 38, 14 : rak int ivez a bedo an Aotrou da c’hrataat drezo mad an diboan hag ar pare da savetaat da vuhez.

Celui qui pèche à la face de son Créateur, qu’il tombe aux mains du médecin ! Si 38, 15 : An neb a bec’h dirak an Hini en deus e grouet, ra gouezho etre daouarn ar medisin !

Mon fils, répands tes larmes sur un mort ; comme un malheureux déchiré de douleur, entonne sur lui un chant de deuil ; donne à son corps la sépulture qui lui est due et ne néglige pas sa tombe. Si 38, 16 : Va mab, war un den marv skuilh da zaeroù, hag evel un den mantret, krog da ganañ ar gouelvan, sebeilh e gorf evel ma-z eo dleet ha na lez ket e vez hep evezhiañ outañ.

Pleure amèrement, frappe fort ta poitrine ; observe ce deuil comme il convient, un ou deux jours, pour éviter les calomnies ; et puis, console-toi de ta peine. Si 38, 17 : Leñv a galon c’hwerv, garm ez klac’har, ha mir ar c’hañv hervez ma-z eo dleet ; un devezh pe zaou gant aon rak an dud da flapennañ, ha goude-se en em frealz eus da dristidigezh.

Car la tristesse hâte la mort, la tristesse du cœur abat les forces. Si 38, 18 : Rak eus an dristidigezh e teu ar marv ; tristidigezh ar galon a ziskar an nerzh.

Tant que dure le deuil, la tristesse persiste : le cœur maudit une vie de misère. Si 38, 19 : Gant ar gwalleur emañ ivez an dristidigezh, hogen buhez ar paour a zo diouzh e nerzh-kalon.

Ne livre pas ton cœur à la tristesse, repousse-la : pense que la vie a une fin. Si 38, 20 : Na ro ket da galon d’an dristidigezh, pella-hi diouzhit o kaout soñj eus da fin.

N’oublie pas qu’il n’y a pas de retour ; tu te ferais du tort à toi-même sans être utile au défunt. Si 38, 21 : N’ankounac’ha ket kement-mañ : N’eus distro ebet ! Ne servijfe da netra dit ha dit da-unan e rafes droug !

« Rappelle-toi, dit-il, mon sort sera aussi le tien ; moi hier, toi aujourd’hui. » Si 38, 22 : Az pez soñj eus va setañs a vo ivez da hini : din-me dec’h, dit-te hiziv

Quand un mort repose, laisse aussi reposer sa mémoire ; console-toi de lui lorsqu’il a rendu l’âme. Si 38, 23 : pa ziskuizh an den marv, lez e eñvor da ziskuizhañ, hag en em frealz diwar e benn p’az eo aet kuit e ene.

La sagesse du scribe s’acquiert à la faveur du loisir ; pour devenir sage, il faut avoir peu d’affaires à mener. Si 38, 24 : Furnez ar skrib a vez gounezet gant eurioù vak an diskuizh, an neb a zo frank a labour a zeuio da skiantek.

Comment deviendrait-il sage, celui qui tient la charrue, qui met sa fierté à manier l’aiguillon comme une lance, qui mène ses bœufs, s’absorbe dans leurs travaux et ne parle que de son bétail ? Si 38, 25 : Penaos e teufe da fur an neb a zalc’h an alar, a zo e c’hloar kaout da c’hoaf ar broud-ejen, a ren e ejened o treiñ-distreiñ ganto en o zrevell, ha na oar komz nemet eus reoù vihan an tarv.

Il met son cœur à tracer des sillons et passe ses nuits à donner du fourrage aux génisses. Si 38, 26 : Kemeret e vez e spered gant an irvi da dresañ hag e veilhadennoù a zo gouestlet da reiñ foenn d’e annoarezed.

Il en va de même de l’artisan et du maître d’œuvre, qui sont occupés de jour comme de nuit ; de ceux qui gravent la pierre d’un anneau à cacheter et qui s’appliquent à en varier les motifs ; ils ont à cœur de reproduire le modèle et passent des nuits pour achever leur ouvrage. Si 38, 27 : Evel-se emañ kont gant pep kalvez ha mestr-labour, a vez o poaniañ deiz ha noz ; gant ar re a engrav enlouc’hadoù ar sielloù hag a striv da sevel tresadurioù disheñvel ; pep unan a stag e galon da adskeudenniñ ar patrom, hag a chom da veilhañ evit peurober al labour.

Il en va de même du forgeron, toujours à son enclume ; il fixe son attention sur le fer qu’il travaille ; le souffle du feu fait fondre ses chairs, il se démène dans la chaleur du fourneau, le bruit du marteau lui casse les oreilles, ses yeux sont rivés sur le modèle de l’objet ; il met son cœur à parfaire son œuvre et passe des nuits à la rendre belle jusqu’à la perfection. Si 38, 28 : Evel-se emañ kont gant ar gov azezet e kichen an annev hag o plediñ gant labour an houarn ; aezhenn an tan a lak e gig da deuziñ, ha stourm a ra ouzh gwrez ar fornez ; e skouarn a daol evezh ouzh trouz ar morzhol, hag e chom stag e zaoulagad ouzh patrom e labour ; stagañ a ra e galon da beurwellaat e oberenn hag e tremen e veilhoù o reiñ dezhi ur stumm peurvat.

Il en va de même du potier, toujours à son ouvrage ; il actionne le tour avec ses pieds, il est en perpétuel souci de son travail et tous ses gestes sont comptés : Si 38, 29 : Evel-se emañ kont gant ar poder azezet ouzh e labour, hag o treiñ e rod gant e dreid : Dalc’hmat emañ e breder gant ar pezh a ra o vezañ m’en deus ur gont da gas da benn.

de ses mains il façonne l’argile, il la malaxe avec ses pieds, il met son cœur à parfaire le vernis, il passe des nuits à nettoyer le four. Si 38, 30 : Gant e zivrec’h e ro stumm d’ar pri, ha gant e dreid e lak anezhañ da blegañ ; plediñ a ra da beurober ar gwernis ha tremen a ra e veilhoù o naetaat ar fornez.

Tous ces gens-là ont mis leur confiance dans leurs mains, et chacun possède la sagesse de son métier. Si 38, 31 : Ar re-se holl o deus lakaet o fiziañs en o daouarn, ha pep unan en em ziskouez ampart en e vicher.

Sans eux on ne bâtirait pas de ville, on n’y habiterait pas, on n’y circulerait pas. Mais lors des délibérations publiques on ne va pas les chercher, Si 38, 32 : Hepto ne vefe savet kêr ebet, ne vije ket annezet, ne vije ket tud o vont-dont enno.

dans l’assemblée ils n’accèdent pas aux places d’honneur, ils ne siègent pas comme juges, ils ne comprennent pas les dispositions du droit. Ils n’exposent brillamment ni l’enseignement ni le droit, on ne les trouve pas méditant des paraboles. Si 38, 33 : Hogen evit kuzul ar bobl ne vint ket klasket, hag er vodadeg ne vint ket war varr, war gador ar barner n’aint ket d’azezañ, hag evit emglev ar c’hemennadur ne vo ket soñjet enno.

Mais ils consolident la création originelle, et leur prière se rapporte aux travaux de leur métier. Si 38, 34 : Ne lakaint ket da lugerniñ nag ar gelennadurezh nag ar reizh, ne vint ket kavet e-touez ar saverien sturiennoù ; startaat a reont koulskoude ar grouadelezh beurbadel hag o fedenn a sell ouzh obererezh o micher.