Levr Tobit - Pennad 12
Pennad 12
Quand les noces furent achevées, Tobith appela son fils Tobie et lui dit : « Mon enfant, pense à donner son salaire à ton compagnon de voyage, et ajoute un supplément. » Tb 12, 1 : Pa voe echu gouelioù eured Tobia ha Sara, Tobit a c’halvas e vab Tobia hag a lavaras dezhañ : "Bez soñj, va mab, da reiñ e bae d’an den en deus da ambrouget ha da reiñ un dra bennak ouzhpenn".
Tobie lui répondit : « Père, quelle somme vais-je lui donner comme salaire ? Même si je lui donnais la moitié des biens qu’il a rapportés avec moi, je n’y perdrais pas : Tb 12, 2 : Hag e lavaras Tobia dezhañ : "Tad, pegement a roin dezhañ da c’hopr ? N’on ket koll mar roan dezhañ an hanter eus ar madoù en deus degaset ganin.
il m’a ramené ici en bonne santé, il a guéri ma femme, il a rapporté l’argent avec moi, et il t’a guéri. Quelle somme vais-je donc lui donner comme salaire ? Tb 12, 3 : Va derenet en deus er yec’hed, pareet va gwreg, dezouget ganin an arc’hant, ha gwellaet ac’hanout-te : pegement a roan c’hoazh dezhañ evel gopr ?"
– Mon enfant, reprit Tobith, il est juste qu’il reçoive la moitié de tout ce qu’il a rapporté. » Tb 12, 4 : Hag e lavaras Tobit dezhañ : "Reizh eo dezhañ, mabig, kemer an hanter eus kement tra en devoa o tont en-dro".
Tobith appela Raphaël et lui dit : « Accepte comme salaire la moitié de tout ce que tu as rapporté, et va, porte-toi bien ! » Tb 12, 5 : Gervel a reas eta e gompagnun-beaj hag e lavaras dezhañ : "Kemer an hanter eus kement tra az poa o tont en-dro, evel gopr, ha kae e peoc’h !"
Alors l’ange les prit tous deux à part et leur dit : « Bénissez Dieu et célébrez-le devant tous les vivants pour le bien qu’il vous a fait. Bénissez-le et chantez son nom. Annoncez à tous les hommes les actions de Dieu comme elles le méritent, et n’hésitez pas à le célébrer. Tb 12, 6 : Neuze e c’halvas Rafael anezho o-daou dre guzh hag e lavaras dezho : "Bennigit an Aotrou Doue ha kanmeulit anezhañ dirak an holl re vev evit ar pezh en deus graet evidoc’h a vad, en ur vennigañ hag en ur ganañ e Anv. Roit da anaout d’an dud oberoù Doue evit e vrasañ gloar ; arabat deoc’h kaout aon da embann hoc’h anaoudegezh.
S’il est bon de tenir cachés les secrets d’un roi, il faut révéler les œuvres de Dieu et les célébrer comme elles le méritent. Faites le bien, et le mal ne vous atteindra pas. Tb 12, 7 : Kevrin ar roue a zo mat e guzhat, met oberennoù Doue a zo da ziskuliañ ha d’o embann gant enor. Grit ar mad ha n’en em gavo droug ebet ganeoc’h.
Mieux vaut prier avec vérité et faire l’aumône avec justice, qu’être riche avec injustice. Mieux vaut faire l’aumône qu’amasser de l’or. Tb 12, 8 : Un dra vat ez eo ar bedenn gant ar yun, hag aluzon gant reizhded, ; Gwelloc’h ez eo kaout nebeut en onestiz eget kaout pinvidigezh en dizonestiz. Gwelloc’h ober an aluzon eget dastum aour.
L’aumône délivre de la mort et purifie de tout péché. Ceux qui font l’aumône seront rassasiés de vie, Tb 12, 9 : An aluzon a zieub eus ar marv hag a c’hlana a bep pec’hed. Ar re a ra an aluzon o devo buhez, gwalc’h o c’halon.
tandis que le pécheur et l’homme injuste sont leurs propres ennemis. Tb 12, 10 : Ar re a ra ar pec’hed hag ar fallagriezh a zo enebourien dezho o-unan.
Je veux vous révéler toute la vérité, sans rien vous cacher. Je viens de vous dire que, s’il est bon de tenir cachés les secrets d’un roi, il faut révéler les œuvres de Dieu comme elles le méritent. Tb 12, 11 : Ar wirionez penn-da-benn ez an da zisklerian deoc’h ha ne guzhin netra ebet ouzhoc’h. Diskouezet em eus deoc’h dija ha lavaret em eus deoc’h ez eo un dra vat derc’hel kuzh sekred ar roue : nemet ez eo un dra dereat reiñ da anaout oberoù-meur, an Aotrou Doue.
Eh bien ! Quand tu priais en même temps que Sarra, c’était moi qui présentais votre prière devant la gloire de Dieu, pour qu’il la garde en mémoire, et je faisais de même lorsque tu enterrais les morts. Tb 12, 12 : Neuze ’ta, pa oac’h, te ha Sara, o pediñ, me eo a gase ho pedennoù dirak Gloar an Aotrou Doue. Ha pa vezes o sebeliañ ar re varv, e raen heñvel.
Quand tu n’as pas hésité à te lever, à laisser ton repas et à partir enterrer un mort, c’est alors que j’ai été envoyé vers toi pour te mettre à l’épreuve, Tb 12, 13 : Hag en drovezh-se ma ne oas ket chomet da dortal evit sevel diouzh taol ha lezel da bred evit mont da veziañ an den marv, neuze e oan bet degaset evit da amprouiñ.
mais Dieu m’a aussi envoyé pour te guérir, ainsi que Sarra, ta belle-fille. Tb 12, 14 : Ha war un dro en deus Doue va c’haset evit da bareañ te ha da verc’h-kaer, Sara.
Moi, je suis Raphaël, l’un des sept anges qui se tiennent ou se présentent devant la gloire du Seigneur. » Tb 12, 15 : Me eo Rafael, eus ar seizh ael en em zalc’h hag a zeu dirak Gloar an Aotrou Doue".
Les deux hommes furent alors bouleversés et ils tombèrent face contre terre, saisis de crainte. Tb 12, 16 : Hag e voent strafuilhet o-daou ; kouezhañ a rejont war o dremm hag aon o devoe.
Mais Raphaël leur dit : « Ne craignez pas ! La paix soit avec vous ! Bénissez Dieu à jamais ! Tb 12, 17 : Hag e lavaras Rafael dezho : "N’ho pet ket aon ! Peoc’h deoc’h ! Bennigit Doue da holl viken !
Tant que je me suis trouvé avec vous, je n’y étais point par un effet de ma bienveillance, mais par la volonté de Dieu. Bénissez-le donc chaque jour, chantez-lui des hymnes ! Tb 12, 18 : Me, pa oan ganeoc’h, n’eo ket dre va hegarated en ho keñver e oan ganeoc’h, hogen dre youl Doue. Bennigit-Eñ a-hed an holl zeizioù, kanmeulit-Eñ !
Vous avez cru me voir manger, mais ce que vous avez vu n’était qu’une apparence. Tb 12, 19 : Merzet hoc’h eus ne zebren netra, hogen ur weledigezh eo a zo bet merzet ganeoc’h.
Et maintenant, bénissez le Seigneur sur la terre ! Célébrez Dieu ! Voici que je remonte auprès de celui qui m’a envoyé. Mettez par écrit tout ce qui vous est arrivé. » Alors l’ange remonta au ciel. Tb 12, 20 : Ha neuze bremañ, bennigit amañ war an douar an Aotrou, ha lavarit da Zoue hoc’h anaoudegezh vat. Sellit ! Me a ya da sevel en-dro etrezek an Hini en deus va degaset. Lakait dre skrid kement tra a zo en em gavet ganeoc’h". Hag e savas war-grec’h.
Ils se relevèrent, mais ils ne pouvaient plus le voir. Tb 12, 21 : Sevel a rejont, met n’hallent ken e welout.
Ils bénirent Dieu, chantèrent pour lui et le célébrèrent pour la grandeur de ses œuvres : un ange de Dieu leur était apparu ! Tb 12, 22 : Hag e vennigent hag e kanent Doue, hag e veuliñ a raent evit e holl veuroberoù : gwelet e oa bet ganto ael Doue !
