Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Tobit » Pennad 7

Levr Tobit - Pennad 7

Levr : Levr Tobit
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 7



Entré à Ecbatane, Tobie dit à Raphaël : « Azarias, mon frère, conduis-moi tout droit chez notre frère Ragouël. » Raphaël le conduisit donc chez Ragouël. Ils le trouvèrent assis à l’entrée de la cour et le saluèrent les premiers. Il leur répondit : « Grande joie à vous, frères, soyez les bienvenus ! », et il les fit entrer dans sa maison. Tb 7, 1 : Pa ’n em gavjont en Ekbatan, e lavaras Tobia dezhañ : "Azarias, va breur, kas ac’hanon war-eeun da di hor breur Ragouel". Hen kas a reas eta da di Ragouel. Kavout a rejont hemañ e-kichen dor ar porzh en e goazez. Hag e voent ar re gentañ o saludiñ. Hemañ a respontas dezho : "Salud, breudeur, donemat deoc’h, ha bezit en hoc’h aez". Hag e reas dezho antren en ti,

Il dit à sa femme Edna : « Comme ce jeune homme ressemble à mon frère Tobith ! » Tb 7, 2 : hag e lavaras da Edna, e wreg : "Nag eo hañval ar paotr yaouank-mañ ouzh Tobit, va breur !"

Edna les interrogea : « D’où êtes-vous, frères ? » Ils lui dirent : « Nous appartenons à la tribu des fils de Nephtali déportés à Ninive. Tb 7, 3 : O goulennata reas Edna en ur lavarout dezho : "A belec’h oc’h-c’hwi, breudeur ?" Hag e lavarjont dezhi : "Eus mibien Neftali ez omp, harluet da Ninive".

– Connaissez-vous notre frère Tobith ?, demanda-t-elle. – Oui, nous le connaissons, dirent-ils. Tb 7, 4 : Hag e lavaras dezho : "Hag anavezout a rit Tobit, hor breur ?" Hag e lavarjont dezhañ : "Anavezout a reomp anezhañ !"

– Va-t-il bien ? – Il est vivant et en bonne santé. » Et Tobie ajouta : « C’est mon père. » Tb 7, 5 : Hag e lavaras dezho : "Ha mont a ra mat ?" Hag e lavarjont dezhañ : "Mont a ra, ha bev eo". Hag e lavaras Tobia : "Va zad eo !"

Ragouël se précipita pour l’embrasser, se mit à pleurer et lui dit : « Béni sois-tu, mon enfant : tu es le fils d’un homme de bien ! Quel grand malheur que soit devenu aveugle cet homme juste et généreux ! » Il se jeta au cou de Tobie, son frère, et se remit à pleurer. Tb 7, 6 : Hag e lammas Ragouel da bokat dezhañ, hag e ouelas, hag e komzas

Et sa femme Edna pleura sur Tobith, et Sarra, leur fille, pleura elle aussi. Tb 7, 7 : en ur lavarout dezhañ : "Ra vezi benniget, mab un tad mat hag eeun. Gwashat drougeur, ma-z eo deuet fall un den reizh eveltañ hag oc’h ober aluzonoù !" Hag ouzh en em deurel da gerc’henn Tobia, mab e vreur, e tirollas da ouelañ.

Ragouël tua un bélier de son troupeau pour recevoir ses hôtes chaleureusement. Tb 7, 8 : Hag Edna, e wreg, a ouelas ivez warnañ, ha Sara, o merc’h, en em lakaas ivez da ouelañ.

Tobie et Raphaël prirent un bain, ils se lavèrent, avant de prendre place pour le repas. Puis, Tobie dit à Raphaël : « Azarias, mon frère, demande à Ragouël de me donner en mariage Sarra ma parente. » Tb 7, 9 : Hag e lazhas un oan eus an tropell hag e reas dezho un degemer kalonek. Goude ur gibelladenn ha goude bezañ gwalc’het o daouarn, ez ejont ouzh taol da zebriñ. Neuze e lavaras Tobia da Rafael : "Va Breur Azarias ! Lavar da Ragouel reiñ din Sara, va c’hoar".

Ragouël entendit ces mots et dit au jeune Tobie : « Cette nuit, mange, bois, prends du bon temps : toi seul as le droit d’épouser ma fille Sarra, et moi-même je n’ai pas le pouvoir de la donner à un autre homme, puisque tu es mon plus proche parent. Pourtant, je dois te dire la vérité, mon enfant : Tb 7, 10 : Hag e klevas Ragouel ar gomz hag e lavaras d’ar paotr : "Debr hag ev, ha tremen an noz-mañ er joa. A-ziavaez dit-te n’eus den ebet nemedout-te, va breur, a gement a c’hell kaout Sara, va merc’h. Na me kennebeut n’em eus ar gwir d’he reiñ da zen all ebet estregedout, rak te eo va den-kar nesañ. Bremañ avat, hep tro na distro, ez an da lavarout dit ar wirionez, va mab.

je l’ai donnée en mariage à sept de nos frères, et ils sont morts la nuit même, au moment où ils allaient s’approcher d’elle. Mais à présent, mon enfant, mange et bois : le Seigneur interviendra en votre faveur. » Tb 7, 11 : He roet em eus da seizh gwaz eus hor breudeur, hag holl ez int marvet d’an noz end-eeun ma-z aent daveti. Ha bremañ, paotr, debr hag ev, hag an Aotrou Doue a zivizo e-unan ar pezh a zo mat". Met Tobia a lavaras : "Bezit sur hag asur ne dañvain netra eus an holl draoù-se, ha ne evin takenn ebet, ken na vo renket an afer-se". Hag e lavaras dezhañ Ragouel : Roet eo dit hervez gourc’hemenn Levr Moizez. En neñv emañ merket e tle bezañ roet dit. Kemer da c’hoar. Hiviziken te ’zo dezhi hag hi a zo dit-te. Roet eo dit adalek hiziv da virviken. Plijet gant Aotrou an Neñv ober deoc’h tremen an nozvezh-mañ evurus, ha lakaat da ziskenn warnoc’h gras ha peoc’h !"

Tobie répliqua : « Je ne mangerai ni ne boirai rien, tant que tu n’auras pas pris de décision à mon sujet. » Ragouël lui dit : « Soit ! elle t’est donnée en mariage selon le décret du Livre de Moïse ; c’est un jugement du ciel qui te l’a accordée. Emmène donc ta sœur. Car, dès à présent, tu es son frère et elle est ta sœur. À partir d’aujourd’hui elle t’est donnée pour toujours. Que le Seigneur du ciel veille sur vous cette nuit, mon enfant, et vous comble de sa miséricorde et de sa paix ! » Tb 7, 12 : Hag e c’halvas Ragouel e verc’h Sara, a zeuas davetañ. Hag o kemer he dorn, e roas anezhi dezhañ hag e lavaras : "Degemer-hi hervez al lezenn hag hervez ar c’hemennadur skrivet e levr Moizez, a ro anezhi dit da wreg ; kemer ha ren anezhi etrezek da dad war he yec’hed. Hag Aotrou an Neñv d’ho kaso e peoc’h !"

Ragouël appela Sarra, qui vint vers lui. Il prit la main de sa fille et la confia à Tobie, en disant : « Emmène-la : conformément à la Loi et au décret consigné dans le Livre de Moïse, elle t’est donnée pour femme. Prends-la et conduis-la en bonne santé chez ton père. Et que le Dieu du ciel vous guide dans la paix ! » Tb 7, 13 : Hag e c’halvas he mamm, hag e lavaras degas ur bapiruzenn da skrivañ warni, hag e savjont ar skrid a briedelezh : penaos e roe e verc’h dezhañ da wreg hervez kemennadur lezenn Moizez, hag e siellas an akt.

Puis il appela sa femme et lui dit d’apporter une feuille sur laquelle il écrivit l’acte de mariage, selon lequel il donnait Sarra à Tobie conformément au décret de la loi de Moïse. Après quoi, on commença à manger et à boire. Tb 7, 14 : adal neuze en em lakjont da zebriñ ha da evañ.

Ragouël s’adressa à sa femme Edna : « Va préparer la seconde chambre, ma sœur, et tu y conduiras notre fille. » Tb 7, 15 : Hag e c’halvas Ragouel e wreg Edna hag e lavaras dezhi : "Va c’hoar, prient ar gambr all ha kas anezhi di".

Elle s’en alla préparer le lit dans la chambre, comme Ragouël l’avait demandé, y conduisit sa fille et pleura sur elle. Puis, elle essuya ses larmes et lui dit : Tb 7, 16 : Hag ez eas da fichañ ar gwele er gambr, evel m’en devoa lavaret dezhi, hag e kasas di he merc’h hag e tirollas da ouelañ warni, hag o stankañ he daeroù e lavaras dezhi :

« Confiance, ma fille ! Que le Seigneur du ciel change ta douleur en joie ! Confiance, ma fille ! » Puis elle se retira. Tb 7, 17 : Kalon, va merc’h ! Aotrou an Neñv da roio dit levenez e-lec’h da zoan ; kalon, merc’h ! Hag e teuas er-maez.