Levr Tobit - Pennad 5
Pennad 5
Tobie répondit à son père Tobith : « Père, je ferai tout ce que tu m’as commandé. Tb 5, 1 : Neuze e respontas Tobia en ur lavarout da Dobit, e dad : "Kement tra ac’h eus urzhiet din a rin, tad ;
Mais comment pourrais-je reprendre cet argent chez cet homme, alors que lui ne me connaît pas et que moi, je ne le connais pas ? Quel signe lui donner pour qu’il sache qui je suis, qu’il ait confiance en moi et me remette l’argent ? De plus, je ne connais pas les routes à prendre pour aller en Médie. » Tb 5, 2 : met penaos e c’hellin-me kaout an arc’hant digantañ, pa n’en deus ket anaoudegezh ac’hanon, na me anezhañ ? Peseurt merk a roin dezhañ, m’am anavezo ha ma kredo ennon ha ma roio din an arc’hant ? Hag an hentoù da Vedia n’anavezan ket pere mont ganto".
Tobith répondit à son fils Tobie : « Il a signé un reçu et je l’ai contresigné. Puis je l’ai partagé en deux pour que nous en ayons chacun une moitié, et j’en ai laissé une avec l’argent. Voilà déjà vingt ans que j’ai mis cet argent en dépôt. Et maintenant, mon enfant, cherche-toi un homme de confiance pour t’accompagner, et nous lui donnerons un salaire à ton retour. Va reprendre cet argent chez Gabaël. » Tb 5, 3 : Neuze e respontas Tobit en ur lavarout da Dobia, e vab : "E skrid en deus roet din, hag ur skrid am eus roet dezhañ : e zaouhanteret em eus ha roet unan dezhañ hag e lakaet gant an arc’hant. Ha bremañ, setu ugent vloaz abaoe ’m eus lakaet an arc’hant e fiziadur ; ha bremañ, mabig, klask evidout un den a fiziañs a yelo ganit, hag e roimp dezhañ ur gopr betek ma vi deuet en-dro. Ha degemer digantañ an arc’hant-se".
Tobie sortit chercher un homme qui connaisse la route, pour l’accompagner jusqu’en Médie. À peine sorti, il trouva l’ange Raphaël debout devant lui, mais il ne savait pas que c’était un ange de Dieu. Tb 5, 4 : Mont a reas Tobia da glask un den a rafe hent gantañ da Vedia hag en defe anaoudegezh eus an hent : mont a reas hag e kavas Rafael, an ael, en em zalc’he dirazañ, ha ne ouie ket e oa un ael Doue ; hag e lavaras dezhañ :
Il lui dit : « D’où es-tu, mon ami ? » L’autre répondit : « Je suis un fils d’Israël, un de tes frères, et je suis venu ici pour trouver du travail. » Tobie lui dit : « Connais-tu la route pour aller en Médie ? Tb 5, 5 : A belec’h ez out, paotr yaouank ? An ael a lavaras dezhañ : "Eus bugale Israel, da vreudeur, ha deuet on amañ da labourat". Hag e lavaras dezhañ Tobia : "Hag anaout a rez an hent evit mont da Vedia ?"
– Oui, répondit Raphaël, j’ai été souvent là-bas et je connais tous les chemins par cœur. Durant mes nombreux séjours, je passais la nuit chez Gabaël, notre frère, qui habite à Raguès de Médie. Il faut deux bonnes journées de marche pour aller d’Ecbatane à Raguès, car Raguès se trouve dans la montagne, et Ecbatane, au milieu de la plaine. » Tb 5, 6 : Hag e lavaras dezhañ an ael : "Ya, alies on bet du-hont hag anaout a ran mat-tre an holl hentoù ; lies a wech ez on aet da Vedia hag em eus nozvezhiet e ti Gabael, hor breur, a zo o chom e Rages Media ; daou zevezhiad hent ez reizh a zo eus Ekbatanada Rages, rak lec’hiet eo er menez".
Tobie lui dit : « Attends-moi, mon ami, le temps que j’aille avertir mon père. J’ai besoin que tu viennes avec moi, et je te donnerai un salaire. Tb 5, 7 : Hag e lavaras Tobia dezhañ : "Gortoz-me, paotr yaouank, ken na vin bet o reiñ keloù d’am zad, rak ezhomm am eus e teufes ganin, ha reiñ a rin dit da c’hopr".
– Soit, je reste là, répondit Raphaël. Seulement, ne tarde pas. » Tb 5, 8 : Hag e lavaras an ael dezhañ : "Setu ma choman amañ ; hogen, na zale ket !"
Tobie rentra chez lui avertir son père Tobith : « Voici, j’ai trouvé quelqu’un parmi nos frères, les fils d’Israël. » Et Tobith lui dit : « Fais venir cet homme. Je désire savoir quel est son clan et sa tribu, et si on peut se fier à lui pour t’accompagner, mon enfant. » Tb 5, 9 : Hag ez eas Tobia da reiñ keloù da Dobit, e dad, en ur lavarout dezhañ : "Setu, kavet em eus un den a-douez hor breudeur, bugale Israel". Hag e lavaras dezhañ e dad : "Galv davedon an den, ma ouezin pehini eo e lignez hag eus pe veuriad ez eo, ha mar galler fiziout ennañ evit mont ganit, mabig".
Alors Tobie sortit et l’appela : « Mon ami, lui dit-il, mon père te demande. » Il entra donc chez Tobith, qui le salua le premier, et il lui répondit : « Grande joie pour toi ! » Tobith lui répliqua : « Quelle joie pourrais-je encore avoir ? Moi, qui suis privé de l’usage de mes yeux, je ne vois même plus la lumière du ciel, mais je suis plongé dans les ténèbres, comme les morts qui ne contemplent plus la lumière. Bien que vivant, me voici parmi les morts ; j’entends la voix des gens, mais eux, je ne les aperçois pas. » Raphaël lui dit : « Courage ! Dieu ne tardera pas à te guérir. Courage ! » Tobith lui dit alors : « Mon fils Tobie veut aller en Médie. Pourrais-tu l’accompagner et lui servir de guide ? Je te donnerai un salaire, mon frère. – Oui, répondit Raphaël, je suis en mesure de l’accompagner : je connais toutes les routes, car je suis allé souvent en Médie, j’en ai traversé toutes les plaines et toutes les montagnes ; toutes les routes me sont familières. » Tb 5, 10 : Mont a reas Tobia d’e c’hervel hag e lavaras dezhañ : "Paotr yaouank, va zad a zo ouzh da c’hervel". Mont a reas davetañ hag e saludiñ a reas Tobit da gentañ, hag e lavaras an ael dezhañ : "Levenez da vezañ bras ganit !" Hag e respontas Tobit en ur lavarout dezhañ : "Peseurt levenez a c’hellan kaout c’hoazh ? Me a zo un den dioueret a zaoulagad, ne welan ken sklerijenn an neñv, met en deñvalijenn ez on gourvezet, evel ar re varv ha n’arvestont ken ouzh ar sklaerder ; bev ez on e-touez ar re varv ; mouezh an dud a glevan, met n’o gwelan ket". Hag e lavaras an ael dezhañ : "Kalon ! Prestik-kaer emañ Doue o vont d’az pareañ ; kalon !" Hag e lavaras dezhañ Tobit : "Tobia, va mab, a fell dezhañ mont da Vedia : ha gallout a rafes mont gantañ hag e heñchañ ? Reiñ a rin dit da c’hopr, breur". Hag e lavaras an ael dezhañ : "Gallout a ran ober hent gantañ, hag anavezout a ran an holl hentoù, ha lies a wech ez on aet da Vedia hag em eus ergerzhet an holl blaenennoù anezhi ; hag ar menezioù hag an holl hentoù anezhi a anavezan".
Tobith lui demanda : « Frère, de quelle famille es-tu et de quelle tribu ? Dis-le moi, frère. Tb 5, 11 : Hag e lavaras Tobit dezhañ : "Breur, a beseurt tiegezh out-te, hag a beseurt meuriad ? Ro din da c’houzout, breur !"
– Que t’importe ma tribu ? », répartit Raphaël. Tobith lui dit alors : « C’est que je veux savoir en vérité de qui tu es le fils, et quel est ton nom, frère. » Tb 5, 12 : Hag e lavaras an ael : "Peseurt ezhomm ac’h eus a veuriad ?" Hag e lavaras Tobit dezhañ : "C’hoant am eus da c’houzout ar wirionez ; a biv ez out, breur, ha pehini eo da anv ?"
Raphaël déclara : « Je suis Azarias, fils d’Ananias le Grand, l’un de tes frères. » Tb 5, 13 : Hag e lavaras an ael dezhañ : "Me eo Azarias, mab da Ananias-Veur, eus da vreudeur".
Alors Tobith lui dit : « Sois le bienvenu, frère, salut à toi ! Ne te froisse pas, frère, si j’ai voulu connaître la vérité sur ta famille. Il se trouve que tu es mon frère, et que tu es de bonne famille. J’ai connu Ananias et Nathan, les deux fils de Sémélias le Grand ; ils m’accompagnaient autrefois à Jérusalem pour y faire leurs adorations avec moi, et ils ne sont pas tombés dans l’erreur. Tes frères sont des hommes de bien. Tu es de bonne souche. Entre et sois dans la joie ! » Tb 5, 14 : Hag e lavaras Tobit dezhañ : "Bez deuet-mat ha yac’h, breur ! N’a ket drouk a-enep din, breur, dre ’m eus c’hoantaet gouzout ar wirionez war da diegezh ; te a zo ur breur, eus ul lignez kaer ha mat ez out ; anavezet em eus Ananias ha Natan, daou vab da Semelias-veur ; mont a raent ganin da Jeruzalem hag azeuliñ a raent ganin du-hont, ha n’o deus ket diheñchet ; da vreudeur a zo tud dres, eus un orin mat ez out ; bez laouen !"
Et il ajouta : « Je te donne comme salaire une drachme par jour, et, pour tes frais de voyage, la même chose qu’à mon fils. Tb 5, 15 : Hag e lavaras dezhañ : "Me a ro dit evel gopr, bemdez, un drakm hag ar pezh ac’h eus ezhomm evel d’am mab.
Accompagne-le ; j’ajouterai un supplément à ton salaire. » Tb 5, 16 : Kae gant va mab, ha c’hoazh e lakain dit ouzhpenn ar gopr".
Raphaël répondit : « J’irai avec lui. N’aie aucune crainte : c’est en bonne santé que nous partons et que nous te reviendrons, car la route est sûre. » Tobith lui dit alors : « Sois béni, frère ! » Il appela son fils et lui dit : « Mon enfant, prépare ce qu’il faut pour le voyage, et pars avec ton frère. Que Dieu, lui qui est au ciel, vous protège là-bas et vous ramène à moi en bonne santé ! Et que son ange vous accompagne pour vous protéger, mon enfant ! » Tobie sortit pour se mettre en route, il embrassa son père et sa mère, et Tobith lui dit : « Va, porte-toi bien ! » Tb 5, 17 : Hag e lavaras an ael dezhañ : "Ya, mont a rin gantañ ; nebaon ! Yac’h ez aimp kuit, ha yac’h e tistroimp davedout, rak an hent a zo diriskl !" Hag e lavaras Tobit dezhañ : "Ra vezi benniget, breur !" Hag e c’halvas e vab hag e lavaras dezhañ : "Mabig, prient an traoù evit an hent ha kae gant da vreur, hag an Doue a zo en neñv d’ho tiwallo du-hont ha d’ho tegaso davedon yac’h, hag e ael da raio hent ganeoc’h evit ho kwareziñ, mabig !" Hag ez eas Tobia da brientiñ e hent, hag e pokas d’e dad ha d’e vamm ; hag e lavaras dezhañ Tobit : "Beaj vat !"
Mais sa mère fondit en larmes et dit à Tobith : « Pourquoi as-tu fait partir mon enfant ? N’est-il pas le bâton de nos mains, tant qu’il demeure avec nous ? Tb 5, 18 : Hag e vamm da ouelañ ha da lavarout da Dobit : "Perak ec’h eus kaset kuit va bugel. Ha n’eo ket eñ bazh hon dorn, hag eñ a ya hag a zeu dirazomp ?
Pourquoi vouloir de l’argent, et encore de l’argent ? Cela ne vaut rien en comparaison de notre fils ! Tb 5, 19 : Gant na vo ket lakaet arc’hant gant arc’hant, hogen ra vo sellet evel reputailhoù a-geñver d’hor mab !
Ce que le Seigneur nous avait donné pour vivre nous suffisait bien ! » Tb 5, 20 : Evel m’eo bet roet deomp gant an Aotrou da vevañ, a-walc’h e oa evel-se evidomp".
Tobith lui répondit : « Ne te fais pas de souci : c’est en bonne santé que notre enfant va partir et qu’il nous reviendra. Tes yeux verront le jour où il te sera rendu bien portant. Ne t’inquiète pas, n’aie pas de crainte pour eux, ma sœur : Tb 5, 21 : Hag e lavaras-eñ dezhi : "Kuit a verfeti ! yac’h ez ay hor bugel ha yac’h e teuy en-dro davedomp, ha da zaoulagad a welo an deiz ma teuio davedout yac’h.
un bon ange l’accompagnera, son voyage réussira, et il reviendra sain et sauf. » Tb 5, 22 : Kuit a chal ! Bez dinec’h ganto, va c’hoar ! Rak un ael mat hen ambrougo, hag e ray berzh gant e hent, hag e tistroio yac’h".
Mais elle continua de pleurer en silence. Tb 5, 23 : Hag e paouezas-hi da ouelañ.
