Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Tobit » Pennad 3

Levr Tobit - Pennad 3

Levr : Levr Tobit
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 3



La mort dans l’âme, je gémissais et je pleurais ; puis, au milieu de mes gémissements, je commençai à prier : Tb 3, 1 : Enkrezet 'vel ma oan em ene, e hirvoudis en ur ouelañ hag e krogis da bediñ gant huanadoù :

« Tu es juste, Seigneur, toutes tes œuvres sont justes, tous tes chemins, miséricorde et vérité ; c’est toi qui juges le monde. Tb 3, 2 : Just ez oc’h, Aotrou Doue, hag hoc’h holl oberoù a zo just, en holl hentoù ez oc’h leun a vadelezh ha gwirion. C’hwi eo barner ar bed.

Et maintenant, Seigneur, souviens-toi de moi et regarde : ne me punis pas pour mes péchés, mes égarements, ni pour ceux de mes pères, qui ont péché devant toi Tb 3, 3 : Met bremañ, Aotrou, ho pet soñj ac’hanon-me, ha taolit ho selloù warnon. N’am c’hastizit ket evit va fec’hedoù, nag evit an droug am eus graet hep gouiziegezh, me ha va zadoù dirazoc’h.

et refusé d’entendre tes commandements. Tu nous as livrés au pillage, à la déportation et à la mort, pour être la fable, la risée, le sarcasme de toutes les nations où tu nous as disséminés. Tb 3, 4 : Graet hon eus van ebet ouzh ho kourc’hemennoù, ha c’hwi hoc’h eus hon roet d’ar preizherezh, d’an harlu ha d’ar marv. Hol lakaet hoc’h eus da servijañ evel skouer, n’eus kaoz ebet etre an dud nemet diwar hor penn, ha goapaerezh ez omp deuet da vezañ gant an holl bobloù e-lec’h m’hoc’h eus hor stlabezet.

Et maintenant encore, ils sont vrais les nombreux jugements que tu portes contre moi, pour mes péchés et ceux de mes pères, car nous n’avons pas pratiqué tes commandements ni marché dans la vérité devant toi. Tb 3, 5 : Ha bremañ, niverus eo ho parnedi-gezhioù ha gwiriek, pa rit ouzhin hervez va fec’hedoù ha pec’hedoù va Zadoù, rak n’hon eus ket graet ar pezh hoc’h eus gourc’hemennet deomp, ha n’hon eus ket kerzhet gant lealded dirazoc’h.

Et maintenant, agis avec moi comme il te plaira, ordonne que mon souffle me soit repris, pour que je disparaisse de la face de la terre et devienne, moi-même, terre. Pour moi, mieux vaut mourir que vivre, car j’ai entendu des insultes mensongères, et je suis accablé de tristesse. Seigneur, ordonne que je sois délivré de cette adversité, laisse-moi partir au séjour éternel, et ne détourne pas de moi ta face, Seigneur. Car, pour moi, mieux vaut mourir que connaître tant d’adversité à longueur de vie. Ainsi, je n’aurai plus à entendre de telles insultes. » Tb 3, 6 : Ha bremañ, grit ouzhin evel ma plijo deoc’h, gourc’hemennit ma vo dilamet va buhez diganin ; me a fell din bezañ tennet eus an douar ha dont da vezañ douar va-unan, rak gwelloc’h eo ganin mervel eget chom bev, goapaet e vezan hep digarez ebet hag emaon en un dristidigezh vras. Aotrou Doue, grit ma vin disammet eus an anken-mañ, ma vin disammet diouti evit mont d’am chomaj peurbadus. Na zistroit ket ho tremm diouzhin, Aotrou Doue, gwelloc’h eo din-me mervel eget gwelout va buhez en ur stad ken ankenius, ha derc’hel da glevout goapaerezh".

Or ce jour-là, Sarra, la fille de Ragouël d’Ecbatane en Médie, se fit, elle aussi, insulter par une jeune servante de son père : Tb 3, 7 : En deiz-se e c’hoarvezas kement-mañ : Sara, merc’h Ragouel hag a oa o chom en Ekbatana, e Media, en em welas goapaet ivez gant unan eus mitizhien yaouank he zad,

elle avait été mariée sept fois, et Asmodée, le pire des démons, tuait les maris avant qu’ils ne se soient approchés d’elle. Donc, la servante dit à Sarra : « C’est toi qui as tué tes maris ! En voilà déjà sept à qui tu as été donnée en mariage, et d’aucun d’entre eux tu n’as porté le nom. Tb 3, 8 : dre ma oa bet dimezet da seizh gwaz ha ma oant bet lazhet gant Asmodeus, ar gwall-spered, a-raok ma vijent bet en em unanet ganti evel priedoù. Setu perak a lavare ar vatezh dezhi : "Te an hini eo a lazh da briedoù. Sell ! Roet ez out bet dija da seizh den ha n’ac’h eus ket gallet lavarout ez out bet gwreg da unan anezho zoken !

Pourquoi nous fouetter, sous prétexte que tes maris sont morts ? Va les rejoindre : puissions-nous ne jamais voir de toi un fils ni une fille ! » Tb 3, 9 : Perak e fell dit hor c’hastizañ-ni, war zigarez m’eo marv da wazed ? Kae ’ta d’o heul evit na vo biken gwelet ac’hanout na mab, na merc’h !"

Ce jour-là, Sarra, la mort dans l’âme, se mit à pleurer. Et elle monta dans la chambre haute de la maison de son père avec l’intention de se pendre. Mais, à la réflexion, elle se dit : « Eh bien, non ! On irait insulter mon père et lui dire : “Tu n’avais qu’une fille, une fille très aimée, et elle s’est pendue à cause de ses malheurs !” Je ferais ainsi descendre mon vieux père plein de tristesse au séjour des morts. Mieux vaut pour moi ne pas me pendre, mais supplier le Seigneur de me faire mourir, pour que je n’aie plus à entendre de telles insultes à longueur de vie. » Tb 3, 10 : En deiz-se e voe glac’haret-bras Sara ; gouelañ a reas he gwalc’h, hag e pignas betek estaj uhelañ he zad gant ar soñj d’en em grougañ. Met neuze goude en em soñjal e lavaras outi hec’h-unan : "Ha ma vefe tamallet va zad abalamour d’an dra-se ? Lavaret e vo dezhañ : N’az poa nemet ur bennhêrez hag a gares, ha setu m’eo aet d’en em grougañ abalamour d’he zrubuilhoù, hag en e gozhni e rafen d’am zad diskenn gant ar glac’har da Vro an Anaon. Kalz gwelloc’h e rin o chom hep en em grougañ hag o pediñ an Aotrou d’ober din-me mervel ; hag evel-se ne glevin mui tamall ebet em buhez".

À l’instant même, elle étendit les mains vers la fenêtre et fit cette prière : « Béni sois-tu, Dieu de miséricorde ; béni soit ton nom pour les siècles ; que toutes tes œuvres te bénissent à jamais ! Tb 3, 11 : War an taol ec’h astennas he divrec’h war-zu ar prenestr hag e reas he fedenn : "Benniget out-Te, Doue a drugarez, ha benniget da Anv evit ar c’hantvedoù ! R’az pennigo da holl oberoù !

Et maintenant, j’élève vers toi mon visage et mes yeux. Tb 3, 12 : Ha bremañ, davedout va dremm ha va daoulagad am eus savet :

Parle : que je disparaisse de la terre et n’aie plus à entendre d’insultes. Tb 3, 13 : Lavar ma vezin diverket diwar an douar, ha ma na glevin ken, me, a gunujennoù !

Tu sais, toi, Maître, que je suis indemne de toute impureté d’homme. Tb 3, 14 : Te a oar, Mestr, ez on glan a bep saotradur gwaz.

Je n’ai pas déshonoré mon nom ni le nom de mon père sur ma terre d’exil. Je suis la fille unique de mon père, il n’a pas d’autre enfant pour hériter de lui, ni de parent proche ou lointain pour qui je devrais me garder comme épouse. J’ai déjà perdu sept maris : à quoi bon vivre encore ? Et s’il ne te semble pas bon de me tuer, Seigneur, entends au moins l’insulte qui m’est faite. » Tb 3, 15 : Ha n’em eus mastaret na va anv nag anv va zad e bro va forbannerezh. Unverc’h on d’am zad ha n’en deus ket a vugel all evit bezañ hêr dezhañ, ha n’en deus na breur tost dezhañ na kar-nes, m’en em virfen evitañ da bried ; kollet em eus dija seizh, perak em befe c’hoazh da vevañ ? Ha mar ne blij ket dit va lazhañ, Aotrou, neuze selaou ouzh va c’hunujenn".

À cet instant précis, la prière de l’un et de l’autre fut portée en présence de la gloire de Dieu où elle fut entendue. Tb 3, 16 : Ar wech-se e voe selaouet o fedenn dezho o-daou dirak Gloar Doue,

Et Raphaël fut envoyé pour les guérir tous deux : à Tobith pour enlever le voile blanchâtre qui couvrait ses yeux afin que, de ses yeux, il voie la lumière de Dieu, et à Sarra, fille de Ragouël, pour la donner en mariage à Tobie, fils de Tobith, et expulser d’elle Asmodée, le pire des démons ; en effet c’est à Tobie que revenait le droit de l’épouser plutôt qu’à tous ses prétendants. Juste à ce moment, Tobith rentrait de la cour dans sa maison tandis que Sarra, fille de Ragouël, descendait de la chambre haute. Tb 3, 17 : hag e voe kaset Rafael d’o fareañ o-daou : evit tennañ an takadoù gwenn e daoulagad Tobit evit ma welje gant e zaoulagad sklerijenn Doue adarre, hag evit reiñ Sara, merc’h Ragouel, da Dobia, mab Tobit, evel pried hag he disammañ eus Asmodeus, ar gwall-spered. E gwirionez ez eo da Dobia e oa dleet Sara dre zroed a-raok kement den all a c’houlenne anezhi. D’ar mare-se edo Tobit o tont en-dro eus ar porzh evit antren en ti, ha Sara, merc’h Ragouel diouzh he zu, a oa o tiskenn eus ar gambr-uhel.