Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Tobit » Pennad 13

Levr Tobit - Pennad 13

Levr : Levr Tobit
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 13



Alors Tobith écrit une prière de joie, et dit : Tb 13, 1 : Ha Tobit a skrivas gant levenez ur bedenn hag a lavaras :

Béni soit Dieu, le Vivant, à jamais ! Béni soit son règne ! C’est lui qui châtie et prend pitié, qui fait descendre aux profondeurs des enfers et retire de la grande perdition : nul n’échappe à sa main. Tb 13, 2 : Benniget ra vezo Doue, bev eo da viken hag e rouantelezh. Rak kastizañ a ra ha trueziñ, kas a ra da zonder bro an Ankou, hag adsevel eus bro ar gollidigezh, den ne ziflip diouzh e zorn.

Rendez-lui grâce, fils d’Israël, à la face des nations où lui-même vous a dispersés ; Tb 13, 3 : Trugarekait anezhañ, mibien Israel, dirak ar baganed, Eñ eo en devoa hor strewet en o mesk,

là, il vous a montré sa grandeur : exaltez-le à la face des vivants. Car il est notre Seigneur, lui, notre Dieu, notre Père, il est Dieu, pour les siècles des siècles ! Tb 13, 4 : embannit eno e veurdez, uhelveulit anezhañ dirak kement a zo bev, rak Eñ eo hon Aotrou, Eñ eo hon Tad hag Eñ eo hon Doue da holl viken.

Il vous frappera pour vos péchés, mais il vous prendra tous en pitié, il vous rassemblera de toutes les nations où vous avez été disséminés. Tb 13, 5 : Ho kastizañ a ra en abeg d’ho pec’hedoù, met ouzhoc’h-c’hwi holl en deus truez. Ho tastum a ray a-douez an holl bobloù ma oac’h eno strewet.

Si vous revenez vers lui de cœur et d’âme pour vivre, dans la vérité, devant lui, alors il reviendra vers vous et jamais plus ne cachera sa face. Regardez ce qu’il a fait pour vous, rendez-lui grâce à pleine voix ! Bénissez le Seigneur de justice, exaltez le Roi des siècles ! Et moi, en terre d’exil, je lui rends grâce ; je montre sa grandeur et sa force au peuple des pécheurs. « Revenez, pécheurs, et vivez devant lui dans la justice. Qui sait s’il ne vous rendra pas son amour et sa grâce ! » Tb 13, 6 : Mar distroit davetañ a holl galon hag a holl ene evit seveniñ dirazañ ar wirionez : neuze e tistroio davedoc’h, ha ne guzho ken e zremm ouzhoc’h hiviziken. Ha bremañ arvestit ouzh ar pezh en deus graet evidoc’h, trugarekait anezhañ leizh ho kenou, bennigit Aotrou ar justis, ha meulit Roue ar c’hantvedoù. Me en meul amañ e bro va harlu. E nerzh hag e vrasted a zisklerian d’ur bobl a bec’herien. Distroit, o pec’herien, ha grit ar pezh a zo just dirazañ Piv a oar, mar fell dezhañ ober deoc’h trugarez ?

Je veux chanter ma joie pour le Roi du ciel ; mon âme se réjouira de sa grandeur tous les jours de ma vie. Tb 13, 7 : Da Roue an Neñv e fell din kanañ va levenez, ha va ene en em laouenaio holl deizioù va buhez.

Bénissez le Seigneur, vous tous qu'il a choisi ; louez sa grandeur. Déclarez un jour de joie et rendez-lui gloire. Tb 13, 8 : Bennigit an Aotrou, c’hwi holl, e re zibabet, kanmeulit holl e vrasted. Embannit un devezh a levenez ha rentit klod dezhañ.

Jérusalem, ville sainte, Dieu va te frapper pour les œuvres de tes fils. Tb 13, 9 : Jeruzalem, kêr santel, da gastizañ a ra en abeg da oberoù da vibien,

Rends toute grâce au Seigneur et bénis le Roi des siècles ! Qu’il relève en toi le sanctuaire, qu’il réjouisse en toi les exilés, qu’il aime en toi les malheureux, pour les siècles sans fin. Tb 13, 10 : Kanmeul an Aotrou a-zevri-kaer, ha bennig Roue ar c’hantvedoù, ma vo a-nevez savet ennout e santual gant levenez, ma laouenaio ennout an holl harluidi, ha ma karo ennout an holl reuzeudien evit an holl rummadoù da viken !

Une lumière brillante brillera jusqu’aux limites de la terre. De loin, viendront des peuples nombreux vers ton nom qui est saint, ils viendront des extrémités de la terre les mains chargées de leurs offrandes pour le Roi du ciel. Les générations des générations t’empliront d’allégresse, et le nom de l’Élue restera pour les siècles. Tb 13, 11 : Skediñ a ri gant ur sklerijenn a lugerno betek dibennoù an douar : A-bell etrezek da Anv santel e teuio broadoù niverus, eus pennoù pellañ an douar, gant o frofoù en o daouarn, evit Roue an Neñv. Rummadoù ha rummadoù a roio dit levenez, hag anv an dilennadez a chomo evit ar rummadoù da viken.

Maudits soient tous ceux qui te menaceront, maudits soient tous ceux qui te détruiront ou raseront tes remparts, tous ceux qui abattront tes tours et mettront le feu à tes maisons. Mais bénis soient tous ceux qui te respecteront, à jamais ! Tb 13, 12 : Milliget an holl re a lavar komzoù garv, milliget an holl re az tistrujo hag a ziskar da vogerioù, an holl re a zismantr da dourioù hag a losk da diez ! Ha benniget e vezo da viken an holl re az touj !

Réjouis-toi, exulte, à cause des fils des justes : tous rassemblés, ils béniront le Seigneur éternel. Tb 13, 13 : Kae neuze, ha bez evurus en abeg da vibien an dud reizh, rak holl e vezint bodet hag e vennigint Aotrou ar c’hantvedoù.

Heureux ceux qui t’aiment : ils se réjouiront de ta paix. Heureux tous ceux qui s’affligeront sur toi à cause de toutes tes épreuves : en toi ils se réjouiront, ils prendront part à ta joie pour toujours. Tb 13, 14 : Evurus ar re ho kar, hag evurus ar re a vo laouen gant ho peoc’h ! Hag evurus an holl dud a vo enkrezet gant hoc’h holl reuzioù, rak ennoc’h e vezint laouen hag e welint hoc’h holl levenez da holl viken.

Mon âme, bénis le Seigneur, le Grand Roi, Tb 13, 15 : Va ene, bennig an Aotrou, ar Roue bras,

il bâtira, dans Jérusalem, sa maison pour les siècles ! heureux serai-je, s’il reste quelqu’un de ma descendance pour contempler ta gloire et célébrer le Roi du ciel. Les portes de Jérusalem seront d’émeraude et de saphir ; ses murs, de pierre précieuse. Les tours de Jérusalem en or seront rebâties, et leurs créneaux, en or pur. Tb 13, 16 : rak Jeruzalem, e gêr, e Di dezhañ, a vezo adsavet evit an holl gantvedoù. Evurus e vin-me, mar deu nemorant va gouenn da welout ho klod ha da ganmeuliñ Roue an Neñv. Dorioù Jeruzalem gant safir hag emrodez a vo adsavet, ha gant mein prizius he holl vogerioù. Tourioù Jeruzalem en aour a vo adsavet, hag he difennoù, en aour glan.

Les rues de Jérusalem, pavées de rubis et de pierres d’Ophir. Tb 13, 17 : Straedoù Jeruzalem a vezo pavezet gant skarbouklennoù ha mein Ofir.

Les portes de Jérusalem retentiront de chants de joie, et ses demeures diront : « Alléluia ! Béni soit le Dieu d’Israël ! » Que les bénis de Dieu bénissent le Nom très saint, pour les siècles et à jamais ! Tb 13, 18 : Ha dorioù Jeruzalem a gano meulganoù a levenez hag hec’h holl straedoù a gano Allelouia, benniget Doue Israel, ha benniget ar re a vennig an Anv santel da viken ha muioc’h c’hoazh !