Levr Tobit - Pennad 14
Pennad 14
C’est ainsi que Tobith acheva son cantique d’action de grâce. Tb 14, 1 : Hag e voe peurechuet komzoù trugarekadenn Dobit.
Tobith mourut dans la paix à l’âge de cent douze ans et il fut enterré dignement à Ninive. Il avait soixante-deux ans quand il perdit l’usage de ses yeux. Après avoir retrouvé la vue, il vécut dans l’abondance et fit des aumônes. Il continua de bénir Dieu et de célébrer la grandeur divine. Tb 14, 2 : Hag e varvas e peoc’h d’an oad a gant daouzek vloaz hag e voe beziet gant enor e Ninive. Ha daou vloaz ha tri-ugent en devoa pa gollas e zaoulagad, ha goude adkavet gantañ ar gweled, e vevas er builhentez hag e reas aluzonoù. Derc’hel a reas ivez da vennigañ Doue ha da uhelveuliñ meurdez Doue.
Au moment de mourir, il appela son fils Tobie et lui fit ces recommandations : « Mon enfant, emmène tes enfants, Tb 14, 3 : Ha pa voe o vont da vervel, e c’halvas Tobia, e vab, hag e roas dezhañ e urzhioù : "Mabig, kas ganit da vugale,
pars vite en Médie, car je crois à cette parole de Dieu que le prophète Nahoum a proférée contre Ninive : tout doit arriver, tout se produira contre Assour et Ninive, comme l’ont annoncé les prophètes d’Israël que Dieu a envoyés ; tout se produira, et rien ne sera retranché de toutes leurs paroles ; toutes choses arriveront en leur temps. Il y aura alors plus de sécurité en Médie qu’en Assour et en Babylonie. Car je sais bien, moi, et je crois que s’accomplira tout ce que Dieu a dit ; tout doit arriver, aucune de ses paroles ne sera effacée. Nos frères qui habitent sur la terre d’Israël seront tous disséminés et emmenés en exil loin de ce bon pays. Tout le pays d’Israël deviendra un désert, Samarie et Jérusalem seront un désert, et la Maison de Dieu sera livrée à la désolation et à l’incendie, jusqu’au temps fixé. Tb 14, 4 : ha kerzh buan da Vedia, rak krediñ a ran-me e komz Doue war Ninive, en devoa lavaret Nahoum : Kement tra a vezo hag a c’hoarvezo war Asour ha Ninive ; ha kement tra o deus lavaret profeded Israel en deus kaset Doue, se a c’hoarvezo, netra ne vezo dilamet eus o holl gomzoù ; holl e tegouezhint en o amzer, hag e Media e vezo silvidigezh muioc’h eget en Asour hag e Babilon. Rak gouzout a ran, me, ha krediñ a ran : Kement tra en deus lavaret Doue a vezo hag a c’hoarvezo ; ha ne gouezho ket ur gomz eus an diouganoù. Hag hor breudeur a zo o chom war zouar Israel a vezo holl stlabezet ha forbannet eus an douar mat-se, hag holl vro Israel a vezo digenvez, ha Samaria ha Jeruzalem a vezo digenvez, ha Ti Doue, er glac’har, a vezo losket evit ur pennad.
Mais Dieu les prendra de nouveau en pitié, il les ramènera au pays d’Israël, et ils rebâtiront sa Maison, non pas dans l’état de jadis, mais en attendant que s’accomplissent les temps favorables. Ils reviendront alors tous de leur captivité, ils reconstruiront Jérusalem magnifiquement, et la Maison de Dieu y sera rebâtie, comme l’ont annoncé les prophètes d’Israël. Tb 14, 5 : Hag a-nevez e truezo outo Doue, hag o degas a ray Doue en-dro da zouar Israel, hag a-nevez ec’h adsavint an Ti, nann avat evel an hini kentañ, betek ar mare ma vo peursevenet an amzerioù merket. Ha goude-se e tistroint holl diouzh o forbannerezh hag ec’h adsavint Jeruzalem a-stad, ha Ti Doue enni a vo adsavet, evel m’o deus lavaret diwar e benn profeded Israel.
Toutes les nations de la terre entière, toutes se convertiront et craindront Dieu en vérité. Tous abandonneront les idoles qui les trompaient et les menaient à l’erreur, et, dans la justice, ils béniront le Dieu des siècles. Tb 14, 6 : Hag an holl Vroadoù, re an douar a-bezh, a zistroio holl hag a zoujo Doue e gwirionez ; hag e tilezint-holl o idoloù a ziheñche anezho en o diheñchadurioù touellus, hag e vennigint Doue ar c’hantvedoù er reizhded.
Tous les fils d’Israël seront sauvés en ces jours-là, pour s’être souvenus de Dieu en vérité ; ils se rassembleront, ils viendront à Jérusalem et habiteront pour toujours en sécurité dans la terre d’Abraham, qui leur sera donnée. Ceux qui aiment Dieu en vérité se réjouiront ; ceux qui commettent le péché et l’injustice disparaîtront de toute la terre. 8- Tb 14, 7 : Holl vugale Israel a vezo saveteet en deizioù-se, dre gaout soñj eus Doue, e gwirionez, en em zastumo hag a zeuio da Jeruzalem hag a chomo da viken war zouar Abraham e savete hag e vezo roet an douar-se dezho. Hag e vezo laouen ar re a gar Doue e gwirionez, hag ar re a ra ar pec’hed hag an direizhded a vezo rasket diwar an douar a-bezh.
- Tb 14, 8 : -
Et maintenant, mes enfants, je vous donne ce commandement : servez Dieu en vérité, faites ce qui lui plaît. Ordonnez à vos enfants de pratiquer la justice et l’aumône, afin qu’ils se souviennent de Dieu et qu’en tout temps ils bénissent son nom en vérité et de toute leur force. Quant à toi, mon enfant, quitte Ninive, ne reste pas ici. Dès que tu auras enterré ta mère auprès de moi, ne reste pas un jour de plus dans cette contrée. Car, je le vois, il y a ici beaucoup d’injustices, et les impostures se multiplient, sans que personne en ait honte. Tb 14, 9 : Ha bremañ, va bugale, me a gemenn deoc’h : Servijit Doue e gwirionez ha grit ar pezh a blij dezhañ ; ha d’ho pugale, ra vezo kemennet seveniñ reizhded hag aluzon, ha ma talc’hint soñj eus Doue ha ma vennigint e Anv e pep degouezh, e gwirionez ha gant o holl nerzh. Ha bremañ, te, mabig kae er-maez eus Ninive ha na chom ket amañ. En deiz m’az po douaret da vamm em c’hichen, en deiz-se end-eeun na chom ket en he harzoù. Rak gwelout a ran kalz a zireizhded enni, ha kalz a floderezh a vez graet enni hep n’o defe mezh.
Mon enfant, considère comment Nadab a traité Ahikar qui l’avait élevé : n’a-t-il pas voulu le précipiter en terre tout vivant ? Mais Dieu lui a jeté son infamie au visage : Ahikar est ressorti à la lumière, tandis que Nadab s’enfonçait dans les ténèbres éternelles, pour avoir tenté de tuer Ahikar. À cause de ses aumônes, Ahikar a échappé au piège mortel que Nadab lui avait tendu. Nadab y tomba lui-même et y trouva la mort. Tb 14, 10 : Sell, mabig ouzh kement en deus graet Nadab da Ac’hikar en devoe e savet ; ha n’eo ket en-bev ez eo bet diskennet en douar ? Met restaolet en deus Doue e fallagriezh ouzh e fas : deuet eo d’ar sklerijenn Ac’hikar, tra m’eo aet Nadab en deñvalijenn beurbad, dre m’en devoa klasket lazhañ Ac’hikar. Dre ober an aluzon ez eo aet er-maez eus griped ar marv en devoa stegnet dezhañ Nadab, ha Nadab a zo kouezhet e griped ar marv en deus graet dezhañ mervel.
Ainsi donc, mes enfants, voyez ce que produit l’aumône ; voyez aussi ce que produit l’injustice : elle conduit à la mort… Mais voici que le souffle m’abandonne. » On déposa alors Tobith sur un lit, il mourut et on l’enterra dignement. Tb 14, 11 : Ha bremañ, va mibien, gwelit ar pezh a zegas an aluzon hag ar pezh a zegas an direizhded, lazhañ a ra. Ha setu va ene o vankout din". Hag e lakaat a rejont war ar gwele hag e varvas. Hag e voe beziet gant enor.
À la mort de sa mère, Tobie l’enterra près de son père. Puis il partit pour la Médie avec sa femme et s’établit à Ecbatane, chez son beau-père Ragouël. Tb 14, 12 : Ha pa varvas e vamm, e touaras anezhi Tobia gant e dad. Hag ez eas, eñ hag e wreg, da Vedia, hag e chomas en Ekbatanagant Ragouel, e dad-kaer.
Il prit grand soin de ses beaux-parents dans leur vieillesse et il les enterra à Ecbatane de Médie. Il hérita alors du patrimoine de son beau-père, comme de celui de Tobith, son père. Tb 14, 13 : Hag e reas gant bri en-dro d’o c’hozhni hag o beziañ a reas en Ekbatanaa Vedia. Hag en devoe da hêrezh ti Ragouel hag hini Tobit, e dad.
Et il mourut, respecté de tous, à l’âge de cent dix-sept ans. Tb 14, 14 : Hag e varvas d’an oad a gant seitek vloaz, enoret-bras.
Avant de mourir, il apprit la ruine de Ninive et il vit ses habitants arriver en Médie, déportés par Cyaxare, roi de Médie. Tobie bénit Dieu pour tout ce qu’il avait fait aux gens de Ninive et d’Assour. Avant sa mort, il se réjouit du sort de Ninive et il bénit le Seigneur Dieu pour les siècles des siècles. Tb 14, 15 : Gwelout a reas ha klevout, a-raok mervel, distruj Ninive, ha gwelout he zud prizoniet kaset da Vedia, ar re en devoa forbannet Ac’hikar roue Media. Hag e vennigas Doue evit kement en devoa graet da vibien Ninive hag Asiria. Laouen e voe diwar-benn Ninive, hag e vennigas an Aotrou Doue evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
