Geneliezh - Pennad 33
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 33
Jacob leva les yeux. Il vit qu’Ésaü arrivait, et avec lui quatre cents hommes. Il répartit alors les enfants entre Léa, Rachel et les deux servantes. Gn 33, 1 : Hag e savas Jakob e zaoulagad hag e welas Esaou o tont, ha gantañ pevar c’hant den. Dispartiañ a reas ar vugale etre Lia ha Rachel hag an div vatezh,
En tête, il mit les servantes et leurs enfants, puis Léa et ses enfants, et derrière, Rachel et Joseph. Gn 33, 2 : hag e lakaas ar mitizhien gant o bugale da gentañ, Lia hag he bugale da c’houde, ha Rachel gant Jozef d’an diwezhañ.
Quant à lui, il passa devant eux et il se prosterna sept fois, face contre terre, avant d’aborder son frère. Gn 33, 3 : Hag eñ a dremenas en o raok, hag e stouas d’an douar seizh gwech, ken na voe tost d’e vreur.
Ésaü courut à sa rencontre, l’étreignit, se jeta à son cou, l’embrassa, et tous deux pleurèrent. Gn 33, 4 : Hag e redas Esaou davetañ, ha d’e vriata ha da gouezhañ en e gerc’henn ha da bokat dezhañ, hag int da ouelañ.
Ésaü leva les yeux, vit les femmes et les enfants, et dit : « Qui sont ceux-là pour toi ? » Jacob répondit : « Ce sont les enfants que Dieu a accordés à ton serviteur. » Gn 33, 5 : Hag e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras : "Piv a zo aze ganit ?" Hag e lavaras : "Ar vugale en deus bet, dre c’hras Doue, da servijer".
Alors les servantes s’avancèrent avec leurs enfants et se prosternèrent. Gn 33, 6 : Hag e tostaas ar mitizhien gant o bugale en ur stouiñ.
Puis s’avança Léa avec ses enfants, et ils se prosternèrent. Enfin s’avancèrent Joseph et Rachel, et ils se prosternèrent. Gn 33, 7 : Hag e tostaas ivez Lia gant he bugale en ur stouiñ. Ha da c’houde e tostaas Jozef ha Rachel en ur stouiñ.
Ésaü reprit : « Qu’est-ce que toute cette troupe que j’ai rencontrée ? » Jacob répondit : « C’est pour trouver grâce aux yeux de mon seigneur. » Gn 33, 8 : Hag e lavaras : "Da betra eo ar c’hampad-se em eus ’n em gavet gantañ ?" Hag e lavaras : "Evit kavout gras ouzh daoulagad va aotrou !"
Ésaü dit : « J’ai largement ce qu’il me faut, mon frère. Garde pour toi ce qui est à toi. » Gn 33, 9 : Hag e lavaras Esaou : "Bez’ em eus trawalc’h, va breur ! Ra vezo dit ar pezh ac’h eus !"
Jacob répondit : « Oh que non ! Si j’ai trouvé grâce à tes yeux, de ma main tu accepteras mon présent. En effet, j’ai pu paraître devant ta face comme on paraît devant la face de Dieu, et tu t’es montré bienveillant envers moi. Gn 33, 10 : Hag e lavaras Jakob : "Ne vo ket, me az ped ! Mar kavan gras dirazout, e tegemeri ar prof-mañ eus va dorn, rak, sur, gwelout da zremm a oa din evel gwelout dremm Doue ! Ha va degemer a rez !
Accepte donc le présent que je t’ai apporté. Car Dieu m’a fait grâce et j’ai tout ce qu’il me faut. » Il insista auprès de lui et celui-ci accepta. Gn 33, 11 : Kemer an donezon a gasan dit, rak dre c’hras Doue eo em eus o bet holl !" Hag e pouezas warnañ hag e tegemeras.
Ésaü dit : « Levons le camp ! En route ! Je marcherai en tête. » Gn 33, 12 : Hag e lavaras : "Digampomp hag eomp, hag e kerzhin keñver-ha-keñver ouzhit".
Mais Jacob répondit : « Mon seigneur sait que les enfants sont fragiles, et j’ai à ma charge des brebis et des vaches qui allaitent. Si on presse l’allure un seul jour, tout le petit bétail meurt ! Gn 33, 13 : Hag e lavaras dezhañ : "Va aotrou a oar se : ar vugale a zo youst, ha neuze, deñved ha saout war o laezh am eus : ma vountan warno un devezh hepken, e varvo an holl vagad !
Que mon seigneur passe donc devant son serviteur, mais moi, je cheminerai tranquillement, au pas du convoi qui me précédera et au pas des enfants, jusqu’à ce que j’arrive chez mon seigneur, en Séïr. » Gn 33, 14 : Ra dremeno eta va aotrou dirak e servijer, ha me a gerzho war va fouez, diouzh kammed ar bagad am bo dirazon ha diouzh troad ar vugale, ken na vin erru e ti va aotrou e Seir".
Ésaü dit : « Je vais laisser auprès de toi quelques-uns des gens qui m’accompagnent. » Jacob répondit : « À quoi bon ? Pourvu que je trouve grâce aux yeux de mon seigneur ! » Gn 33, 15 : Hag e lavaras Esaou : "Ez an da lezel ganit darn eus an dud a oa ganin". Hag e lavaras : "Perak ? Trawalc’h eo din bezañ kavet gras dirak va aotrou".
Ce jour même, Ésaü reprit son chemin vers Séïr. Gn 33, 16 : Hag ez adkemeras, en deiz-se, Esaou hent Seir.
Jacob, lui, partit pour Souccoth où il se bâtit une maison et fit des huttes pour son troupeau. C’est pourquoi on appela cet endroit « Souccoth » (c’est-à-dire : Huttes). Gn 33, 17 : Ha Jakob a loc’has war-zu Soukot : eno e savas evitañ e-unan un ti, hag evit e chatal lochoù : setu perak ec’h anvas al lec’h-se Soukot.
Venant de Paddane-Aram, Jacob arriva sain et sauf à la ville de Sichem, au pays de Canaan, et il campa en face de la ville. Gn 33, 18 : Hag ez erruas Jakob yac’h e kêr Sikem, a oa e bro Ganaan, o tont eus Paddanaram, hag e kampas a-dal d’ar gêr-se.
Pour cent pièces d’argent, il acheta aux fils de Hamor, père de Sichem, la parcelle de champ où il avait dressé sa tente. Gn 33, 19 : Hag e prenas un dachenn-bark en devoa stignet warni e deltenn, eus dorn mibien Hemmor, tad Sikem, evit kant pezh-argant.
Là, il érigea un autel qu’il appela « El, Dieu d’Israël ». Gn 33, 20 : Hag e savas eno un aoter a anvas El-Doue-Israel.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
