Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 41

Geneliezh - Pennad 41

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 41



Deux ans plus tard, Pharaon eut un songe. Il se tenait debout près du Nil, Gn 41, 1 : A-benn daou vloaz setu Faraon o huñvreal : edo en e sav e-kichen an Nil.

et voici que montaient du Nil sept vaches, belles et bien grasses, qui broutaient dans les roseaux. Gn 41, 2 : Hag eus an Nil e save seizh buoc’h, kaer da welout ha lart o c’hig, hag a beuras en elestreg,

Puis, derrière elles, montaient du Nil sept autres vaches, laides et très maigres. Elles se tenaient à côté des premières, sur la rive du Nil. Gn 41, 3 : ha setu seizh buoc’h all o sevel en o goude eus an Nil, fall da welout ha treut o c’hig, hag a chomas e-kichen ar saout all war ribl an Nil.

Et les vaches laides et très maigres mangeaient les sept vaches belles et bien grasses. Alors Pharaon s’éveilla. Gn 41, 4 : Hag e tebras ar saout fall da welout ha treut o c’hig ar seizh buoc’h kaer da welout ha lart. Hag e tihunas Faraon.

Il se rendormit et fit encore un songe : sept épis montaient sur une seule tige ; ils étaient gros et beaux. Gn 41, 5 : Hag e reas ur c’housk hag un huñvre all : seizh tañvouezenn a save war ur gorzenn, hag int druz ha brav.

Puis, après eux, germaient sept épis maigres et desséchés par le vent d’est. Gn 41, 6 : Ha setu seizh tañvouezenn dreut ha disec’het gant an avel-reter o tiflukañ en o goude.

Et les épis maigres avalaient les sept épis gros et pleins. Alors Pharaon s’éveilla : c’était un songe ! Gn 41, 7 : Hag e lonkas an tañvouez treut ar seizh tañvouezenn druz ha leun. Hag e tihunas Faraon : bet en devoa un huñvre !

Mais le matin, son esprit était troublé ; il fit convoquer tous les magiciens et tous les sages d’Égypte. Pharaon leur raconta les songes, mais personne ne pouvait les interpréter. Gn 41, 8 : Diouzh ar beure, strafuilhet e spered, e kasas tud da c’hervel holl skribed an Egipt hag hec’h holl furien, hag e kontas Faraon dezho e huñvreoù, met hini n’o diskoulmas da Faraon.

Alors le grand échanson parla à Pharaon en ces termes : « Aujourd’hui, je me rappelle mes fautes. Gn 41, 9 : Neuze e komzas ar penn-hanafer ouzh Faraon, o lavarout : "Va fec’hedoù a anzavan hiziv.

Pharaon s’était irrité contre ses serviteurs et il m’avait mis au poste de garde, dans la maison du grand intendant, et avec moi, le grand panetier. Gn 41, 10 : Ya ! Faraon, fuloret ouzh e servijerien, en devoa va lakaet e karc’har ti kabiten ar warded, me hag ar penn-baraer.

Une même nuit, nous avons fait un songe, moi et lui. Et chacun des songes avait sa propre signification. Gn 41, 11 : Hag e rejomp un huñvre en hevelep noz, me hag eñ ; pep hini en devoe an diskoulm eus an huñvre hon devoa graet.

Il y avait là, avec nous, un jeune Hébreu, serviteur du grand intendant. Nous lui avons raconté nos songes et il a donné à chacun l’interprétation du songe qu’il avait fait. Gn 41, 12 : Eno ganeomp e oa ur paotr hebreat, servijer kabiten ar warded. Hag e kontjomp dezhañ hag e tiskoulmas deomp hon huñvreoù : da bep hini e huñvre a ziskoulmas.

Et ses interprétations s’avérèrent exactes : moi, on m’a rétabli dans ma charge, et l’autre, on l’a pendu. » Gn 41, 13 : Hag evel m’en devoa diskoulmet deomp e c’hoarvezas : me a zo bet adlakaet em c’harg hag eñ krouget".

Pharaon fit appeler Joseph. En toute hâte, on le tira de son cachot. Il se rasa, changea de vêtements et se rendit chez Pharaon. Gn 41, 14 : Hag e kasas Faraon tud da c’hervel Jozef hag e voe tennet buan eus an toull-bac’h. Aotennet ha cheñchet e zilhad, ez eas davet Faraon.

Pharaon dit à Joseph : « J’ai fait un songe et personne ne peut l’interpréter. Mais j’ai entendu dire de toi, qu’il te suffit d’entendre raconter un songe pour en donner l’interprétation. » Gn 41, 15 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Un huñvre am eus graet, ha da reiñ an diskoulm anezhi n’eus den ; met klevet em eus diwar da benn lavarout : pa glevez un huñvre, e roez an diskoulm anezhi".

Joseph répondit à Pharaon : « Ce n’est pas moi, c’est Dieu qui donnera à Pharaon la réponse qui lui rendra la paix. » Gn 41, 16 : Hag e respontas Jozef da Faraon, o lavarout : "N’eo ket me, met Doue eo a responto, evit peoc’h Faraon".

Alors, Pharaon dit à Joseph : « Dans le songe, j’étais debout au bord du Nil, Gn 41, 17 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Em huñvre e oan em sav war ribl an Nil,

et voici que montaient du Nil sept vaches, bien grasses et de belle allure, qui broutaient dans les roseaux. Gn 41, 18 : ha setu eus an Nil o sevel seizh buoc’h, lart a gorf ha kaer a stumm, a beuras en elestreg.

Puis, derrière elles, montaient sept autres vaches, chétives, très laides et décharnées. Je n’en avais jamais vu d’une telle laideur dans tout le pays d’Égypte. Gn 41, 19 : Ha setu seizh buoc’h all o sevel en o goude, treut ha fall o stumm, meurbet, ha treut a gig ; n’em boa ket gwelet evelto neblec’h e bro Egipt, ken fall !

Les vaches décharnées et laides mangeaient les premières vaches, les grasses, Gn 41, 20 : Hag e voe debret gant ar saout treut ha fall ar seizh buoc’h kentañ, ar re lart.

qui entraient dans leur panse. Mais on ne s’apercevait pas que les grasses étaient entrées dans leur panse : elles restaient aussi laides qu’avant. Alors je me suis réveillé. Gn 41, 21 : Mont a rejont en o diabarzh hep na oufed e oant aet e-barzh ; ha da welout e oant ken fall ha diagent. Hag e tihunis.

Mais j’ai encore vu, en songe, sept épis qui montaient sur une seule tige ; ils étaient pleins et beaux. Gn 41, 22 : Hag e welis ivez em huñvre seizh tañvouezenn, a save war ar memes korzenn, hag int leun ha brav.

Puis, après eux, germaient sept épis durcis, maigres et desséchés par le vent d’est. Gn 41, 23 : Ha seizh tañvouezenn moan, treut ha disec’het gant an avel-reter, o tiflukañ en o goude.

Et les épis maigres avalaient les sept beaux épis. J’en ai parlé aux magiciens, mais personne n’a pu me fournir d’explication. » Gn 41, 24 : Hag e voe lonket gant an tañvouezennoù treut ar seizh tañvouezenn vat. Lavaret em eus bet se d’an divinourien, met hini n’en deus roet an disklêriadur din".

Joseph répondit à Pharaon : « Pharaon n’a eu qu’un seul et même songe. Ce que Dieu va faire, il l’a indiqué à Pharaon. Gn 41, 25 : Hag e lavaras Jozef da Faraon : "Huñvreoù Faraon, unan ned int ken : ar pezh emañ Doue oc’h ober en deus disklêriet, da Faraon :

Les sept belles vaches représentent sept années, et les sept beaux épis, sept années : c’est un seul et même songe ! Gn 41, 26 : Ar seizh buoc’h mat a zo seizh vloaz anezho, hag ar seizh tañvouezenn vat, seizh vloaz ivez : un huñvre nemetken.

Les sept vaches décharnées et laides qui montaient derrière les autres représentent sept années ; de même, les sept épis vides et desséchés par le vent d’est. Ce seront sept années de famine. Gn 41, 27 : Ar seizh buoc’h treut ha fall a zo savet en o goude a zo seizh vloaz anezho, hag ar seizh tañvouezenn treut ha disec’het gant an avel-reter a zo seizh vloavezh kernez.

C’est bien ce que j’ai dit à Pharaon : ce que Dieu va faire, il l’a montré à Pharaon. Gn 41, 28 : Ya ! an dra-mañ a lavaran da Faraon : ar pezh emañ Doue o vont da ober en deus roet da welout da Faraon.

Voici qu’arrivent sept années de grande abondance dans tout le pays d’Égypte. Gn 41, 29 : Er seizh vloaz o tont e vo aezamant bras dre-holl e bro Egipt,

Mais après elles viendront sept années de famine : alors on oubliera toute abondance dans le pays d’Égypte, la famine épuisera le pays. Gn 41, 30 : met c’hoarvezout a raio seizh vloaz kernez en o goude, hag e vo ankounac’haet an holl aezamant bet e bro Egipt. Hag e rivino ar gernez-se ar vro.

On ne saura plus ce que pouvait être l’abondance dans le pays, tant la famine qui suivra pèsera lourdement. Gn 41, 31 : Ne vo ket anavezet an aezamant e bro Egipt en askont d’ar gernez-mañ, a-c’houdevezh ; rak grevus-meurbet e vo.

Si le songe de Pharaon s’est répété une seconde fois, c’est que la décision de Dieu est bien arrêtée et qu’il va se hâter de l’exécuter. Gn 41, 32 : Hag ez eo addeuet an huñvre da Faraon div wech, dre ma oa divizet mat an dra gant Doue, ha mat eo gant Doue hen ober.

Maintenant donc, que Pharaon voie s’il y a un homme intelligent et sage pour l’établir sur le pays d’Égypte. Gn 41, 33 : Ha bremañ, ra welo Faraon un den poellek ha fur da lakaat war vro Egipt ;

Que Pharaon agisse en instituant des fonctionnaires sur le pays d’Égypte, afin de prélever le cinquième des récoltes pendant les sept années d’abondance. Gn 41, 34 : ra vo oberiant Faraon da lakaat kargidi war ar vro, da dailhañ ar bempvedenn diwar vro Egipt e-kerzh ar seizh bloavezh aezamant,

Ils recueilleront toute la nourriture de ces bonnes années qui viennent et, sous l’autorité de Pharaon, ils entasseront dans les villes du froment comme nourriture : ils le garderont en réserve. Gn 41, 35 : da zastum a bep seurt boued er bloavezhioù mat a zeuio bremañ, da sanailhañ ed dindan urzh Faraon, ha boued er c’hêrioù ra vezo miret,

Ainsi, il y aura une réserve de nourriture pour le pays en vue des sept années de famine qui suivront dans le pays d’Égypte, et la famine ne détruira pas le pays. » Gn 41, 36 : ma vo boued a-gostez evit ar vro, evit ar seizh bloavezh kernez a vezo war vro Egipt, ha ma n’ay ket da get ar vro gant ar gernez".

Cette proposition plut à Pharaon et à tous ses serviteurs. Gn 41, 37 : Hag e voe mat an dra ouzh daoulagad Faraon hag ouzh daoulagad e servijerien.

Pharaon leur dit : « Trouverons-nous un homme comme celui-ci, qui a l’esprit de Dieu en lui ? » Gn 41, 38 : Hag e lavaras Faraon d’e servijerien : "Hag-eñ e vo kavet evel hemañ un den en devo spered Doue ennañ ?"

Alors, Pharaon dit à Joseph : « Dès lors que Dieu t’a fait connaître tout cela, personne ne peut être aussi intelligent et aussi sage que toi. Gn 41, 39 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Peogwir en deus disklêriet Doue dit an holl draoù-mañ, n’eus den poellekoc’h na furoc’h egedout.

C’est toi qui auras autorité sur ma maison ; tout mon peuple se soumettra à tes ordres ; par le trône seulement, je serai plus grand que toi. » Gn 41, 40 : Te a vo rener war va zi, ouzh da urzhioù e plego va holl dud. Nemet dre ar gador-roue e vin brasoc’h egedout".

Pharaon dit à Joseph : « Vois ! Je t’établis sur tout le pays d’Égypte. » Gn 41, 41 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Sell ! da lakaat a ran war holl vro Egipt !"

Il ôta l’anneau de son doigt et le passa au doigt de Joseph ; il le revêtit d’habits de lin fin et lui mit autour du cou le collier d’or. Gn 41, 42 : Hag e lamas Faraon e walenn diwar e zorn hag e lakaas anezhi ouzh dorn Jozef, hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin hag e lakaas ur gelc’henn-aour ouzh e gerc’henn.

Il le fit monter sur son deuxième char et on criait devant lui : « À genoux ! » Et ainsi il l’établit sur tout le pays d’Égypte. Gn 41, 43 : Hag e karroñsas anezhañ en eil karroñs en devoa, hag e voe huchet dirazañ : "D’an daoulin !" Hag e voe lakaet anezhañ war holl vro Egipt.

Pharaon dit encore à Joseph : « Je suis Pharaon. Mais sans ta permission, personne ne lèvera le petit doigt dans tout le pays d’Égypte. » Gn 41, 44 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Me eo Faraon ! Hogen hepdout ne savo den e zorn nag e droad neblec’h e bro Egipt !"

Pharaon appela Joseph Safnath-Panéah et lui donna pour femme Asnath, fille de Poti-Phéra, prêtre de One. Alors Joseph partit inspecter le pays d’Égypte. Gn 41, 45 : Hag e c’halvas Faraon anv Jozef : Safnet-Panek, hag e roas dezhañ Asenet, merc’h Poutifar, beleg On, da wreg. Hag e valeas Jozef dre vro Egipt.

Joseph avait trente ans quand il se tint en présence de Pharaon, le roi d’Égypte. Il prit congé de lui et parcourut tout le pays d’Égypte. Gn 41, 46 : Jozef a oa un den tregont vloaz pa ’n em zalc’has dirak Faraon, roue Egipt. Ha mont a reas Jozef a-zirak Faraon da dremen dre-holl e bro Egipt.

Pendant les sept années d’abondance, la terre produisit à plein. Gn 41, 47 : Hag e roas an douar e-kerzh ar seizh vloaz-aezamant, a-builh.

Pendant les sept années d’abondance au pays d’Égypte, Joseph recueillit toute la nourriture et l’entreposa dans les villes. Il entreposait au centre de la ville la nourriture produite dans la campagne environnante. Gn 41, 48 : Hag e voe dastumet a bep seurt boued, e-pad seizh vloaz, eus pezh a veze e bro Egipt, hag e voe lakaet boued er c’hêrioù ; boued eus maezioù pep kêr tro-war-dro, a voe lakaet en o c’hreiz.

Joseph accumula tellement de froment, qu’on cessa d’en faire le compte ; on ne pouvait pas plus le mesurer que le sable de la mer. Gn 41, 49 : Hag e sanailhas Jozef ed evel traezh ar mor, fonnus-tre, ken na voe paouezet da gontañ, rak ne oad ken evit kontañ.

Avant l’année où survint la famine, il naquit à Joseph deux fils que lui enfanta Asnath, fille de Poti-Phéra, prêtre de One. Gn 41, 50 : Ha Jozef en devoa bet daou vab a-raok ma oa deuet bloaz ar gernez, ganet dezhañ gant Asenet, merc’h Poutifar, beleg On.

Joseph appela l’aîné Manassé car, disait-il, « Dieu m’a fait oublier toute ma peine et toute celle de la maison de mon père. » Gn 41, 51 : Hag e c’halvas Jozef anv e vab henañ Manase, rak "Ankounac’h a ro din Doue eus va holl boan hag eus ti va zad".

Le second, il l’appela Éphraïm car, disait-il, « Dieu m’a fait fructifier dans le pays de ma misère. » Gn 41, 52 : Hag anv an eil a c’halvas Efraim, rak "Va frouezhusaat a ra Doue en ur vro em eus bet reuz enni".

Les sept années d’abondance dans le pays d’Égypte prirent fin. Gn 41, 53 : Pa voe echu ar seizh vloavezh-aezamant e bro Egipt,

Alors commencèrent les sept années de famine, ainsi que Joseph l’avait annoncé. La famine sévissait partout, mais dans tout le pays d’Égypte il y avait du pain. Gn 41, 54 : e krogas seizh vloavezh-kernez da zont, evel m’en devoa lavaret Jozef. Hag e voe kernez en holl vroioù, met dre-holl e bro Egipt e voe bara.

Puis, tout le pays d’Égypte souffrit, lui aussi, de la faim, et le peuple, à grands cris, réclama du pain à Pharaon. Mais Pharaon dit à tous les Égyptiens : « Allez trouver Joseph, et faites ce qu’il vous dira. » Gn 41, 55 : Pa oa naonegezh war holl zouar an Egipt, e krias an dud etrezek Faraon evit kaout bara, hag e lavaras Faraon d’an holl Egiptiz : "It da gaout Jozef ! Grit ar pezh a lavaro deoc’h !"

La famine s’étendait à tout le pays. Alors Joseph ouvrit toutes les réserves et vendit du blé aux Égyptiens, tandis que la famine s’aggravait encore dans le pays. Gn 41, 56 : Hag an naonegezh o vezañ war holl c’horre an douar, e tigoras Jozef an holl sanailhoù o devoa hag e werzhas d’an Egiptiz, hag e voe rust ar gernez e bro Egipt.

De partout on vint en Égypte pour acheter du blé à Joseph, car la famine s’aggravait partout. Gn 41, 57 : Hag an holl vroioù a zeue d’an Egipt da brenañ digant Jozef, rak rustoc’h e oa ar gernez war an douar a-bezh.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn