Geneliezh - Pennad 49
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 49
Jacob appela ses fils et dit : « Assemblez-vous ! Je veux vous dévoiler ce qui vous arrivera dans les temps à venir. Gn 49, 1 : Gervel a reas Jakob e vibien hag e lavaras : "En em vodit, hag e tisklêriin deoc’h pezh a c’hoarvezo ganeoc’h en amzer da zont !
Rassemblez-vous, écoutez, fils de Jacob, écoutez Israël, votre père. Gn 49, 2 : En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob : Selaouit Israel, ho tad !
Toi, Roubène, mon premier-né, ma force, les prémices de ma virilité, débordant de fierté, débordant d’énergie, Gn 49, 3 : Ruben, va mab henañ, te, va nerzh, deroù va oad gour, met re daer, re greñv !
torrent impétueux, ne déborde plus, toi qui es monté sur le lit de ton père et, en y montant, tu l’as profané. Gn 49, 4 : Spoumus evel dour, ne vi ket an uhelañ, rak pignet e oas war gwele da dad, ha saotret va golc’hed en ur vont warni !
Siméon et Lévi sont bien frères : leurs couteaux sont des instruments de violence ! Gn 49, 5 : Simeon ha Levi a zo breudeur : armoù direizh o goustilhoù !
Que je ne participe pas à leur conseil, que je ne rejoigne pas leur assemblée ! Car, dans leur colère, ils ont massacré des hommes, dans leur frénésie, ils ont mutilé des taureaux. Gn 49, 6 : En o itrikoù ned aio ket va ene, gant o emvod n’en em unano ket va gloar, rak en o fulor o deus lazhet tud, en o droukyoul, spazhet tirvi.
Maudite soit leur colère, car elle est violente, et leur fureur, car elle est dure ! Je les démembrerai en Jacob, je les disperserai en Israël. Gn 49, 7 : Milliget ra vo o c’hounnar, re greñv eo bet ! O buanegezh, re rust ! O rannañ a rin e Jakob, o skignañ a rin en Israel !
Juda, à toi, tes frères rendront hommage, ta main fera plier la nuque de tes ennemis et les fils de ton père se prosterneront devant toi. Gn 49, 8 : Youda ! te a vo meulet gant da vreudeur, da zorn a vo war gilpenn da enebourien ; stouiñ a raio ouzhit mibien da dad.
Juda est un jeune lion. Tu remontes du carnage, mon fils. Il s’est accroupi, il s’est couché comme un lion ; ce fauve, qui le fera lever ? Gn 49, 9 : Ur leon yaouank eo Youda ! Eus an drailhadeg, va mab, ez out distroet ! Aet eo en e gluch, aet eo en e c’hourvez evel ul leon, evel ul leonez ; piv a raio dezhañ sevel ?
Le sceptre royal n’échappera pas à Juda, ni le bâton de commandement, à sa descendance, jusqu’à ce que vienne celui à qui le pouvoir appartient, à qui les peuples obéiront. Gn 49, 10 : Ne vo ket lamet ar vazh-roue digant Youda, ar wialenn eus etre e dreid, ken na zeuio ar perc’henn anezhi, an Hini a sento an holl bobloù outañ".
Il attache à la vigne son ânon, au cep, le petit de son ânesse. Il foule dans le vin son vêtement, dans le sang des raisins, son manteau. Gn 49, 11 : Stagañ a raio ouzh ar winienn e azenig, ouzh ar rezinenn eal e azenez. Kannañ a raio er gwin e zilhad, er gwad-rezin e vantell.
Ses yeux brillent plus que le vin, ses dents sont plus blanches que le lait. Gn 49, 12 : Ruz eo e zaoulagad gant ar gwin, gwenn e zent gant al laezh.
Zabulon habitera au bord de la mer. Il voyagera à bord des vaisseaux et ses confins toucheront à Sidon. Gn 49, 13 : Zaboulon war ribl ar morioù a vo o chom, ha war vourzh al listri, e harzoù betek Sidon.
Issakar est un âne robuste, accroupi entre deux enclos. Gn 49, 14 : Isac’har a zo un azen askornek, gourvezet etre daou gloziad,
Il constate que le repos est agréable et le pays, plaisant. Il tend l’échine au fardeau : il est bon pour la corvée d’esclave. Gn 49, 15 : hag a wel ez eo an diskuizh un dra vat, hag ez eo ar vro dudius ; astenn a raio e skoaz d’ar bec’h, prest evit anerioù sklav.
Dane jugera son peuple comme l’une des tribus d’Israël. Gn 49, 16 : Dan a varno e bobl, evel pep rummad Israel :
Que Dane soit un serpent sur la route, une vipère sur le sentier, qui mord le cheval au talon, et son cavalier tombe à la renverse ! Gn 49, 17 : bez' e vo Dan un naer war an hent, un naer gornek war ar wenodenn, hag e flemmo seulioù ar c’hezeg, hag e kouezho ar marc’heg en a-dreñv.
En ton salut, j’espère, Seigneur ! Gn 49, 18 : Ez silvidigezh ec’h esperan, Aotrou !
Gad, des attaquants l’attaquent, et lui, il porte l’attaque au talon. Gn 49, 19 : Gad ! Ur bagad en argad ! Hag eñ d’ar c’hrogad war o seulioù !
Asher : son pain est savoureux, il fournit des mets de roi. Gn 49, 20 : Aser ez eo druz e vara ! hag e pourvezo meuzioù rouaned !
Nephtali est une biche en liberté qui donne de beaux petits faons. Gn 49, 21 : Neftali a zo un heizez dizalc’h, hag a roio kirviigoù kaer !
C’est une plante fertile, que Joseph, une plante fertile près d’une source. Ses branches franchissent le mur. Gn 49, 22 : Frouezh ur wezenn frouezhus war un andon eo Jozef : e skourroù o deus krapet ouzh ar voger.
Ils l’ont exaspéré, ils l’ont pris pour cible, ils l’ont persécuté, ceux qui lancent des flèches. Gn 49, 23 : C’hwerv e voe graet dezhañ, broudet eo bet, heskinet gant paotred-o-biroù.
Mais son arc est demeuré ferme ; ses bras et ses mains ont gardé leur agilité grâce à Celui qui est Force de Jacob, grâce au nom du Berger, la Pierre d’Israël, Gn 49, 24 : Met chomet eo ferv e wareg, ha gwevn e zivvrec’h, e zaouarn, dre zaouarn Galloudeg Jakob, dre anv Mesaer, Roc’hell Israel,
grâce au Dieu de ton père – qu’il te vienne en aide ! grâce au Puissant – qu’il te bénisse ! D’en haut, bénédictions des cieux ! Bénédictions de l’abîme tout en bas ! Bénédictions des mamelles et du sein ! Gn 49, 25 : dre Zoue da dad, az sikouras, dre an Hollc’halloudeg, az pennigas, bennozhioù an Neñvoù eus krec’h, bennozhioù an islonk, gourvezet dindan, bennozhioù divronn ha mammog,
Les bénédictions de ton père ont surpassé les bénédictions des montagnes antiques, le désir des collines éternelles : qu’elles viennent sur la tête de Joseph, sur la chevelure du consacré parmi ses frères. Gn 49, 26 : bennozhioù da dad a zo bet kreñvoc’h eget bennozhioù va gourdadoù, hag hetoù ar runioù peurbadel : ra vezint war benn Jozef, war gilpenn gouestlad e vreudeur !
Benjamin est un loup qui déchire ; le matin, il dévore la proie ; le soir, il partage le butin. » Gn 49, 27 : Benjamin ! Ur bleiz a zrailho ! Da veure e tebr ken e ra, ha d’abardaez e ra lodoù gant ar preizh !"
Ce sont là toutes les tribus d’Israël, les douze tribus ! Et voilà ce que leur a dit leur père, en les bénissant. Il les a bénies en donnant à chacun de ses fils sa bénédiction. Gn 49, 28 : Da holl rummadoù Israel, d’an daouzek-se, setu pezh a lavaras Israel, o zad, ouzh o bennigañ : pep a vennozh a roas dezho.
Jacob donna cet ordre à ses fils : « Je vais être réuni aux miens. Enterrez-moi auprès de mes pères, dans la caverne qui est dans le champ d’Éphrone le Hittite, Gn 49, 29 : Hag e roas Jakob e urzhioù diwezhañ d’e vibien : "Me zo o vont da vezañ unanet gant tud va gwad ; va beziañ a reot e-tal va zadoù, er vougev a zo e park Efron an Hitiad ;
dans la caverne du champ de Macpéla, en face de Mambré, au pays de Canaan, le champ qu’Abraham a acheté à Éphrone le Hittite comme propriété funéraire. Gn 49, 30 : er vougev a zo e park Mac’hpela a zo a-dal da Vambre, e bro Ganaan, ha c’hoazh ez eo Abraham a brenas ar park-se digant Efron an Hitiad evit kaout plas ur bez.
C’est là que furent enterrés Abraham et son épouse Sara ; c’est là que furent enterrés Isaac et son épouse Rébecca ; c’est là que j’ai enterré Léa. Gn 49, 31 : Eno eo bet douaret Abraham ha Sara, e wreg. Eno eo bet douaret Izaag ha Rebeka, e wreg, hag eno em eus douaret Lea.
C’est le champ qui fut acheté aux Hittites, avec la caverne qui s’y trouve. » Gn 49, 32 : Prenet e oa bet ar park, hag ar c’hev a zo ennañ digant mibien Het".
Lorsque Jacob eut achevé de donner ses instructions à ses fils, il s’allongea sur son lit, il expira et fut réuni aux siens. Gn 49, 33 : Ha Jakob echuet gantañ reiñ e urzhioù d’e vibien a sachas e dreid gantañ war e wele, hag a laoskas e huanad diwezhañ, hag a voe unanet gant tud e wad.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
