Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 23

Geneliezh - Pennad 23

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 23



Sara vécut cent vingt-sept ans. Gn 23, 1 : Bevañ a reas Sara betek an oad a gant seizh vloaz warn-ugent ;

Elle mourut à Kiriath-Arba, c’est-à-dire à Hébron, dans le pays de Canaan. Abraham s’y rendit pour le deuil et les lamentations. Gn 23, 2 : Mervel a reas e Kiriat-Arbac’h, da lavarout eo Hebron, e bro Ganaan, Abraham a yeas d’ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi.

Puis il laissa le corps pour aller parler aux Hittites qui habitaient le pays : Gn 23, 3 : Pa savas Abraham eus a-gichen an hini varv ez eas da gomz ouzh mibien Het :

« Je ne suis qu’un immigré, un hôte, parmi vous ; accordez-moi d’acquérir chez vous une propriété funéraire où je pourrai enterrer cette morte. » Gn 23, 4 : Estren hag ostiziad ez on-me en ho touez, emezañ. Roit din plas ur bez ma c’hellin sebeliañ va hini varv.

Les Hittites répondirent à Abraham : Gn 23, 5 : Hag e respontas mibien Het da Abraham, o lavarout dezhañ :

« Écoute, mon seigneur. Tu es, au milieu de nous, un prince de Dieu. Ensevelis ta morte dans le meilleur de nos tombeaux. Aucun d’entre nous ne te refusera son tombeau pour y ensevelir ta morte. » Gn 23, 6 : Selaou ouzhomp, Aotrou : Ur priñs Doue ez out en hon touez ! Dibab ur bez eus hor re evit beziañ da hini varv. Den ebet ac’hanomp ne zinac’ho e vez ouzhit evit beziañ da hini varv.

Abraham se leva et se prosterna devant le peuple de ce pays, les Hittites. Gn 23, 7 : Hag e savas Abraham, hag e stouas dirak pobl ar vro, dirak mibien Het.

Puis il leur parla en ces termes : « Si vous acceptez que j’ensevelisse cette morte, alors écoutez-moi. Intervenez pour moi auprès d’Éphrone, fils de Sohar, Gn 23, 8 : Hag e komzas outo, o lavarout : "Ma teurvez ganeoc’h e vo beziet va hini varv a-zirazon, va selaouit ; pouezit evidon war Efron, mab Seor,

pour qu’il me cède la caverne de Macpéla qui lui appartient et qui se trouve au bout de son champ. Qu’il me la cède contre sa valeur en argent, comme une propriété funéraire au milieu de vous. » Gn 23, 9 : hag e roio din kev Mac’hpela a zo dezhañ hag a zo e penn e bark ; evit ar gont arc’hant rez her roio, din da gaout en ho touez ur bez".

Éphrone était assis parmi les Hittites. Éphrone le Hittite répondit à Abraham de façon à être entendu des Hittites et de tous ceux qui entraient par la porte de la ville. Il dit : Gn 23, 10 : Efron a oa en e goazez e-touez mibien Het, hag e respontas Efron an Hitiad da Abraham, ouzh divskouarn mibien Het, holl deuet betek dor kêr, o lavarout :

« Non, mon seigneur ! Écoute-moi ! Le champ, je te le donne ; et la caverne qui s’y trouve, je te la donne ; aux yeux des fils de mon peuple, je te la donne : ensevelis ta morte ! » Gn 23, 11 : Nann da ! Aotrou ! Selaou ouzhin ! Ar park-se a roan dit gant ar c’hev a zo ennañ : dit her roan, dirak daoulagad mibien va fobl her roan dit evit beziañ da hini varv.

Alors, Abraham se prosterna devant le peuple du pays. Gn 23, 12 : Hag e stouas Abraham dirak pobl ar vro,

Il parla à Éphrone de façon à être entendu par le peuple du pays. Il dit : « Si seulement tu voulais m’écouter ! Je te donne l’argent pour le champ. Accepte-le de moi. Et là j’ensevelirai ma morte. » Gn 23, 13 : hag e komzas ouzh Efron, ouzh divskouarn pobl ar vro, en ur lavarout : "Teurvez selaou ouzhin ! Reiñ a rin arc’hant ar park : hen degemer diganin, hag e lakain er bez va hini varv eno".

Éphrone répondit à Abraham : Gn 23, 14 : Hag e respontas Efron da Abraham, o lavarout dezhañ :

« Écoute-moi, mon seigneur ! Un terrain de quatre cents pièces d’argent, qu’est-ce donc entre toi et moi ? Ensevelis donc ta morte ! » Gn 23, 15 : Aotrou, selaou ouzhin ! Ur pezh douar a bevar c’hant pezh arc’hant etrezon-me ha te, petra eo se ? Laka da hini varv er bez !

Abraham écouta Éphrone et pesa pour lui l’argent dont il avait parlé de façon à être entendu des Hittites : quatre cents pièces d’argent au taux du marché. Gn 23, 16 : Selaou a reas Abraham ouzh Efron, hag e pouezas Abraham da Efron an arc’hant a oa bet divizet ouzh divskouarn mibien Het : pevar c’hant pezh arc’hant, diouzh feur ar varc’hadourien.

Ainsi, le champ d’Éphrone qui se trouve à Macpéla, en face de Mambré, le champ et la caverne, avec tous les arbres qui y poussent, sur toute sa superficie, tout devint Gn 23, 17 : Hag e teuas park Efron, a oa e Mac’hpela rag-enep da Vambre, ar park hag ar c’hev a oa ennañ hag an holl wez a oa er park betek e harzoù tro-dro,

possession d’Abraham, aux yeux des Hittites et de tous ceux qui entraient par la porte de la ville. Gn 23, 18 : da vezañ da Abraham e perc’henniezh ouzh daoulagad mibien Het, deuet holl betek dor kêr.

Après quoi, Abraham ensevelit sa femme Sara dans la caverne du champ de Macpéla, qui est en face de Mambré c’est-à-dire à Hébron, dans le pays de Canaan. Gn 23, 19 : Goude neuze, Abraham a vezias Sara, e wreg er vougev e tachenn-douar Mac’hpela a-dal da Vambre, da lavarout eo Hebron, e bro Ganaan.

Ainsi donc les Hittites garantirent à Abraham la propriété funéraire du champ et de la caverne qui s’y trouvait. Gn 23, 20 : Hag e teuas ar park hag ar vougev a zo ennañ da Abraham, bet e perc’henniezh evel bez digant mibien Het.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn