Levr Ester - Pennad 7
Pennad 7
Le roi se rendit donc avec Amane au banquet de la reine Esther. Est 7, 1 : Mont a reas eta ar roue hag Aman da vanvez ar rouanez Ester.
Et le roi dit encore à Esther le deuxième jour, pendant qu'il buvait du vin : « Que demande-tu, ô reine Esther ? Cela te sera accordé. Quelle est ta requête ? Quand ce serait la moitié du royaume, ce sera réalisé. Est 7, 2 : Hag evit an eil devezh-se, e lavaras c’hoazh ar roue da Ester, e-pad m’edod oc’h evañ gwin : "Petra a c’houlennez ? O rouanez Ester, roet e vezo da vennad dit. Petra 'c’hoantaez ? Na pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, e vezo roet dit".
La reine Esther répondit ainsi : « Si j'ai trouvé grâce à tes yeux, ô roi, et si cela plaît au roi, accorde-moi la vie, et accorde la vie à mon peuple. Est 7, 3 : Neuze e respontas ar rouanez Ester evel-hen : "M’am eus kavet gras ouzh da zaoulagad, o roue, ha ma plij an dra d’ar roue, ro din va buhez, ha c’hoant am eus e vefe roet din va fobl.
Car nous avons été vendus, mon peuple et moi, pour être exterminés, tués, anéantis. Si nous avions été seulement vendus comme esclaves ou servantes, je me serais tue ; mais notre ennemi ne pourrait pas rembourser le mal fait au roi par notre mort. Est 7, 4 : Rak va fobl ha me a zo bet gwerzhet evit bezañ distrujet, lazhet ha kaset da get. Ma vijemp bet gwerzhet evit sklaved ha sklavezed, e vijen tavet war-se ; met hon enebour n’hellje ket digoll an droug graet d’ar roue gant hor marv.
Le roi Assuérus prit la parole et demanda à la reine Esther : « De qui s’agit-il ? Et où se trouve l’homme qui a osé agir ainsi ? » Est 7, 5 : Hag ar roue da stagañ da gomz ha da c’houlenn digant ar rouanez Ester : "Piv eo, ha pelec’h emañ an hini en deus hardizhegezh a-walc’h d’ober kement-se ?"
Esther répondit : « L’adversaire, l’ennemi, c’est Amane, c’est ce misérable. » Devant le roi et la reine, Amane fut terrifié. Est 7, 6 : Hag Ester da eilgeriañ : "Hor gwaskour hag hon enebour eo an den fallakr-mañ, Aman". Neuze e voe spouronet Aman dirak ar roue hag ar rouanez.
Et le roi, empli de fureur, se leva, quitta la salle du banquet pour gagner le jardin du palais, tandis qu’Amane demeura pour demander grâce pour sa vie à la reine Esther, car il voyait bien que le roi avait décidé sa perte. Est 7, 7 : Hag ar roue, droug-spontus ennañ, a savas diouzh taol hag a yeas er-maez eus sal ar banvez, da liorzh ar palez ; hag Aman a chomas evit goulenn gras ar vuhez digant ar rouanez, rak gwelout a rae ervat e oa mennet ar roue, en e galon, d’e goll.
Quand le roi revint du jardin du palais dans la salle du banquet, Amane était effondré sur le divan où se trouvait Esther. « Quoi ! dit le roi. Va-t-il encore faire violence à la reine, en ma présence, dans ma maison ? » Le roi prononça un ordre, et aussitôt on couvrit le visage d’Amane. Est 7, 8 : Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da sal ar banvez, e oa en em daolet Aman war ar gwele m’edo Ester warnañ ; hag ar roue da estlammiñ : "Petra ? Ha c’hoant en deus c’hoazh d’ober vil d’ar rouanez dirazon, em zi !" A-boan ma oa deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, ma voe goloet e zremm da Aman.
Et Harbona, l'un des eunuques, dit au roi : « Il y a justement, dans la maison d’Amane, une potence de cinquante coudées, qu’Amane avait dressée pour Mardochée, l’homme qui a parlé pour le bien du roi. » Est 7, 9 : Ha Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras d’ar roue : "Setu, ar groug a hanter-kant ilinad uhelder, aozet gant Aman evit Mardoc’he, evit an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Aman".
Le roi dit : « Qu’on l’y pende ! ». Haman fut donc pendu au gibet qu'il avait préparé pour Mardochée ; et la colère du roi fut apaisée. Est 7, 10 : Hag ar roue da lavarout : "Krougit eñ outi !" Evel-se e voe krouget Aman ouzh ar groug savet gantañ evit Mardoc’he. Ha kounnar ar roue a voe torret dezhañ.
